blog/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.5 KiB

title date draft image slug
#23 An antibioresistañs (1/2) 2022-11-23T12:00:00+02:00 false ./antibioresistans1.jpg 23-an-antibioresistans-1

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn An antibioresistañs (1/2). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou/embed/light" >}}


Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù. Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ. Ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928.

Alies e komañser da gontañ istor an antibiotikoù gant un den e vakañsoù. N'eo ket n'eus forzh peseurt den. Alexander Fleming 'ni eo, un den eus bro Saoz. O vakañsiñ emañ neuze, pe kentoc'h, o tistreiñ eus e vakañsoù emañ. O paouez distreiñ d'e laboratouer emañ. Hennezh zo medisin, ha… boulc'hurun ! Louet eo e labour ! Loued eo an traoù, louedadur zo un tamm pep lec'h ! 'Meus ket lâret deoc'h petra a ra Fleming. Klask a ra fardañ louzoù gouest da lazhañ ar baktiri. D'ar mare-se veze klasket antiseptikoù, pe louzoù a lazh pep tra (baktiri, virusoù, ha kement zo). Ha setu zo boestoù Petri en e labo. Goût a rit, ar boestoù rond lec'h ma vez lakaet traoù e-barzh evit gwelet petra a gresko enno. Sañset ne oa nemet baktiri, met an deiz-se 'oa un tarch louedadur ouzhpenn. Ha merzhout a ra n'eus ket baktirienn ebet e lec'h ma 'z eus loued. Soñjet en deus un tamm a-barzh kinnig ar vartezeadenn-se. Produet 'vefe un dra bennak gant al louedadur hag a virfe ouzh ar baktiri da vevañ. Reiñ a ra d'ar produ-se un anv : ar penisilin.

Ranket en deus gortoz 10 vloaz a-raok gwelet an traoù o vont war-raok. 'Pad an 10 vloaz-se, den n'en doa kavet an tu da buraat ar penisilin, da gaout nemet ar volekulenn-mañ, hep molekulenn all ebet. E 1939 'vat eo bet kavet an tu d'ober gant ur skipailh e skolveur Oxford. Amprouet eo bet ar penisilin gant tud c'hloazet, gant berzh. Roet zo bet ur priz Nobel da Fleming ha d'ar skipailh e Oxford, ha goude-se eo bet ar penisilin, asambles gant antibiotikoù all, implijet muioc'h-mui.

Ur bern antibiotikoù zo bremañ, muioc'h 'vit 10 000 molekulenn. An darn vrasañ deuzouto zo produet gant an natur. Gant organismoù heñvel deus al louedadur 'oa e labo Alexander Fleming da skouer. Pe c'hoazh gant baktiri all, pe plant, ha me oar me.

Ar molekulennoù-se o deus un efed war ar baktini, ha nemet ar baktiri neuze. 'Vit dont a-benn da atakiñ ar baktiri nemetken e ranker atakiñ un dra o deus ar baktiri ha n'o deus ket an organismoù all. Baktiri zo, da skouer, o deus un doare moger tro-dro dezho. La paroi bactérienne 'vez graet eus an dra-se. N'eus nemet ar baktiri-se o deus ar voger-se. Ha setu giz-se zo antibiotikoù, ar penisilin en o zouez, a vir ouzh ar baktiri da sevel o moger. N'hallont ket mui brasaat, ha mervel a ront da c'houde.

Kalz doaeroù all zo. Kalz mekanismoù er c'hellig, kalz mécanismes cellulaires m'ho peus c'hoant, a c'hell bezañ taget. Ha komzet 'vo eus an dra-se er rann a zeu.

Ha penaos 'vez implijet an antibiotikoù hiziv-an-deiz ? Implijet 'vezont e meur a zegouezh. Gant ar re glañv, evel-just. Met ivez evit ar chatal hag al loened all. Muioc'h 'vit an hanter eus an antibiotikoù a zo a vez roet d'al loened. Ha gwir eo vez roet d'al loened betek re, a soñj da dud zo. Da skouer e c'heller reiñ antibiotikoù a-raok ma chomfe klañv un tropell, kenkaz 'vefe ezhomm. Ha betek 2006 e veze roet koñje da ouzhpennañ antibiotikoù e boued al loened, evel "faktor kresk", pe facteur de croissance ma karit. E Kanada hag er Stadoù Unanet e c'heller ober seurt traoù c'hoazh, evit produiñ kig buanoc'h.

An dra-se zo dañjerus 'vat, 'blam d'an antibioresistañs. Met safaret 'vo deus an dra-se a-benn ar rann a zeu.

Safaret hon eus eus baktiri, ur wech ouzhpenn. Lakaet hor boa ar gaoz warno dija gant ar c'hronikennoù Brav ha bev. Er gronikenn diwar-benn mikrobiot ar bouzelloù, hag ivez en unan all diwar-benn ar boued lakaet e go. Ar wech-mañ hon eus gwelet ar baktiri 'giz organismoù drouk. Dre chañs zo antibiotikoù evit en em zifenn. Met ur redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hell bezañ produet ganeomp. 'Pezh 'vo gwelet er rann a zeu.

{{< cc "by nc" >}}