blog/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.3 KiB

title date draft image slug
#20 Preñved Rosko 2022-09-28T12:00:00+02:00 false ./prenvedRosko.jpg 20-prenved-rosko

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Preñved Rosko. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko/embed/light" >}}


Hiziv e kinnigan deoc'h mant da Rosko ! Graet 'vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed. Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis. Deomp da Rosko neuze !

War an aod emaomp. En Aber, etre kreiz-kêr Rosko ha beg Perac'hidi. Kompez eo an aod, hag emañ ar mor o vont kuit. O tostaat deusoutañ emomp just a-walc'h. Ha gwelet a reomp tachoù glas un tamm pep-lec'h. Petra eo 'ta ? Dre chañs em eus kaset ganin ur warenn-greskiñ daoulagadel, pe "loupe binoculaire" ma karit. Lakaet un dornadig traezh gant an tachoù glas en ur voest treuzwelus ha… Ar re-se fiñv ! Preñved int !

Anvet int preñved Rosko pe Symsagittifera roscoffensis peogwir int bet studiet pizh er vro. Met estreget e Rosko e vez kavet ar re-se avat. Kavet ez eus bet koloniennoù eus bro Bortugal betek bro Gembre. Atav 'vez ar preñved war an aod vev, hag o buhez zo lusked gant mareoù ar mor. Pa vez uhel ar mor int kuzhet 'barzh an traezh. Ha pa ziskenn ar mor e vez gwelet ar re-se war c'horre an traezh, barzh an irvi bihan. Glas int, tro 5 mm. An dra-se zo kaoz n'hon eus gwelet nemet tachoù. Bevañ a reont a-stroll. Ha perak 'ta int glas ? Ar preñved n'int ket glas sañset !

E gwirionez, n'eo ket ar preñved a zo glas. Ar bezhin zo enno 'ni eo ! Ar mikro-bezhin kentoc'h, rak ar re-mañ zo boudoù bev zo unkelligel (unicellulaire) ha bihan-bihan. Tro 10 mikrometr, 100 gwech bihanoc'h 'vit ur milimetr. N'haller ket gwelet pep kellig eus ar bezhin-se evel-just, met ar preñved a gemer o liv, ken stank eo ar bezhin-se en enno. Kavet 'vez ar c'helligoù-se un tamm pep-lec'h er mor, hag ar preñved a zeb' anezho, met hep dijeriñ 'nezho. Bevañ a reont 'barzh o c'hroc'hen neuze.

E mod-se 'vez degaset d'ar preñved-se un dra ha n'eo ket gouest al loened all d'ober, bezañ gouest d'ober ar fotosintezenn. Afin, e gwirionez eo ar bezhin a ra ar fotosintezenn 'barzh ar preñved. Gant ar reaktadenn gimiek-se e teu oxsijen ha danvez organek, da lâret eo boued evit ar preñved. Hag ar preñved a zegemer anezho war ar memes tro ! Fotosimbios 'vez graet eus an dra-se. Ur c'henlabour padus etre ar boudoù bev. Ha diazezet ar c'henlabour war ar goulou.

An dra-se zo bamus a-walc'h. Plant pe bezhin herberc'hiet gant loened. C'hoarvezhout a ra memestra, ha muioc'h evit pezh a c'haller soñjal, er mor atav. Ar c'houral a zo hanter-loen hag an hanter-bezhin lakaomp ! Pe c'hoazh 'vez kavet kalz boudoù bev munut er plankton, hag a vez kavet enno bezhin munutoc'h.

Un dra dibar zo dezho memestra. Pa vez troc'het ur preñv e 2 lodenn e kresk en-dro an 2 lodenn evit sevel 2 breñv. Ha burzhudus eo, pe dost, rak un empenn o deus ar re-se. Ha diaes eo adsevel un empenn diwar netra evel-just, ha pa vefe bihan a-walc'h. An dra-se zo interesant evit ar re a labour war an adsevel eus lodennoù eus ar c'horf neuze.

Hag evit echuiñ, un dra interesant all, evit soñjal diwar-benn petra eo ur spesad pe ur boud-bev. Pa vez sellet deus ur preñv, vez gwelet ouzhpenn ar preñv hag ar bezhin e gwirionez. Baktiri zo ivez! Un tammig eveldomp gant hor mikrobiot en hor bouzelloù, ar re-se o deus ur mikrobiot war o c'hroc'hen. Hag tout ar re-se a vev asambles didrubuilh. Marteze ez eus eskemmoù ret etrezo evit bevañ zoken. Met an dra-se a zo da vezañ studiet gant ar skiantourien hag ar skiantourezed c'hoazh. Un dra zo sur, 'vat, diskouez a ra mat a-walc'h pegen stag eo an eil re ouzh ar re all, loened pe bezhin pe c'hoazh baktiri.

Kavet hon eus preñved war an aod e Rosko neuze. Preñved bihan met ken interesant all evit meur a abeg. O doare da adsevel lodennoù eus o c'horf, pe an darempredoù a-bouezh gant o mignoned ar mikrobezhin. Hag ar fed eo ur preñv e-giz-se ur gwir ekosistem a-benn ar fin, gant ar baktiri war ar c'hroc'hen. Peadra da vagañ studiadennoù all, ha da soñjal e-barzh ar pezh vez lâret organism deuzoutañ. Tamm-ha-tamm teuer da gompren eo kentoc'h ur c'henstrollad gant meur a spesad liammet etrezo.

{{< cc "by nc" >}}