blog/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.7 KiB

title date draft image slug
#10 An ADN (2/3) 2022-01-05T12:00:00+02:00 false ./anAdn2.jpg 10-an-adn-2

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode An ADN (2/3). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/embed/light" >}}


Kendalc'het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed.

Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. Da betra 'servij an ADN ? Bec'h dezhi!

Gant ar rann ziwezhañ hor boa komzet un tammig eus an herezh, l'hérédité e galleg. Ha gwir eo, kaset eo an herezh gant an ADN, peogwir e vez degaset gant ar volekulenn-mañ an ditour jenetikel. An ditour jenetikel an hini eo a lâr hag-eñ eo glas ho taoulagad pe hag-eñ eo du ho kazh.

Gouzout a rit moarvat e vez treuzkaset ar perzhioù (e galleg e vez lâret les caractères) gant an dud d'o bugale. An dra-se a dalv e vez treuzkaset an ADN gant an dud d'o bugale. E gwirionez e vez treuzkaset gant pep hini an hanter rik eus ADN ar c'hrouadur. Treuzkaset e vez, mesket e vez e pep rummad, abaoe pell pell zo. Ar glad genetikel a vez graet eus an dra-se.

Gant ar gronikenn-mañ 'vo komzet eus traoù a bep seurt diwar-benn an herezh neuze, traoù hag a zo tammig fetisoc'h.

Urzhiet eo an ADN e kromozomoù, e seurt pakadoù. Ni, an denelezh, hon eus 23 c'houblad a gromozomoù en holl. Met unan eus ar c'houbladoù a zo disheñvel deus ar mod eo ur plac'h genetikel pe ur paotr genetikel. E-barzh ADN ar merc'hed ez eus daou gromozom heñvel an eil deus egile, anvet "XX". Ha gant ar baotred ez eus daou gromozom disheñvel an eil deus egile, an eil bihanoc'h eget egile, anvet "XY". Ar c'houblad-se a laka un den da vezañ plac'h pe paotr jenetikel. Bep tro e vez kemeret ur c'hromozom eus ar vamm eo ur c'hromozom X, atav ! Hag a vez kemeret ur c'hromozom eus an tad, dre zegouezh ivez. Ma vez roet ur c'hromozom X gant an tad, ar c'houblad vo "XX" hag ar c'hrouadur vo ur plac'h jenetikel. A-hend-all e vo ur paotr jenetikel.

Ar sistem-se vez anvet sistem XY (pe XY). Sistemoù-all a zo en natur evel-just, gant al lapoused pe gant an amprevaned.

Cheñchomp kaoz evit komz eus ar jenoù bremañ. Evit kompren petra eo ur jen e c'heller ober gant ur skeudenn. Lakomp 'vefe an ADN a-bezh evel ul levr. Ar c'hromozomoù a vefe evel chabistroù al levr. Hag ar jenoù neuze a vefe ar gerioù, gant lizherennoù ar c'hod jenetek hor boa gwelet a-raok : A, T, C ha G. Komzet 'vo en-dro eus ar jenoù gant ur gronikenn all, met moaien zo da lavaret e vez degaset ar perzhioù, les caractères, gant ar jenoù. Da lâret eo, skrivet vez gerioù an ADN hervez ar perzhioù.

Ar pikoù-panez, lakaomp. Kaout pikoù-panez : an dra-se en deus da welet gant ur jen anvet MC1R. Diouzh an doare ma vez skrivet ar jen-se e c'hell an den kaout kalz pikoù-panez, pe nompas kaout netra : tamm pik-panez ebet.

Traoù all a zo, evel flip ar skouarn (le lobe de l'oreille mar karit). Evit tud zo eo stag, peget ouzh an dremm, hag evit tud all eo distag. Ur jen a gontroll ar perzh-mañ ivez. Memes tra gant kleñvedoù zo evel an dic'houzañvuster ouzh al laktoz, da lâret eo an dud ne vezont ket evit dijeriñ al lactoz.

Met al lodenn vrasañ eus ar perzhioù hon neuz hag ar pezh e c'hellomp ober pe pas, a zo kontrollet gant meur a jen, e gwirionez. Ment an dud a vez kontrollet gant muioc'h eget 80 jen. E 2021 ez eus bet diskouezet ez eus ezhomm eus ur 120 jen bennak d'an nebeutañ evit displegañ liv an daoulagad.

Penaos 'vez treuzkaset ar perzhioù gant kemend-all a jenoù ? Un tamm evel ar reizh, ar "seks" kontrollet gant ar c'hromozomoù XX pe XY. Pep jen a teu gant stummoù disheñvel. Evit ur jen, e c'hell an tad kaout ur stumm, hag ar vamm ur stumm all. ADN ar bugel a vo ur gwir veskaj gant stummoù an tad ha stummoù ar vamm, dre zegouezh adarre. Se zo kaoz eo heñvel a-walc'h ur bugel ouzh e dud, met diaes pe dibosupl eo gouzout resis petra vo e berzhioù. Petra vo liv e zaoulagad, pegent bras vo, ha me oar-me.

Emichañs n'oc'h ket kollet gant an holl anvioù implijet er gronikenn-mañ. Jen, kromozom… Ar gerioù-se 'vo klevet c'hoazh, traoù all zo da zeskiñ diwar o fenn ! Hiziv hon eus gwelet eo an ADN ar pezh a zoug an ditour jenetikel. Treuzkaset e vez dre ar jenoù, ha pa vefent o-unan pe a-stroll evit sevel ar perzhioù, les caractères m'ho peus c'hoant.

Gant ar gronikenn a-benn ar wech all 'vo safaret eus ar pezh 'vez graet gant ar jenoù, e-barzh ar c'helligoù. Ha c'hwi 'welo pegent brav hag efedus eo ar sistem-se.

{{< cc "by nc" >}}