blog/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5 KiB

title date draft image slug
#4 Ar razh-goz noazh 2021-10-13T12:00:00+02:00 false ./razhGozNoazh.jpg 4-razh-goz-noazh

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Ar razh-goz noazh. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-razh-goz-noazh/embed/light" >}}


Hiziv e vo graet anaoudegezh gant ul loen iskis ha dibar : ar razh-goz noazh.

Ar pezh emaoc'h o paouez klevout a zo un enrolladenn eus ar razh-goz noazh. Setu un drol a loen. Heterocephalus glaber vez graet anezhañ e latin. Razh-goz noazh eo e anv "boutin". Perak eo anvet "razh-goz noazh" neuze ? Da gentañ tout vez lâret razh, peogwir eo ur c'hrigner, bras e zent. Memes rummad hag ar razhed hag al logod eo. Ha da c'houde neuze, perak vez lavaret "goz" ? Rak ober a ra garidennoù, dindan an douar, evel ar gozed. Ar re-mañ ne vezont ket kavet partout er bed met dreist-holl e Afrika ar Reter (Kenia, Etiopia, Somalia). Hag erfin, perak "noazh" ? Peogwir eo noazh ! Noazh evel ur ran ! N'eus ket kalz a vlev war-c'horre e gorf. Ha gwelet e vez neuze e groc'hen ridet, hag a zo fin-fin, kazimant treuzluc'hus, treuzwelus. N'omp ket boas da sellet ouzh organegoù mod-se. Tost a-walc'h int ouzhomp dre ma 'z int bronneged, mammifères ma karit. Met gwelet a reoc'h, ar re-se zo iskis !

Kendalc'homp gant an tamm poltred. Al loened-se a ra war-dro 10 sentimetrad, evel ar razhed all. Ar re-mañ zo bras o dent hag an dra-se servij dezho da gleuzañ garidennoù. 'Giz ar gozed ne welont ket mat. Du-pod eo ar bed evito ha setu ne dalv ket ar boan kaout daoulagad dreistordinal. Bihan eo o daoulagad ha bihan eo o favioù ivez. Met gouest int da fiñval buan memestra.

Lavaret em eus deoc'h eo drol ar razh-goz noazh. Da gentañ-penn e c'hell bevañ e-pad pell. Pell-pell zoken. Keñveriomp gant ul logodenn hag a vefe lakaet en un arnodva pe ul laboratouer m'ho peus c'hoant. Mat ar jeu, n'ez eus preizher ebet, hag ur vuhez hir eo gouest da gaout. Afin, ur vuhez hir : evit ul logodenn 'ra 4 bloaz da neubeutañ. N'eo ket fall. Ar razh-goz noazh bremañ. Er memes endro e c'hellfe bevañ betek 30 vloaz ! Hir spontus eo an dra-se evit ul loen ken bihan. Ha setu emañ ar skiantourien o klask penaos vez graet gantañ c'hoazh. An dra-se c'hellfe sikour ac'hanomp marteze evit kleñvedoù zo. Un dra interesant zo evit ar skiantourien da skouer : daoust ma c'hellont bevañ e-pad pell, ne dapont ket ar c'hrign-bev, ar c'hankr pe ar c'hañser m'ho peus c'hoant. Ha n'int ket ken kizidik eveldomp ouzh ar yoc'hennoù, tumeurs ma karit.

Hag ur souezhadenn all zo c'hoazh evit achuiñ gant yec'hed ar razh-goz noazh : morse kazimant n'o dez ket poan. Ha padal eo bet kriz ar skiantourien ganto. Klasket o deus deviñ o c'hroc'hen gant trenkennoù bennak pe gant tan zoken, met al loened n'int ket tec'het kuit. Savet ez eus bet ur vartezeadenn, un hipotez ma peus c'hoant. Ar razhed-goz noazh o deus kollet ar boan marteze rak alies-mat ne vez ket kalz a oksijen e lec'h ma vevont. Ha neuze diwar an dra-se e vez tapet ganto akidoz, pe acidose e galleg : dont a ra trenk o gwad ha poanius eo evel-just. Tamm-ha-tamm, dre an emdroadur o defe bet kollet ar boan.

Met n'eo ket echu ! Dibar eo ar razhed-goz noazh evit un dra all ouzhpenn. Un dra ha ne vez ket kavet nemet gant ur spesad all e-touez ar vronneged. Bevañ a reont e koloniennoù. Evel ar gwenan pe ar merien. Dibar eo an dra-se evit ur bronneg evel-just ! Lod anezho a c'hell bezañ ken bras ha 300 a loened, met al lodenn vrasañ a zo tro 75 enni. Aozet eo pep kolonienn en un doare resis. Bez' eus ur rouanez. Brasoc'h eo eget ar re all. Pa varv ar rouanez e vez kemeret he flas gant ur barez. Korf ar rouanez nevez a gresk neuze, evit bezañ gouest da zougen ar re vihan, war-dro 11 anezho bep tro.

Ha mod-all, bez ez eus tri rummad all e-touez ar golonienn. Al labourerien, da skouer, a ra war-dro ar boued hag ar garidennoù. Kalz labour zo 'vat ! Kavet e vez soudarded ivez, evit diwall ar golonienn diouzh ar preizherien. Hag ur rummad all a zo bet kavet c'hoazh. O vezañ ma vevont an holl razhed-goz noazh eus ur golonienn tout asambles, o liesseurted zo izel a-walc'h. Da lavaret eo, ar re-mañ zo tout breudeur ha c'hoarezed. Ha setu evit tremen e-biou d'ar genwadelezh, pe consanguinité, kuit dezho da weskañ re ar gwad ma karit, ez eus c'hoazh ur rummad all, anvet an distrewerien, disperseurs e galleg. Ne labouront ket, ar c'hontrol eo : klask a reont tec'hel kuit. Fellout a ra dezho en em goublañ er maez eus ar golonienn en doare ma vez mesket glad genetek ar spesad. Un tamm souezhus eo, met pegen efedus !

Graet hon eus anaoudegezh gant ul loen iskis ha divalav a-walc'h ivez. Bevañ a ra evel ar gwenan pe ar merien, n'en deus na poan na krign-bev, ha gallout a ra bevañ e-pad pell. Setu ur skouer all da ziskouez deomp ez eus ouzhpenn an neuz a gont. Pe ur skouer all a ziskouez deomp pegen pinvidik eo an natur war an tamm douar-mañ.

{{< cc "by nc" >}}