wip: podkastoù

This commit is contained in:
Ewen 2023-12-22 17:12:25 +01:00
parent 0500c63d06
commit ecfc897c91
74 changed files with 4743 additions and 74 deletions

View file

@ -2,7 +2,6 @@
title: "#1 Ar plankton"
date: 2021-09-01T12:00:00+02:00
description: "Petra eo ar plankton? Deuit war va lech evit dizoleiñ ar bed-mañ."
tags: ["podkast", "plankton"]
draft: false
image: "./plankton.jpg"
slug: "1-ar-plankton"
@ -16,61 +15,57 @@ Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@bra
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/embed/light" >}}
---
Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton.
Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. « Ar plankton… »
Ar ger-se a teu eus "planktós" e gresioneg kozh, pe e grec ancien.
An dra-se sinifi kantreer, distabil.
Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.
Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija.
An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev,
ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.
Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit.
Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton.
Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout.
Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan !
Plankton a zo bep seurt ment e organegoù.
Setu, penaos e c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ?
Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt ment, bras ha bihan.
Setu, penaos c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ?
Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt men, bras ha bihan.
Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri.
Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire.
Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ, c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp.
Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp.
E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg.
Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, un ti 25 estaj dezhañ.
Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed.
Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh.
En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest.
Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn.
Setu lieseurt kenañ eo bed ar plankton e-keñver ar mentoù.
Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur,
un ti 25 estaj dezhañ. Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ,
ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh.
En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn.
Setu traoù a-bep seurt a gaver e bed ar plankton, evit pezh a sell ouzh ment al loened-se.
Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" 'giz vez lavaret gant an ekologourien.
Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle"
'giz vez lavaret gant an ekologourien.
Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù.
Kemeromp ar sianobacteri.
Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg.
Ha setu neuze e c'hellont implijout ar gouloù hag ar CO₂ (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) evit produiñ danvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen.
Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel-just.
Kemeromp ar sianobacteri. Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg.
Ha setu neuze e c'hellont implijout ar goulou hag ar CO2 (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant)
evit produiñ dañvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen.
Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel just.
An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton.
Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit.
Meur a organeg a c'hell produiñ gouloù, evel un dinoflagellé all anvet *Noctiluca scintillans*.
Meur a organeg a c'hell produiñ goulou, evel un dinoflagellé all anvet Noctiluca scintillans.
Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo.
Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ.
Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, o lugerniñ gant luskad ar mor.
Pegen brav eo an dra-se !
Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer,
o lugerniñ gant luskad ar mor. Pegen brav eo an dra-se !
Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù.
Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ.
Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO₂.
Ezhomm o deus deus ar CO₂ evit sevel o c'hrogenn da skouer.
Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor leun o c'hrogenn gant karbon.
Pegen jentil !
Ouzhpenn-se e vez kavet kalz molekul er mor gant bioliesseurter ar plankton, la biodiversité du plancton.
Koulskoude eo brek ar bed-se.
Bresk an organegoù, ha bresk eo ar c'hempouez ekologel.
Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen
ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ.
Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO2.
Ezhomm o deus deus ar CO2 evit sevel o c'hrogenn da skouer. Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor
leun o c'hrogenn gant karbon. Pegen jentil !
Koulskoude eo youst ar bed-se. Youst eo an organegoù, ha youst eo ar c'hempouez ekologel.
Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den.
Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité.
Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù.

Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ.
Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel.

Chañs vat dezho memestra ! :-)
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -1,75 +1,70 @@
---
title: "#1 Ar plankton"
date: 2021-09-01T12:00:00+02:00
tags: ["podkast", "plankton"]
draft: false
image: "./plankton.jpg"
slug: "1-ar-plankton"
---
{{< block_color blue >}}
Voilà la transcription de l'épisode [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/).
Transcription de l'épisode [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/).
{{< /block_color >}}

Binary file not shown.

After

Width:  |  Height:  |  Size: 805 KiB

View file

@ -0,0 +1,103 @@
---
title: "#10 An ADN (2/3)"
date: 2022-01-05T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anAdn2.jpg"
slug: "10-an-adn-2"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/embed/light" >}}
---
Kendalc'het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN.
Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout
penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed.
Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN.
Da betra 'servij an ADN ?
Bec'h dezhi!
Gant ar rann ziwezhañ hor boa komzet un tammig eus an herezh, l'hérédité e galleg.
Ha gwir eo, kaset eo an herezh gant an ADN,
peogwir e vez degaset gant ar volekulenn-mañ an ditour jenetikel.
An ditour jenetikel an hini eo a lâr hag-eñ eo glas ho taoulagad pe hag-eñ eo du ho kazh.
Gouzout a rit moarvat e vez treuzkaset ar perzhioù (e galleg e vez lâret les caractères)
gant an dud d'o bugale.
An dra-se a dalv e vez treuzkaset an ADN gant an dud d'o bugale.
E gwirionez e vez treuzkaset gant pep hini an hanter rik eus ADN ar c'hrouadur.
Treuzkaset e vez, mesket e vez e pep rummad, abaoe pell pell zo.
Ar glad genetikel a vez graet eus an dra-se.
Gant ar gronikenn-mañ 'vo komzet eus traoù a bep seurt diwar-benn an herezh neuze,
traoù hag a zo tammig fetisoc'h.
Urzhiet eo an ADN e kromozomoù, e seurt pakadoù.
Ni, an denelezh, hon eus 23 c'houblad a gromozomoù en holl.
Met unan eus ar c'houbladoù a zo disheñvel deus ar mod eo ur plac'h genetikel pe ur paotr genetikel.
E-barzh ADN ar merc'hed ez eus daou gromozom heñvel an eil deus egile, anvet "XX".
Ha gant ar baotred ez eus daou gromozom disheñvel an eil deus egile,
an eil bihanoc'h eget egile, anvet "XY".
Ar c'houblad-se a laka un den da vezañ plac'h pe paotr jenetikel.
Bep tro e vez kemeret ur c'hromozom eus ar vamm eo ur c'hromozom X, atav !
Hag a vez kemeret ur c'hromozom eus an tad, dre zegouezh ivez.
Ma vez roet ur c'hromozom X gant an tad,
ar c'houblad vo "XX" hag ar c'hrouadur vo ur plac'h jenetikel.
A-hend-all e vo ur paotr jenetikel.
Ar sistem-se vez anvet sistem XY (pe XY).
Sistemoù-all a zo en natur evel-just, gant al lapoused pe gant an amprevaned.
Cheñchomp kaoz evit komz eus ar jenoù bremañ.
Evit kompren petra eo ur jen e c'heller ober gant ur skeudenn.
Lakomp 'vefe an ADN a-bezh evel ul levr.
Ar c'hromozomoù a vefe evel chabistroù al levr.
Hag ar jenoù neuze a vefe ar gerioù,
gant lizherennoù ar c'hod jenetek hor boa gwelet a-raok : A, T, C ha G.
Komzet 'vo en-dro eus ar jenoù gant ur gronikenn all,
met moaien zo da lavaret e vez degaset ar perzhioù, les caractères, gant ar jenoù.
Da lâret eo, skrivet vez gerioù an ADN hervez ar perzhioù.
Ar pikoù-panez, lakaomp.
Kaout pikoù-panez : an dra-se en deus da welet gant ur jen anvet MC1R.
Diouzh an doare ma vez skrivet ar jen-se e c'hell an den kaout kalz pikoù-panez,
pe nompas kaout netra : tamm pik-panez ebet.
Traoù all a zo, evel flip ar skouarn (le lobe de l'oreille mar karit).
Evit tud zo eo stag, peget ouzh an dremm, hag evit tud all eo distag.
Ur jen a gontroll ar perzh-mañ ivez.
Memes tra gant kleñvedoù zo evel an dic'houzañvuster ouzh al laktoz,
da lâret eo an dud ne vezont ket evit dijeriñ al lactoz.
Met al lodenn vrasañ eus ar perzhioù hon neuz
hag ar pezh e c'hellomp ober pe pas,
a zo kontrollet gant meur a jen, e gwirionez.
Ment an dud a vez kontrollet gant muioc'h eget 80 jen.
E 2021 ez eus bet diskouezet ez eus ezhomm eus ur 120 jen bennak d'an nebeutañ
evit displegañ liv an daoulagad.
Penaos 'vez treuzkaset ar perzhioù gant kemend-all a jenoù ?
Un tamm evel ar reizh, ar "seks" kontrollet gant ar c'hromozomoù XX pe XY.
Pep jen a teu gant stummoù disheñvel.
Evit ur jen, e c'hell an tad kaout ur stumm, hag ar vamm ur stumm all.
ADN ar bugel a vo ur gwir veskaj gant stummoù an tad ha stummoù ar vamm, dre zegouezh adarre.
Se zo kaoz eo heñvel a-walc'h ur bugel ouzh e dud,
met diaes pe dibosupl eo gouzout resis petra vo e berzhioù.
Petra vo liv e zaoulagad, pegent bras vo, ha me oar-me.
Emichañs n'oc'h ket kollet gant an holl anvioù implijet er gronikenn-mañ.
Jen, kromozom… Ar gerioù-se 'vo klevet c'hoazh, traoù all zo da zeskiñ diwar o fenn !
Hiziv hon eus gwelet eo an ADN ar pezh a zoug an ditour jenetikel.
Treuzkaset e vez dre ar jenoù, ha pa vefent o-unan pe a-stroll evit sevel ar perzhioù, les caractères m'ho peus c'hoant.
Gant ar gronikenn a-benn ar wech all 'vo safaret eus ar pezh 'vez graet gant ar jenoù, e-barzh ar c'helligoù.
Ha c'hwi 'welo pegent brav hag efedus eo ar sistem-se.
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -0,0 +1,103 @@
---
title: "#10 An ADN (2/3)"
date: 2022-01-05T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anAdn2.jpg"
slug: "10-an-adn-2"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**An ADN (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/).

Width:  |  Height:  |  Size: 804 KiB

View file

@ -0,0 +1,112 @@
---
title: "#11 An ADN (3/3)"
date: 2022-01-19T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anAdn3.jpg"
slug: "11-an-adn-3"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou/embed/light" >}}
---
Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN.
Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh.
Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc'h, traoù a c'haller gwelet gant an daoulagad.
Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad.
Petra a c'hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ.
Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel.
Heñ, petra 'peus lâret?
Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel, pe "théorie fondamentale de la biologie moléculaire" e galleg flour.
Ar vevoniezh volekulel, biologie moléculaire mar karit,
eo ar skiant a studi molekul ar c'helligoù.
An ADN en o zouez, neuze.
An deorienn-mañ a zo un doare kredo, ur gouizidigezh kreñv.
Gwelet hon eus, dre vras, petra eo an ADN.
Molekul all a vez kavet er c'helligoù.
Da skouer : an ARN (a zo anavezet ganeoc'h moarvat, gant ar vaksinoù a-enep ar C'hovid).
Ha molekul all c'hoazh : ar proteinoù.
Petra eo al liamm etre an teir familh a volekul, al liamm etre an ADN, an ARN hag ar proteinoù?
An deorienn justamant.
Met lakaomp ar gaoz war an ADN da gentañ.
Kemeromp ar skeudenn 'moa kinniget deoc'h a-raok : al levr.
An ADN 'vefe evel ul levr, ar c'hromozomoù evel chabistroù,
hag ar jenoù evel ar gerioù gant al lizherennoù A, T, C ha G.
E gwirionez eo ar gerioù hir a-walc'h : e-tro 50000 lizherenn evit jenoù an denelezh.
Ur geidenn eo evel-just, b'ez eus jenoù gant nebeutoc'h evit 1000 lizherenn en enno,
ha reoù all gant muioc'h evit 2 vilion a hini.
Kalzik a jenoù zo ennomp: 30000 en holl.
Asambles gant lodennoù all eus an ADN e reont ar pezh a vez anvet "ar jenom".
An holl ADN a-benn ar fin.
Hag ar jenoù-se a zo enno an ditour jenetikel evit sevel proteinoù.
Petra eo ar proteinoù bremañ ?
Ar re-mañ eo ar molekul a ra an traoù er gellig.
Ar ger-se, protein, a laka ac'hanoc'h da soñjal er c'higennoù, er muskloù, moarvat.
Ha n'eo ket sot, rak proteinoù zo e kelligoù ar c'higennoù.
Ur rouedad a broteinoù zoken, anvet "actine" ha "myosine".
Int a laka ar gigenn da strishaat (d'en em gontraktiñ ma karit).
Met proteinoù all zo c'hoazh :
an hemoglobin, a zezoug an oksijen e-barzh ar gwad
an antikorfoù, a zo a-bouez-ruz evit hor reizhiad immunekaat
an hormonoù, hormonoù zo, a zezoug un ditour da gas en ul lec'h bennak d'ar c'horf
Ha me oar me. N'eus fin ebet, ober a reont kaji pep tra er c'horf.
Ha peseurt mod 'vez tremenet eus an ADN hag ar jenoù, d'ar proteinoù ?
Gant ur volekulenn all am eus da ginnig deoc'h : an ARN.
An ARN a zo ur volekulenn heñvel a-walc'h ouzh an ADN.
Ar pezh a cheñch a zo :
ul lizherenn e-barzh ar c'hod: n'eo ket ACGT met kentoc'h ACGU
n'emañ ket an ARN e-barzh an nukleus met kentoc'h e-barzh ar gellig a-bezh.
Evit lavaret ar wirionez deoc'h , an ARN a zo beb-sort mod.
Ha ni zo o komz eus an ARN mesajer, pe ARNm.
Mesajer eo e anv 'blam d'e roll : ur mesajer eo etre an ADN hag ar proteinoù.
Hag an dra-se an hini eo : teorienn diazez ar vevoniezh volekulel.
Eus an ADN e vez lakaet ar jenoù en ARN mesajer.
Ha da c'houde e vez troet an ARN mesajer en ur protein.
An dra-se a ziskouez peseurt mod vez treuzkaset ar froud titouroù, le flux d'informations.
ADN, ARN, proteinoù.
Alies-a-walc'h, ur jen a zegouezh gant ur protein neuze.
Met alies-kaer e vez nemedennoù, rak luziet eo ar vevoniezh.
Un draig evit echuiñ.
Komprenet ho peus peseurt mod e ya en-dro ar froud titouroù.
Gras d'an deorienn-mañ e c'hellit kompren un dra all c'hoazh.
Lavaret em eus deoc'h, tout an dud o deus beb a jenom :
Gant jenoù un tammig disheñvel hervez an dud, cheñch a ra deus un eil den d'egile.
Se zo kaoz n'omp ket heñvel-mik an eil re deus ar re all.
Koulskoude eo ar jenom memes hini evel holl gelligoù hor c'horf.
Ha pa vefe kellig hon empenn, kelligur gigenn, kellig an avu, un neuronenn, ha me oar me.
Penaos ober kelligoù ken disheñvel gant ar memes jenom ?
E gwirionez ne vez ket ezteuret, ne vez ket lennet
an holl jenoù eus hor jenom gant an holl gelligoù.
Kellig ur gigenn ne lenn nemet ul lodenn.
Un neuronenn a lenn ul lodenn all, ha kement 'zo.
Expression génétique, pe "ezteurel ar jenoù" vez graet eus an dra-se.
Dre se n'hon eus nemed ur jenom, met kalz kelligoù a-bep seurt.
E-giz-se e vo echuet ar rann-mañ.
Mesket hon eus an ADN gant an ARN hag ar proteinoù.
Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel a vez graet deus an doare skiantel da anviñ ar meskaj-se.
Met evit lâret ar wirionez deoc'h,
tra-walc'h eo kompren dija peseurt liamm zo etre an teir familh a volekul !

Width:  |  Height:  |  Size: 1.3 MiB

View file

@ -0,0 +1,103 @@
---
title: "#12 An heureuchined-mor (1/2)"
date: 2022-02-02T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anHeureuchinedMor1.jpg"
slug: "12-an-heureuchined-mor-1"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An heureuchined-mor (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2/embed/light" >}}
---
Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù.
Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c'hroc'hen.
Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor.
Graet e vo heureuchined-mor deuzouto er gronikenn-mañ.
Deomp dezhi!
Petra eo an heureuchined-mor neuze?
C'hwi oar mat petra emaon o vont da lâret bremañ : ar re-mañ zo liesseurt.
Tost 1000 spesad 'vez kontet en holl, e kement mor zo tout.
Dre vras, memes stumm o deus tout : ur voulenn, 5 pe 10 cm hed, drein war he gorre.
Sellomp pizhoc'h ouzh o drein. Gouest int da fiñval un tamm.
Ar re-se a servij dezho da vale, da gentañ.
Feiz, n'eo ket fouetañ bro.
Bale a reont war strad ar mor, met nemet un nebeud metradoù, pas muioc'h.
Ha mod-all, implijet vez an drein-se ganto d'en em wareziñ.
Lakait ho troad war-c'horre un heureuchin-mor 'ta, c'hwi welo !
Poanius eo, ha diaes eo tennañ an tammoù en em gavet dindan ar c'hroc'hen.
Sellomp ouzh un heureuchin-mor en e bezh bremañ.
5 lodenn a zo, 5 gwech ar memes-tra.
Un doare simetriezh eo.
Ha ma vefe sellet en ennañ e vefe kavet 5 gwech ar memes tra ivez.
Ha pelec'h emañ an tu a-raok hag an tu a-dreñv?
N'eus ket!
'fin, n'eus ket a gof ha n'eus ket a gein.
Tu ar beg a zo da zigentañ, a zo troet da sellet deus an douar,
hag an tu all emañ tu ar revr a-benn ar fin.
Interesant eo beg an heureuchined.
Lesanvet eo "letern Aristote", pe "la lanterne d'Aristote" e galleg,
abalamour oa bet studiet gant Aristote "himself", e-unan, dija, 300 bloaz a-raok JK.
E-kreiz 5 lodenn ar c'horf emañ ar beg, ha setu zo 5 lodenn ennañ ivez.
5 dant lemm a ya d'ober ur beg kreñv.
Aristote en doa deskrivet anezhañ er mod-se:
5 dant o deus an heureuchined, a zo toull.
E-touez an dent-se ez eus ur c'horf bouedek a zo dres evel an teod.
War-lerc'h e teu ar gourlañchenn (pe an oesophage), ha goude ar gourlañchenn, ar stomog,
a zo rannet e 5 lodenn, hag a zo leun a gaoc'h
Stag eo an daou benn eus ar beg, met n'eo ket didroc'h e c'horre.
Tennañ a ra kentoc'h eus ul letern a vankfe dezhañ ar c'hroc'hen, sañset da c'holoiñ e framm.
N'eo ket aes treiñ an dra-se e brezhoneg.
Me 'meus troet diwar ar galleg, met evit lâret ar wirionez deoc'h eo bet troet diwar ar gresianeg kozh evel-just.
Hag abaoe un toullad bloavezhioù eo ar savet ar jeu etre an troerien.
Troerien zo a soñj dezho eo bet anvet "letern Aristote" gantañ, korf an heureuchined a-bezh,
ha lod all a soñj dezho n'eo nemet o beg.
Hiziv an deiz, n'eo ket gwall sklaer 'at !
Petra a reont gant o 5 dant lemm ? Debriñ !
Peuriñ a reont e gwirionez. Debriñ a reont bezhin dreist-holl, kalz bezhin.
Debret e vezont ivez, unan eus o freizherien eo an dourgon-mor pe ar chas-dour-mor,
pe e galleg, les loutres des mer.
Hag an dra-se zo ur skouer vat eus un dra a vez lâret kempouez ekologel.
E meurvor Habask, war aod Norzhamerika, e Kalifornia da skouer,
e veze kavet heureuchined-mor ha dourgon-mor.
D'ur mare bennak eo bet chaseet kalz, betek re, an dourgon-mor.
Aet eo al loened-se da netra, pe dost, e deroù an XXvet kantved.
Kalz nebeutoc'h a wask a oa war an heureuchined neuze.
Deuet int da vezañ stankoc'h-stankañ.
Ha setu d'o zro o deus chaseet, pe kentoc'h debret o meuz : ar bezhin.
Met siwazh ! Ar bezhin a vez kavet eno a zo evel ur gwir ekosistem, evel ur c'hoad.
Ha justamant 'vez anvet er mod-se : koad bezhin, pe "forêt de kelp" e galleg.
Rak bezhin bras ha liesseurt a zo.
Hag un tammig evel en ur c'hoad gant gwez, e vez kavet ur bern loaned o chom ennañ.
Ha setu, pa 'z eo aet da netra an dourgon-mor eo bet debret betek re gant an heureuchined.
Setu ur skouer vat eus ar c'hempouez ekologel.
Ha diskouez a ra deomp splann
penaos e c'hell mab-den cheñch ekosistemoù a-bezh o chaseal spesad-mañ-spesad.
Graet ho peus anaoudegezh gant loened simpl a-hervez.
Kalz traoù zo da lâret diwar o fenn koulskoude.
Hiziv hon eus deskrivet o neuz, ha lâret int studiet abaoe pell.
Ha profitet hon eus deus an dra-se evit kontañ eus kempouezoù ekologel,
ha lâret pegen bresk e c'hellont bezañ.
Daou dra a chom da welet c'hoazh, ha graet e vo er rann a zeu :
ar strujañ (pe ar gouennañ) da gentañ
ha da eil, penaos e reont evit sikour ar skiantourien hag ar skiantourezed.
Fin, petra a zigasont er bed skiantel.
Ac'hann di, diwallit da gerzhout war drein an heureuchined-mor!
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -0,0 +1,103 @@
---
title: "#12 An heureuchined-mor (1/2)"
date: 2022-02-02T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anHeureuchinedMor1.jpg"
slug: "12-an-heureuchined-mor-1"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**An heureuchined-mor (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2).

@ -0,0 +1,93 @@
---
title: "#13 An heureuchined-mor (2/2)"
date: 2022-02-16T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anHeureuchinedMor2.jpg"
slug: "13-an-heureuchined-mor-2"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An heureuchined-mor (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2/embed/light" >}}
---
Kendalc'het 'vo hiziv gant an heureuchined-mor.
Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel.
Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d'ar bed skiantel.
Met krogomp diouzhtu gant o seksualegezh.
Evit gouennañ, pe strujañ, pe sevel o diskennadur 'vez implijet meur a strategiezh ganto.
Diouzh ar spesad e vez, 'giz boaz.
Ar pezh a zo boutin memestra : pared hag parezed zo.
Ar pared a brodu ar sper, pe ar spermatozoid m'ho peus c'hoant.
Hag ar parezed a brodu ar vielloù, pe an ovules mar karit.
Da gustum, gant an organismoù all, e vez produet kalz sper evit nebeut a vielloù.
Amañ, gant an heureuchined-mor eo ar c'hontrol !
Produiñ a reont kalz sper met ivez kalz vielloù.
Ar pared hag ar parezed a brodu sper ha vielloù memes amzer,
evit lakaat ar c'helligoù-se d'en em gavout asambles.
Pep tra en em gav er mor, e lec'h ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation mar karit.
Ar speriañ zo e-maez ar barez neuze, ar pezh a lak ar glad jenetek da vezañ mesket.
Evit gouzout muioc'h war ar glad jenetek, pe patrimoine génétique,
e c'hellit selaou pe adselaou ar gronikenn diwar-benn an ADN.
An dra-se zo gwir neuze evit al lodenn vrasañ eus ar spesadoù.
Met lavaret em eus deoc'h eo liesseurt an heureuchined-mor.
Ha gwir eo, vez kavet doaeroù all.
Evel gant ur spesad, a vez kavet kentoc'h er morioù yen.
Parezed ar spesad-mañ ne broduont ket kalz a vielloù.
Ha ne vezont ket skignet pe strewet er mor.
Ar c'hontrol eo zoken : chom a ra ar vielloù e-barzh o c'horf,
e chakodoù, ha desachet e vez ar sper gant ar parezed.
Gant ar strategiezh-se, ne vez ket produet miliadoù a heureuchined bihan, ken un nebeud kantadoù.
Ne vez ket mesket kement-se ar glad jenetek,
met, dre ma 'z eus eus ar spesad-se c'hoazh, e talvez n'eo ket re sot
ober war-dro e vugale mod-se, e-barzh an en-dro-se.
Studiet vez an heureuchined-mor gant ar skiantourezed hag ar skiantourien abaoe pell.
Abaoe amzer Aristote, d'an nebeutañ, evel 'meus lâret deoc'h er rann ziwezhañ.
Hiziv an deiz, evit meur a abeg 'chom ar re-se interesant evito.
Abalamour d'o flas e gwezenn ar vuhez da gentañ.
Er memes rummad hag ar stered-mor emaint,
asambles gant an andouilh-mor, "concombres de mer" e galleg.
Ar rummad-se zo anvet "ekinodermed".
Unan eus ar perzhioù boutin zo etrezo, eo simetriezh ar 5 lodenn.
Hag an ekinodermed zo interesant-tre peogwir emaint just e-kichen ur rummad all :
hini ar c'hordeged, pe "chordés" e galleg.
Ni a zo 'barzh !
Klask a ra ar skiantourien hag ar skiantourezed kaout loened e-maez eus hor rummadoù deomp-ni
evit keñveriañ an traoù, ha bezañ gouest da c'houzout muioc'h a draoù
diwar-benn emdroadur ar spesadoù.
Da-heul, vez studiet an heureuchined peogwir int aes da sevel.
Dre ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation, en dour, eo un dra aes da welet ha da studiañ.
E kreizenn viologel Rosko da skouer ez eus bet enklaskoù gant heureuchined
evit kompren gwelloc'h penaos e ya en-dro kelc'hiad ar gellig (le cycle cellulaire).
Bras a-walc'h eo ar vielloù ur wech speriet, akomod eo evit sellet outo gant ur mikroskop.
Ha be'z eus ivez enklaskoù war ar mod vez tremenet eus an ARN d'ar proteinoù.
Ar pezh hon eus gwelet dija en ur gronikenn bennak !
Hag evit echuiñ e c'hell an heureuchined-mor awenañ ar skiantourien hag ar skiantourezed
dre m'o deus perzhioù dedennus.
O beg, "letern Aristote" zo efedus-tre, koulz hag ar peg a vez produet gant o fikoù.
Bezañ awenet gant boudoù bev e giz-se a vez anvet ar "bevheñvelaat", pe "biomimétisme" e galleg.
Un danvez a c'hellfe bezañ kinniget en ur gronikenn bennak marteze…
Un tamm pourmenadenn war ar mor hon eus graet gant an div gronikenn,
evit ober anaoudegezh gant loened a seblant bezañ simpl.
Met pa vez sellet pizhoc'h e vez kavet traoù interesant-bras.
Kalz spesadoù zo, hag a vez kavet tro dro d'ar bed.
Reiñ a reont tro da gomz diwar-benn gouennadur, kempouezoù ekologel ha me oar me.
Kement-se a lak an heureuchined-mor da vezañ studiet gant ar skiantourien ha skiantourezed.
Reiñ a ra deomp da gompren ivez eo a-bouez an holl organismoù,
ha pa vefe o neuz ken simpl hag ur voulenn.
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -0,0 +1,93 @@
---
title: "#13 An heureuchined-mor (2/2)"
date: 2022-02-16T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anHeureuchinedMor2.jpg"
slug: "13-an-heureuchined-mor-2"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**An heureuchined-mor (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2).

Width:  |  Height:  |  Size: 748 KiB

View file

@ -0,0 +1,129 @@
---
title: "#14 An ornitorinked"
date: 2022-03-02T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anOrnitorinked.jpg"
slug: "14-an-ornitorinked"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ornitorinked**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked/embed/light" >}}
---
Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar.
An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl.
Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell.
Hiziv vo komzet eus unan eus loened drollañ, iskisañ zo er bed : an ornitorinked
Ar wech-mañ vo graet anaoudegezh ganto evel an Europeaned o doa graet.
E fin an XVIIIvet kantvet emaomp.
An Europeaned a glask ober tro ar bed.
John Hunter, eus bro Saoz, 'oa deuet da Aostralia da chom, e lec'h ma oa gouarnour.
Da lâret, penn kolonienn "Sukembre-Nevez", pe "Nouvelle-Galles du Sud", e Aostralia.
Goude bezañ klasket renkañ an traoù eno, kement-all a reuz evel ma oa bet gant ar gouarnour all araozañ,
e oa aet Hunter da bourmen dre ar vro.
Hag eñ, pe e skipailh, d'en em gavout gant ul loen iskis.
Lazhet al loen ganto evel-just, diouzh ar c'hiz e oa,
ha kaset e vlev da vro Saoz, asambles gant tresadennoù.
Ha ne oa ket an dud e bro Saoz evit krediñ ar pezh 'oa c'hoarvezet.
Ur farsadenn 'oa, a soñje dezho, lost al leue, pe ur c'hanular !
Evit ar skiantourien e oa ur meskaj gant meur a loen.
Dre vras, beg un houad asambles gant feur un avank, ur c'hastor ma karit.
A-benn ar fin, ne oa ket, ha komañset e oa ar skiantourien
da glask kompren petra 'oa al loened-se.
An ornintorinked zo loened 50 cm anezho, ha diouzh an noz e vevont kentoc'h.
Gwir eo ez eus tres an avanked warno.
Ur feur brun o deus, ha plat a-walc'h eo o c'horf hag o lost.
Netra ispisial betek-henn.
Met selaouit 'ta pezh zo da heul.
O favioù a zo e-giz re un houad : ar re-mañ zo palm pe palmezet.
Talvoudus eo an dra-se en o en-dro.
E-kichen ar stêrioù e vevont, gwelloc'h eo kaout pavioù ledan
evit neuial pe bale war-c'horre al lec'hid, la vase e galleg, m'ho peus c'hoant.
Met n'eo ket tout !
Ouzhpenn pavioù palmezet o deus.
O beg zo memes-mod evel hini un houad ivez, 'peus ket 'met soñjal.
E gwirionez, an dra-se zo ur javed hag a denn deus beg un houad kentoc'h,
met aes eo kompren perak n'o doa ket kredet ar skiantourien saoz arpezh o doa gwelet,
ken heñvel eo ar beg deus beg ar c'haniged.
Ha n'eo ket tout c'hoazh !
Ar parezed a brodu laezh.
Bronneged int neuze, n'eo ket dav kavout droll.
Pezh zoê… n'o deus tamm bronn ebet koulskoude.
Al laezh a teu dre ar c'hroc'hen ha redek a ra war-c'horre ar blev.
Ar re vihan n'o deus ken 'met lipañ ar blev neuze.
Bronneged hep bronn. Se zo dibar e-touez ar bronneged.
Hag gant ar pared vez produet un dra dibar ivez.
Ar re-mañ eo ar bronneged nemeto hag a zo gouest da broduiñ binim, ampoezon,
dre ur flemm hag a zo war o favioù.
N'ouzer ket re da betra servij an dra-se.
N'eus nemet ar pared a c'hell produiñ binim,
marteze 'vez implijet da vont d'ar pared all da vare ar strujañ.
Kement-se a laka al loened-se da vezañ un tammig droll, 'soñj ket deoc'h ?
Met, ur wech ouzhpenn, n'eo ket echu !
Dozviñ vioù a ra an ornitorinked… daoust-hag int bronneged !
Biskoazh kemend-all ! Bronneged ne zozvont ket vioù, sañset!
Ha padal, int a ra.
Heñvel ouzh vioù al laboused eo re an ornitorinked,
ha goret e vezont gant ar vamm, 'pad un 10 devezh bennak.
Drol eo al loened-se neuze.
Ar re-se eo ar bronneged nemeto hag a zozvont, hag ar re nemeto hag o deus binim.
Hag un draig ispisial o deus, c'hoazh : ur skiantenn pe ur sañs ma karit zo ganto.
An elektrolec'hiañ, pe l'électrolocalisation mar karit.
Ar skiantenn-se zo d'an ornitorinked ha d'o c'hendirvi ivez,
da lâret eo, gant rummad ar Monotremed.
Gras dezhi e c'hellont chaseal en dour.
Pa splujont e chom serr o daoulagad, ha ne c'hellont ket implijout ar c'hwezh ken nebeut,
evel ma ra ar rinkined lakaomp.
Met gall a reont santout ar red tredan e-barzh kigennoù al loened all.
O beg zo elektroreseverioù war e c'horre.
Gouest eo an ornitorinked da santout pelec'h emañ ur preizh o fiñval neuze.
Hag efedus eo!
Echu eo bremañ gant o ferzhioù dibar.
Bez' ez eus un dra all c'hoazh hag a zo heñvel deus pezh a c'hoarvez gant ur bern loened all, siwazh.
En arvar pe en dañjer emaint.
Pe : bet int bet en dañjer kentoc'h, cheñchet eo an traoù bremañ.
Soñj 'peus deus ar pezh a oa bet graet gant an europeaned digentañ
a-benn o doa gwelet an ornitorink kentañ ?
Lazhañ al loen o doa graet diouzhtu.
Aes eo kompren petra c'hoarvez ganto bremañ !
Chaseet int bet kalz evit ar feur, betek penn-kentañ an XXvet kantved.
Goude-se int bet gwarezet dre chañs, e lec'h ma vevont, e Aostralia.
Met n'ouzer ket resis penaos emañ an traoù en o en-dro,
hag en deus cheñchet kalzig.
Stankelloù zo, hentoù bras, chas ha kizhier ivez…
Ouzhpenn da se e vezont chaseet e-maez al lezenn,
hag un nebeud loened zo bet kavet mouget gant lastez plastik.
Gant an dra-se vo klozet ar gronikenn, diwar-benn d'an ornitorinked.
C'hwi ho peus klevet pegen ispisial int, gant o neuz, o doareoù da vevañ, da chaseal…
Hag ur wech ouzhpenn hon eus lakaet war wel pegen bresk e c'hell bezañ ur spesad.
Gwir eo, n'eus ket par d'an ornitorinked evit beviñ o en-dro.
Superloened int en ur mod, 'vel an tardigraded, hag hon eus safaret deuzouto dija.
Met pa vez distrujet an en-dro gant savadurioù, stankelloù pe hentoù bras,
pa vez saotret gant plastik, kement-se a c'hell cheñch penn d'ar vazh.
Ur gwir deñzor eo ar vevliesseurted, la biodiversité.
Ha talvezout a ra ar boan gwareziñ anezhi,
evit ober anaoudegezh ganti, ne gav ket deoc'h?
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -0,0 +1,129 @@
---
title: "#14 An ornitorinked"
date: 2022-03-02T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anOrnitorinked.jpg"
slug: "14-an-ornitorinked"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**An ornitorinked**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked).

Width:  |  Height:  |  Size: 1.1 MiB

View file

@ -0,0 +1,123 @@
---
title: "#15 Ar morgizhier"
date: 2022-03-16T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./arMorgizhier.jpg"
slug: "15-ar-morgizhier"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar morgizhier**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier/embed/light" >}}
---
Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn.
Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh,
rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet.
Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h.
Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi!
Da c'hortoz ec'h en em gafvemp war strad ar mor, ez an da gomz diwar-benn o flas e gwezenn ar vuhez.
C'hwi oar, ar wezenn a vez lakaet warni an holl spesadoù, a zo ranket e rummadoù.
War peseurt brank eus ar wezenn emañ ar morgizhier neuze ?
E-touez rummad ar blotviled emaint, pe les molluscs e galleg.
Evel an daougleureged pe les bivalves gant ar meskl pe an istr da skouer.
Hag ivez evel ar gasteropoded, gant ar maligorned pe ar brennig zoken.
Ar pezh boutin zo etre an holl anezho eo : int blot.
Ha gallout a reer lâret eo blot ar morgizhier !
Ur grogenn, bihan bihan, zo 'barzh o c'horf.
Al lodenn nemeti eo hag a zo kalet.
Ar preurrest eus o c'horf a zo blot, ha gouest eo da gaout n'eus forzh peseurt stumm neuze.
Ur sapre difi eo evit ar skiantourien·ezed,
rak gall' a ra al loened-se tremen 'barzh korzenn an akwariomoù zoken !
En em gavet omp er foñs, mat eo.
Hag evel just, roud ebet eus ur morgazh…
Ret eo lâret int speredek kenañ.
Int eo al loened hag o deus an empenn brasañ, e-touez an divellkreineged, pe les invertébrés.
Ar skiantourien·ezed o deus c'hoariet ganto dija, evit gouzout petra int gouest d'ober.
Kavout a reont o hent e milendalloù.
Gallout a reont anavezout an dud.
Gouest int da zeskiñ penaos digeriñ ur pod-gwer deus an diabarzh.
Gouest int da lenn en amzer da zont ivez, evel Paul ar souae !
Marteze ho peus soñj eus Paul le poulpe, hag en doa rakwelet disoc'hoù krogadoù mell-droad
'pad kib mell-droad ar bed 2010.
Pe dre ziouer e oa marteze. Piv 'oar?
A, gwelet em eus al loen !
Fiñval a ra e vrec'hioù, 8 anezho en deus en holl.
Hag ur c'hroc'henn dibar en deus ivez :
kelligoù arbennik zo warnañ, gant livoù disheñvel.
Ar c'helligoù-se a c'hell bezañ strizh pe ledan, ar pezh a cheñch an tres hollek war ar c'hroc'hen.
Kontrollet eo gant an empenn war-eeun, ha buan tre,
hag implijet vez dreist-holl evit kuzhat.
An dra-se zo kaoz 'oa diaes da gavout !
War e zivrec'h, feiz, e eizhbrec'h kentoc'h, ez eus kalz a spegoù (des ventouses).
Gras dezho eo gouest da santout ar pezh a zo tro-dro dezhañ :
stumm ha tekstur an traoù, kalz gwelloc'h evidomp.
Hag ouzhpenn int kap da dañva ar pezh a douchont ivez.
Evel ma vefe tañvet ganeoc'h ar frouezh er marc'had, o touchañ anezho.
O, emañ o sellet ouzhin bremañ.
Un tamm direnkus e kavan e sell.
Re heñvel eo ouzh hon hini.
An dra-se a zispleg un tammig perak int boemus deomp.
Gwelout a reont tamm pe damm ar memes tra evidomp ivez, nemet eo e gwenn ha du.
Met arabad soñjal hon eus emdroet asambles ganto memes tra.
Un dra all zo boutin etrezomp c'hoazh.
Analiñ a reont un tamm er memes mod evidomp : gant un analadenn hag un dic'hwezadenn.
Pezh zo dibar a-walc'h er mor.
Er pesked e red an dour nemet en un tu eus ar beg betek ar brenkoù (les branchies).
Implijout a reont un dic'hwezadenn greñv evit tec'hel kuit pa 'z eus ezhomm.
An dalc'h eo ez eont kuit war-gil.
Ne welont ket da belec'h ez eont, hag ur gudenn eo evit ar skiantourien·ezed.
Alies e spontont ar morgizhier, ha n'eo ket a-ratozh,
met ar re-se a glask tec'hel kuit hag a-wechoù e vez gloazet o c'hein.
Pa vez ezhomm e c'hell ar morgizhier implijout un ostilh all : al liv pe an ankr.
Fardañ a reont ankr, ankr du, hag a c'hell bezañ strinket evit diheñchañ ar preizher.
Evit poent 'meus ket spontet anezhañ, gwell a se !
Evit renabliñ barrek-tre int en o en-dro.
Gallout a reont kaout n'eus forzh peseurt stumm, ha neuze bezañ kuzhet etre ar c'herreg.
An dra-se zo efedus-kenañ dija.
Met ouzhpenn da se, pa vez ul lodenn eus o c'horf hag a chom er-maez,
pe pa vezont o cheñch lec'h da skouer, e c'hellont bezañ kazi treuzwelus.
O c'hroc'hen a zo memes livoù ha strad ar mor.
Gwelet a reont mat a-walc'h, met ma 'z int souezhet gant ur preizher
e c'hellont teurel ur goumoulenn ankr du dezhañ, ha tec'hel kuit buan.
N'eo ket fall !
Ur fun-fact bennak evit echuiñ, un dra fentus ha mat da c'hoût evit pourmen ho kalite.
Gallout a reoc'h komz eus seksualegezh ar morgizhier.
Evit speriañ e laka ar par e had, pe e sper, war unan eus e vrec'hioù.
Ha laka a ra ar vrec'h el lec'h mat er barez.
Un doare dic'hortoz d'ober dija.
Met droloc'h zo c'hoazh.
Ur spesad a zo un tamm disheñvel.
Er spesad-mañ eo brasoc'h ar parezed.
Hag un tamm drouk int ivez: klask a reont debriñ ar pared.
Neuze ar pared o deus cheñchet o doare d'ober.
Kregiñ a ra evel er spesadoù all :
ar par a laka e had war ur vrec'h.
Met war-lerc'h e troc'h ar vrec'h-mañ, a neu hec'h-unan betek ar barez.
Hag adkresket ur vrec'h all da c'houde ouzhpenn.
Int o deus ket ijinet ar gwir seksto e gwirionez !
Poent eo kimiadiñ diouzh hor mignon speredek hag iskis war ar memes tro bremañ.
Safaret hon eus eus kalzig a berzhioù dibar a zo gantañ, met,
a dra sur, ez eus c'hoazh ur bern traoù da gompren !
{{< cc "by nc" >}}

View file

@ -0,0 +1,123 @@
---
title: "#15 Ar morgizhier"
date: 2022-03-16T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./arMorgizhier.jpg"
slug: "15-ar-morgizhier"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**Ar morgizhier**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier).

Width:  |  Height:  |  Size: 758 KiB

View file

@ -0,0 +1,103 @@
---
title: "#16 Ar merien"
date: 2022-03-30T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./arMerien.jpg"
slug: "16-ar-merien"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar merien**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien/embed/light" >}}
---
Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc'h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned.
Ar merien.
An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, 'barzh an tiez a-wechoù.
An dra-se zo un digarez brav d'ober anaoudegezh ganto.
Emichañs ne weloc'h ket anezho memes-mod ken goude-se.
Krogomp 'barzh gant fichenn identelezh ar merien.
Amprevaned int, evel 'meus lâret.
An dra-se a dalv o deus 3 lodenn, 6 pav ha spilhoù (des antennes).
Lavaret 'vez int amprevaned sokial, peogwir e vevont e-barzh koloniennoù,
met komzet 'vo eus an dra-se diwezhatoc'h.
Kalz spesadoù zo, disheñvel an eil re deus ar re all.
Renablet ez eus bet e-tro 12000 spesad dija, ha muioc'h a zo da vezañ anavezet c'hoazh.
Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar pe dost.
Stank-abominabl int.
Kalkulet ez eus bet e vefe etre unan ha dek milion miliardoù merien, soñjit 'ta !
N'eo ket dister, pa soñjer ez eus etre 7 hag 8 miliard a dud war an Douar !
Peseurt mod e vevont ?
E koloniennoù, anvet krugelloù-merien, pe tuchennoù-merien pe…
ur bern anvioù a zo evel-just.
Ur grugell-verien a c'hell bodañ etre kant ha milionoù a verien, hervez ar spesadoù.
Ha setu e-giz-se, evel gant an amprevaned sokial all, ar grugell 'zo urzhiet-mat.
Ur rouanez a zo, dezhi ur plas pouezus