blog/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.2 KiB

title date draft image slug
#7 Ar go (2/2) 2021-11-24T12:00:00+02:00 false ./arGo2.jpg 7-ar-go-2

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar go (2/2). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/embed/light" >}}


Hiziv e vo kendalc'het gant ar pezh 'oamp krog da gaozeal er gronikenn ziwezhañ. Eus ar go e vo komzet adarre. Klasket vo ober tro ar bed evit kompren peseurt boued a zo graet gant ar go. Met komprenet 'vo ivez da betra e c'hell servijout. Deomp dezhi !

E-giz hon eus gwelet er gronikenn ziwezhañ, kozh-Noe eo ar boued lakaet e go. Kavet e vez e pep korn ar bed a bep seurt boued fardet gant ar go.

Perak 'ta eo ken talvoudus? Perak 'ta eo ken brudet, ken implijet ? Feiz, kaset e vez kalz tuoù traoù mat gant ar go.

An implij kentañ hervezon eo mirout ar boued. Gras d'ar go e c'heller kaout boued mat da zebriñ, pa n'eus ket moaien d'ober an eost lakaomp. Ar fourmaj laezh a zo ur skouer vat evit an dra-se. Gallout a reer mirout un tamm fourmaj-laezh kalz pelloc'h eget laezh fresk.

Penaos ez a en-dro neuze ? Ar boued a zeu da vezañ un tammig trenk pa vez lakaet da c'hoiñ, gras d'ar mikro-organismoù. Ha setu an organismoù all, an organismoù a lakje ar boued da vezañ brein, setu-int divarrek da vevañ ha da broduiñ elfennoù toksek.

Memes mod, ur efed all zo c'hoazh gant ar go : distrujañ a ra an traoù pistrius a zo er boued, an traoù toksek ma karit. 'Fin, lakaat a ra ar boued toksek da vezañ mat da zebriñ. Pe mat da evañ. An dour, lakaomp. Alies-mat ne vez ket mat da evañ en natur. Met pa vez lakaet an dour e go, an dra-se zo un doare da burifïañ anezhañ, mod pe vod.

Penaos en ober ? Feiz : kemeret vez frouezh da skouer, rak kalz dour zo e-barzh. Ar sukr a zo enno a vez implijet gant ar mikro-organismoù ur wech ouzhpenn. Alkol vez produet ha dre-se 'vez lazhet an organismoù toksek all. Ha setu penaos e c'hell bezañ ar chistr kalz yac'hoc'h eget dour ur puñs. Boñ, arabat evañ re memestra. An dour a zo mat-tre en deiz-hiziv !

Evit echuiñ gant tuoù mat ar go, lakaomp ar gaoz war ar blaz hag ar c'hwezh, rak ouzhpenn ar mirout 'vez degaset gant ar go. Kemeromp ur skouer all eus ur boued lakaet e go : ar bara. Diouzh ar bleud e cheñch ar blaz, met ivez diouzh ar go, ha diouzh an doare e vez lakaet da labourat. Toaz-bara a vez lakaet da c'hoiñ gant ur sac'hadig goedenn (un sachet de levure boulangère, e galleg), n'eo ket toutafait memes tra ha toaz-bara gant goell (le levain e galleg). N'ez eus nemet ur spesad a vikro-organismoù er sac'hadig, pa 'z eus ur bochad er goell. Ar blaz a c'hell cheñch eus un eil goell d'egile zoken, pa vez disheñvel kementad spesad-mañ-spesad.

Goude bezañ komprenet perak eo talvoudus-mat ar goiñ, greomp un tamm tro dre ar bed evit renabliñ un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go. Krogomp gant ar pezh a vez kavet e Breizh.

Bier a zo, evel-just. Un evaj a zo ennañ heiz (pe orge e galleg) a c'hell bezañ leusket da c'hoiñ ivez. Hag ar chistr, gant sukr an avaloù a zo trawalc'h evit ar mikro-organismoù d'ober o labour.

Kavet 'vez ivez e Breizh al laezh-ribod, a zo un tammig trenkoc'h eget al laezh fresk. Gwechal e veze evet asambles gant patatez, pe gant krampouezh gwinizh-du.

E peurest ar bed e vez debret pe evet traoù laosket da c'hoiñ ivez. Evel ar c'hombucha da skouer, a zo un evaj eus bro Sina fardet gant te, sukr, ha lakaet da c'hoiñ. Dont a ra da vezañ un tamm pikant ha trenkik. Cheñch a ra ar blaz hervez an te, pe ar mikro-organismoù a zo e-barzh hag an amzer a gemer evit goiñ. Un evaj all zo c'hoazh, hag a zo brudet a-walc'h ivez : ar c'hefir. Eus ar C'haokaz e teu. E plas an te e vez lakaet chug frouezh.

Gant an daou evaj-mañ e c'heller dastum ar goell, hag eo ar pezh solud a chom. Implijet e vez evit fardañ bouteilhadoù kefir all pe c'hoaz e c'heller profañ anezhañ da vignoned !

Gant se e vo klozet an div gronikenn diwar-benn ar go. Gwelet hon eus buan ha buan istor ar go, penaos ez a en-dro, da betra servij, ha renablet hon eus un nebeud skouerioù. Hiziv e c'hellit sellout en-dro deoc'h ha kavout a rit sur a-walc'h boued all lakaet e go, pep-lec'h, sur eo ha n'eo ket marteze!

{{< cc "by nc" >}}