blog/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5 KiB

title date draft image slug
#19 Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur 2022-09-14T12:00:00+02:00 false ./oberGizAnNatur.jpg 19-ar-biomimikerezh

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar biomimikerezh. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-biomimikerezh-ober-giz-an-natur/embed/light" >}}


Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut. Kontet vo kentoc'h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret vo deoc'h penaos e c'hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. Safaret e vo eus ar biomimikerezh.

Petra eo ar biomimikerezh, pe le biomimétisme neuze ? Un doare da sevel pe da fardañ traoù 'ni eo, oc'h ober evel ma nefe graet an natur, ar plantennoù pe al loened. An dra-se a c'hell bezañ poellek. Ijinet ez eus bet ur bern traoù gant an natur, ha dreist-holl gant emdroadur ar spesadoù. Ha lâret a ran "ijinet" espres-kaer. Dont a ra deus ijin, hag a vez kavet e-barzh ijinourez pe ijinour ivez. Peogwir en deus emdroadur ar spesadoù bet kalz amzer evit amprouiñ traoù, fardañ traoù a ya mat en-dro. Amzer en deus bet 'vat : tost 4 miliard a vloavezhioù, soñjit 'ta.

Awenet eo bet an denelezh gant an natur abaoe pell e gwirionez. Bremañ ez eus ur ger chik evit komz eus an dra-se. Met ar pezh a zo interesant eo kentoc'h ar skouerioù. Ur bern anezho a zo da welet, krogomp e-barzh diouzhtu neuze !

Koloniennoù ar merien-gwenn (les termites) a zo savet en un doare speredek-kenañ. Ur golonienn a c'hell bezañ ken bras ha 7 metrad. Kalz a verien-gwenn 'zo enni, anat deoc'h, ha ma vefe savet fall e vankfe oksijen, pe 'vefe re domm. Koulskoude ne c'hoarvezh ket an dra-se. Avelet eo mat-tre, ha mekanik ebet evel-just. Talvoudus eo kompren penaos e ya en-dro evit klask sevel hor savadurioù deomp-ni 'giz-se. Ha 'giz ho peus komprenet moarvat, n dra-se zo bet graet dija. Ur gourmarc'had zo bet savet e Zimbabwe e fin ar bloavezhioù 90, ha yenaat a ra e-unan. Koñsomiñ a ra dek dregant ha pevar-ugent nebeutoc'h a energiezh evit ar savadurioù all. Gwelet eo 'giz unan eus ar savadurioù kentañ awenet gant an natur.

Un dra mil anavezet a zo bet awenet gant an natur ivez. Ar velkro, pe ar skratch. Goût a rit, ar pezh 'vez kavet war boutoù ar vugale. Fin, kavet e vez un tammig e pep lec'h e gwirionez ! Da zigentañ e oa un den eus bro Suis, George de Mestral, a oa bet o chaseal un deiz bennak e 1948. Goude bezañ distroet en doa merzhet e oa kalz frouezh, 'giz bouloù, hag a oa peget ouzh e zilhad ha blev e gi. Un ijinour 'oa, setu neuze en doa klasket sellet pizh ouzh ar frouezh-mañ gant ur mikroskop. Gwelet en doa krogoù bihan war o c'horre, hag abalamour d'ar re-mañ e pege ar frouezh. Deuet e oa dezhañ ar mennozh da fardañ ur sistem 'giz-se evit serriñ an dilhad, gant krogoù eus un tu ha boukloù eus an tu all. Abaoe vez kavet velcro pep lec'h !

Ur skouer all a vez kavet gant an dilhad. Kopiet eo bet kroc'hen ar rinkined evit fardañ gwiskamantoù neuial. Skant dibar zo dezho ha ganto int gouest da fiñval 'ba an dour buanoc'h. Ha kement-all a ra ar sportiourienezed a neu gant ar gwiskamant ispisial-mañ.

En ur gronikenn all diwar-benn ar merien, em boa safaret eus o doare da gavout an hent berrañ gras d'ar feromon a laoskont war o lec'h. Awenet o deus ar skiantourienezed hag int o deus savet algoritmoù implijet evit dielfennañ skeudennoù da skouer, pe tresañ roudadoù elektronikel, pe circuits électroniques e galleg, a c'hell bezañ luziet. Moaien zo da soñjal ne vefe liamm ebet etre ar merien hag ar roudadoù elektronikel, ha padal ez eus unan bremañ.

Skouerioù e-leizh a zo c'hoazh. Ijinus eo an natur ! Diwallit memes tra, ne ya ket en-dro atav. Evit nijal e c'heller soñjal e vefe mat ober 'giz al laboused pe al logod-dall. Kaout eskell ha nijal. Ar pezh n'eo ket ken gwir ha se. Un ijinour all, Clément Ader e anv, en deus klasket pell lakaat ur mekanik da nijal. Klasket en deus gant eskell a-bep seurt : laboused, logod-dall, amprevaned zoken… Met n'eo ket deuet a-benn gwech ebet. Re luziet eo klask ober rik ar memes tra. Ar pezh a ya mat en-dro eo kentoc'h eskell ar c'hirri-nij a-vremañ. Ar stumm n'en deus netra da welet gant eskell al laboused met krouiñ a reont dougañs, pe portance e galleg. Gras d'an nerzh-mañ e c'hell nijal ar c'hirri-nij ! Arabat mont re vuan neuze.

Gwelet hon eus ur bochad skouerioù. Traoù savet diwar ur mennozh roet gant plant, pe loened. N'eus fin ebet, an natur zo leun a vennozhioù ! N'ho peus ket 'met klask war internet ar ger "biomimétisme" hag e kavoc'h muioc'h a draoù c'hoazh. Eus pelec'h e teu stumm an TGV da skouer, petra o deus degaset ar morgizhier, ar brenniged, ar gwini ha me oar me.

Arabat mont re vuan memestra ha klask atav ober 'giz an natur. A-wechoù ne ya ket mat en-dro. N'eo ket eeun pep tra, dav deomp klask hag amprouiñ an traoù, 'giz an natur a ra.

{{< cc "by nc" >}}