blog/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5.5 KiB

title date draft image slug
#15 Ar morgizhier 2022-03-16T12:00:00+02:00 false ./arMorgizhier.jpg 15-ar-morgizhier

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Ar morgizhier. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier/embed/light" >}}


Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h. Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi!

Da c'hortoz ec'h en em gafvemp war strad ar mor, ez an da gomz diwar-benn o flas e gwezenn ar vuhez. C'hwi oar, ar wezenn a vez lakaet warni an holl spesadoù, a zo ranket e rummadoù. War peseurt brank eus ar wezenn emañ ar morgizhier neuze ? E-touez rummad ar blotviled emaint, pe les molluscs e galleg. Evel an daougleureged pe les bivalves gant ar meskl pe an istr da skouer. Hag ivez evel ar gasteropoded, gant ar maligorned pe ar brennig zoken. Ar pezh boutin zo etre an holl anezho eo : int blot. Ha gallout a reer lâret eo blot ar morgizhier ! Ur grogenn, bihan bihan, zo 'barzh o c'horf. Al lodenn nemeti eo hag a zo kalet. Ar preurrest eus o c'horf a zo blot, ha gouest eo da gaout n'eus forzh peseurt stumm neuze. Ur sapre difi eo evit ar skiantourien·ezed, rak gall' a ra al loened-se tremen 'barzh korzenn an akwariomoù zoken !

En em gavet omp er foñs, mat eo. Hag evel just, roud ebet eus ur morgazh… Ret eo lâret int speredek kenañ. Int eo al loened hag o deus an empenn brasañ, e-touez an divellkreineged, pe les invertébrés. Ar skiantourien·ezed o deus c'hoariet ganto dija, evit gouzout petra int gouest d'ober. Kavout a reont o hent e milendalloù. Gallout a reont anavezout an dud. Gouest int da zeskiñ penaos digeriñ ur pod-gwer deus an diabarzh. Gouest int da lenn en amzer da zont ivez, evel Paul ar souae ! Marteze ho peus soñj eus Paul le poulpe, hag en doa rakwelet disoc'hoù krogadoù mell-droad 'pad kib mell-droad ar bed 2010. Pe dre ziouer e oa marteze. Piv 'oar?

A, gwelet em eus al loen ! Fiñval a ra e vrec'hioù, 8 anezho en deus en holl. Hag ur c'hroc'henn dibar en deus ivez : kelligoù arbennik zo warnañ, gant livoù disheñvel. Ar c'helligoù-se a c'hell bezañ strizh pe ledan, ar pezh a cheñch an tres hollek war ar c'hroc'hen. Kontrollet eo gant an empenn war-eeun, ha buan tre, hag implijet vez dreist-holl evit kuzhat. An dra-se zo kaoz 'oa diaes da gavout !

War e zivrec'h, feiz, e eizhbrec'h kentoc'h, ez eus kalz a spegoù (des ventouses). Gras dezho eo gouest da santout ar pezh a zo tro-dro dezhañ : stumm ha tekstur an traoù, kalz gwelloc'h evidomp. Hag ouzhpenn int kap da dañva ar pezh a douchont ivez. Evel ma vefe tañvet ganeoc'h ar frouezh er marc'had, o touchañ anezho.

O, emañ o sellet ouzhin bremañ. Un tamm direnkus e kavan e sell. Re heñvel eo ouzh hon hini. An dra-se a zispleg un tammig perak int boemus deomp. Gwelout a reont tamm pe damm ar memes tra evidomp ivez, nemet eo e gwenn ha du. Met arabad soñjal hon eus emdroet asambles ganto memes tra. Un dra all zo boutin etrezomp c'hoazh. Analiñ a reont un tamm er memes mod evidomp : gant un analadenn hag un dic'hwezadenn. Pezh zo dibar a-walc'h er mor. Er pesked e red an dour nemet en un tu eus ar beg betek ar brenkoù (les branchies).

Implijout a reont un dic'hwezadenn greñv evit tec'hel kuit pa 'z eus ezhomm. An dalc'h eo ez eont kuit war-gil. Ne welont ket da belec'h ez eont, hag ur gudenn eo evit ar skiantourien·ezed. Alies e spontont ar morgizhier, ha n'eo ket a-ratozh, met ar re-se a glask tec'hel kuit hag a-wechoù e vez gloazet o c'hein.

Pa vez ezhomm e c'hell ar morgizhier implijout un ostilh all : al liv pe an ankr. Fardañ a reont ankr, ankr du, hag a c'hell bezañ strinket evit diheñchañ ar preizher. Evit poent 'meus ket spontet anezhañ, gwell a se !

Evit renabliñ barrek-tre int en o en-dro. Gallout a reont kaout n'eus forzh peseurt stumm, ha neuze bezañ kuzhet etre ar c'herreg. An dra-se zo efedus-kenañ dija. Met ouzhpenn da se, pa vez ul lodenn eus o c'horf hag a chom er-maez, pe pa vezont o cheñch lec'h da skouer, e c'hellont bezañ kazi treuzwelus. O c'hroc'hen a zo memes livoù ha strad ar mor. Gwelet a reont mat a-walc'h, met ma 'z int souezhet gant ur preizher e c'hellont teurel ur goumoulenn ankr du dezhañ, ha tec'hel kuit buan. N'eo ket fall !

Ur fun-fact bennak evit echuiñ, un dra fentus ha mat da c'hoût evit pourmen ho kalite. Gallout a reoc'h komz eus seksualegezh ar morgizhier. Evit speriañ e laka ar par e had, pe e sper, war unan eus e vrec'hioù. Ha laka a ra ar vrec'h el lec'h mat er barez. Un doare dic'hortoz d'ober dija. Met droloc'h zo c'hoazh. Ur spesad a zo un tamm disheñvel. Er spesad-mañ eo brasoc'h ar parezed. Hag un tamm drouk int ivez: klask a reont debriñ ar pared. Neuze ar pared o deus cheñchet o doare d'ober. Kregiñ a ra evel er spesadoù all : ar par a laka e had war ur vrec'h. Met war-lerc'h e troc'h ar vrec'h-mañ, a neu hec'h-unan betek ar barez. Hag adkresket ur vrec'h all da c'houde ouzhpenn. Int o deus ket ijinet ar gwir seksto e gwirionez !

Poent eo kimiadiñ diouzh hor mignon speredek hag iskis war ar memes tro bremañ. Safaret hon eus eus kalzig a berzhioù dibar a zo gantañ, met, a dra sur, ez eus c'hoazh ur bern traoù da gompren !

{{< cc "by nc" >}}