blog/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

3.4 KiB

title date draft image slug
#6 Ar go (1/2) 2021-11-10T12:00:00+02:00 false ./arGo1.jpg 6-ar-go-1

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Ar go (1/2). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-1/embed/light" >}}


Hiziv 'vo komzet eus boued ! Ur seurt boued resis a-walc'h : ar boued lakaet e go. Menam menam. Un digarez brav da gomz eus ar bakteri ur wech c'hoazh, hag o mignoned, ar goell !

Krogomp eta gant termenadur ar go, "la fermentation" e galleg. Ar pal evit an organismoù a implij ar go eo tennañ energiezh eus o boued. Treiñ a reont an tammoù boued e tammoù all, da lavaret eo, ur reaktadenn gimiek eo. Alies-mat e teu ar glusid (ar sukr mar karit) da vezañ alkol pe ur gaz bennak.

Evit lavarout ar wirionez ez eus meur a zoare go. 'Pezh a cheñch ganto eo disoc'h ar reaktadenn, ar pezh a zo produet ganti. Daou seurt go pennañ a zo neuze : an hini alkolek a brodu alkol, hag an hini laezhek a brodu… trenkenn laezhek (acide lactique e galleg). Eus an 2 seurt go e vo kaoz hiziv.

Ha piv a ra ar go neuze ? Ar go a zo ur reaktadenn normal a-walc'h gant ar boudoù bev. Ober a reomp-ni hon-unan ar reaktadenn-se ivez. En hor c'hig e c'hoarvezh an dra-se, pa vez implijet kalz anezho. Pa vezomp o redek buan-buan da skouer. Met deomp en-dro d'ar go evit ar boued.

Ar pezh a zo interesant evidomp neuze eo ar go graet gant ar mikro-organismoù : ar bakteri hag ar goell (la levure m'ho peus c'hoant).

Da gentañ, greomp un tamm tro war-zu an istor.

Boñ da gentañ tout n'eo ket an denelezh en deus ijinet ar go dija. Evel em eus lavaret n'ez eus ezhomm eus un den evit lakaat ar boued e go : ar mikro-organismoù an hini eo a zo a-bouez. A setu neuze ar boued kentañ a zo bet bet lakaet e go a zo, moarvat… ar frouezh. Gall' a reont, en ur mod, "en em lakaat e go".

Met gwir eo, ar go zo bet implijet kalz gant an dud, hag abaoe pell-pell zo. Marteze a-walc'h abaoe ar paleolitik, 3 milion a vloavezhioù zo. Hag an evajoù kentañ lakaet e go a zo bet graet da vare an neolitik, tro 9 mil bloaz zo.

Implijet eo bet ar goell, hag implijet e vez hiziv an deizh c'hoazh memes-mod, evit kaout muioc'h a voued mat da zebriñ. O tennañ an tammoù toksek eus ar plant da skouer, met lakaet e vo ar gaoz war ar sujed-mañ diwezhatoc'h.

Tamm ha tamm eo bet implijet ar go, dre ar milvedoù hag ar c'hantvedoù. Implijet eo bet evit ober bara gant ar bleud, evit ober fourmaj laezh gant al laezh ha me oar me.

Ur bloavezh a-bouez eo hini 1856. Ur paotr brudet a-walc'h, aotrou Louis Pasteur, a oa krog da studiañ en un doare skiantel ar go, goude bezañ kavet ar goell muiañ anavezet : "Saccharomyces cerevisiae", da lavaret eo, ar goell-bier.

A-drugarez d'an holl draoù desket ez omp gouest hiziv da lakaat e go kalz traoù en un doare kontrollet. Rak ret eo dibab un temperadur resis, peseurt mikro-organismoù zo da lakaat, pegement a sukr e vez ezhomm da lakaat ha kement zo.

Setu implijet e vez ar go e pep lec'h er bed, abaoe milionoù a vloavezhioù. Ur glad bras-divent eo, gant an holl doareoù d'ober liesseurt-kenañ. Ha koulskoude eo ar go ur reaktadenn a vez anavezet gant tou' an dud, kavet pe implijet gant an holl bobloù dre ar bed.

Peseurt boued, dre ar bed, a vez fardet gant ar go ? War an dra-se vo lakaet ar gaoz gant ar rann a zeu. Ha gwelet e vo ivez perak eo talvoudus-bras d'an holl.

{{< cc "by nc" >}}