blog/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5.4 KiB

title date draft image slug
#16 Ar merien 2022-03-30T12:00:00+02:00 false ./arMerien.jpg 16-ar-merien

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Ar merien. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien/embed/light" >}}


Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc'h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned. Ar merien. An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, 'barzh an tiez a-wechoù. An dra-se zo un digarez brav d'ober anaoudegezh ganto. Emichañs ne weloc'h ket anezho memes-mod ken goude-se.

Krogomp 'barzh gant fichenn identelezh ar merien. Amprevaned int, evel 'meus lâret. An dra-se a dalv o deus 3 lodenn, 6 pav ha spilhoù (des antennes). Lavaret 'vez int amprevaned sokial, peogwir e vevont e-barzh koloniennoù, met komzet 'vo eus an dra-se diwezhatoc'h. Kalz spesadoù zo, disheñvel an eil re deus ar re all. Renablet ez eus bet e-tro 12000 spesad dija, ha muioc'h a zo da vezañ anavezet c'hoazh. Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar pe dost. Stank-abominabl int. Kalkulet ez eus bet e vefe etre unan ha dek milion miliardoù merien, soñjit 'ta ! N'eo ket dister, pa soñjer ez eus etre 7 hag 8 miliard a dud war an Douar !

Peseurt mod e vevont ? E koloniennoù, anvet krugelloù-merien, pe tuchennoù-merien pe… ur bern anvioù a zo evel-just. Ur grugell-verien a c'hell bodañ etre kant ha milionoù a verien, hervez ar spesadoù. Ha setu e-giz-se, evel gant an amprevaned sokial all, ar grugell 'zo urzhiet-mat. Ur rouanez a zo, dezhi ur plas pouezus : dozviñ ar vioù. An darn vrasañ vioù ar merien, a teuio da vezañ labourerezed pe merien-labour. N'o deus askell ebet ha steril int. N'int ket gouest da strujañ ma karit. Bep an amzer e teu er maez hiniennoù frouezhus pe strujus. Ar re-se an hini eo o deus eskell. An nij koublañ eo, pe le "vol nuptial". Mervel a ra ar pared kazi diouzthu war-lerc'h, ur wech graet o labour ganto. O sper vez miret gant ar parezed, er "speraoueg" pe la spermatèque e galleg. Deuet int da vezañ rouanezed nevez neuze, ha klask a reont ul lec'h evit sevel o c'holoniennoù, barzh an douar alies, ha kregiñ a reont da zozviñ vioù.

Ar merien all o deus bep a bost-labour mod-all, hervez an oad hag ar "c'hasta" , ar renk.

  • Ar merien-labour yaouank a ra war-dro ar rouanez hag ar vioù, chom a reont e-barzh ar grugell-verien
  • Da c'houde e sikouront da gempen an ti
  • Ha war-lerc'h, e fin o buhez ez eont er maez evit klask boued ha difenn ar grugell

Lakaomp ar gaoz war ar pezh en deus lakaet ar merien da vezañ graet berzh a-fet emdroadur ar spesadoù bremañ. Speredek-kenañ int. Pe kentoc'h, ur skiant poell a-stroll, une intelligence collective, dispar o deus. Gouest int da zisrouestlañ traoù diaes, a-drugarez d'ar c'hehentiñ etrezo. Implijout a reont o spilhoù (pe leurs antennes) evit santout molekul chimik produet gant ar re all. Kalz titouroù vez kaset er mod-se. Piv eo ar verienenn-mañ, petra ra, daoust ha yac'h eo, pe naon he deus, ha me oar me. Ha gouest int d'ober un dra dibar : kavout an hent berrañ asambles. Setu penaos e ya en-dro. Pa vez kavet boued gant ur verienn bennak, honnezh a zistro d'ar golonienn en ur leuskel c'hwezh ispisial war he lerc'h, 'pezh vez anvet "la piste olfactive", pe ar roudenn c'hwezh. Ar re all a c'hell santout ar c'hwezh-mañ hag heuliañ a reont anezhañ. Tamm ha tamm 'vez laosket muioc'h-mui a c'hwezh gant ar merien o tistreiñ war an hent berrañ, hag a-benn ar fin ne vez implijet nemet an hent-se kazimant. Setu n'eo ket gouest ur verienenn da gavout an hent gwellañ he-unan, met asambles e teuont a-benn, hag efedus eo ouzhpenn! An dra-se zo ur skouer eus ar skiant-poell a-stroll. N'eus ket ezhomm nemet eus un nebeud reolennoù hiniennel. Ha gant ar reonneloù simpl-se e sav emzalc'hioù luzietoc'h ha talvoudus pa seller ouzh live ar golonienn.

Hag evit echuiñ, me lâro un dra deoc'h eus ur geñveriadenn all gant an denelezh, gant an dud. N'eo ket an den en deus ijinet al labour douar, ar merien an hini eo o doa kroget da gentañ ! Spesadoù zo a zo arbennikaet war ar gounezerezh pe al labour douar. Gounezet e vez togoù-touseg ganto. Troc'hañ a reont delioù, degas a reont anezho d'ar grugell-verien evit lakaat an togoù-touseg da greskiñ warno, war an delioù. Ha debret 'vez pa vez prest. Eveldomp gant legumaj pe togoù-touseg a-benn ar fin.

Ha bez' eus spesadoù all c'hoazh, hag a zo gouest da sevel chatal. Evel-just ne savont ket saout, met c'hwenn-gwez (des pucerons). Ober a reont war o zro, difenn a reont anezho, kas a reont anezho da lec'hioù ma vez kavet plant. Fardet e vez melad (miellat) gant ar c'hwenn-gwez, ha plijout a ra kalz ar melad d'ar merien ! Un doare simbioz eo neuze, un tammig eveldomp gant ar saout pe ar gwenan da skouer.

Echu eo ar gejadenn gant ar merien. Loenedigoù bihan int, liesseurt ha stank-mat, ha barrek-kenañ pa vezont a-stroll. Ar skiantourien hag ar skiantourezed o deus lakaet war wel kalz traoù dija, met chom a ra ur bern traoù da gavout c'hoazh. Spesadoù nevez da ziskrivañ, perzhioù da gompren… ha da implijout ivez. Ur skipailh gall en deus embannet, n'eus ket pell zo, e miz C'hwevrer 2022 ur pennad skiantel ma tisplegont penaos implijout ar merien hag o barregezhioù evit detektiñ ar c'hrign-bev. Gwelet a rit, labour zo, kenlabour zo memes !

{{< cc "by nc" >}}