diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.br.md index 97043eb..579b9cb 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.br.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.br.md @@ -2,7 +2,6 @@ title: "#1 Ar plankton" date: 2021-09-01T12:00:00+02:00 description: "Petra eo ar plankton? Deuit war va lec’h evit dizoleiñ ar bed-mañ." -tags: ["podkast", "plankton"] draft: false image: "./plankton.jpg" slug: "1-ar-plankton" @@ -16,61 +15,57 @@ Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@bra {{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/embed/light" >}} --- - Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton. -Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. « Ar plankton… » -Ar ger-se a teu eus "planktós" e gresioneg kozh, pe e grec ancien. -An dra-se sinifi kantreer, distabil. -Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor. +Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. +An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, +ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor. Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit. Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton. Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout. Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan ! -Plankton a zo bep seurt ment e organegoù. -Setu, penaos e c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ? -Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt ment, bras ha bihan. +Setu, penaos c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ? +Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt men, bras ha bihan. Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri. Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire. -Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ, c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp. +Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ… c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp. E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg. -Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, un ti 25 estaj dezhañ. -Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. -Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh. -En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. -Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn. -Setu lieseurt kenañ eo bed ar plankton e-keñver ar mentoù. +Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, +un ti 25 estaj dezhañ. Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, +ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh. +En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn. +Setu traoù a-bep seurt a gaver e bed ar plankton, evit pezh a sell ouzh ment al loened-se. -Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" 'giz vez lavaret gant an ekologourien. +Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" +'giz vez lavaret gant an ekologourien. Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù. -Kemeromp ar sianobacteri. -Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg. -Ha setu neuze e c'hellont implijout ar gouloù hag ar CO₂ (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) evit produiñ danvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen. -Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel-just. +Kemeromp ar sianobacteri. Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg. +Ha setu neuze e c'hellont implijout ar goulou hag ar CO2 (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) +evit produiñ dañvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen. +Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel just. An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton. Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit. -Meur a organeg a c'hell produiñ gouloù, evel un dinoflagellé all anvet *Noctiluca scintillans*. +Meur a organeg a c'hell produiñ goulou, evel un dinoflagellé all anvet Noctiluca scintillans. Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo. Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ. -Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, o lugerniñ gant luskad ar mor. -Pegen brav eo an dra-se ! +Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, +o lugerniñ gant luskad ar mor. Pegen brav eo an dra-se ! -Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. -Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ. -Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO₂. -Ezhomm o deus deus ar CO₂ evit sevel o c'hrogenn da skouer. -Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor leun o c'hrogenn gant karbon. -Pegen jentil ! -Ouzhpenn-se e vez kavet kalz molekul er mor gant bioliesseurter ar plankton, la biodiversité du plancton. -Koulskoude eo brek ar bed-se. -Bresk an organegoù, ha bresk eo ar c'hempouez ekologel. + +Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen +ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ. +Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO2. +Ezhomm o deus deus ar CO2 evit sevel o c'hrogenn da skouer. Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor +leun o c'hrogenn gant karbon. Pegen jentil ! +Koulskoude eo youst ar bed-se. Youst eo an organegoù, ha youst eo ar c'hempouez ekologel. Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den. Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité. -Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù. +Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù. Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ. -Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel. +Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel. Chañs vat dezho memestra ! :-) + {{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.fr.md index 4517617..87554c4 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.fr.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.fr.md @@ -1,75 +1,70 @@ --- title: "#1 Ar plankton" date: 2021-09-01T12:00:00+02:00 -tags: ["podkast", "plankton"] draft: false image: "./plankton.jpg" slug: "1-ar-plankton" --- {{< block_color blue >}} -Voilà la transcription de l'épisode [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/). +Transcription de l'épisode [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/). {{< /block_color >}} {{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/embed/light" >}} --- - Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton. -Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. « Ar plankton… » -Ar ger-se a teu eus "planktós" e gresioneg kozh, pe e grec ancien. -An dra-se sinifi kantreer, distabil. -Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor. +Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija. +An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev, +ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor. Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit. Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton. Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout. Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan ! -Plankton a zo bep seurt ment e organegoù. -Setu, penaos e c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ? -Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt ment, bras ha bihan. +Setu, penaos c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ? +Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt men, bras ha bihan. Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri. Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire. -Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ, c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp. +Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ… c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp. E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg. -Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, un ti 25 estaj dezhañ. -Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. -Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh. -En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. -Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn. -Setu lieseurt kenañ eo bed ar plankton e-keñver ar mentoù. +Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur, +un ti 25 estaj dezhañ. Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ, +ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh. +En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn. +Setu traoù a-bep seurt a gaver e bed ar plankton, evit pezh a sell ouzh ment al loened-se. -Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" 'giz vez lavaret gant an ekologourien. +Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle" +'giz vez lavaret gant an ekologourien. Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù. -Kemeromp ar sianobacteri. -Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg. -Ha setu neuze e c'hellont implijout ar gouloù hag ar CO₂ (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) evit produiñ danvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen. -Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel-just. +Kemeromp ar sianobacteri. Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg. +Ha setu neuze e c'hellont implijout ar goulou hag ar CO2 (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant) +evit produiñ dañvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen. +Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel just. An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton. Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit. -Meur a organeg a c'hell produiñ gouloù, evel un dinoflagellé all anvet *Noctiluca scintillans*. +Meur a organeg a c'hell produiñ goulou, evel un dinoflagellé all anvet Noctiluca scintillans. Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo. Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ. -Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, o lugerniñ gant luskad ar mor. -Pegen brav eo an dra-se ! +Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer, +o lugerniñ gant luskad ar mor. Pegen brav eo an dra-se ! -Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. -Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ. -Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO₂. -Ezhomm o deus deus ar CO₂ evit sevel o c'hrogenn da skouer. -Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor leun o c'hrogenn gant karbon. -Pegen jentil ! -Ouzhpenn-se e vez kavet kalz molekul er mor gant bioliesseurter ar plankton, la biodiversité du plancton. -Koulskoude eo brek ar bed-se. -Bresk an organegoù, ha bresk eo ar c'hempouez ekologel. + +Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen +ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ. +Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO2. +Ezhomm o deus deus ar CO2 evit sevel o c'hrogenn da skouer. Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor +leun o c'hrogenn gant karbon. Pegen jentil ! +Koulskoude eo youst ar bed-se. Youst eo an organegoù, ha youst eo ar c'hempouez ekologel. Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den. Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité. -Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù. +Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù. Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ. -Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel. +Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel. Chañs vat dezho memestra ! :-) + {{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/anAdn2.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/anAdn2.jpg new file mode 100644 index 0000000..7376003 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/anAdn2.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..e595ea2 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.br.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#10 An ADN (2/3)" +date: 2022-01-05T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn2.jpg" +slug: "10-an-adn-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. +Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout +penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed. + +Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. +Da betra 'servij an ADN ? +Bec'h dezhi! + +Gant ar rann ziwezhañ hor boa komzet un tammig eus an herezh, l'hérédité e galleg. +Ha gwir eo, kaset eo an herezh gant an ADN, +peogwir e vez degaset gant ar volekulenn-mañ an ditour jenetikel. +An ditour jenetikel an hini eo a lâr hag-eñ eo glas ho taoulagad pe hag-eñ eo du ho kazh. + +Gouzout a rit moarvat e vez treuzkaset ar perzhioù (e galleg e vez lâret les caractères) +gant an dud d'o bugale. +An dra-se a dalv e vez treuzkaset an ADN gant an dud d'o bugale. +E gwirionez e vez treuzkaset gant pep hini an hanter rik eus ADN ar c'hrouadur. +Treuzkaset e vez, mesket e vez e pep rummad, abaoe pell pell zo. +Ar glad genetikel a vez graet eus an dra-se. + +Gant ar gronikenn-mañ 'vo komzet eus traoù a bep seurt diwar-benn an herezh neuze, +traoù hag a zo tammig fetisoc'h. + +Urzhiet eo an ADN e kromozomoù, e seurt pakadoù. +Ni, an denelezh, hon eus 23 c'houblad a gromozomoù en holl. +Met unan eus ar c'houbladoù a zo disheñvel deus ar mod eo ur plac'h genetikel pe ur paotr genetikel. +E-barzh ADN ar merc'hed ez eus daou gromozom heñvel an eil deus egile, anvet "XX". +Ha gant ar baotred ez eus daou gromozom disheñvel an eil deus egile, +an eil bihanoc'h eget egile, anvet "XY". +Ar c'houblad-se a laka un den da vezañ plac'h pe paotr jenetikel. +Bep tro e vez kemeret ur c'hromozom eus ar vamm eo ur c'hromozom X, atav ! +Hag a vez kemeret ur c'hromozom eus an tad, dre zegouezh ivez. +Ma vez roet ur c'hromozom X gant an tad, +ar c'houblad vo "XX" hag ar c'hrouadur vo ur plac'h jenetikel. +A-hend-all e vo ur paotr jenetikel. + +Ar sistem-se vez anvet sistem XY (pe XY). +Sistemoù-all a zo en natur evel-just, gant al lapoused pe gant an amprevaned. + +Cheñchomp kaoz evit komz eus ar jenoù bremañ. +Evit kompren petra eo ur jen e c'heller ober gant ur skeudenn. +Lakomp 'vefe an ADN a-bezh evel ul levr. +Ar c'hromozomoù a vefe evel chabistroù al levr. +Hag ar jenoù neuze a vefe ar gerioù, +gant lizherennoù ar c'hod jenetek hor boa gwelet a-raok : A, T, C ha G. +Komzet 'vo en-dro eus ar jenoù gant ur gronikenn all, +met moaien zo da lavaret e vez degaset ar perzhioù, les caractères, gant ar jenoù. +Da lâret eo, skrivet vez gerioù an ADN hervez ar perzhioù. + +Ar pikoù-panez, lakaomp. +Kaout pikoù-panez : an dra-se en deus da welet gant ur jen anvet MC1R. +Diouzh an doare ma vez skrivet ar jen-se e c'hell an den kaout kalz pikoù-panez, +pe nompas kaout netra : tamm pik-panez ebet. + +Traoù all a zo, evel flip ar skouarn (le lobe de l'oreille mar karit). +Evit tud zo eo stag, peget ouzh an dremm, hag evit tud all eo distag. +Ur jen a gontroll ar perzh-mañ ivez. +Memes tra gant kleñvedoù zo evel an dic'houzañvuster ouzh al laktoz, +da lâret eo an dud ne vezont ket evit dijeriñ al lactoz. + +Met al lodenn vrasañ eus ar perzhioù hon neuz +hag ar pezh e c'hellomp ober pe pas, +a zo kontrollet gant meur a jen, e gwirionez. +Ment an dud a vez kontrollet gant muioc'h eget 80 jen. +E 2021 ez eus bet diskouezet ez eus ezhomm eus ur 120 jen bennak d'an nebeutañ +evit displegañ liv an daoulagad. + +Penaos 'vez treuzkaset ar perzhioù gant kemend-all a jenoù ? +Un tamm evel ar reizh, ar "seks" kontrollet gant ar c'hromozomoù XX pe XY. +Pep jen a teu gant stummoù disheñvel. +Evit ur jen, e c'hell an tad kaout ur stumm, hag ar vamm ur stumm all. +ADN ar bugel a vo ur gwir veskaj gant stummoù an tad ha stummoù ar vamm, dre zegouezh adarre. +Se zo kaoz eo heñvel a-walc'h ur bugel ouzh e dud, +met diaes pe dibosupl eo gouzout resis petra vo e berzhioù. +Petra vo liv e zaoulagad, pegent bras vo, ha me oar-me. + +Emichañs n'oc'h ket kollet gant an holl anvioù implijet er gronikenn-mañ. +Jen, kromozom… Ar gerioù-se 'vo klevet c'hoazh, traoù all zo da zeskiñ diwar o fenn ! +Hiziv hon eus gwelet eo an ADN ar pezh a zoug an ditour jenetikel. +Treuzkaset e vez dre ar jenoù, ha pa vefent o-unan pe a-stroll evit sevel ar perzhioù, les caractères m'ho peus c'hoant. + +Gant ar gronikenn a-benn ar wech all 'vo safaret eus ar pezh 'vez graet gant ar jenoù, e-barzh ar c'helligoù. +Ha c'hwi 'welo pegent brav hag efedus eo ar sistem-se. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..03429ce --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/10-an-adn-2/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#10 An ADN (2/3)" +date: 2022-01-05T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn2.jpg" +slug: "10-an-adn-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An ADN (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-2-an-herezh/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. +Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout +penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed. + +Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. +Da betra 'servij an ADN ? +Bec'h dezhi! + +Gant ar rann ziwezhañ hor boa komzet un tammig eus an herezh, l'hérédité e galleg. +Ha gwir eo, kaset eo an herezh gant an ADN, +peogwir e vez degaset gant ar volekulenn-mañ an ditour jenetikel. +An ditour jenetikel an hini eo a lâr hag-eñ eo glas ho taoulagad pe hag-eñ eo du ho kazh. + +Gouzout a rit moarvat e vez treuzkaset ar perzhioù (e galleg e vez lâret les caractères) +gant an dud d'o bugale. +An dra-se a dalv e vez treuzkaset an ADN gant an dud d'o bugale. +E gwirionez e vez treuzkaset gant pep hini an hanter rik eus ADN ar c'hrouadur. +Treuzkaset e vez, mesket e vez e pep rummad, abaoe pell pell zo. +Ar glad genetikel a vez graet eus an dra-se. + +Gant ar gronikenn-mañ 'vo komzet eus traoù a bep seurt diwar-benn an herezh neuze, +traoù hag a zo tammig fetisoc'h. + +Urzhiet eo an ADN e kromozomoù, e seurt pakadoù. +Ni, an denelezh, hon eus 23 c'houblad a gromozomoù en holl. +Met unan eus ar c'houbladoù a zo disheñvel deus ar mod eo ur plac'h genetikel pe ur paotr genetikel. +E-barzh ADN ar merc'hed ez eus daou gromozom heñvel an eil deus egile, anvet "XX". +Ha gant ar baotred ez eus daou gromozom disheñvel an eil deus egile, +an eil bihanoc'h eget egile, anvet "XY". +Ar c'houblad-se a laka un den da vezañ plac'h pe paotr jenetikel. +Bep tro e vez kemeret ur c'hromozom eus ar vamm eo ur c'hromozom X, atav ! +Hag a vez kemeret ur c'hromozom eus an tad, dre zegouezh ivez. +Ma vez roet ur c'hromozom X gant an tad, +ar c'houblad vo "XX" hag ar c'hrouadur vo ur plac'h jenetikel. +A-hend-all e vo ur paotr jenetikel. + +Ar sistem-se vez anvet sistem XY (pe XY). +Sistemoù-all a zo en natur evel-just, gant al lapoused pe gant an amprevaned. + +Cheñchomp kaoz evit komz eus ar jenoù bremañ. +Evit kompren petra eo ur jen e c'heller ober gant ur skeudenn. +Lakomp 'vefe an ADN a-bezh evel ul levr. +Ar c'hromozomoù a vefe evel chabistroù al levr. +Hag ar jenoù neuze a vefe ar gerioù, +gant lizherennoù ar c'hod jenetek hor boa gwelet a-raok : A, T, C ha G. +Komzet 'vo en-dro eus ar jenoù gant ur gronikenn all, +met moaien zo da lavaret e vez degaset ar perzhioù, les caractères, gant ar jenoù. +Da lâret eo, skrivet vez gerioù an ADN hervez ar perzhioù. + +Ar pikoù-panez, lakaomp. +Kaout pikoù-panez : an dra-se en deus da welet gant ur jen anvet MC1R. +Diouzh an doare ma vez skrivet ar jen-se e c'hell an den kaout kalz pikoù-panez, +pe nompas kaout netra : tamm pik-panez ebet. + +Traoù all a zo, evel flip ar skouarn (le lobe de l'oreille mar karit). +Evit tud zo eo stag, peget ouzh an dremm, hag evit tud all eo distag. +Ur jen a gontroll ar perzh-mañ ivez. +Memes tra gant kleñvedoù zo evel an dic'houzañvuster ouzh al laktoz, +da lâret eo an dud ne vezont ket evit dijeriñ al lactoz. + +Met al lodenn vrasañ eus ar perzhioù hon neuz +hag ar pezh e c'hellomp ober pe pas, +a zo kontrollet gant meur a jen, e gwirionez. +Ment an dud a vez kontrollet gant muioc'h eget 80 jen. +E 2021 ez eus bet diskouezet ez eus ezhomm eus ur 120 jen bennak d'an nebeutañ +evit displegañ liv an daoulagad. + +Penaos 'vez treuzkaset ar perzhioù gant kemend-all a jenoù ? +Un tamm evel ar reizh, ar "seks" kontrollet gant ar c'hromozomoù XX pe XY. +Pep jen a teu gant stummoù disheñvel. +Evit ur jen, e c'hell an tad kaout ur stumm, hag ar vamm ur stumm all. +ADN ar bugel a vo ur gwir veskaj gant stummoù an tad ha stummoù ar vamm, dre zegouezh adarre. +Se zo kaoz eo heñvel a-walc'h ur bugel ouzh e dud, +met diaes pe dibosupl eo gouzout resis petra vo e berzhioù. +Petra vo liv e zaoulagad, pegent bras vo, ha me oar-me. + +Emichañs n'oc'h ket kollet gant an holl anvioù implijet er gronikenn-mañ. +Jen, kromozom… Ar gerioù-se 'vo klevet c'hoazh, traoù all zo da zeskiñ diwar o fenn ! +Hiziv hon eus gwelet eo an ADN ar pezh a zoug an ditour jenetikel. +Treuzkaset e vez dre ar jenoù, ha pa vefent o-unan pe a-stroll evit sevel ar perzhioù, les caractères m'ho peus c'hoant. + +Gant ar gronikenn a-benn ar wech all 'vo safaret eus ar pezh 'vez graet gant ar jenoù, e-barzh ar c'helligoù. +Ha c'hwi 'welo pegent brav hag efedus eo ar sistem-se. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/anAdn3.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/anAdn3.jpg new file mode 100644 index 0000000..4bc5b59 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/anAdn3.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..49f6125 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.br.md @@ -0,0 +1,112 @@ +--- +title: "#11 An ADN (3/3)" +date: 2022-01-19T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn3.jpg" +slug: "11-an-adn-3" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. +Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. +Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc'h, traoù a c'haller gwelet gant an daoulagad. +Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad. + +Petra a c'hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. +Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. + +Heñ, petra 'peus lâret? +Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel, pe "théorie fondamentale de la biologie moléculaire" e galleg flour. +Ar vevoniezh volekulel, biologie moléculaire mar karit, +eo ar skiant a studi molekul ar c'helligoù. +An ADN en o zouez, neuze. + +An deorienn-mañ a zo un doare kredo, ur gouizidigezh kreñv. +Gwelet hon eus, dre vras, petra eo an ADN. +Molekul all a vez kavet er c'helligoù. +Da skouer : an ARN (a zo anavezet ganeoc'h moarvat, gant ar vaksinoù a-enep ar C'hovid). +Ha molekul all c'hoazh : ar proteinoù. +Petra eo al liamm etre an teir familh a volekul, al liamm etre an ADN, an ARN hag ar proteinoù? +An deorienn justamant. + +Met lakaomp ar gaoz war an ADN da gentañ. +Kemeromp ar skeudenn 'moa kinniget deoc'h a-raok : al levr. +An ADN 'vefe evel ul levr, ar c'hromozomoù evel chabistroù, +hag ar jenoù evel ar gerioù gant al lizherennoù A, T, C ha G. +E gwirionez eo ar gerioù hir a-walc'h : e-tro 50000 lizherenn evit jenoù an denelezh. +Ur geidenn eo evel-just, b'ez eus jenoù gant nebeutoc'h evit 1000 lizherenn en enno, +ha reoù all gant muioc'h evit 2 vilion a hini. +Kalzik a jenoù zo ennomp: 30000 en holl. +Asambles gant lodennoù all eus an ADN e reont ar pezh a vez anvet "ar jenom". +An holl ADN a-benn ar fin. + +Hag ar jenoù-se a zo enno an ditour jenetikel evit sevel proteinoù. + +Petra eo ar proteinoù bremañ ? +Ar re-mañ eo ar molekul a ra an traoù er gellig. +Ar ger-se, protein, a laka ac'hanoc'h da soñjal er c'higennoù, er muskloù, moarvat. +Ha n'eo ket sot, rak proteinoù zo e kelligoù ar c'higennoù. +Ur rouedad a broteinoù zoken, anvet "actine" ha "myosine". +Int a laka ar gigenn da strishaat (d'en em gontraktiñ ma karit). +Met proteinoù all zo c'hoazh : +an hemoglobin, a zezoug an oksijen e-barzh ar gwad +an antikorfoù, a zo a-bouez-ruz evit hor reizhiad immunekaat +an hormonoù, hormonoù zo, a zezoug un ditour da gas en ul lec'h bennak d'ar c'horf + +Ha me oar me. N'eus fin ebet, ober a reont kaji pep tra er c'horf. + +Ha peseurt mod 'vez tremenet eus an ADN hag ar jenoù, d'ar proteinoù ? +Gant ur volekulenn all am eus da ginnig deoc'h : an ARN. + +An ARN a zo ur volekulenn heñvel a-walc'h ouzh an ADN. +Ar pezh a cheñch a zo : +ul lizherenn e-barzh ar c'hod: n'eo ket ACGT met kentoc'h ACGU +n'emañ ket an ARN e-barzh an nukleus met kentoc'h e-barzh ar gellig a-bezh. + +Evit lavaret ar wirionez deoc'h , an ARN a zo beb-sort mod. +Ha ni zo o komz eus an ARN mesajer, pe ARNm. +Mesajer eo e anv 'blam d'e roll : ur mesajer eo etre an ADN hag ar proteinoù. + +Hag an dra-se an hini eo : teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. +Eus an ADN e vez lakaet ar jenoù en ARN mesajer. +Ha da c'houde e vez troet an ARN mesajer en ur protein. + +An dra-se a ziskouez peseurt mod vez treuzkaset ar froud titouroù, le flux d'informations. +ADN, ARN, proteinoù. +Alies-a-walc'h, ur jen a zegouezh gant ur protein neuze. +Met alies-kaer e vez nemedennoù, rak luziet eo ar vevoniezh. + +Un draig evit echuiñ. +Komprenet ho peus peseurt mod e ya en-dro ar froud titouroù. +Gras d'an deorienn-mañ e c'hellit kompren un dra all c'hoazh. + +Lavaret em eus deoc'h, tout an dud o deus beb a jenom : +Gant jenoù un tammig disheñvel hervez an dud, cheñch a ra deus un eil den d'egile. +Se zo kaoz n'omp ket heñvel-mik an eil re deus ar re all. +Koulskoude eo ar jenom memes hini evel holl gelligoù hor c'horf. +Ha pa vefe kellig hon empenn, kelligur gigenn, kellig an avu, un neuronenn, ha me oar me. +Penaos ober kelligoù ken disheñvel gant ar memes jenom ? + +E gwirionez ne vez ket ezteuret, ne vez ket lennet +an holl jenoù eus hor jenom gant an holl gelligoù. +Kellig ur gigenn ne lenn nemet ul lodenn. +Un neuronenn a lenn ul lodenn all, ha kement 'zo. +Expression génétique, pe "ezteurel ar jenoù" vez graet eus an dra-se. +Dre se n'hon eus nemed ur jenom, met kalz kelligoù a-bep seurt. + +E-giz-se e vo echuet ar rann-mañ. +Mesket hon eus an ADN gant an ARN hag ar proteinoù. +Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel a vez graet deus an doare skiantel da anviñ ar meskaj-se. +Met evit lâret ar wirionez deoc'h, +tra-walc'h eo kompren dija peseurt liamm zo etre an teir familh a volekul ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..49f6125 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.fr.md @@ -0,0 +1,112 @@ +--- +title: "#11 An ADN (3/3)" +date: 2022-01-19T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn3.jpg" +slug: "11-an-adn-3" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. +Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. +Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc'h, traoù a c'haller gwelet gant an daoulagad. +Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad. + +Petra a c'hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. +Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. + +Heñ, petra 'peus lâret? +Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel, pe "théorie fondamentale de la biologie moléculaire" e galleg flour. +Ar vevoniezh volekulel, biologie moléculaire mar karit, +eo ar skiant a studi molekul ar c'helligoù. +An ADN en o zouez, neuze. + +An deorienn-mañ a zo un doare kredo, ur gouizidigezh kreñv. +Gwelet hon eus, dre vras, petra eo an ADN. +Molekul all a vez kavet er c'helligoù. +Da skouer : an ARN (a zo anavezet ganeoc'h moarvat, gant ar vaksinoù a-enep ar C'hovid). +Ha molekul all c'hoazh : ar proteinoù. +Petra eo al liamm etre an teir familh a volekul, al liamm etre an ADN, an ARN hag ar proteinoù? +An deorienn justamant. + +Met lakaomp ar gaoz war an ADN da gentañ. +Kemeromp ar skeudenn 'moa kinniget deoc'h a-raok : al levr. +An ADN 'vefe evel ul levr, ar c'hromozomoù evel chabistroù, +hag ar jenoù evel ar gerioù gant al lizherennoù A, T, C ha G. +E gwirionez eo ar gerioù hir a-walc'h : e-tro 50000 lizherenn evit jenoù an denelezh. +Ur geidenn eo evel-just, b'ez eus jenoù gant nebeutoc'h evit 1000 lizherenn en enno, +ha reoù all gant muioc'h evit 2 vilion a hini. +Kalzik a jenoù zo ennomp: 30000 en holl. +Asambles gant lodennoù all eus an ADN e reont ar pezh a vez anvet "ar jenom". +An holl ADN a-benn ar fin. + +Hag ar jenoù-se a zo enno an ditour jenetikel evit sevel proteinoù. + +Petra eo ar proteinoù bremañ ? +Ar re-mañ eo ar molekul a ra an traoù er gellig. +Ar ger-se, protein, a laka ac'hanoc'h da soñjal er c'higennoù, er muskloù, moarvat. +Ha n'eo ket sot, rak proteinoù zo e kelligoù ar c'higennoù. +Ur rouedad a broteinoù zoken, anvet "actine" ha "myosine". +Int a laka ar gigenn da strishaat (d'en em gontraktiñ ma karit). +Met proteinoù all zo c'hoazh : +an hemoglobin, a zezoug an oksijen e-barzh ar gwad +an antikorfoù, a zo a-bouez-ruz evit hor reizhiad immunekaat +an hormonoù, hormonoù zo, a zezoug un ditour da gas en ul lec'h bennak d'ar c'horf + +Ha me oar me. N'eus fin ebet, ober a reont kaji pep tra er c'horf. + +Ha peseurt mod 'vez tremenet eus an ADN hag ar jenoù, d'ar proteinoù ? +Gant ur volekulenn all am eus da ginnig deoc'h : an ARN. + +An ARN a zo ur volekulenn heñvel a-walc'h ouzh an ADN. +Ar pezh a cheñch a zo : +ul lizherenn e-barzh ar c'hod: n'eo ket ACGT met kentoc'h ACGU +n'emañ ket an ARN e-barzh an nukleus met kentoc'h e-barzh ar gellig a-bezh. + +Evit lavaret ar wirionez deoc'h , an ARN a zo beb-sort mod. +Ha ni zo o komz eus an ARN mesajer, pe ARNm. +Mesajer eo e anv 'blam d'e roll : ur mesajer eo etre an ADN hag ar proteinoù. + +Hag an dra-se an hini eo : teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. +Eus an ADN e vez lakaet ar jenoù en ARN mesajer. +Ha da c'houde e vez troet an ARN mesajer en ur protein. + +An dra-se a ziskouez peseurt mod vez treuzkaset ar froud titouroù, le flux d'informations. +ADN, ARN, proteinoù. +Alies-a-walc'h, ur jen a zegouezh gant ur protein neuze. +Met alies-kaer e vez nemedennoù, rak luziet eo ar vevoniezh. + +Un draig evit echuiñ. +Komprenet ho peus peseurt mod e ya en-dro ar froud titouroù. +Gras d'an deorienn-mañ e c'hellit kompren un dra all c'hoazh. + +Lavaret em eus deoc'h, tout an dud o deus beb a jenom : +Gant jenoù un tammig disheñvel hervez an dud, cheñch a ra deus un eil den d'egile. +Se zo kaoz n'omp ket heñvel-mik an eil re deus ar re all. +Koulskoude eo ar jenom memes hini evel holl gelligoù hor c'horf. +Ha pa vefe kellig hon empenn, kelligur gigenn, kellig an avu, un neuronenn, ha me oar me. +Penaos ober kelligoù ken disheñvel gant ar memes jenom ? + +E gwirionez ne vez ket ezteuret, ne vez ket lennet +an holl jenoù eus hor jenom gant an holl gelligoù. +Kellig ur gigenn ne lenn nemet ul lodenn. +Un neuronenn a lenn ul lodenn all, ha kement 'zo. +Expression génétique, pe "ezteurel ar jenoù" vez graet eus an dra-se. +Dre se n'hon eus nemed ur jenom, met kalz kelligoù a-bep seurt. + +E-giz-se e vo echuet ar rann-mañ. +Mesket hon eus an ADN gant an ARN hag ar proteinoù. +Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel a vez graet deus an doare skiantel da anviñ ar meskaj-se. +Met evit lâret ar wirionez deoc'h, +tra-walc'h eo kompren dija peseurt liamm zo etre an teir familh a volekul ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/anHeureuchinedMor1.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/anHeureuchinedMor1.jpg new file mode 100644 index 0000000..c34c8c2 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/anHeureuchinedMor1.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..d18b0f4 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.br.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#12 An heureuchined-mor (1/2)" +date: 2022-02-02T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anHeureuchinedMor1.jpg" +slug: "12-an-heureuchined-mor-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An heureuchined-mor (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. +Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c'hroc'hen. +Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor. +Graet e vo heureuchined-mor deuzouto er gronikenn-mañ. +Deomp dezhi! + +Petra eo an heureuchined-mor neuze? +C'hwi oar mat petra emaon o vont da lâret bremañ : ar re-mañ zo liesseurt. +Tost 1000 spesad 'vez kontet en holl, e kement mor zo tout. +Dre vras, memes stumm o deus tout : ur voulenn, 5 pe 10 cm hed, drein war he gorre. + + +Sellomp pizhoc'h ouzh o drein. Gouest int da fiñval un tamm. +Ar re-se a servij dezho da vale, da gentañ. +Feiz, n'eo ket fouetañ bro. +Bale a reont war strad ar mor, met nemet un nebeud metradoù, pas muioc'h. +Ha mod-all, implijet vez an drein-se ganto d'en em wareziñ. +Lakait ho troad war-c'horre un heureuchin-mor 'ta, c'hwi welo ! +Poanius eo, ha diaes eo tennañ an tammoù en em gavet dindan ar c'hroc'hen. + +Sellomp ouzh un heureuchin-mor en e bezh bremañ. +5 lodenn a zo, 5 gwech ar memes-tra. +Un doare simetriezh eo. +Ha ma vefe sellet en ennañ e vefe kavet 5 gwech ar memes tra ivez. + +Ha pelec'h emañ an tu a-raok hag an tu a-dreñv? +N'eus ket! +'fin, n'eus ket a gof ha n'eus ket a gein. +Tu ar beg a zo da zigentañ, a zo troet da sellet deus an douar, +hag an tu all emañ tu ar revr a-benn ar fin. + +Interesant eo beg an heureuchined. +Lesanvet eo "letern Aristote", pe "la lanterne d'Aristote" e galleg, +abalamour oa bet studiet gant Aristote "himself", e-unan, dija, 300 bloaz a-raok JK. +E-kreiz 5 lodenn ar c'horf emañ ar beg, ha setu zo 5 lodenn ennañ ivez. +5 dant lemm a ya d'ober ur beg kreñv. +Aristote en doa deskrivet anezhañ er mod-se: + 5 dant o deus an heureuchined, a zo toull. + E-touez an dent-se ez eus ur c'horf bouedek a zo dres evel an teod. + War-lerc'h e teu ar gourlañchenn (pe an oesophage), ha goude ar gourlañchenn, ar stomog, + a zo rannet e 5 lodenn, hag a zo leun a gaoc'h + Stag eo an daou benn eus ar beg, met n'eo ket didroc'h e c'horre. + Tennañ a ra kentoc'h eus ul letern a vankfe dezhañ ar c'hroc'hen, sañset da c'holoiñ e framm. + +N'eo ket aes treiñ an dra-se e brezhoneg. +Me 'meus troet diwar ar galleg, met evit lâret ar wirionez deoc'h eo bet troet diwar ar gresianeg kozh evel-just. +Hag abaoe un toullad bloavezhioù eo ar savet ar jeu etre an troerien. +Troerien zo a soñj dezho eo bet anvet "letern Aristote" gantañ, korf an heureuchined a-bezh, +ha lod all a soñj dezho n'eo nemet o beg. +Hiziv an deiz, n'eo ket gwall sklaer 'at ! + +Petra a reont gant o 5 dant lemm ? Debriñ ! +Peuriñ a reont e gwirionez. Debriñ a reont bezhin dreist-holl, kalz bezhin. +Debret e vezont ivez, unan eus o freizherien eo an dourgon-mor pe ar chas-dour-mor, +pe e galleg, les loutres des mer. +Hag an dra-se zo ur skouer vat eus un dra a vez lâret kempouez ekologel. +E meurvor Habask, war aod Norzhamerika, e Kalifornia da skouer, +e veze kavet heureuchined-mor ha dourgon-mor. +D'ur mare bennak eo bet chaseet kalz, betek re, an dourgon-mor. +Aet eo al loened-se da netra, pe dost, e deroù an XXvet kantved. +Kalz nebeutoc'h a wask a oa war an heureuchined neuze. +Deuet int da vezañ stankoc'h-stankañ. +Ha setu d'o zro o deus chaseet, pe kentoc'h debret o meuz : ar bezhin. +Met siwazh ! Ar bezhin a vez kavet eno a zo evel ur gwir ekosistem, evel ur c'hoad. +Ha justamant 'vez anvet er mod-se : koad bezhin, pe "forêt de kelp" e galleg. +Rak bezhin bras ha liesseurt a zo. +Hag un tammig evel en ur c'hoad gant gwez, e vez kavet ur bern loaned o chom ennañ. +Ha setu, pa 'z eo aet da netra an dourgon-mor eo bet debret betek re gant an heureuchined. +Setu ur skouer vat eus ar c'hempouez ekologel. +Ha diskouez a ra deomp splann +penaos e c'hell mab-den cheñch ekosistemoù a-bezh o chaseal spesad-mañ-spesad. + +Graet ho peus anaoudegezh gant loened simpl a-hervez. +Kalz traoù zo da lâret diwar o fenn koulskoude. +Hiziv hon eus deskrivet o neuz, ha lâret int studiet abaoe pell. +Ha profitet hon eus deus an dra-se evit kontañ eus kempouezoù ekologel, +ha lâret pegen bresk e c'hellont bezañ. + +Daou dra a chom da welet c'hoazh, ha graet e vo er rann a zeu : +ar strujañ (pe ar gouennañ) da gentañ +ha da eil, penaos e reont evit sikour ar skiantourien hag ar skiantourezed. +Fin, petra a zigasont er bed skiantel. +Ac'hann di, diwallit da gerzhout war drein an heureuchined-mor! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..9158740 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#12 An heureuchined-mor (1/2)" +date: 2022-02-02T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anHeureuchinedMor1.jpg" +slug: "12-an-heureuchined-mor-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An heureuchined-mor (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. +Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c'hroc'hen. +Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor. +Graet e vo heureuchined-mor deuzouto er gronikenn-mañ. +Deomp dezhi! + +Petra eo an heureuchined-mor neuze? +C'hwi oar mat petra emaon o vont da lâret bremañ : ar re-mañ zo liesseurt. +Tost 1000 spesad 'vez kontet en holl, e kement mor zo tout. +Dre vras, memes stumm o deus tout : ur voulenn, 5 pe 10 cm hed, drein war he gorre. + + +Sellomp pizhoc'h ouzh o drein. Gouest int da fiñval un tamm. +Ar re-se a servij dezho da vale, da gentañ. +Feiz, n'eo ket fouetañ bro. +Bale a reont war strad ar mor, met nemet un nebeud metradoù, pas muioc'h. +Ha mod-all, implijet vez an drein-se ganto d'en em wareziñ. +Lakait ho troad war-c'horre un heureuchin-mor 'ta, c'hwi welo ! +Poanius eo, ha diaes eo tennañ an tammoù en em gavet dindan ar c'hroc'hen. + +Sellomp ouzh un heureuchin-mor en e bezh bremañ. +5 lodenn a zo, 5 gwech ar memes-tra. +Un doare simetriezh eo. +Ha ma vefe sellet en ennañ e vefe kavet 5 gwech ar memes tra ivez. + +Ha pelec'h emañ an tu a-raok hag an tu a-dreñv? +N'eus ket! +'fin, n'eus ket a gof ha n'eus ket a gein. +Tu ar beg a zo da zigentañ, a zo troet da sellet deus an douar, +hag an tu all emañ tu ar revr a-benn ar fin. + +Interesant eo beg an heureuchined. +Lesanvet eo "letern Aristote", pe "la lanterne d'Aristote" e galleg, +abalamour oa bet studiet gant Aristote "himself", e-unan, dija, 300 bloaz a-raok JK. +E-kreiz 5 lodenn ar c'horf emañ ar beg, ha setu zo 5 lodenn ennañ ivez. +5 dant lemm a ya d'ober ur beg kreñv. +Aristote en doa deskrivet anezhañ er mod-se: + 5 dant o deus an heureuchined, a zo toull. + E-touez an dent-se ez eus ur c'horf bouedek a zo dres evel an teod. + War-lerc'h e teu ar gourlañchenn (pe an oesophage), ha goude ar gourlañchenn, ar stomog, + a zo rannet e 5 lodenn, hag a zo leun a gaoc'h + Stag eo an daou benn eus ar beg, met n'eo ket didroc'h e c'horre. + Tennañ a ra kentoc'h eus ul letern a vankfe dezhañ ar c'hroc'hen, sañset da c'holoiñ e framm. + +N'eo ket aes treiñ an dra-se e brezhoneg. +Me 'meus troet diwar ar galleg, met evit lâret ar wirionez deoc'h eo bet troet diwar ar gresianeg kozh evel-just. +Hag abaoe un toullad bloavezhioù eo ar savet ar jeu etre an troerien. +Troerien zo a soñj dezho eo bet anvet "letern Aristote" gantañ, korf an heureuchined a-bezh, +ha lod all a soñj dezho n'eo nemet o beg. +Hiziv an deiz, n'eo ket gwall sklaer 'at ! + +Petra a reont gant o 5 dant lemm ? Debriñ ! +Peuriñ a reont e gwirionez. Debriñ a reont bezhin dreist-holl, kalz bezhin. +Debret e vezont ivez, unan eus o freizherien eo an dourgon-mor pe ar chas-dour-mor, +pe e galleg, les loutres des mer. +Hag an dra-se zo ur skouer vat eus un dra a vez lâret kempouez ekologel. +E meurvor Habask, war aod Norzhamerika, e Kalifornia da skouer, +e veze kavet heureuchined-mor ha dourgon-mor. +D'ur mare bennak eo bet chaseet kalz, betek re, an dourgon-mor. +Aet eo al loened-se da netra, pe dost, e deroù an XXvet kantved. +Kalz nebeutoc'h a wask a oa war an heureuchined neuze. +Deuet int da vezañ stankoc'h-stankañ. +Ha setu d'o zro o deus chaseet, pe kentoc'h debret o meuz : ar bezhin. +Met siwazh ! Ar bezhin a vez kavet eno a zo evel ur gwir ekosistem, evel ur c'hoad. +Ha justamant 'vez anvet er mod-se : koad bezhin, pe "forêt de kelp" e galleg. +Rak bezhin bras ha liesseurt a zo. +Hag un tammig evel en ur c'hoad gant gwez, e vez kavet ur bern loaned o chom ennañ. +Ha setu, pa 'z eo aet da netra an dourgon-mor eo bet debret betek re gant an heureuchined. +Setu ur skouer vat eus ar c'hempouez ekologel. +Ha diskouez a ra deomp splann +penaos e c'hell mab-den cheñch ekosistemoù a-bezh o chaseal spesad-mañ-spesad. + +Graet ho peus anaoudegezh gant loened simpl a-hervez. +Kalz traoù zo da lâret diwar o fenn koulskoude. +Hiziv hon eus deskrivet o neuz, ha lâret int studiet abaoe pell. +Ha profitet hon eus deus an dra-se evit kontañ eus kempouezoù ekologel, +ha lâret pegen bresk e c'hellont bezañ. + +Daou dra a chom da welet c'hoazh, ha graet e vo er rann a zeu : +ar strujañ (pe ar gouennañ) da gentañ +ha da eil, penaos e reont evit sikour ar skiantourien hag ar skiantourezed. +Fin, petra a zigasont er bed skiantel. +Ac'hann di, diwallit da gerzhout war drein an heureuchined-mor! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/anHeureuchinedMor2.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/anHeureuchinedMor2.jpg new file mode 100644 index 0000000..a49dae8 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/anHeureuchinedMor2.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..d3c0cde --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.br.md @@ -0,0 +1,93 @@ +--- +title: "#13 An heureuchined-mor (2/2)" +date: 2022-02-16T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anHeureuchinedMor2.jpg" +slug: "13-an-heureuchined-mor-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An heureuchined-mor (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het 'vo hiziv gant an heureuchined-mor. +Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel. +Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d'ar bed skiantel. +Met krogomp diouzhtu gant o seksualegezh. + +Evit gouennañ, pe strujañ, pe sevel o diskennadur 'vez implijet meur a strategiezh ganto. +Diouzh ar spesad e vez, 'giz boaz. +Ar pezh a zo boutin memestra : pared hag parezed zo. +Ar pared a brodu ar sper, pe ar spermatozoid m'ho peus c'hoant. +Hag ar parezed a brodu ar vielloù, pe an ovules mar karit. + +Da gustum, gant an organismoù all, e vez produet kalz sper evit nebeut a vielloù. +Amañ, gant an heureuchined-mor eo ar c'hontrol ! +Produiñ a reont kalz sper met ivez kalz vielloù. +Ar pared hag ar parezed a brodu sper ha vielloù memes amzer, +evit lakaat ar c'helligoù-se d'en em gavout asambles. +Pep tra en em gav er mor, e lec'h ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation mar karit. +Ar speriañ zo e-maez ar barez neuze, ar pezh a lak ar glad jenetek da vezañ mesket. +Evit gouzout muioc'h war ar glad jenetek, pe patrimoine génétique, +e c'hellit selaou pe adselaou ar gronikenn diwar-benn an ADN. + +An dra-se zo gwir neuze evit al lodenn vrasañ eus ar spesadoù. +Met lavaret em eus deoc'h eo liesseurt an heureuchined-mor. +Ha gwir eo, vez kavet doaeroù all. +Evel gant ur spesad, a vez kavet kentoc'h er morioù yen. +Parezed ar spesad-mañ ne broduont ket kalz a vielloù. +Ha ne vezont ket skignet pe strewet er mor. +Ar c'hontrol eo zoken : chom a ra ar vielloù e-barzh o c'horf, +e chakodoù, ha desachet e vez ar sper gant ar parezed. +Gant ar strategiezh-se, ne vez ket produet miliadoù a heureuchined bihan, ken un nebeud kantadoù. +Ne vez ket mesket kement-se ar glad jenetek, +met, dre ma 'z eus eus ar spesad-se c'hoazh, e talvez n'eo ket re sot +ober war-dro e vugale mod-se, e-barzh an en-dro-se. + +Studiet vez an heureuchined-mor gant ar skiantourezed hag ar skiantourien abaoe pell. +Abaoe amzer Aristote, d'an nebeutañ, evel 'meus lâret deoc'h er rann ziwezhañ. +Hiziv an deiz, evit meur a abeg 'chom ar re-se interesant evito. + +Abalamour d'o flas e gwezenn ar vuhez da gentañ. +Er memes rummad hag ar stered-mor emaint, +asambles gant an andouilh-mor, "concombres de mer" e galleg. +Ar rummad-se zo anvet "ekinodermed". +Unan eus ar perzhioù boutin zo etrezo, eo simetriezh ar 5 lodenn. + +Hag an ekinodermed zo interesant-tre peogwir emaint just e-kichen ur rummad all : +hini ar c'hordeged, pe "chordés" e galleg. +Ni a zo 'barzh ! +Klask a ra ar skiantourien hag ar skiantourezed kaout loened e-maez eus hor rummadoù deomp-ni +evit keñveriañ an traoù, ha bezañ gouest da c'houzout muioc'h a draoù +diwar-benn emdroadur ar spesadoù. + +Da-heul, vez studiet an heureuchined peogwir int aes da sevel. +Dre ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation, en dour, eo un dra aes da welet ha da studiañ. +E kreizenn viologel Rosko da skouer ez eus bet enklaskoù gant heureuchined +evit kompren gwelloc'h penaos e ya en-dro kelc'hiad ar gellig (le cycle cellulaire). +Bras a-walc'h eo ar vielloù ur wech speriet, akomod eo evit sellet outo gant ur mikroskop. +Ha be'z eus ivez enklaskoù war ar mod vez tremenet eus an ARN d'ar proteinoù. +Ar pezh hon eus gwelet dija en ur gronikenn bennak ! + +Hag evit echuiñ e c'hell an heureuchined-mor awenañ ar skiantourien hag ar skiantourezed +dre m'o deus perzhioù dedennus. +O beg, "letern Aristote" zo efedus-tre, koulz hag ar peg a vez produet gant o fikoù. +Bezañ awenet gant boudoù bev e giz-se a vez anvet ar "bevheñvelaat", pe "biomimétisme" e galleg. +Un danvez a c'hellfe bezañ kinniget en ur gronikenn bennak marteze… + +Un tamm pourmenadenn war ar mor hon eus graet gant an div gronikenn, +evit ober anaoudegezh gant loened a seblant bezañ simpl. +Met pa vez sellet pizhoc'h e vez kavet traoù interesant-bras. +Kalz spesadoù zo, hag a vez kavet tro dro d'ar bed. +Reiñ a reont tro da gomz diwar-benn gouennadur, kempouezoù ekologel ha me oar me. +Kement-se a lak an heureuchined-mor da vezañ studiet gant ar skiantourien ha skiantourezed. + +Reiñ a ra deomp da gompren ivez eo a-bouez an holl organismoù, +ha pa vefe o neuz ken simpl hag ur voulenn. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..7d6d2fa --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.fr.md @@ -0,0 +1,93 @@ +--- +title: "#13 An heureuchined-mor (2/2)" +date: 2022-02-16T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anHeureuchinedMor2.jpg" +slug: "13-an-heureuchined-mor-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An heureuchined-mor (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2/embed/light" >}} + +--- + +Kendalc'het 'vo hiziv gant an heureuchined-mor. +Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel. +Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d'ar bed skiantel. +Met krogomp diouzhtu gant o seksualegezh. + +Evit gouennañ, pe strujañ, pe sevel o diskennadur 'vez implijet meur a strategiezh ganto. +Diouzh ar spesad e vez, 'giz boaz. +Ar pezh a zo boutin memestra : pared hag parezed zo. +Ar pared a brodu ar sper, pe ar spermatozoid m'ho peus c'hoant. +Hag ar parezed a brodu ar vielloù, pe an ovules mar karit. + +Da gustum, gant an organismoù all, e vez produet kalz sper evit nebeut a vielloù. +Amañ, gant an heureuchined-mor eo ar c'hontrol ! +Produiñ a reont kalz sper met ivez kalz vielloù. +Ar pared hag ar parezed a brodu sper ha vielloù memes amzer, +evit lakaat ar c'helligoù-se d'en em gavout asambles. +Pep tra en em gav er mor, e lec'h ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation mar karit. +Ar speriañ zo e-maez ar barez neuze, ar pezh a lak ar glad jenetek da vezañ mesket. +Evit gouzout muioc'h war ar glad jenetek, pe patrimoine génétique, +e c'hellit selaou pe adselaou ar gronikenn diwar-benn an ADN. + +An dra-se zo gwir neuze evit al lodenn vrasañ eus ar spesadoù. +Met lavaret em eus deoc'h eo liesseurt an heureuchined-mor. +Ha gwir eo, vez kavet doaeroù all. +Evel gant ur spesad, a vez kavet kentoc'h er morioù yen. +Parezed ar spesad-mañ ne broduont ket kalz a vielloù. +Ha ne vezont ket skignet pe strewet er mor. +Ar c'hontrol eo zoken : chom a ra ar vielloù e-barzh o c'horf, +e chakodoù, ha desachet e vez ar sper gant ar parezed. +Gant ar strategiezh-se, ne vez ket produet miliadoù a heureuchined bihan, ken un nebeud kantadoù. +Ne vez ket mesket kement-se ar glad jenetek, +met, dre ma 'z eus eus ar spesad-se c'hoazh, e talvez n'eo ket re sot +ober war-dro e vugale mod-se, e-barzh an en-dro-se. + +Studiet vez an heureuchined-mor gant ar skiantourezed hag ar skiantourien abaoe pell. +Abaoe amzer Aristote, d'an nebeutañ, evel 'meus lâret deoc'h er rann ziwezhañ. +Hiziv an deiz, evit meur a abeg 'chom ar re-se interesant evito. + +Abalamour d'o flas e gwezenn ar vuhez da gentañ. +Er memes rummad hag ar stered-mor emaint, +asambles gant an andouilh-mor, "concombres de mer" e galleg. +Ar rummad-se zo anvet "ekinodermed". +Unan eus ar perzhioù boutin zo etrezo, eo simetriezh ar 5 lodenn. + +Hag an ekinodermed zo interesant-tre peogwir emaint just e-kichen ur rummad all : +hini ar c'hordeged, pe "chordés" e galleg. +Ni a zo 'barzh ! +Klask a ra ar skiantourien hag ar skiantourezed kaout loened e-maez eus hor rummadoù deomp-ni +evit keñveriañ an traoù, ha bezañ gouest da c'houzout muioc'h a draoù +diwar-benn emdroadur ar spesadoù. + +Da-heul, vez studiet an heureuchined peogwir int aes da sevel. +Dre ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation, en dour, eo un dra aes da welet ha da studiañ. +E kreizenn viologel Rosko da skouer ez eus bet enklaskoù gant heureuchined +evit kompren gwelloc'h penaos e ya en-dro kelc'hiad ar gellig (le cycle cellulaire). +Bras a-walc'h eo ar vielloù ur wech speriet, akomod eo evit sellet outo gant ur mikroskop. +Ha be'z eus ivez enklaskoù war ar mod vez tremenet eus an ARN d'ar proteinoù. +Ar pezh hon eus gwelet dija en ur gronikenn bennak ! + +Hag evit echuiñ e c'hell an heureuchined-mor awenañ ar skiantourien hag ar skiantourezed +dre m'o deus perzhioù dedennus. +O beg, "letern Aristote" zo efedus-tre, koulz hag ar peg a vez produet gant o fikoù. +Bezañ awenet gant boudoù bev e giz-se a vez anvet ar "bevheñvelaat", pe "biomimétisme" e galleg. +Un danvez a c'hellfe bezañ kinniget en ur gronikenn bennak marteze… + +Un tamm pourmenadenn war ar mor hon eus graet gant an div gronikenn, +evit ober anaoudegezh gant loened a seblant bezañ simpl. +Met pa vez sellet pizhoc'h e vez kavet traoù interesant-bras. +Kalz spesadoù zo, hag a vez kavet tro dro d'ar bed. +Reiñ a reont tro da gomz diwar-benn gouennadur, kempouezoù ekologel ha me oar me. +Kement-se a lak an heureuchined-mor da vezañ studiet gant ar skiantourien ha skiantourezed. + +Reiñ a ra deomp da gompren ivez eo a-bouez an holl organismoù, +ha pa vefe o neuz ken simpl hag ur voulenn. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/anOrnitorinked.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/anOrnitorinked.jpg new file mode 100644 index 0000000..f31f9c7 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/anOrnitorinked.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..51ce1ee --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.br.md @@ -0,0 +1,129 @@ +--- +title: "#14 An ornitorinked" +date: 2022-03-02T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anOrnitorinked.jpg" +slug: "14-an-ornitorinked" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ornitorinked**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. +An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. +Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell. + +Hiziv vo komzet eus unan eus loened drollañ, iskisañ zo er bed : an ornitorinked + +Ar wech-mañ vo graet anaoudegezh ganto evel an Europeaned o doa graet. + +E fin an XVIIIvet kantvet emaomp. +An Europeaned a glask ober tro ar bed. + +John Hunter, eus bro Saoz, 'oa deuet da Aostralia da chom, e lec'h ma oa gouarnour. +Da lâret, penn kolonienn "Sukembre-Nevez", pe "Nouvelle-Galles du Sud", e Aostralia. +Goude bezañ klasket renkañ an traoù eno, kement-all a reuz evel ma oa bet gant ar gouarnour all araozañ, +e oa aet Hunter da bourmen dre ar vro. +Hag eñ, pe e skipailh, d'en em gavout gant ul loen iskis. +Lazhet al loen ganto evel-just, diouzh ar c'hiz e oa, +ha kaset e vlev da vro Saoz, asambles gant tresadennoù. + +Ha ne oa ket an dud e bro Saoz evit krediñ ar pezh 'oa c'hoarvezet. +Ur farsadenn 'oa, a soñje dezho, lost al leue, pe ur c'hanular ! +Evit ar skiantourien e oa ur meskaj gant meur a loen. +Dre vras, beg un houad asambles gant feur un avank, ur c'hastor ma karit. + +A-benn ar fin, ne oa ket, ha komañset e oa ar skiantourien +da glask kompren petra 'oa al loened-se. + +An ornintorinked zo loened 50 cm anezho, ha diouzh an noz e vevont kentoc'h. +Gwir eo ez eus tres an avanked warno. +Ur feur brun o deus, ha plat a-walc'h eo o c'horf hag o lost. +Netra ispisial betek-henn. +Met selaouit 'ta pezh zo da heul. +O favioù a zo e-giz re un houad : ar re-mañ zo palm pe palmezet. +Talvoudus eo an dra-se en o en-dro. +E-kichen ar stêrioù e vevont, gwelloc'h eo kaout pavioù ledan +evit neuial pe bale war-c'horre al lec'hid, la vase e galleg, m'ho peus c'hoant. + +Met n'eo ket tout ! +Ouzhpenn pavioù palmezet o deus. +O beg zo memes-mod evel hini un houad ivez, 'peus ket 'met soñjal. +E gwirionez, an dra-se zo ur javed hag a denn deus beg un houad kentoc'h, +met aes eo kompren perak n'o doa ket kredet ar skiantourien saoz arpezh o doa gwelet, +ken heñvel eo ar beg deus beg ar c'haniged. + +Ha n'eo ket tout c'hoazh ! +Ar parezed a brodu laezh. +Bronneged int neuze, n'eo ket dav kavout droll. +Pezh zoê… n'o deus tamm bronn ebet koulskoude. +Al laezh a teu dre ar c'hroc'hen ha redek a ra war-c'horre ar blev. +Ar re vihan n'o deus ken 'met lipañ ar blev neuze. +Bronneged hep bronn. Se zo dibar e-touez ar bronneged. + +Hag gant ar pared vez produet un dra dibar ivez. +Ar re-mañ eo ar bronneged nemeto hag a zo gouest da broduiñ binim, ampoezon, +dre ur flemm hag a zo war o favioù. +N'ouzer ket re da betra servij an dra-se. +N'eus nemet ar pared a c'hell produiñ binim, +marteze 'vez implijet da vont d'ar pared all da vare ar strujañ. + +Kement-se a laka al loened-se da vezañ un tammig droll, 'soñj ket deoc'h ? +Met, ur wech ouzhpenn, n'eo ket echu ! +Dozviñ vioù a ra an ornitorinked… daoust-hag int bronneged ! + +Biskoazh kemend-all ! Bronneged ne zozvont ket vioù, sañset! +Ha padal, int a ra. +Heñvel ouzh vioù al laboused eo re an ornitorinked, +ha goret e vezont gant ar vamm, 'pad un 10 devezh bennak. + +Drol eo al loened-se neuze. +Ar re-se eo ar bronneged nemeto hag a zozvont, hag ar re nemeto hag o deus binim. + +Hag un draig ispisial o deus, c'hoazh : ur skiantenn pe ur sañs ma karit zo ganto. +An elektrolec'hiañ, pe l'électrolocalisation mar karit. +Ar skiantenn-se zo d'an ornitorinked ha d'o c'hendirvi ivez, +da lâret eo, gant rummad ar Monotremed. +Gras dezhi e c'hellont chaseal en dour. +Pa splujont e chom serr o daoulagad, ha ne c'hellont ket implijout ar c'hwezh ken nebeut, +evel ma ra ar rinkined lakaomp. +Met gall a reont santout ar red tredan e-barzh kigennoù al loened all. +O beg zo elektroreseverioù war e c'horre. +Gouest eo an ornitorinked da santout pelec'h emañ ur preizh o fiñval neuze. +Hag efedus eo! + +Echu eo bremañ gant o ferzhioù dibar. +Bez' ez eus un dra all c'hoazh hag a zo heñvel deus pezh a c'hoarvez gant ur bern loened all, siwazh. +En arvar pe en dañjer emaint. +Pe : bet int bet en dañjer kentoc'h, cheñchet eo an traoù bremañ. +Soñj 'peus deus ar pezh a oa bet graet gant an europeaned digentañ +a-benn o doa gwelet an ornitorink kentañ ? +Lazhañ al loen o doa graet diouzhtu. +Aes eo kompren petra c'hoarvez ganto bremañ ! +Chaseet int bet kalz evit ar feur, betek penn-kentañ an XXvet kantved. +Goude-se int bet gwarezet dre chañs, e lec'h ma vevont, e Aostralia. +Met n'ouzer ket resis penaos emañ an traoù en o en-dro, +hag en deus cheñchet kalzig. +Stankelloù zo, hentoù bras, chas ha kizhier ivez… +Ouzhpenn da se e vezont chaseet e-maez al lezenn, +hag un nebeud loened zo bet kavet mouget gant lastez plastik. + +Gant an dra-se vo klozet ar gronikenn, diwar-benn d'an ornitorinked. +C'hwi ho peus klevet pegen ispisial int, gant o neuz, o doareoù da vevañ, da chaseal… +Hag ur wech ouzhpenn hon eus lakaet war wel pegen bresk e c'hell bezañ ur spesad. +Gwir eo, n'eus ket par d'an ornitorinked evit beviñ o en-dro. +Superloened int en ur mod, 'vel an tardigraded, hag hon eus safaret deuzouto dija. +Met pa vez distrujet an en-dro gant savadurioù, stankelloù pe hentoù bras, +pa vez saotret gant plastik, kement-se a c'hell cheñch penn d'ar vazh. +Ur gwir deñzor eo ar vevliesseurted, la biodiversité. +Ha talvezout a ra ar boan gwareziñ anezhi, +evit ober anaoudegezh ganti, ne gav ket deoc'h? + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..773ec75 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.fr.md @@ -0,0 +1,129 @@ +--- +title: "#14 An ornitorinked" +date: 2022-03-02T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anOrnitorinked.jpg" +slug: "14-an-ornitorinked" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An ornitorinked**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. +An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. +Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell. + +Hiziv vo komzet eus unan eus loened drollañ, iskisañ zo er bed : an ornitorinked + +Ar wech-mañ vo graet anaoudegezh ganto evel an Europeaned o doa graet. + +E fin an XVIIIvet kantvet emaomp. +An Europeaned a glask ober tro ar bed. + +John Hunter, eus bro Saoz, 'oa deuet da Aostralia da chom, e lec'h ma oa gouarnour. +Da lâret, penn kolonienn "Sukembre-Nevez", pe "Nouvelle-Galles du Sud", e Aostralia. +Goude bezañ klasket renkañ an traoù eno, kement-all a reuz evel ma oa bet gant ar gouarnour all araozañ, +e oa aet Hunter da bourmen dre ar vro. +Hag eñ, pe e skipailh, d'en em gavout gant ul loen iskis. +Lazhet al loen ganto evel-just, diouzh ar c'hiz e oa, +ha kaset e vlev da vro Saoz, asambles gant tresadennoù. + +Ha ne oa ket an dud e bro Saoz evit krediñ ar pezh 'oa c'hoarvezet. +Ur farsadenn 'oa, a soñje dezho, lost al leue, pe ur c'hanular ! +Evit ar skiantourien e oa ur meskaj gant meur a loen. +Dre vras, beg un houad asambles gant feur un avank, ur c'hastor ma karit. + +A-benn ar fin, ne oa ket, ha komañset e oa ar skiantourien +da glask kompren petra 'oa al loened-se. + +An ornintorinked zo loened 50 cm anezho, ha diouzh an noz e vevont kentoc'h. +Gwir eo ez eus tres an avanked warno. +Ur feur brun o deus, ha plat a-walc'h eo o c'horf hag o lost. +Netra ispisial betek-henn. +Met selaouit 'ta pezh zo da heul. +O favioù a zo e-giz re un houad : ar re-mañ zo palm pe palmezet. +Talvoudus eo an dra-se en o en-dro. +E-kichen ar stêrioù e vevont, gwelloc'h eo kaout pavioù ledan +evit neuial pe bale war-c'horre al lec'hid, la vase e galleg, m'ho peus c'hoant. + +Met n'eo ket tout ! +Ouzhpenn pavioù palmezet o deus. +O beg zo memes-mod evel hini un houad ivez, 'peus ket 'met soñjal. +E gwirionez, an dra-se zo ur javed hag a denn deus beg un houad kentoc'h, +met aes eo kompren perak n'o doa ket kredet ar skiantourien saoz arpezh o doa gwelet, +ken heñvel eo ar beg deus beg ar c'haniged. + +Ha n'eo ket tout c'hoazh ! +Ar parezed a brodu laezh. +Bronneged int neuze, n'eo ket dav kavout droll. +Pezh zoê… n'o deus tamm bronn ebet koulskoude. +Al laezh a teu dre ar c'hroc'hen ha redek a ra war-c'horre ar blev. +Ar re vihan n'o deus ken 'met lipañ ar blev neuze. +Bronneged hep bronn. Se zo dibar e-touez ar bronneged. + +Hag gant ar pared vez produet un dra dibar ivez. +Ar re-mañ eo ar bronneged nemeto hag a zo gouest da broduiñ binim, ampoezon, +dre ur flemm hag a zo war o favioù. +N'ouzer ket re da betra servij an dra-se. +N'eus nemet ar pared a c'hell produiñ binim, +marteze 'vez implijet da vont d'ar pared all da vare ar strujañ. + +Kement-se a laka al loened-se da vezañ un tammig droll, 'soñj ket deoc'h ? +Met, ur wech ouzhpenn, n'eo ket echu ! +Dozviñ vioù a ra an ornitorinked… daoust-hag int bronneged ! + +Biskoazh kemend-all ! Bronneged ne zozvont ket vioù, sañset! +Ha padal, int a ra. +Heñvel ouzh vioù al laboused eo re an ornitorinked, +ha goret e vezont gant ar vamm, 'pad un 10 devezh bennak. + +Drol eo al loened-se neuze. +Ar re-se eo ar bronneged nemeto hag a zozvont, hag ar re nemeto hag o deus binim. + +Hag un draig ispisial o deus, c'hoazh : ur skiantenn pe ur sañs ma karit zo ganto. +An elektrolec'hiañ, pe l'électrolocalisation mar karit. +Ar skiantenn-se zo d'an ornitorinked ha d'o c'hendirvi ivez, +da lâret eo, gant rummad ar Monotremed. +Gras dezhi e c'hellont chaseal en dour. +Pa splujont e chom serr o daoulagad, ha ne c'hellont ket implijout ar c'hwezh ken nebeut, +evel ma ra ar rinkined lakaomp. +Met gall a reont santout ar red tredan e-barzh kigennoù al loened all. +O beg zo elektroreseverioù war e c'horre. +Gouest eo an ornitorinked da santout pelec'h emañ ur preizh o fiñval neuze. +Hag efedus eo! + +Echu eo bremañ gant o ferzhioù dibar. +Bez' ez eus un dra all c'hoazh hag a zo heñvel deus pezh a c'hoarvez gant ur bern loened all, siwazh. +En arvar pe en dañjer emaint. +Pe : bet int bet en dañjer kentoc'h, cheñchet eo an traoù bremañ. +Soñj 'peus deus ar pezh a oa bet graet gant an europeaned digentañ +a-benn o doa gwelet an ornitorink kentañ ? +Lazhañ al loen o doa graet diouzhtu. +Aes eo kompren petra c'hoarvez ganto bremañ ! +Chaseet int bet kalz evit ar feur, betek penn-kentañ an XXvet kantved. +Goude-se int bet gwarezet dre chañs, e lec'h ma vevont, e Aostralia. +Met n'ouzer ket resis penaos emañ an traoù en o en-dro, +hag en deus cheñchet kalzig. +Stankelloù zo, hentoù bras, chas ha kizhier ivez… +Ouzhpenn da se e vezont chaseet e-maez al lezenn, +hag un nebeud loened zo bet kavet mouget gant lastez plastik. + +Gant an dra-se vo klozet ar gronikenn, diwar-benn d'an ornitorinked. +C'hwi ho peus klevet pegen ispisial int, gant o neuz, o doareoù da vevañ, da chaseal… +Hag ur wech ouzhpenn hon eus lakaet war wel pegen bresk e c'hell bezañ ur spesad. +Gwir eo, n'eus ket par d'an ornitorinked evit beviñ o en-dro. +Superloened int en ur mod, 'vel an tardigraded, hag hon eus safaret deuzouto dija. +Met pa vez distrujet an en-dro gant savadurioù, stankelloù pe hentoù bras, +pa vez saotret gant plastik, kement-se a c'hell cheñch penn d'ar vazh. +Ur gwir deñzor eo ar vevliesseurted, la biodiversité. +Ha talvezout a ra ar boan gwareziñ anezhi, +evit ober anaoudegezh ganti, ne gav ket deoc'h? + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/arMorgizhier.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/arMorgizhier.jpg new file mode 100644 index 0000000..e59b646 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/arMorgizhier.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..514f66b --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.br.md @@ -0,0 +1,123 @@ +--- +title: "#15 Ar morgizhier" +date: 2022-03-16T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arMorgizhier.jpg" +slug: "15-ar-morgizhier" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar morgizhier**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier/embed/light" >}} + +--- +Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. +Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, +rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. +Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h. +Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi! + +Da c'hortoz ec'h en em gafvemp war strad ar mor, ez an da gomz diwar-benn o flas e gwezenn ar vuhez. +C'hwi oar, ar wezenn a vez lakaet warni an holl spesadoù, a zo ranket e rummadoù. +War peseurt brank eus ar wezenn emañ ar morgizhier neuze ? +E-touez rummad ar blotviled emaint, pe les molluscs e galleg. +Evel an daougleureged pe les bivalves gant ar meskl pe an istr da skouer. +Hag ivez evel ar gasteropoded, gant ar maligorned pe ar brennig zoken. +Ar pezh boutin zo etre an holl anezho eo : int blot. +Ha gallout a reer lâret eo blot ar morgizhier ! +Ur grogenn, bihan bihan, zo 'barzh o c'horf. +Al lodenn nemeti eo hag a zo kalet. +Ar preurrest eus o c'horf a zo blot, ha gouest eo da gaout n'eus forzh peseurt stumm neuze. +Ur sapre difi eo evit ar skiantourien·ezed, +rak gall' a ra al loened-se tremen 'barzh korzenn an akwariomoù zoken ! + +En em gavet omp er foñs, mat eo. +Hag evel just, roud ebet eus ur morgazh… +Ret eo lâret int speredek kenañ. +Int eo al loened hag o deus an empenn brasañ, e-touez an divellkreineged, pe les invertébrés. +Ar skiantourien·ezed o deus c'hoariet ganto dija, evit gouzout petra int gouest d'ober. +Kavout a reont o hent e milendalloù. +Gallout a reont anavezout an dud. +Gouest int da zeskiñ penaos digeriñ ur pod-gwer deus an diabarzh. +Gouest int da lenn en amzer da zont ivez, evel Paul ar souae ! +Marteze ho peus soñj eus Paul le poulpe, hag en doa rakwelet disoc'hoù krogadoù mell-droad +'pad kib mell-droad ar bed 2010. +Pe dre ziouer e oa marteze. Piv 'oar? + +A, gwelet em eus al loen ! +Fiñval a ra e vrec'hioù, 8 anezho en deus en holl. +Hag ur c'hroc'henn dibar en deus ivez : +kelligoù arbennik zo warnañ, gant livoù disheñvel. +Ar c'helligoù-se a c'hell bezañ strizh pe ledan, ar pezh a cheñch an tres hollek war ar c'hroc'hen. +Kontrollet eo gant an empenn war-eeun, ha buan tre, +hag implijet vez dreist-holl evit kuzhat. +An dra-se zo kaoz 'oa diaes da gavout ! + + +War e zivrec'h, feiz, e eizhbrec'h kentoc'h, ez eus kalz a spegoù (des ventouses). +Gras dezho eo gouest da santout ar pezh a zo tro-dro dezhañ : +stumm ha tekstur an traoù, kalz gwelloc'h evidomp. +Hag ouzhpenn int kap da dañva ar pezh a douchont ivez. +Evel ma vefe tañvet ganeoc'h ar frouezh er marc'had, o touchañ anezho. + + +O, emañ o sellet ouzhin bremañ. +Un tamm direnkus e kavan e sell. +Re heñvel eo ouzh hon hini. +An dra-se a zispleg un tammig perak int boemus deomp. +Gwelout a reont tamm pe damm ar memes tra evidomp ivez, nemet eo e gwenn ha du. +Met arabad soñjal hon eus emdroet asambles ganto memes tra. +Un dra all zo boutin etrezomp c'hoazh. +Analiñ a reont un tamm er memes mod evidomp : gant un analadenn hag un dic'hwezadenn. +Pezh zo dibar a-walc'h er mor. +Er pesked e red an dour nemet en un tu eus ar beg betek ar brenkoù (les branchies). + + +Implijout a reont un dic'hwezadenn greñv evit tec'hel kuit pa 'z eus ezhomm. +An dalc'h eo ez eont kuit war-gil. +Ne welont ket da belec'h ez eont, hag ur gudenn eo evit ar skiantourien·ezed. +Alies e spontont ar morgizhier, ha n'eo ket a-ratozh, +met ar re-se a glask tec'hel kuit hag a-wechoù e vez gloazet o c'hein. + + +Pa vez ezhomm e c'hell ar morgizhier implijout un ostilh all : al liv pe an ankr. +Fardañ a reont ankr, ankr du, hag a c'hell bezañ strinket evit diheñchañ ar preizher. +Evit poent 'meus ket spontet anezhañ, gwell a se ! + + +Evit renabliñ barrek-tre int en o en-dro. +Gallout a reont kaout n'eus forzh peseurt stumm, ha neuze bezañ kuzhet etre ar c'herreg. +An dra-se zo efedus-kenañ dija. +Met ouzhpenn da se, pa vez ul lodenn eus o c'horf hag a chom er-maez, +pe pa vezont o cheñch lec'h da skouer, e c'hellont bezañ kazi treuzwelus. +O c'hroc'hen a zo memes livoù ha strad ar mor. +Gwelet a reont mat a-walc'h, met ma 'z int souezhet gant ur preizher +e c'hellont teurel ur goumoulenn ankr du dezhañ, ha tec'hel kuit buan. +N'eo ket fall ! + +Ur fun-fact bennak evit echuiñ, un dra fentus ha mat da c'hoût evit pourmen ho kalite. +Gallout a reoc'h komz eus seksualegezh ar morgizhier. +Evit speriañ e laka ar par e had, pe e sper, war unan eus e vrec'hioù. +Ha laka a ra ar vrec'h el lec'h mat er barez. +Un doare dic'hortoz d'ober dija. +Met droloc'h zo c'hoazh. +Ur spesad a zo un tamm disheñvel. +Er spesad-mañ eo brasoc'h ar parezed. +Hag un tamm drouk int ivez: klask a reont debriñ ar pared. +Neuze ar pared o deus cheñchet o doare d'ober. +Kregiñ a ra evel er spesadoù all : +ar par a laka e had war ur vrec'h. +Met war-lerc'h e troc'h ar vrec'h-mañ, a neu hec'h-unan betek ar barez. +Hag adkresket ur vrec'h all da c'houde ouzhpenn. +Int o deus ket ijinet ar gwir seksto e gwirionez ! + + +Poent eo kimiadiñ diouzh hor mignon speredek hag iskis war ar memes tro bremañ. +Safaret hon eus eus kalzig a berzhioù dibar a zo gantañ, met, +a dra sur, ez eus c'hoazh ur bern traoù da gompren ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..859e5de --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/15-ar-morgizhier/index.fr.md @@ -0,0 +1,123 @@ +--- +title: "#15 Ar morgizhier" +date: 2022-03-16T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arMorgizhier.jpg" +slug: "15-ar-morgizhier" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar morgizhier**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier/embed/light" >}} + +--- +Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. +Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, +rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. +Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h. +Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi! + +Da c'hortoz ec'h en em gafvemp war strad ar mor, ez an da gomz diwar-benn o flas e gwezenn ar vuhez. +C'hwi oar, ar wezenn a vez lakaet warni an holl spesadoù, a zo ranket e rummadoù. +War peseurt brank eus ar wezenn emañ ar morgizhier neuze ? +E-touez rummad ar blotviled emaint, pe les molluscs e galleg. +Evel an daougleureged pe les bivalves gant ar meskl pe an istr da skouer. +Hag ivez evel ar gasteropoded, gant ar maligorned pe ar brennig zoken. +Ar pezh boutin zo etre an holl anezho eo : int blot. +Ha gallout a reer lâret eo blot ar morgizhier ! +Ur grogenn, bihan bihan, zo 'barzh o c'horf. +Al lodenn nemeti eo hag a zo kalet. +Ar preurrest eus o c'horf a zo blot, ha gouest eo da gaout n'eus forzh peseurt stumm neuze. +Ur sapre difi eo evit ar skiantourien·ezed, +rak gall' a ra al loened-se tremen 'barzh korzenn an akwariomoù zoken ! + +En em gavet omp er foñs, mat eo. +Hag evel just, roud ebet eus ur morgazh… +Ret eo lâret int speredek kenañ. +Int eo al loened hag o deus an empenn brasañ, e-touez an divellkreineged, pe les invertébrés. +Ar skiantourien·ezed o deus c'hoariet ganto dija, evit gouzout petra int gouest d'ober. +Kavout a reont o hent e milendalloù. +Gallout a reont anavezout an dud. +Gouest int da zeskiñ penaos digeriñ ur pod-gwer deus an diabarzh. +Gouest int da lenn en amzer da zont ivez, evel Paul ar souae ! +Marteze ho peus soñj eus Paul le poulpe, hag en doa rakwelet disoc'hoù krogadoù mell-droad +'pad kib mell-droad ar bed 2010. +Pe dre ziouer e oa marteze. Piv 'oar? + +A, gwelet em eus al loen ! +Fiñval a ra e vrec'hioù, 8 anezho en deus en holl. +Hag ur c'hroc'henn dibar en deus ivez : +kelligoù arbennik zo warnañ, gant livoù disheñvel. +Ar c'helligoù-se a c'hell bezañ strizh pe ledan, ar pezh a cheñch an tres hollek war ar c'hroc'hen. +Kontrollet eo gant an empenn war-eeun, ha buan tre, +hag implijet vez dreist-holl evit kuzhat. +An dra-se zo kaoz 'oa diaes da gavout ! + + +War e zivrec'h, feiz, e eizhbrec'h kentoc'h, ez eus kalz a spegoù (des ventouses). +Gras dezho eo gouest da santout ar pezh a zo tro-dro dezhañ : +stumm ha tekstur an traoù, kalz gwelloc'h evidomp. +Hag ouzhpenn int kap da dañva ar pezh a douchont ivez. +Evel ma vefe tañvet ganeoc'h ar frouezh er marc'had, o touchañ anezho. + + +O, emañ o sellet ouzhin bremañ. +Un tamm direnkus e kavan e sell. +Re heñvel eo ouzh hon hini. +An dra-se a zispleg un tammig perak int boemus deomp. +Gwelout a reont tamm pe damm ar memes tra evidomp ivez, nemet eo e gwenn ha du. +Met arabad soñjal hon eus emdroet asambles ganto memes tra. +Un dra all zo boutin etrezomp c'hoazh. +Analiñ a reont un tamm er memes mod evidomp : gant un analadenn hag un dic'hwezadenn. +Pezh zo dibar a-walc'h er mor. +Er pesked e red an dour nemet en un tu eus ar beg betek ar brenkoù (les branchies). + + +Implijout a reont un dic'hwezadenn greñv evit tec'hel kuit pa 'z eus ezhomm. +An dalc'h eo ez eont kuit war-gil. +Ne welont ket da belec'h ez eont, hag ur gudenn eo evit ar skiantourien·ezed. +Alies e spontont ar morgizhier, ha n'eo ket a-ratozh, +met ar re-se a glask tec'hel kuit hag a-wechoù e vez gloazet o c'hein. + + +Pa vez ezhomm e c'hell ar morgizhier implijout un ostilh all : al liv pe an ankr. +Fardañ a reont ankr, ankr du, hag a c'hell bezañ strinket evit diheñchañ ar preizher. +Evit poent 'meus ket spontet anezhañ, gwell a se ! + + +Evit renabliñ barrek-tre int en o en-dro. +Gallout a reont kaout n'eus forzh peseurt stumm, ha neuze bezañ kuzhet etre ar c'herreg. +An dra-se zo efedus-kenañ dija. +Met ouzhpenn da se, pa vez ul lodenn eus o c'horf hag a chom er-maez, +pe pa vezont o cheñch lec'h da skouer, e c'hellont bezañ kazi treuzwelus. +O c'hroc'hen a zo memes livoù ha strad ar mor. +Gwelet a reont mat a-walc'h, met ma 'z int souezhet gant ur preizher +e c'hellont teurel ur goumoulenn ankr du dezhañ, ha tec'hel kuit buan. +N'eo ket fall ! + +Ur fun-fact bennak evit echuiñ, un dra fentus ha mat da c'hoût evit pourmen ho kalite. +Gallout a reoc'h komz eus seksualegezh ar morgizhier. +Evit speriañ e laka ar par e had, pe e sper, war unan eus e vrec'hioù. +Ha laka a ra ar vrec'h el lec'h mat er barez. +Un doare dic'hortoz d'ober dija. +Met droloc'h zo c'hoazh. +Ur spesad a zo un tamm disheñvel. +Er spesad-mañ eo brasoc'h ar parezed. +Hag un tamm drouk int ivez: klask a reont debriñ ar pared. +Neuze ar pared o deus cheñchet o doare d'ober. +Kregiñ a ra evel er spesadoù all : +ar par a laka e had war ur vrec'h. +Met war-lerc'h e troc'h ar vrec'h-mañ, a neu hec'h-unan betek ar barez. +Hag adkresket ur vrec'h all da c'houde ouzhpenn. +Int o deus ket ijinet ar gwir seksto e gwirionez ! + + +Poent eo kimiadiñ diouzh hor mignon speredek hag iskis war ar memes tro bremañ. +Safaret hon eus eus kalzig a berzhioù dibar a zo gantañ, met, +a dra sur, ez eus c'hoazh ur bern traoù da gompren ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/arMerien.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/arMerien.jpg new file mode 100644 index 0000000..1694eed Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/arMerien.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..6d2aff0 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.br.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#16 Ar merien" +date: 2022-03-30T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arMerien.jpg" +slug: "16-ar-merien" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar merien**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien/embed/light" >}} + +--- + +Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc'h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned. +Ar merien. +An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, 'barzh an tiez a-wechoù. +An dra-se zo un digarez brav d'ober anaoudegezh ganto. +Emichañs ne weloc'h ket anezho memes-mod ken goude-se. + + +Krogomp 'barzh gant fichenn identelezh ar merien. +Amprevaned int, evel 'meus lâret. +An dra-se a dalv o deus 3 lodenn, 6 pav ha spilhoù (des antennes). +Lavaret 'vez int amprevaned sokial, peogwir e vevont e-barzh koloniennoù, +met komzet 'vo eus an dra-se diwezhatoc'h. +Kalz spesadoù zo, disheñvel an eil re deus ar re all. +Renablet ez eus bet e-tro 12000 spesad dija, ha muioc'h a zo da vezañ anavezet c'hoazh. +Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar pe dost. +Stank-abominabl int. +Kalkulet ez eus bet e vefe etre unan ha dek milion miliardoù merien, soñjit 'ta ! +N'eo ket dister, pa soñjer ez eus etre 7 hag 8 miliard a dud war an Douar ! + +Peseurt mod e vevont ? +E koloniennoù, anvet krugelloù-merien, pe tuchennoù-merien pe… +ur bern anvioù a zo evel-just. +Ur grugell-verien a c'hell bodañ etre kant ha milionoù a verien, hervez ar spesadoù. +Ha setu e-giz-se, evel gant an amprevaned sokial all, ar grugell 'zo urzhiet-mat. +Ur rouanez a zo, dezhi ur plas pouezus : dozviñ ar vioù. +An darn vrasañ vioù ar merien, a teuio da vezañ labourerezed pe merien-labour. +N'o deus askell ebet ha steril int. N'int ket gouest da strujañ ma karit. +Bep an amzer e teu er maez hiniennoù frouezhus pe strujus. +Ar re-se an hini eo o deus eskell. +An nij koublañ eo, pe le "vol nuptial". +Mervel a ra ar pared kazi diouzthu war-lerc'h, ur wech graet o labour ganto. +O sper vez miret gant ar parezed, er "speraoueg" pe la spermatèque e galleg. +Deuet int da vezañ rouanezed nevez neuze, ha klask a reont ul lec'h evit sevel o c'holoniennoù, +barzh an douar alies, ha kregiñ a reont da zozviñ vioù. + +Ar merien all o deus bep a bost-labour mod-all, hervez an oad hag ar "c'hasta" , ar renk. + +- Ar merien-labour yaouank a ra war-dro ar rouanez hag ar vioù, chom a reont e-barzh ar grugell-verien +- Da c'houde e sikouront da gempen an ti +- Ha war-lerc'h, e fin o buhez ez eont er maez evit klask boued ha difenn ar grugell + +Lakaomp ar gaoz war ar pezh en deus lakaet ar merien da vezañ graet berzh a-fet emdroadur ar spesadoù bremañ. +Speredek-kenañ int. +Pe kentoc'h, ur skiant poell a-stroll, une intelligence collective, dispar o deus. +Gouest int da zisrouestlañ traoù diaes, a-drugarez d'ar c'hehentiñ etrezo. +Implijout a reont o spilhoù (pe leurs antennes) evit santout molekul chimik produet gant ar re all. +Kalz titouroù vez kaset er mod-se. +Piv eo ar verienenn-mañ, petra ra, daoust ha yac'h eo, pe naon he deus, ha me oar me. +Ha gouest int d'ober un dra dibar : kavout an hent berrañ asambles. +Setu penaos e ya en-dro. +Pa vez kavet boued gant ur verienn bennak, honnezh a zistro d'ar golonienn +en ur leuskel c'hwezh ispisial war he lerc'h, +'pezh vez anvet "la piste olfactive", pe ar roudenn c'hwezh. +Ar re all a c'hell santout ar c'hwezh-mañ hag heuliañ a reont anezhañ. +Tamm ha tamm 'vez laosket muioc'h-mui a c'hwezh gant ar merien o tistreiñ war an hent berrañ, +hag a-benn ar fin ne vez implijet nemet an hent-se kazimant. +Setu n'eo ket gouest ur verienenn da gavout an hent gwellañ he-unan, +met asambles e teuont a-benn, hag efedus eo ouzhpenn! +An dra-se zo ur skouer eus ar skiant-poell a-stroll. +N'eus ket ezhomm nemet eus un nebeud reolennoù hiniennel. +Ha gant ar reonneloù simpl-se e sav emzalc'hioù luzietoc'h ha talvoudus pa seller ouzh live ar golonienn. + +Hag evit echuiñ, me lâro un dra deoc'h eus ur geñveriadenn all gant an denelezh, gant an dud. +N'eo ket an den en deus ijinet al labour douar, ar merien an hini eo o doa kroget da gentañ ! +Spesadoù zo a zo arbennikaet war ar gounezerezh pe al labour douar. +Gounezet e vez togoù-touseg ganto. +Troc'hañ a reont delioù, degas a reont anezho d'ar grugell-verien evit lakaat an togoù-touseg da greskiñ warno, war an delioù. +Ha debret 'vez pa vez prest. +Eveldomp gant legumaj pe togoù-touseg a-benn ar fin. + +Ha bez' eus spesadoù all c'hoazh, hag a zo gouest da sevel chatal. +Evel-just ne savont ket saout, met c'hwenn-gwez (des pucerons). +Ober a reont war o zro, difenn a reont anezho, kas a reont anezho da lec'hioù ma vez kavet plant. +Fardet e vez melad (miellat) gant ar c'hwenn-gwez, ha plijout a ra kalz ar melad d'ar merien ! +Un doare simbioz eo neuze, un tammig eveldomp gant ar saout pe ar gwenan da skouer. + +Echu eo ar gejadenn gant ar merien. +Loenedigoù bihan int, liesseurt ha stank-mat, ha barrek-kenañ pa vezont a-stroll. +Ar skiantourien hag ar skiantourezed o deus lakaet war wel kalz traoù dija, +met chom a ra ur bern traoù da gavout c'hoazh. +Spesadoù nevez da ziskrivañ, perzhioù da gompren… ha da implijout ivez. +Ur skipailh gall en deus embannet, n'eus ket pell zo, e miz C'hwevrer 2022 ur pennad skiantel ma tisplegont +penaos implijout ar merien hag o barregezhioù evit detektiñ ar c'hrign-bev. +Gwelet a rit, labour zo, kenlabour zo memes ! + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..fdcc005 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/16-ar-merien/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#16 Ar merien" +date: 2022-03-30T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arMerien.jpg" +slug: "16-ar-merien" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar merien**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-merien/embed/light" >}} + +--- + +Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc'h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned. +Ar merien. +An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, 'barzh an tiez a-wechoù. +An dra-se zo un digarez brav d'ober anaoudegezh ganto. +Emichañs ne weloc'h ket anezho memes-mod ken goude-se. + + +Krogomp 'barzh gant fichenn identelezh ar merien. +Amprevaned int, evel 'meus lâret. +An dra-se a dalv o deus 3 lodenn, 6 pav ha spilhoù (des antennes). +Lavaret 'vez int amprevaned sokial, peogwir e vevont e-barzh koloniennoù, +met komzet 'vo eus an dra-se diwezhatoc'h. +Kalz spesadoù zo, disheñvel an eil re deus ar re all. +Renablet ez eus bet e-tro 12000 spesad dija, ha muioc'h a zo da vezañ anavezet c'hoazh. +Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar pe dost. +Stank-abominabl int. +Kalkulet ez eus bet e vefe etre unan ha dek milion miliardoù merien, soñjit 'ta ! +N'eo ket dister, pa soñjer ez eus etre 7 hag 8 miliard a dud war an Douar ! + +Peseurt mod e vevont ? +E koloniennoù, anvet krugelloù-merien, pe tuchennoù-merien pe… +ur bern anvioù a zo evel-just. +Ur grugell-verien a c'hell bodañ etre kant ha milionoù a verien, hervez ar spesadoù. +Ha setu e-giz-se, evel gant an amprevaned sokial all, ar grugell 'zo urzhiet-mat. +Ur rouanez a zo, dezhi ur plas pouezus : dozviñ ar vioù. +An darn vrasañ vioù ar merien, a teuio da vezañ labourerezed pe merien-labour. +N'o deus askell ebet ha steril int. N'int ket gouest da strujañ ma karit. +Bep an amzer e teu er maez hiniennoù frouezhus pe strujus. +Ar re-se an hini eo o deus eskell. +An nij koublañ eo, pe le "vol nuptial". +Mervel a ra ar pared kazi diouzthu war-lerc'h, ur wech graet o labour ganto. +O sper vez miret gant ar parezed, er "speraoueg" pe la spermatèque e galleg. +Deuet int da vezañ rouanezed nevez neuze, ha klask a reont ul lec'h evit sevel o c'holoniennoù, +barzh an douar alies, ha kregiñ a reont da zozviñ vioù. + +Ar merien all o deus bep a bost-labour mod-all, hervez an oad hag ar "c'hasta" , ar renk. + +- Ar merien-labour yaouank a ra war-dro ar rouanez hag ar vioù, chom a reont e-barzh ar grugell-verien +- Da c'houde e sikouront da gempen an ti +- Ha war-lerc'h, e fin o buhez ez eont er maez evit klask boued ha difenn ar grugell + +Lakaomp ar gaoz war ar pezh en deus lakaet ar merien da vezañ graet berzh a-fet emdroadur ar spesadoù bremañ. +Speredek-kenañ int. +Pe kentoc'h, ur skiant poell a-stroll, une intelligence collective, dispar o deus. +Gouest int da zisrouestlañ traoù diaes, a-drugarez d'ar c'hehentiñ etrezo. +Implijout a reont o spilhoù (pe leurs antennes) evit santout molekul chimik produet gant ar re all. +Kalz titouroù vez kaset er mod-se. +Piv eo ar verienenn-mañ, petra ra, daoust ha yac'h eo, pe naon he deus, ha me oar me. +Ha gouest int d'ober un dra dibar : kavout an hent berrañ asambles. +Setu penaos e ya en-dro. +Pa vez kavet boued gant ur verienn bennak, honnezh a zistro d'ar golonienn +en ur leuskel c'hwezh ispisial war he lerc'h, +'pezh vez anvet "la piste olfactive", pe ar roudenn c'hwezh. +Ar re all a c'hell santout ar c'hwezh-mañ hag heuliañ a reont anezhañ. +Tamm ha tamm 'vez laosket muioc'h-mui a c'hwezh gant ar merien o tistreiñ war an hent berrañ, +hag a-benn ar fin ne vez implijet nemet an hent-se kazimant. +Setu n'eo ket gouest ur verienenn da gavout an hent gwellañ he-unan, +met asambles e teuont a-benn, hag efedus eo ouzhpenn! +An dra-se zo ur skouer eus ar skiant-poell a-stroll. +N'eus ket ezhomm nemet eus un nebeud reolennoù hiniennel. +Ha gant ar reonneloù simpl-se e sav emzalc'hioù luzietoc'h ha talvoudus pa seller ouzh live ar golonienn. + +Hag evit echuiñ, me lâro un dra deoc'h eus ur geñveriadenn all gant an denelezh, gant an dud. +N'eo ket an den en deus ijinet al labour douar, ar merien an hini eo o doa kroget da gentañ ! +Spesadoù zo a zo arbennikaet war ar gounezerezh pe al labour douar. +Gounezet e vez togoù-touseg ganto. +Troc'hañ a reont delioù, degas a reont anezho d'ar grugell-verien evit lakaat an togoù-touseg da greskiñ warno, war an delioù. +Ha debret 'vez pa vez prest. +Eveldomp gant legumaj pe togoù-touseg a-benn ar fin. + +Ha bez' eus spesadoù all c'hoazh, hag a zo gouest da sevel chatal. +Evel-just ne savont ket saout, met c'hwenn-gwez (des pucerons). +Ober a reont war o zro, difenn a reont anezho, kas a reont anezho da lec'hioù ma vez kavet plant. +Fardet e vez melad (miellat) gant ar c'hwenn-gwez, ha plijout a ra kalz ar melad d'ar merien ! +Un doare simbioz eo neuze, un tammig eveldomp gant ar saout pe ar gwenan da skouer. + +Echu eo ar gejadenn gant ar merien. +Loenedigoù bihan int, liesseurt ha stank-mat, ha barrek-kenañ pa vezont a-stroll. +Ar skiantourien hag ar skiantourezed o deus lakaet war wel kalz traoù dija, +met chom a ra ur bern traoù da gavout c'hoazh. +Spesadoù nevez da ziskrivañ, perzhioù da gompren… ha da implijout ivez. +Ur skipailh gall en deus embannet, n'eus ket pell zo, e miz C'hwevrer 2022 ur pennad skiantel ma tisplegont +penaos implijout ar merien hag o barregezhioù evit detektiñ ar c'hrign-bev. +Gwelet a rit, labour zo, kenlabour zo memes ! + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/alLabousedMor.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/alLabousedMor.jpg new file mode 100644 index 0000000..46c50bc Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/alLabousedMor.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..c7eabfc --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.br.md @@ -0,0 +1,106 @@ +--- +title: "#17 Al laboused mor" +date: 2022-04-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./alLabousedMor.jpg" +slug: "17-al-laboused-mor" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Al laboused mor**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-laboused-mor). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/al-laboused-mor/embed/light" >}} + +--- + +Deomp war vord ar mor ! +Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. +Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se 'vel-just. +Prest oc'h, ho kevellunedennoù, ho "jumelloù" 'peus kaset ganeoc'h ? +Bec'h dezhi! + +Al laboused emaomp o paouez klevout a zo gouelini gris. +Ar re stankañ e Breizh. +Ha gwelet ho peus anezho dija emichañs : bras a-walc'h int +ha gris-sklaer eo o c'hein hag o divaskell. +Peurrest o c'horf zo gwenn, war-bouez o beg, a zo melen ha ruz ha penn o divaskell ivez, a zo du. + +A-wechoù 'vez gwelet gouelini rouz, tarchoù war o c'horre, teñvaloc'h o fluñv. +A re-se eo ar re yaouank. +Hag e rankont gortoz 4 bloaz 'vit dont en oad. +E-kerzh ar 4 bloaz-se 'vez kollet o fluñv ganto meur a wech, 'pad ar goañv kentoc'h. +Ar re yaouank ne huchont ket evel ar re vras, skiltroc'h eo. +Pa vez klevet ar galv-se, an dra-se lâr deoc'h emañ tad ha mamm ar gouelan yaouank o tont, diwallit ! + +Ar re vras, just a-walc'h, a zo gouest da gaozeal etrezo ivez. +Pegen trouzus eo ar gouelini gris ! +Pa vezont o nijal 'vez klevet an trouz-mañ ganto. +War an douar pe war-c'horre an toennoù e huchont er mod-se. +Ha marteze an trouz anavezet ar muiañ, a ro da c'hoût omp degouezhet war an aod : ar galv hir. + +Kalz gouelini all a zo ! +Gwelet ho peus dija gouelini bras moarvat : les goélands marins. +Evel 'vez komprenet diwar o anv, eo ar re-mañ brasoc'h evit ar gouelini gris. +Ha brasoc'h evit ar gouelini all zoken. +Disheñvel int ivez peogwir eo du o c'hein hag o divaskell. +A-wechoù em eus bet klevet e teu ar gouelini gris da vezañ du pa teuont kozh. +Cheñch a reont liv pa vezont yaouank, marteze e cheñchfent liv pa vefent kozh ivez. +Met n'eo ket gwir, ur spesad all eo. +Ha klevet 'vez an diferañs ivez ! +Izeloc'h, donoc'h eo o c'hriadenn. +Gallout a reer keñveriañ an daoù aze. +Kreñvoc'h e c'hell bezañ c'hoazh. + + +Er memes familh, familh al Laridae, 'vez kavet laboused all, ar re 'vez anvet "des mouettes" e galleg. +Met luzietoc'h eo an traoù, bez' eus "des mouettes" a zo tostoc'h ouzh gouelini hag ar c'hontrol. +Ne vez ket graet kement-se an diferañs e brezhoneg. + +Ha setu 'giz-se 'vez graet "ar gouelanig maskl du" eus ar "mouette rieuse". +Gwelet 'vez anezho kalz, ha klevet 'vezont ivez. +Bihanoc'h int evit ar gouelini gris. +Ar memes liv zo war o divaskell met du eo o fenn, evel ho peus divinet gant o anv marteze. +E gwirionez eo du o fenn e-pad an hañv, met kollet 'vez al liv-se 'pad ar goañv. +Ne chom nemet daou darch ken, daou bik du. +Sevel a reont o neizhoù e koloniennoù, hag a c'hell bodañ muioc'h evit 1000 kouplad. +Trouzus a-walc'h e c'hell bezañ… + + +Mat, cheñchomp familh bremañ. +'Barzh familh ar Sulidae em eus c'hoant da gaout… ar morskouled ! +Goût a rit, al laboused bras, pluñv gwenn dezho, gant ur choug melen. +Bevañ a reont kentoc'h e-kreiz ar mor met neizhiañ a reont tost a-walc'h eus an douar. +E Breizh ne vezont ket kavet 'met en ul lec'h : ar Jentilez (pe "les 7 îles" e galleg), 'ba Aodoù an Arvor. +Dre ma ne blij ket dezho nijal a-us d'an douar, ne vezont ket gwelet kalz, +nemet war aod hanternoz Breizh neuze. +O doare da besketa zo bamus. +Splujañ a reont a-big d'an traoñ, a-wechoù 30 metrad a-us d'ar mor. +Mont a reont buan-tre er mod-se, kement hag o deus awenet ijinourien·ezed ar c'harr-nij "le Concorde". +Soñjit 'ta ! + +Bevañ a reont e koupladoù, o buhez pad, hag e-barzh koloniennoù ivez, ken trouzus all. + + +Hag ur spesad all evit echuiñ, eus ur familh all c'hoazh, familh an Alcidea : +ar poc'haned boutin, le macareux moine. +Moaien zo da welet anezho er Jentilez ivez, hag e lec'h all evel enez Eusa. +Bihan int, ken bras hag ur pichon, un tamm bravoc'h 'vito a gavan avat. +Ar pezh zo dibar ganto eo o beg bras ha livet-kaer, a servij dezho evit pesketa. +A-bep seurt pesked vez debret ganto, goude bezañ pesketaet a-stroll 'barzh ar mor. +Hag ar re-se a oar neuial mat-tre ! +N'eo ket ken liesseurt ha se o c'hanioù, e-kichen al laboused all, ne reont nemet galvoù, un tamm trist, klemmus. + +E-touez an holl spesadoù am eus safaret deuzouto n'eus nemet ar poc'haned a zo en arvar, en dañjer. +Re alies 'vezont tapet gant rouedoù ar besketerien, +hag ouzhpenn da se ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a voued 'barzh ar mor evito. +Deuet int da vezañ un arouez, ur simbol eus gwareziñ al laboused ha gwareziñ an natur dre vras. +Ha just a-walc'h, ur poc'han zo war banniel al LPO, la ligue pour la protection des oiseaux. + +Gant an dra-se vo klozet hor pourmennadenn war an aod. +Emichañs, pa vioc'h war vord ar mor, ho po tro da welet ha da glevet +gouelini, goulaniged, morskouled, poc'haned ha kement zo, +o nijal, neuial, pe c'hoazh huchal. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..6313788 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.fr.md @@ -0,0 +1,106 @@ +--- +title: "#17 Al laboused mor" +date: 2022-04-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./alLabousedMor.jpg" +slug: "17-al-laboused-mor" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Al laboused mor**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-laboused-mor). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/al-laboused-mor/embed/light" >}} + +--- + +Deomp war vord ar mor ! +Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. +Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se 'vel-just. +Prest oc'h, ho kevellunedennoù, ho "jumelloù" 'peus kaset ganeoc'h ? +Bec'h dezhi! + +Al laboused emaomp o paouez klevout a zo gouelini gris. +Ar re stankañ e Breizh. +Ha gwelet ho peus anezho dija emichañs : bras a-walc'h int +ha gris-sklaer eo o c'hein hag o divaskell. +Peurrest o c'horf zo gwenn, war-bouez o beg, a zo melen ha ruz ha penn o divaskell ivez, a zo du. + +A-wechoù 'vez gwelet gouelini rouz, tarchoù war o c'horre, teñvaloc'h o fluñv. +A re-se eo ar re yaouank. +Hag e rankont gortoz 4 bloaz 'vit dont en oad. +E-kerzh ar 4 bloaz-se 'vez kollet o fluñv ganto meur a wech, 'pad ar goañv kentoc'h. +Ar re yaouank ne huchont ket evel ar re vras, skiltroc'h eo. +Pa vez klevet ar galv-se, an dra-se lâr deoc'h emañ tad ha mamm ar gouelan yaouank o tont, diwallit ! + +Ar re vras, just a-walc'h, a zo gouest da gaozeal etrezo ivez. +Pegen trouzus eo ar gouelini gris ! +Pa vezont o nijal 'vez klevet an trouz-mañ ganto. +War an douar pe war-c'horre an toennoù e huchont er mod-se. +Ha marteze an trouz anavezet ar muiañ, a ro da c'hoût omp degouezhet war an aod : ar galv hir. + +Kalz gouelini all a zo ! +Gwelet ho peus dija gouelini bras moarvat : les goélands marins. +Evel 'vez komprenet diwar o anv, eo ar re-mañ brasoc'h evit ar gouelini gris. +Ha brasoc'h evit ar gouelini all zoken. +Disheñvel int ivez peogwir eo du o c'hein hag o divaskell. +A-wechoù em eus bet klevet e teu ar gouelini gris da vezañ du pa teuont kozh. +Cheñch a reont liv pa vezont yaouank, marteze e cheñchfent liv pa vefent kozh ivez. +Met n'eo ket gwir, ur spesad all eo. +Ha klevet 'vez an diferañs ivez ! +Izeloc'h, donoc'h eo o c'hriadenn. +Gallout a reer keñveriañ an daoù aze. +Kreñvoc'h e c'hell bezañ c'hoazh. + + +Er memes familh, familh al Laridae, 'vez kavet laboused all, ar re 'vez anvet "des mouettes" e galleg. +Met luzietoc'h eo an traoù, bez' eus "des mouettes" a zo tostoc'h ouzh gouelini hag ar c'hontrol. +Ne vez ket graet kement-se an diferañs e brezhoneg. + +Ha setu 'giz-se 'vez graet "ar gouelanig maskl du" eus ar "mouette rieuse". +Gwelet 'vez anezho kalz, ha klevet 'vezont ivez. +Bihanoc'h int evit ar gouelini gris. +Ar memes liv zo war o divaskell met du eo o fenn, evel ho peus divinet gant o anv marteze. +E gwirionez eo du o fenn e-pad an hañv, met kollet 'vez al liv-se 'pad ar goañv. +Ne chom nemet daou darch ken, daou bik du. +Sevel a reont o neizhoù e koloniennoù, hag a c'hell bodañ muioc'h evit 1000 kouplad. +Trouzus a-walc'h e c'hell bezañ… + + +Mat, cheñchomp familh bremañ. +'Barzh familh ar Sulidae em eus c'hoant da gaout… ar morskouled ! +Goût a rit, al laboused bras, pluñv gwenn dezho, gant ur choug melen. +Bevañ a reont kentoc'h e-kreiz ar mor met neizhiañ a reont tost a-walc'h eus an douar. +E Breizh ne vezont ket kavet 'met en ul lec'h : ar Jentilez (pe "les 7 îles" e galleg), 'ba Aodoù an Arvor. +Dre ma ne blij ket dezho nijal a-us d'an douar, ne vezont ket gwelet kalz, +nemet war aod hanternoz Breizh neuze. +O doare da besketa zo bamus. +Splujañ a reont a-big d'an traoñ, a-wechoù 30 metrad a-us d'ar mor. +Mont a reont buan-tre er mod-se, kement hag o deus awenet ijinourien·ezed ar c'harr-nij "le Concorde". +Soñjit 'ta ! + +Bevañ a reont e koupladoù, o buhez pad, hag e-barzh koloniennoù ivez, ken trouzus all. + + +Hag ur spesad all evit echuiñ, eus ur familh all c'hoazh, familh an Alcidea : +ar poc'haned boutin, le macareux moine. +Moaien zo da welet anezho er Jentilez ivez, hag e lec'h all evel enez Eusa. +Bihan int, ken bras hag ur pichon, un tamm bravoc'h 'vito a gavan avat. +Ar pezh zo dibar ganto eo o beg bras ha livet-kaer, a servij dezho evit pesketa. +A-bep seurt pesked vez debret ganto, goude bezañ pesketaet a-stroll 'barzh ar mor. +Hag ar re-se a oar neuial mat-tre ! +N'eo ket ken liesseurt ha se o c'hanioù, e-kichen al laboused all, ne reont nemet galvoù, un tamm trist, klemmus. + +E-touez an holl spesadoù am eus safaret deuzouto n'eus nemet ar poc'haned a zo en arvar, en dañjer. +Re alies 'vezont tapet gant rouedoù ar besketerien, +hag ouzhpenn da se ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a voued 'barzh ar mor evito. +Deuet int da vezañ un arouez, ur simbol eus gwareziñ al laboused ha gwareziñ an natur dre vras. +Ha just a-walc'h, ur poc'han zo war banniel al LPO, la ligue pour la protection des oiseaux. + +Gant an dra-se vo klozet hor pourmennadenn war an aod. +Emichañs, pa vioc'h war vord ar mor, ho po tro da welet ha da glevet +gouelini, goulaniged, morskouled, poc'haned ha kement zo, +o nijal, neuial, pe c'hoazh huchal. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/anDemodeksed.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/anDemodeksed.jpg new file mode 100644 index 0000000..ea76e68 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/anDemodeksed.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..ce6003c --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.br.md @@ -0,0 +1,69 @@ +--- +title: "#18 An demodeksed" +date: 2022-08-31T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anDemodeksed.jpg" +slug: "18-an-demodeksed" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An demodeksed**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc'h eus boudoù bev a bep seurt. +Alies-mat em eus kinniget deoc'h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija, +evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved. +Pe ar merien c'hoazh, a zo mil anavezet abaoe pell. + +Hiziv e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ur spesad iskis, ur wech ouzhpenn. +O, n'eo ket nevez-flamm, diskrivet eo bet al loened-se evit ar wech kentañ e kreiz an 19vet kantvet. +Met n'eus ket pell zo, e miz Even 2022, ez eus bet lakaet war wel traoù nevez, +traoù hag a cheñch hor sell ouzh al loened-se… + +Goût a rit moarvat, n'omp ket hon unan en hor c'horf. +Bakteri zo e pep lec'h war hor c'hroc'hen, e-barzh hor bouzelloù, +evel em eus kontet deoc'h e kronikenn 5 Brav ha Bev. +Estreget ar bakteri a zo avat, preñved a zo ivez, hag evit bezañ resisoc'h, preñved ar gal, akarianed. +Unan eus a re-se a zo anvet "Demodex folliculorum", ul loen mann skej tri milimetr anezhañ. +Hag iskis eo, me lâr deoc'h. + +Bevañ a ra an akarianed-se war hor c'hroc'hen. +Dreist-holl war hon dremm, 'kichen hor fri hag hon divabrant. +Evit bezañ resisoc'h e vevont tost deus hor blevennoù, barzh 'pezh 'vez anvet le follicule pileux, +ha debriñ a reont hor sebum, ar gwiskad druz a zo war hor c'hroc'hen. +N'int ket dañjerus tamm ebet. +Ne zegasont kleñved ebet, nemet m'eo gwan-kenañ sistem immunizel un den. + +M'ho peus c'hoant da skrabañ ho tremm bremañ, un dra normal eo. +Abalamour emaoc'h o soñjal 'barzh al loened-se o fiñval war ho tremm. +Met a-benn ar fin n'omp ket direnket ganto gwech ebet e-pad an deiz. +Kuzhet int 'barzh toulligoù c'hwez ar c'hroc'hen, pe les pores de la peau e galleg. +Ne fiñvont nemet d'an noz, ha nemet evit strujañ. Plijus, 'gav ket deoc'h? + +Kement-se a oa anavezet dija. +Ha setu embannet ur studiadenn nevez er gazetenn Molecular Biology and Evolution, +e miz Even 2022 gant ur skipailh skiantourien·ezed. +Kavet o deus meur a dra : + +- Un toull-revr o deus. Kredet 'veze n'o doa toull-revr ebet, hag e veze berniet ar c'haoc'h en o c'horf a-hed o buhez bihan a-walc'h (tro 5 devezh). Met kemeret o deus ar skipailh fotoioù a ziskouez o deus un toull-revr. N'eo ket dister ! +- Kavet o deus ivez e vez treuzkaset an demodeksed d'ar vugale gant o zud, pezh a zo dic'hortoz evit ar parazitoù pe c'hwibez. Ha gwir eo 'vez kavet demodeksed tro-dro d'ar beg-bronn ivez. Treuzkaset 'vez an demodeksed d'ur bugel gant e vamm neuze. +- Hag evit echuiñ, o deus ar skiantourienezed sekañset jenom al loened-se, da lâret eo o deus lennet o ADN penn-da-benn. Ha bamet int bet o welet pegen bihan eo : nemet 50 milion a daouadoù-bazennoù, 50 milion a lizherennoù m'ho peus c'hant. Un den en deus 3 miliard, 60 gwech muioc'h. Ral eo al loened gant un ADN ken bihan. + +Hervez ar skipailh emañ jenom an demodeksed o tigreskiñ. +Lakaat a reont muioc'h-mui a fiziañs en o ostizien, da lâret eo : ni. +Da skouer o deus paouezet d'en em wareziñ diouzh an heol hag an UV : kroc'hen an den a ra. +Memes mod, ezhomm ebet da gaout ur sistem sirkadian klok 'giz hon hini +evit ober an difoc'h etre an deiz hag an noz : implijout a reont hor melanine deomp-ni. +Kement a gefridioù hag a c'hell bezañ skarzhet diwar ar jenom neuze. + +Koulskoude eo dañjerus evit ar spesad : marteze e vez lakaet re a fiziañs en denelezh ? +Azasaet mat eo 'barzh an endro a-vremañ, met an dra-se a c'hell cheñch, ha buan a-walc'h, +ha ne vo ket azasaet an demodeksed ken. +Gwelet e vo (pe get, pegen bihan int) ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..69184c5 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.fr.md @@ -0,0 +1,69 @@ +--- +title: "#18 An demodeksed" +date: 2022-08-31T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anDemodeksed.jpg" +slug: "18-an-demodeksed" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An demodeksed**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed/embed/light" >}} + +--- +Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc'h eus boudoù bev a bep seurt. +Alies-mat em eus kinniget deoc'h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija, +evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved. +Pe ar merien c'hoazh, a zo mil anavezet abaoe pell. + +Hiziv e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ur spesad iskis, ur wech ouzhpenn. +O, n'eo ket nevez-flamm, diskrivet eo bet al loened-se evit ar wech kentañ e kreiz an 19vet kantvet. +Met n'eus ket pell zo, e miz Even 2022, ez eus bet lakaet war wel traoù nevez, +traoù hag a cheñch hor sell ouzh al loened-se… + +Goût a rit moarvat, n'omp ket hon unan en hor c'horf. +Bakteri zo e pep lec'h war hor c'hroc'hen, e-barzh hor bouzelloù, +evel em eus kontet deoc'h e kronikenn 5 Brav ha Bev. +Estreget ar bakteri a zo avat, preñved a zo ivez, hag evit bezañ resisoc'h, preñved ar gal, akarianed. +Unan eus a re-se a zo anvet "Demodex folliculorum", ul loen mann skej tri milimetr anezhañ. +Hag iskis eo, me lâr deoc'h. + +Bevañ a ra an akarianed-se war hor c'hroc'hen. +Dreist-holl war hon dremm, 'kichen hor fri hag hon divabrant. +Evit bezañ resisoc'h e vevont tost deus hor blevennoù, barzh 'pezh 'vez anvet le follicule pileux, +ha debriñ a reont hor sebum, ar gwiskad druz a zo war hor c'hroc'hen. +N'int ket dañjerus tamm ebet. +Ne zegasont kleñved ebet, nemet m'eo gwan-kenañ sistem immunizel un den. + +M'ho peus c'hoant da skrabañ ho tremm bremañ, un dra normal eo. +Abalamour emaoc'h o soñjal 'barzh al loened-se o fiñval war ho tremm. +Met a-benn ar fin n'omp ket direnket ganto gwech ebet e-pad an deiz. +Kuzhet int 'barzh toulligoù c'hwez ar c'hroc'hen, pe les pores de la peau e galleg. +Ne fiñvont nemet d'an noz, ha nemet evit strujañ. Plijus, 'gav ket deoc'h? + +Kement-se a oa anavezet dija. +Ha setu embannet ur studiadenn nevez er gazetenn Molecular Biology and Evolution, +e miz Even 2022 gant ur skipailh skiantourien·ezed. +Kavet o deus meur a dra : + +- Un toull-revr o deus. Kredet 'veze n'o doa toull-revr ebet, hag e veze berniet ar c'haoc'h en o c'horf a-hed o buhez bihan a-walc'h (tro 5 devezh). Met kemeret o deus ar skipailh fotoioù a ziskouez o deus un toull-revr. N'eo ket dister ! +- Kavet o deus ivez e vez treuzkaset an demodeksed d'ar vugale gant o zud, pezh a zo dic'hortoz evit ar parazitoù pe c'hwibez. Ha gwir eo 'vez kavet demodeksed tro-dro d'ar beg-bronn ivez. Treuzkaset 'vez an demodeksed d'ur bugel gant e vamm neuze. +- Hag evit echuiñ, o deus ar skiantourienezed sekañset jenom al loened-se, da lâret eo o deus lennet o ADN penn-da-benn. Ha bamet int bet o welet pegen bihan eo : nemet 50 milion a daouadoù-bazennoù, 50 milion a lizherennoù m'ho peus c'hant. Un den en deus 3 miliard, 60 gwech muioc'h. Ral eo al loened gant un ADN ken bihan. + +Hervez ar skipailh emañ jenom an demodeksed o tigreskiñ. +Lakaat a reont muioc'h-mui a fiziañs en o ostizien, da lâret eo : ni. +Da skouer o deus paouezet d'en em wareziñ diouzh an heol hag an UV : kroc'hen an den a ra. +Memes mod, ezhomm ebet da gaout ur sistem sirkadian klok 'giz hon hini +evit ober an difoc'h etre an deiz hag an noz : implijout a reont hor melanine deomp-ni. +Kement a gefridioù hag a c'hell bezañ skarzhet diwar ar jenom neuze. + +Koulskoude eo dañjerus evit ar spesad : marteze e vez lakaet re a fiziañs en denelezh ? +Azasaet mat eo 'barzh an endro a-vremañ, met an dra-se a c'hell cheñch, ha buan a-walc'h, +ha ne vo ket azasaet an demodeksed ken. +Gwelet e vo (pe get, pegen bihan int) ! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..dc360f5 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.br.md @@ -0,0 +1,100 @@ +--- +title: "#19 Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur" +date: 2022-09-14T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./oberGizAnNatur.jpg" +slug: "19-ar-biomimikerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar biomimikerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-biomimikerezh-ober-giz-an-natur). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-biomimikerezh-ober-giz-an-natur/embed/light" >}} + +--- + +Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut. +Kontet vo kentoc'h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. +Lâret vo deoc'h penaos e c'hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. +Safaret e vo eus ar biomimikerezh. + +Petra eo ar biomimikerezh, pe le biomimétisme neuze ? +Un doare da sevel pe da fardañ traoù 'ni eo, +oc'h ober evel ma nefe graet an natur, ar plantennoù pe al loened. +An dra-se a c'hell bezañ poellek. +Ijinet ez eus bet ur bern traoù gant an natur, ha dreist-holl gant emdroadur ar spesadoù. +Ha lâret a ran "ijinet" espres-kaer. +Dont a ra deus ijin, hag a vez kavet e-barzh ijinourez pe ijinour ivez. +Peogwir en deus emdroadur ar spesadoù bet kalz amzer evit amprouiñ traoù, fardañ traoù a ya mat en-dro. +Amzer en deus bet 'vat : tost 4 miliard a vloavezhioù, soñjit 'ta. + +Awenet eo bet an denelezh gant an natur abaoe pell e gwirionez. +Bremañ ez eus ur ger chik evit komz eus an dra-se. +Met ar pezh a zo interesant eo kentoc'h ar skouerioù. +Ur bern anezho a zo da welet, krogomp e-barzh diouzhtu neuze ! + +Koloniennoù ar merien-gwenn (les termites) a zo savet en un doare speredek-kenañ. +Ur golonienn a c'hell bezañ ken bras ha 7 metrad. +Kalz a verien-gwenn 'zo enni, anat deoc'h, ha ma vefe savet fall e vankfe oksijen, pe 'vefe re domm. +Koulskoude ne c'hoarvezh ket an dra-se. +Avelet eo mat-tre, ha mekanik ebet evel-just. +Talvoudus eo kompren penaos e ya en-dro evit klask sevel hor savadurioù deomp-ni 'giz-se. +Ha 'giz ho peus komprenet moarvat, n dra-se zo bet graet dija. +Ur gourmarc'had zo bet savet e Zimbabwe e fin ar bloavezhioù 90, ha yenaat a ra e-unan. +Koñsomiñ a ra dek dregant ha pevar-ugent nebeutoc'h a energiezh evit ar savadurioù all. +Gwelet eo 'giz unan eus ar savadurioù kentañ awenet gant an natur. + +Un dra mil anavezet a zo bet awenet gant an natur ivez. +Ar velkro, pe ar skratch. +Goût a rit, ar pezh 'vez kavet war boutoù ar vugale. Fin, kavet e vez un tammig e pep lec'h e gwirionez ! +Da zigentañ e oa un den eus bro Suis, George de Mestral, a oa bet o chaseal un deiz bennak e 1948. +Goude bezañ distroet en doa merzhet e oa kalz frouezh, 'giz bouloù, hag a oa peget ouzh e zilhad ha blev e gi. +Un ijinour 'oa, setu neuze en doa klasket sellet pizh ouzh ar frouezh-mañ gant ur mikroskop. +Gwelet en doa krogoù bihan war o c'horre, hag abalamour d'ar re-mañ e pege ar frouezh. +Deuet e oa dezhañ ar mennozh da fardañ ur sistem 'giz-se evit serriñ an dilhad, +gant krogoù eus un tu ha boukloù eus an tu all. +Abaoe vez kavet velcro pep lec'h ! + +Ur skouer all a vez kavet gant an dilhad. +Kopiet eo bet kroc'hen ar rinkined evit fardañ gwiskamantoù neuial. +Skant dibar zo dezho ha ganto int gouest da fiñval 'ba an dour buanoc'h. +Ha kement-all a ra ar sportiourienezed a neu gant ar gwiskamant ispisial-mañ. + +En ur gronikenn all diwar-benn ar merien, +em boa safaret eus o doare da gavout an hent berrañ gras d'ar feromon a laoskont war o lec'h. +Awenet o deus ar skiantourienezed +hag int o deus savet algoritmoù implijet evit dielfennañ skeudennoù da skouer, +pe tresañ roudadoù elektronikel, pe circuits électroniques e galleg, a c'hell bezañ luziet. +Moaien zo da soñjal ne vefe liamm ebet etre ar merien hag ar roudadoù elektronikel, +ha padal ez eus unan bremañ. + +Skouerioù e-leizh a zo c'hoazh. +Ijinus eo an natur ! +Diwallit memes tra, ne ya ket en-dro atav. +Evit nijal e c'heller soñjal e vefe mat ober 'giz al laboused pe al logod-dall. +Kaout eskell ha nijal. +Ar pezh n'eo ket ken gwir ha se. +Un ijinour all, Clément Ader e anv, en deus klasket pell lakaat ur mekanik da nijal. +Klasket en deus gant eskell a-bep seurt : laboused, logod-dall, amprevaned zoken… +Met n'eo ket deuet a-benn gwech ebet. +Re luziet eo klask ober rik ar memes tra. +Ar pezh a ya mat en-dro eo kentoc'h eskell ar c'hirri-nij a-vremañ. +Ar stumm n'en deus netra da welet gant eskell al laboused met krouiñ a reont dougañs, pe portance e galleg. +Gras d'an nerzh-mañ e c'hell nijal ar c'hirri-nij ! +Arabat mont re vuan neuze. + +Gwelet hon eus ur bochad skouerioù. +Traoù savet diwar ur mennozh roet gant plant, pe loened. +N'eus fin ebet, an natur zo leun a vennozhioù ! +N'ho peus ket 'met klask war internet ar ger "biomimétisme" hag e kavoc'h muioc'h a draoù c'hoazh. +Eus pelec'h e teu stumm an TGV da skouer, petra o deus degaset ar morgizhier, ar brenniged, ar gwini ha me oar me. + +Arabat mont re vuan memestra ha klask atav ober 'giz an natur. +A-wechoù ne ya ket mat en-dro. +N'eo ket eeun pep tra, dav deomp klask hag amprouiñ an traoù, +'giz an natur a ra. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..e6ecce2 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/index.fr.md @@ -0,0 +1,100 @@ +--- +title: "#19 Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur" +date: 2022-09-14T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./oberGizAnNatur.jpg" +slug: "19-ar-biomimikerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar biomimikerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-biomimikerezh-ober-giz-an-natur). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-biomimikerezh-ober-giz-an-natur/embed/light" >}} + +--- + +Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut. +Kontet vo kentoc'h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. +Lâret vo deoc'h penaos e c'hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. +Safaret e vo eus ar biomimikerezh. + +Petra eo ar biomimikerezh, pe le biomimétisme neuze ? +Un doare da sevel pe da fardañ traoù 'ni eo, +oc'h ober evel ma nefe graet an natur, ar plantennoù pe al loened. +An dra-se a c'hell bezañ poellek. +Ijinet ez eus bet ur bern traoù gant an natur, ha dreist-holl gant emdroadur ar spesadoù. +Ha lâret a ran "ijinet" espres-kaer. +Dont a ra deus ijin, hag a vez kavet e-barzh ijinourez pe ijinour ivez. +Peogwir en deus emdroadur ar spesadoù bet kalz amzer evit amprouiñ traoù, fardañ traoù a ya mat en-dro. +Amzer en deus bet 'vat : tost 4 miliard a vloavezhioù, soñjit 'ta. + +Awenet eo bet an denelezh gant an natur abaoe pell e gwirionez. +Bremañ ez eus ur ger chik evit komz eus an dra-se. +Met ar pezh a zo interesant eo kentoc'h ar skouerioù. +Ur bern anezho a zo da welet, krogomp e-barzh diouzhtu neuze ! + +Koloniennoù ar merien-gwenn (les termites) a zo savet en un doare speredek-kenañ. +Ur golonienn a c'hell bezañ ken bras ha 7 metrad. +Kalz a verien-gwenn 'zo enni, anat deoc'h, ha ma vefe savet fall e vankfe oksijen, pe 'vefe re domm. +Koulskoude ne c'hoarvezh ket an dra-se. +Avelet eo mat-tre, ha mekanik ebet evel-just. +Talvoudus eo kompren penaos e ya en-dro evit klask sevel hor savadurioù deomp-ni 'giz-se. +Ha 'giz ho peus komprenet moarvat, n dra-se zo bet graet dija. +Ur gourmarc'had zo bet savet e Zimbabwe e fin ar bloavezhioù 90, ha yenaat a ra e-unan. +Koñsomiñ a ra dek dregant ha pevar-ugent nebeutoc'h a energiezh evit ar savadurioù all. +Gwelet eo 'giz unan eus ar savadurioù kentañ awenet gant an natur. + +Un dra mil anavezet a zo bet awenet gant an natur ivez. +Ar velkro, pe ar skratch. +Goût a rit, ar pezh 'vez kavet war boutoù ar vugale. Fin, kavet e vez un tammig e pep lec'h e gwirionez ! +Da zigentañ e oa un den eus bro Suis, George de Mestral, a oa bet o chaseal un deiz bennak e 1948. +Goude bezañ distroet en doa merzhet e oa kalz frouezh, 'giz bouloù, hag a oa peget ouzh e zilhad ha blev e gi. +Un ijinour 'oa, setu neuze en doa klasket sellet pizh ouzh ar frouezh-mañ gant ur mikroskop. +Gwelet en doa krogoù bihan war o c'horre, hag abalamour d'ar re-mañ e pege ar frouezh. +Deuet e oa dezhañ ar mennozh da fardañ ur sistem 'giz-se evit serriñ an dilhad, +gant krogoù eus un tu ha boukloù eus an tu all. +Abaoe vez kavet velcro pep lec'h ! + +Ur skouer all a vez kavet gant an dilhad. +Kopiet eo bet kroc'hen ar rinkined evit fardañ gwiskamantoù neuial. +Skant dibar zo dezho ha ganto int gouest da fiñval 'ba an dour buanoc'h. +Ha kement-all a ra ar sportiourienezed a neu gant ar gwiskamant ispisial-mañ. + +En ur gronikenn all diwar-benn ar merien, +em boa safaret eus o doare da gavout an hent berrañ gras d'ar feromon a laoskont war o lec'h. +Awenet o deus ar skiantourienezed +hag int o deus savet algoritmoù implijet evit dielfennañ skeudennoù da skouer, +pe tresañ roudadoù elektronikel, pe circuits électroniques e galleg, a c'hell bezañ luziet. +Moaien zo da soñjal ne vefe liamm ebet etre ar merien hag ar roudadoù elektronikel, +ha padal ez eus unan bremañ. + +Skouerioù e-leizh a zo c'hoazh. +Ijinus eo an natur ! +Diwallit memes tra, ne ya ket en-dro atav. +Evit nijal e c'heller soñjal e vefe mat ober 'giz al laboused pe al logod-dall. +Kaout eskell ha nijal. +Ar pezh n'eo ket ken gwir ha se. +Un ijinour all, Clément Ader e anv, en deus klasket pell lakaat ur mekanik da nijal. +Klasket en deus gant eskell a-bep seurt : laboused, logod-dall, amprevaned zoken… +Met n'eo ket deuet a-benn gwech ebet. +Re luziet eo klask ober rik ar memes tra. +Ar pezh a ya mat en-dro eo kentoc'h eskell ar c'hirri-nij a-vremañ. +Ar stumm n'en deus netra da welet gant eskell al laboused met krouiñ a reont dougañs, pe portance e galleg. +Gras d'an nerzh-mañ e c'hell nijal ar c'hirri-nij ! +Arabat mont re vuan neuze. + +Gwelet hon eus ur bochad skouerioù. +Traoù savet diwar ur mennozh roet gant plant, pe loened. +N'eus fin ebet, an natur zo leun a vennozhioù ! +N'ho peus ket 'met klask war internet ar ger "biomimétisme" hag e kavoc'h muioc'h a draoù c'hoazh. +Eus pelec'h e teu stumm an TGV da skouer, petra o deus degaset ar morgizhier, ar brenniged, ar gwini ha me oar me. + +Arabat mont re vuan memestra ha klask atav ober 'giz an natur. +A-wechoù ne ya ket mat en-dro. +N'eo ket eeun pep tra, dav deomp klask hag amprouiñ an traoù, +'giz an natur a ra. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/oberGizAnNatur.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/oberGizAnNatur.jpg new file mode 100644 index 0000000..b85edbd Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/19-ar-biomimikerezh/oberGizAnNatur.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/gwezennArVuhez.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/gwezennArVuhez.jpg new file mode 100644 index 0000000..38c8c58 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/gwezennArVuhez.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..8673c6f --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.br.md @@ -0,0 +1,97 @@ +--- +title: "#2 Gwezenn ar vuhez" +date: 2021-09-15T12:00:00+02:00 +description: "Petra eo gwezenn ar vuhez ? Penaos eo renket an holl organegoù, an holl bodoù bev? Dizoloet e vo er rann-mañ !" +draft: false +image: "./gwezennArVuhez.jpg" +slug: "2-gwezenn-ar-vuhez" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Gwezenn ar vuhez**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/gwezenn-ar-vuhez/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/gwezenn-ar-vuhez/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo krapet gant ur wezenn ispisial : gwezenn ar vuhez. + +Met da gentañ eo dav gouzout pelec'h vez kavet ar wezenn-mañ. +Implijet e vez gant bevoniourien, pe biologourien ma karit. +Da lavaret eo, ar skiantourien zo o studiañ ar vuhez dre vras, ar boudoù bev. +Ul lodenn eus ar re-se a glask renkañ ar boudoù bev. +Ha c'hwi welo, ur sapre labour eo an dra-se ! +Filogeniezh vez graet eus al labour se, pe phylogénie e galleg. +Dont a ra eus "phylo" a dalv meuriad, familh; ha "genesis" a dalv krouidigezh. + +Gallout a rit kompren gwezenn ar vuhez evel gwezenn lign ho familh, +ur wezenn jenealojik m'ho peus c'hoant. Kalz traoù zo heñvel ! +Etre daou zen pe daou organeg bev ez eus liammoù. +Seul verroc'h eo al liamm, seul dostoc'h int an eil ouzh egile. +C'hwi zo tostoc'h ouzh ho tud eget ho tud-you da skouer. +Pe eo tostoc'h ur c'hazh ouzh ul leon eget ur c'hazh ouzh ul lapous, memes-mod. +Met ne za ket pelloc'h eget an dra-se, n'eus ket muioc'h a heñvelded evit gwir. +An anvioù a vez kavet er wezenn-mañ n'int ket Tintin Naig pe Tad-kozh Alan. +Kentoc'h "Homo sapiens" evit mab-den, pe "Canis lupus" evit ar c'hi, +pe c'hoazh "Escherichia coli" evit komz eus ur vakterienn vrudet. +Da lavaret eo, anvioù latin int evit menegiñ pe anviñ, kement spesad zo. + +Mat. Just awalc'h, pet spesad a zo hiziv, gav deoc'h ? +Feiz, miser o deus ar skiantourien gouzout an dra-se dre just. +Milionoù ha milionoù d'an nebeutañ. 'Peus ket nemet teurel ur sell en-dro deoc'h da glask renkañ, urzhiañ ar spesadoù. +Marteze 'welit loened ha plantennoù. Togoù-touseg marteze ivez. +Ar rummadoù-se a zo gwir rummadoù ha gallout a rit gwelet pegen bras eo o liesseurted. +Evit lavarout ar wirionez deoc'h avat eo kalz kalz brasoc'h c'hoazh liesseurted ar vuhez en he fezh. +Ar vevliesseurted hollek, la biodiversité générale, en ur mod. +Evit kompren, meizañ ar braster-se, deuit war ma lerc'h da veajiñ e gwezenn ar vuhez… +Deomp dezhi ! + +Emaomp e penn ur brank en un tu bennak eus ar wezenn. +Sellomp ouzh anv ar spesad : "Homo sapiens". Mat, ni an hini eo. +Taolomp ur sell e penn ar brankoù all a zo en hor c'hichen. Hon amezeien eo ar re-mañ, hor c'hendirvi int ! +Ar spesadoù, an organegoù a zo tostoc'h ouzhomp a zo anvet "Pan paniscus" : ar bonobo ha "Pan troglodytes" : ar chimpanze. +Bremañ e kinnigan deoc'h diskenn un tamm evit en em gavout e-lec'h ma teu brank an den gant ha brankoù ar bonobo hag ar chimpanze. +Skrivet eo : "Hominidae" a dalv "marmouzed meur". +Emaomp en ur c'hroazhent neuze, ar pezh a dalvez n'eo ket "Hominidae" ur spesad met ur rummad spesadoù. + +Diskennomp un tamm c'hoazh, un tamm mat zoken, evit kavout spesadoù all ha n'int ket marmouzed. +Gallout a rit lenn "Placentalia", da lavaret eo ar re vronnek o deus ur plakenta, +ar poch-dour e vez kavet ennañ ar grouell, pe an embrion ma karit. +Er rummad "Placentalia" e vez renket kalzig a organegoù evel-just : ar c'hrignerien evel al logod, +an heureusined, al logod dall, ar chas, ar bleizi, ar c'hizhier, al leoned, ar saout, ha kement zo. +Ur sapre liesseurted eo an dra-se dija. Met n'eo ket echu avat ! + +Hon arsav kentañ eo "Metazoa" : an holl loened a zo lieskelligek o c'horf (multicellulaire). +Ar rummad-se a zo kalz kalz brasoc'h. Soñjit 'ta : bez vez kavet an holl vronneged e-barzh. +Ouzhpennet e vez c'hoazh ar rummad "Amphibia" gant ar raned. Rummadoù all a zo ar pesked enno. +Ha dreist-holl e vez ouzhpennet ar rummad "Insecta". An amprevaned, gant o liesseurted bras spontus. + +En ur ziskenn e vodomp ar Fungi, an togoù-touseg. +Ha goude, an holl blantennoù gant an derv, an ognon, al linad, ha me oar me. + +Hag a-benn ar fin e vez bodet an holl "Eukaryota". Da lavaret eo +an organegoù a zo ur gwir kraoñell gant o c'hellig. +Gallout a reont bezañ lieskelligek evel an organegoù am eus komzet diwar o fenn bremaik pe unkelligek, unicellulaire. +Evel ul lod eus… ar plankton da skouer, m'ho peus soñj eus ar gronikenn ziwezhañ. + +Ul lodenn eus gwezenn ar vuhez a zo an Eukaryota neuze. +Unan eus an tri brank dre just. Bez' eus ivez ur brank anvet "Archaea". +Ar reoù-se a zo liesseurt-kenañ ivez met n'int ket ken studiet hag ar brankoù all. +Ar brank diwezhañ eo ar bakteri just a-walc'h, evel "Escherichia coli" : an hini vrudetañ moarvat. +Gallout a reont degas kleñvedoù deomp e-giz an tetanoz ar c'holera… A-bouez bras int memestra ! +Met an dra-se vo gwelet en ur gronikenn all. + +Ur vrav a veaj hon eus graet o krapat gant gwezenn ar vuhez. +Graet hon eus anaoudegezh gant kalz organegoù ha dreist-holl hon eus gwelet peseurt mod int renket. +Emichañs ho peus komprenet pegen liesseurt, pegen disheñvel eo ar vuhez. +Ha pegen bihan omp-ni en he c'heñver ivez. +Daoust ma vez kavet diforc'hioù etre ar boudoù bev +e vez atav kavet heñvelidigezhioù, traoù boutin. +An dra-se zo gwir gant forzh peseurt brank e-barzh ar wezenn. +Setu e lec'h klask diforc'hioù, +gwelloc'h vefe marteze klask traoù boutin, ne gav ket deoc'h ? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..d5abb53 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/2-gwezenn-ar-vuhez/index.fr.md @@ -0,0 +1,96 @@ +--- +title: "#2 Gwezenn ar vuhez" +date: 2021-09-15T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./gwezennArVuhez.jpg" +slug: "2-gwezenn-ar-vuhez" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Gwezenn ar vuhez**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/gwezenn-ar-vuhez/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/gwezenn-ar-vuhez/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo krapet gant ur wezenn ispisial : gwezenn ar vuhez. + +Met da gentañ eo dav gouzout pelec'h vez kavet ar wezenn-mañ. +Implijet e vez gant bevoniourien, pe biologourien ma karit. +Da lavaret eo, ar skiantourien zo o studiañ ar vuhez dre vras, ar boudoù bev. +Ul lodenn eus ar re-se a glask renkañ ar boudoù bev. +Ha c'hwi welo, ur sapre labour eo an dra-se ! +Filogeniezh vez graet eus al labour se, pe phylogénie e galleg. +Dont a ra eus "phylo" a dalv meuriad, familh; ha "genesis" a dalv krouidigezh. + +Gallout a rit kompren gwezenn ar vuhez evel gwezenn lign ho familh, +ur wezenn jenealojik m'ho peus c'hoant. Kalz traoù zo heñvel ! +Etre daou zen pe daou organeg bev ez eus liammoù. +Seul verroc'h eo al liamm, seul dostoc'h int an eil ouzh egile. +C'hwi zo tostoc'h ouzh ho tud eget ho tud-you da skouer. +Pe eo tostoc'h ur c'hazh ouzh ul leon eget ur c'hazh ouzh ul lapous, memes-mod. +Met ne za ket pelloc'h eget an dra-se, n'eus ket muioc'h a heñvelded evit gwir. +An anvioù a vez kavet er wezenn-mañ n'int ket Tintin Naig pe Tad-kozh Alan. +Kentoc'h "Homo sapiens" evit mab-den, pe "Canis lupus" evit ar c'hi, +pe c'hoazh "Escherichia coli" evit komz eus ur vakterienn vrudet. +Da lavaret eo, anvioù latin int evit menegiñ pe anviñ, kement spesad zo. + +Mat. Just awalc'h, pet spesad a zo hiziv, gav deoc'h ? +Feiz, miser o deus ar skiantourien gouzout an dra-se dre just. +Milionoù ha milionoù d'an nebeutañ. 'Peus ket nemet teurel ur sell en-dro deoc'h da glask renkañ, urzhiañ ar spesadoù. +Marteze 'welit loened ha plantennoù. Togoù-touseg marteze ivez. +Ar rummadoù-se a zo gwir rummadoù ha gallout a rit gwelet pegen bras eo o liesseurted. +Evit lavarout ar wirionez deoc'h avat eo kalz kalz brasoc'h c'hoazh liesseurted ar vuhez en he fezh. +Ar vevliesseurted hollek, la biodiversité générale, en ur mod. +Evit kompren, meizañ ar braster-se, deuit war ma lerc'h da veajiñ e gwezenn ar vuhez… +Deomp dezhi ! + +Emaomp e penn ur brank en un tu bennak eus ar wezenn. +Sellomp ouzh anv ar spesad : "Homo sapiens". Mat, ni an hini eo. +Taolomp ur sell e penn ar brankoù all a zo en hor c'hichen. Hon amezeien eo ar re-mañ, hor c'hendirvi int ! +Ar spesadoù, an organegoù a zo tostoc'h ouzhomp a zo anvet "Pan paniscus" : ar bonobo ha "Pan troglodytes" : ar chimpanze. +Bremañ e kinnigan deoc'h diskenn un tamm evit en em gavout e-lec'h ma teu brank an den gant ha brankoù ar bonobo hag ar chimpanze. +Skrivet eo : "Hominidae" a dalv "marmouzed meur". +Emaomp en ur c'hroazhent neuze, ar pezh a dalvez n'eo ket "Hominidae" ur spesad met ur rummad spesadoù. + +Diskennomp un tamm c'hoazh, un tamm mat zoken, evit kavout spesadoù all ha n'int ket marmouzed. +Gallout a rit lenn "Placentalia", da lavaret eo ar re vronnek o deus ur plakenta, +ar poch-dour e vez kavet ennañ ar grouell, pe an embrion ma karit. +Er rummad "Placentalia" e vez renket kalzig a organegoù evel-just : ar c'hrignerien evel al logod, +an heureusined, al logod dall, ar chas, ar bleizi, ar c'hizhier, al leoned, ar saout, ha kement zo. +Ur sapre liesseurted eo an dra-se dija. Met n'eo ket echu avat ! + +Hon arsav kentañ eo "Metazoa" : an holl loened a zo lieskelligek o c'horf (multicellulaire). +Ar rummad-se a zo kalz kalz brasoc'h. Soñjit 'ta : bez vez kavet an holl vronneged e-barzh. +Ouzhpennet e vez c'hoazh ar rummad "Amphibia" gant ar raned. Rummadoù all a zo ar pesked enno. +Ha dreist-holl e vez ouzhpennet ar rummad "Insecta". An amprevaned, gant o liesseurted bras spontus. + +En ur ziskenn e vodomp ar Fungi, an togoù-touseg. +Ha goude, an holl blantennoù gant an derv, an ognon, al linad, ha me oar me. + +Hag a-benn ar fin e vez bodet an holl "Eukaryota". Da lavaret eo +an organegoù a zo ur gwir kraoñell gant o c'hellig. +Gallout a reont bezañ lieskelligek evel an organegoù am eus komzet diwar o fenn bremaik pe unkelligek, unicellulaire. +Evel ul lod eus… ar plankton da skouer, m'ho peus soñj eus ar gronikenn ziwezhañ. + +Ul lodenn eus gwezenn ar vuhez a zo an Eukaryota neuze. +Unan eus an tri brank dre just. Bez' eus ivez ur brank anvet "Archaea". +Ar reoù-se a zo liesseurt-kenañ ivez met n'int ket ken studiet hag ar brankoù all. +Ar brank diwezhañ eo ar bakteri just a-walc'h, evel "Escherichia coli" : an hini vrudetañ moarvat. +Gallout a reont degas kleñvedoù deomp e-giz an tetanoz ar c'holera… A-bouez bras int memestra ! +Met an dra-se vo gwelet en ur gronikenn all. + +Ur vrav a veaj hon eus graet o krapat gant gwezenn ar vuhez. +Graet hon eus anaoudegezh gant kalz organegoù ha dreist-holl hon eus gwelet peseurt mod int renket. +Emichañs ho peus komprenet pegen liesseurt, pegen disheñvel eo ar vuhez. +Ha pegen bihan omp-ni en he c'heñver ivez. +Daoust ma vez kavet diforc'hioù etre ar boudoù bev +e vez atav kavet heñvelidigezhioù, traoù boutin. +An dra-se zo gwir gant forzh peseurt brank e-barzh ar wezenn. +Setu e lec'h klask diforc'hioù, +gwelloc'h vefe marteze klask traoù boutin, ne gav ket deoc'h ? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..ad480de --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.br.md @@ -0,0 +1,93 @@ +--- +title: "#20 Preñved Rosko" +date: 2022-09-28T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prenvedRosko.jpg" +slug: "20-prenved-rosko" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Preñved Rosko**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko/embed/light" >}} + +--- +Hiziv e kinnigan deoc'h mant da Rosko ! +Graet 'vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed. +Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis. +Deomp da Rosko neuze ! + + +War an aod emaomp. +En Aber, etre kreiz-kêr Rosko ha beg Perac'hidi. +Kompez eo an aod, hag emañ ar mor o vont kuit. +O tostaat deusoutañ emomp just a-walc'h. +Ha gwelet a reomp tachoù glas un tamm pep-lec'h. +Petra eo 'ta ? +Dre chañs em eus kaset ganin ur warenn-greskiñ daoulagadel, pe "loupe binoculaire" ma karit. +Lakaet un dornadig traezh gant an tachoù glas en ur voest treuzwelus ha… +Ar re-se fiñv ! Preñved int ! + + +Anvet int preñved Rosko pe Symsagittifera roscoffensis peogwir int bet studiet pizh er vro. +Met estreget e Rosko e vez kavet ar re-se avat. +Kavet ez eus bet koloniennoù eus bro Bortugal betek bro Gembre. +Atav 'vez ar preñved war an aod vev, hag o buhez zo lusked gant mareoù ar mor. +Pa vez uhel ar mor int kuzhet 'barzh an traezh. +Ha pa ziskenn ar mor e vez gwelet ar re-se war c'horre an traezh, barzh an irvi bihan. +Glas int, tro 5 mm. +An dra-se zo kaoz n'hon eus gwelet nemet tachoù. +Bevañ a reont a-stroll. +Ha perak 'ta int glas ? Ar preñved n'int ket glas sañset ! + +E gwirionez, n'eo ket ar preñved a zo glas. +Ar bezhin zo enno 'ni eo ! +Ar mikro-bezhin kentoc'h, rak ar re-mañ zo boudoù bev zo unkelligel (unicellulaire) ha bihan-bihan. +Tro 10 mikrometr, 100 gwech bihanoc'h 'vit ur milimetr. +N'haller ket gwelet pep kellig eus ar bezhin-se evel-just, met ar preñved a gemer o liv, +ken stank eo ar bezhin-se en enno. +Kavet 'vez ar c'helligoù-se un tamm pep-lec'h er mor, hag ar preñved a zeb' anezho, +met hep dijeriñ 'nezho. +Bevañ a reont 'barzh o c'hroc'hen neuze. + +E mod-se 'vez degaset d'ar preñved-se un dra ha n'eo ket gouest al loened all d'ober, +bezañ gouest d'ober ar fotosintezenn. +Afin, e gwirionez eo ar bezhin a ra ar fotosintezenn 'barzh ar preñved. +Gant ar reaktadenn gimiek-se e teu oxsijen ha danvez organek, da lâret eo boued evit ar preñved. +Hag ar preñved a zegemer anezho war ar memes tro ! +Fotosimbios 'vez graet eus an dra-se. +Ur c'henlabour padus etre ar boudoù bev. +Ha diazezet ar c'henlabour war ar goulou. + + +An dra-se zo bamus a-walc'h. Plant pe bezhin herberc'hiet gant loened. +C'hoarvezhout a ra memestra, ha muioc'h evit pezh a c'haller soñjal, er mor atav. +Ar c'houral a zo hanter-loen hag an hanter-bezhin lakaomp ! +Pe c'hoazh 'vez kavet kalz boudoù bev munut er plankton, hag a vez kavet enno bezhin munutoc'h. + +Un dra dibar zo dezho memestra. +Pa vez troc'het ur preñv e 2 lodenn e kresk en-dro an 2 lodenn evit sevel 2 breñv. +Ha burzhudus eo, pe dost, rak un empenn o deus ar re-se. +Ha diaes eo adsevel un empenn diwar netra evel-just, ha pa vefe bihan a-walc'h. +An dra-se zo interesant evit ar re a labour war an adsevel eus lodennoù eus ar c'horf neuze. + +Hag evit echuiñ, un dra interesant all, evit soñjal diwar-benn petra eo ur spesad pe ur boud-bev. +Pa vez sellet deus ur preñv, vez gwelet ouzhpenn ar preñv hag ar bezhin e gwirionez. +Baktiri zo ivez! +Un tammig eveldomp gant hor mikrobiot en hor bouzelloù, ar re-se o deus ur mikrobiot war o c'hroc'hen. +Hag tout ar re-se a vev asambles didrubuilh. +Marteze ez eus eskemmoù ret etrezo evit bevañ zoken. +Met an dra-se a zo da vezañ studiet gant ar skiantourien hag ar skiantourezed c'hoazh. +Un dra zo sur, 'vat, diskouez a ra mat a-walc'h pegen stag eo an eil re ouzh ar re all, +loened pe bezhin pe c'hoazh baktiri. + +Kavet hon eus preñved war an aod e Rosko neuze. +Preñved bihan met ken interesant all evit meur a abeg. +O doare da adsevel lodennoù eus o c'horf, pe an darempredoù a-bouezh gant o mignoned ar mikrobezhin. +Hag ar fed eo ur preñv e-giz-se ur gwir ekosistem a-benn ar fin, gant ar baktiri war ar c'hroc'hen. +Peadra da vagañ studiadennoù all, ha da soñjal e-barzh ar pezh vez lâret organism deuzoutañ. +Tamm-ha-tamm teuer da gompren eo kentoc'h ur c'henstrollad gant meur a spesad liammet etrezo. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..2379479 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/index.fr.md @@ -0,0 +1,93 @@ +--- +title: "#20 Preñved Rosko" +date: 2022-09-28T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prenvedRosko.jpg" +slug: "20-prenved-rosko" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Preñved Rosko**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/prenved-rosko/embed/light" >}} + +--- +Hiziv e kinnigan deoc'h mant da Rosko ! +Graet 'vo anaoudegezh gant loened interesant bras evit ar skiantourien hag ar skiantourezed. +Ken interesant int ken ez eus bet roet dezho un anv dreist : Symsagittifera roscoffensis. +Deomp da Rosko neuze ! + + +War an aod emaomp. +En Aber, etre kreiz-kêr Rosko ha beg Perac'hidi. +Kompez eo an aod, hag emañ ar mor o vont kuit. +O tostaat deusoutañ emomp just a-walc'h. +Ha gwelet a reomp tachoù glas un tamm pep-lec'h. +Petra eo 'ta ? +Dre chañs em eus kaset ganin ur warenn-greskiñ daoulagadel, pe "loupe binoculaire" ma karit. +Lakaet un dornadig traezh gant an tachoù glas en ur voest treuzwelus ha… +Ar re-se fiñv ! Preñved int ! + + +Anvet int preñved Rosko pe Symsagittifera roscoffensis peogwir int bet studiet pizh er vro. +Met estreget e Rosko e vez kavet ar re-se avat. +Kavet ez eus bet koloniennoù eus bro Bortugal betek bro Gembre. +Atav 'vez ar preñved war an aod vev, hag o buhez zo lusked gant mareoù ar mor. +Pa vez uhel ar mor int kuzhet 'barzh an traezh. +Ha pa ziskenn ar mor e vez gwelet ar re-se war c'horre an traezh, barzh an irvi bihan. +Glas int, tro 5 mm. +An dra-se zo kaoz n'hon eus gwelet nemet tachoù. +Bevañ a reont a-stroll. +Ha perak 'ta int glas ? Ar preñved n'int ket glas sañset ! + +E gwirionez, n'eo ket ar preñved a zo glas. +Ar bezhin zo enno 'ni eo ! +Ar mikro-bezhin kentoc'h, rak ar re-mañ zo boudoù bev zo unkelligel (unicellulaire) ha bihan-bihan. +Tro 10 mikrometr, 100 gwech bihanoc'h 'vit ur milimetr. +N'haller ket gwelet pep kellig eus ar bezhin-se evel-just, met ar preñved a gemer o liv, +ken stank eo ar bezhin-se en enno. +Kavet 'vez ar c'helligoù-se un tamm pep-lec'h er mor, hag ar preñved a zeb' anezho, +met hep dijeriñ 'nezho. +Bevañ a reont 'barzh o c'hroc'hen neuze. + +E mod-se 'vez degaset d'ar preñved-se un dra ha n'eo ket gouest al loened all d'ober, +bezañ gouest d'ober ar fotosintezenn. +Afin, e gwirionez eo ar bezhin a ra ar fotosintezenn 'barzh ar preñved. +Gant ar reaktadenn gimiek-se e teu oxsijen ha danvez organek, da lâret eo boued evit ar preñved. +Hag ar preñved a zegemer anezho war ar memes tro ! +Fotosimbios 'vez graet eus an dra-se. +Ur c'henlabour padus etre ar boudoù bev. +Ha diazezet ar c'henlabour war ar goulou. + + +An dra-se zo bamus a-walc'h. Plant pe bezhin herberc'hiet gant loened. +C'hoarvezhout a ra memestra, ha muioc'h evit pezh a c'haller soñjal, er mor atav. +Ar c'houral a zo hanter-loen hag an hanter-bezhin lakaomp ! +Pe c'hoazh 'vez kavet kalz boudoù bev munut er plankton, hag a vez kavet enno bezhin munutoc'h. + +Un dra dibar zo dezho memestra. +Pa vez troc'het ur preñv e 2 lodenn e kresk en-dro an 2 lodenn evit sevel 2 breñv. +Ha burzhudus eo, pe dost, rak un empenn o deus ar re-se. +Ha diaes eo adsevel un empenn diwar netra evel-just, ha pa vefe bihan a-walc'h. +An dra-se zo interesant evit ar re a labour war an adsevel eus lodennoù eus ar c'horf neuze. + +Hag evit echuiñ, un dra interesant all, evit soñjal diwar-benn petra eo ur spesad pe ur boud-bev. +Pa vez sellet deus ur preñv, vez gwelet ouzhpenn ar preñv hag ar bezhin e gwirionez. +Baktiri zo ivez! +Un tammig eveldomp gant hor mikrobiot en hor bouzelloù, ar re-se o deus ur mikrobiot war o c'hroc'hen. +Hag tout ar re-se a vev asambles didrubuilh. +Marteze ez eus eskemmoù ret etrezo evit bevañ zoken. +Met an dra-se a zo da vezañ studiet gant ar skiantourien hag ar skiantourezed c'hoazh. +Un dra zo sur, 'vat, diskouez a ra mat a-walc'h pegen stag eo an eil re ouzh ar re all, +loened pe bezhin pe c'hoazh baktiri. + +Kavet hon eus preñved war an aod e Rosko neuze. +Preñved bihan met ken interesant all evit meur a abeg. +O doare da adsevel lodennoù eus o c'horf, pe an darempredoù a-bouezh gant o mignoned ar mikrobezhin. +Hag ar fed eo ur preñv e-giz-se ur gwir ekosistem a-benn ar fin, gant ar baktiri war ar c'hroc'hen. +Peadra da vagañ studiadennoù all, ha da soñjal e-barzh ar pezh vez lâret organism deuzoutañ. +Tamm-ha-tamm teuer da gompren eo kentoc'h ur c'henstrollad gant meur a spesad liammet etrezo. + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/prenvedRosko.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/prenvedRosko.jpg new file mode 100644 index 0000000..6da7722 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/20-prenved-rosko/prenvedRosko.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..960ca0b --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.br.md @@ -0,0 +1,86 @@ +--- +title: "#21 Martezeadenn ar Rouanez ruz" +date: 2022-10-12T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./martezeadennArRouanezRuz.jpg" +slug: "21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Martezeadenn ar Rouanez ruz**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz/embed/light" >}} + +--- + +Pell zo n'em eus ket fardet deoc'h ur gronikenn deorikel. +Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo'meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. + +Hiziv 'vo klasket kempouez an traoù. +Kontet 'vo eus ur vartezeadenn. Un hypothèse m'ho peus c'hoant. +Er gronikenn-mañ 'vo kontet deus ur rouanez ha deus Lewis Caroll +(skrivagner al levr mil anavezet "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) +hag eus ur redadeg. +Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz. + +Eus pelec'h e teu ar rouanez ruz ? +Lâret 'meus deoc'h e vo kaoz eus Lewis Caroll. +Ouzhpenn al levr "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù" en deus skrivet. +Unan all zo bet skrivet gantañ a zo anvet "En tu all d'ar melezour", pe "De l'autre côté du miroir" e galleg. +Da heul "Troioù-kaer Alis" e teu an istor-mañ. + +Kavout a rae Alis hir ec'h amzer du-hont. +Azezet voe war ur gador-vrec'h er saloñs pa chomas kousket… +Krog e voe da hunvreal 'barzh un dra iskis evel-just. +Mont a rae d'an tu all d'ar melezour a voe er saloñs da gavout aze ur bed all, en tu-gin. +Ober a reas anaoudegezh gant pezhioù echedoù ha dreist holl gant… ar rouanez ruz. +Hi voe gouest da redek buan-buan ! +Bamet voe Alis, a oa o redek ivez met ne oa ket gouest da vont war-raok, chom a rae memes plas ! + +— Feiz… em bro, eme Alis, berr he alan, ma reder buan-buan hag e-pad pell, evel m'hon eus graet, +ec'h en em gaver en ul lec'h all. +— Difon eo ho pro, eme ar rouanez. +Gwelet a rez, amañ e ranker redek ken buan ha ma c'haller evit chom memes plas. +Ma fell dit mont d'ul lec'h all e rankes redek an hanter buanoc'h d'an nebeutañ ! + +Ha setu displeget mat-tre gant ar rouanez ruz, pe Lewis Caroll kentoc'h, ar pezh a c'hoarvezh en natur. +En ul lodenn eus ar vevoniezh atav (pe bioloji), al lodenn a studi emdroadur ar spesadoù. +Goût a rit emañ an holl spesadoù oc'h emdreiñ, oc'h evoluiñ ma peus c'hoant. +Da lâret eo zo cheñchamantoù bihan, dister kazimant, etre pep rummad. +Met un efed o deus memestra, ha tamm-ha-tamm 'vez dilezet ar boudoù bev gant cheñchamantoù fall, +ha miret 'vez ar re gant cheñchamantoù mat. + +Petra eo ur cheñchamant mat ? +Deus an endro 'vez, pe diouzh ar boudoù bev all zo tro-dro. +Bezañ gouest da redek un tammig buanoc'h da skouer pe da vevañ un ul lec'h zo un tammig tommoc'h. +Met just a-walc'h, ar boudoù bev all zo tro-dro a zo oc'h emdreiñ ivez. +Hag e gwirionez emañ an endro o cheñch atav ! +An temperadur, ar c'hementad a oksijen en dour, ar c'hementad a heol zo en ul lec'h bennak, ha me oar me. +Evel ma vefe ar bed a-bezh o redek a-benn ar fin ! +Setu 'giz-se e ranker redek evit chom da vezañ diouzh ar pezh zo tro-dro. + +Ur skouer bremañ evit diskouez zo eus ar redadeg-se. +E 2019 ez eus bet embannet ur studiadenn gant daou zoare mikroorganismoù. +ur vaktirienn, Escherichia coli, hag ur vaktirienn all, Myxococcus xanthus. +Debret 'vez Escherichia coli gant Myxococcus, ur brezel zo etre an daou neuze. +Pa vezont lakaet asambles e vez gwelet emdroadurioù eus an daou du. +Pep rummad zo gwelloc'h 'vit ar rummad a-raok, met ar memes tra a c'hoarvezh gant an enebour ! +N'eus fin ebet neuze, nemet pa ya ur spesad da goll. + +Gwelet 'vez ar memes tra gant loened brasoc'h. +Ar c'honifled a zo gouest da redek buanoc'h evit al lern, ar re-se n'int ket debret. +Met goude-se, al lern n'int ket gouest da redek fonnus a-walc'h a ya da goll, +ha ne chom nemet al lern buanañ ! +Un doare "course à l'armement" eo, bezañ an hini kentañ gant an armoù gwellañ. + +Gras d'ul levr, ul levr evit ar vugale ouzhpenn, hon eus gwelet un dra a-bouez en natur. +Evit pezh a sell ouzh ar boudoù bev, n'eus netra stabil ! +Pep tra a cheñch, ha dre se eo ret en em brebariñ atav evit en em gannañ gant ar boudoù bev all. +Evit kenlabourat eo ar memes tra 'vat. +Gwell eo chom heñvel a-walc'h deus e vignoned. +Ha prest oc'h c'hwi da redek ? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..777b460 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/index.fr.md @@ -0,0 +1,86 @@ +--- +title: "#21 Martezeadenn ar Rouanez ruz" +date: 2022-10-12T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./martezeadennArRouanezRuz.jpg" +slug: "21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Martezeadenn ar Rouanez ruz**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/martezeadenn-ar-rouanez-ruz/embed/light" >}} + +--- + +Pell zo n'em eus ket fardet deoc'h ur gronikenn deorikel. +Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo'meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. + +Hiziv 'vo klasket kempouez an traoù. +Kontet 'vo eus ur vartezeadenn. Un hypothèse m'ho peus c'hoant. +Er gronikenn-mañ 'vo kontet deus ur rouanez ha deus Lewis Caroll +(skrivagner al levr mil anavezet "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) +hag eus ur redadeg. +Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz. + +Eus pelec'h e teu ar rouanez ruz ? +Lâret 'meus deoc'h e vo kaoz eus Lewis Caroll. +Ouzhpenn al levr "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù" en deus skrivet. +Unan all zo bet skrivet gantañ a zo anvet "En tu all d'ar melezour", pe "De l'autre côté du miroir" e galleg. +Da heul "Troioù-kaer Alis" e teu an istor-mañ. + +Kavout a rae Alis hir ec'h amzer du-hont. +Azezet voe war ur gador-vrec'h er saloñs pa chomas kousket… +Krog e voe da hunvreal 'barzh un dra iskis evel-just. +Mont a rae d'an tu all d'ar melezour a voe er saloñs da gavout aze ur bed all, en tu-gin. +Ober a reas anaoudegezh gant pezhioù echedoù ha dreist holl gant… ar rouanez ruz. +Hi voe gouest da redek buan-buan ! +Bamet voe Alis, a oa o redek ivez met ne oa ket gouest da vont war-raok, chom a rae memes plas ! + +— Feiz… em bro, eme Alis, berr he alan, ma reder buan-buan hag e-pad pell, evel m'hon eus graet, +ec'h en em gaver en ul lec'h all. +— Difon eo ho pro, eme ar rouanez. +Gwelet a rez, amañ e ranker redek ken buan ha ma c'haller evit chom memes plas. +Ma fell dit mont d'ul lec'h all e rankes redek an hanter buanoc'h d'an nebeutañ ! + +Ha setu displeget mat-tre gant ar rouanez ruz, pe Lewis Caroll kentoc'h, ar pezh a c'hoarvezh en natur. +En ul lodenn eus ar vevoniezh atav (pe bioloji), al lodenn a studi emdroadur ar spesadoù. +Goût a rit emañ an holl spesadoù oc'h emdreiñ, oc'h evoluiñ ma peus c'hoant. +Da lâret eo zo cheñchamantoù bihan, dister kazimant, etre pep rummad. +Met un efed o deus memestra, ha tamm-ha-tamm 'vez dilezet ar boudoù bev gant cheñchamantoù fall, +ha miret 'vez ar re gant cheñchamantoù mat. + +Petra eo ur cheñchamant mat ? +Deus an endro 'vez, pe diouzh ar boudoù bev all zo tro-dro. +Bezañ gouest da redek un tammig buanoc'h da skouer pe da vevañ un ul lec'h zo un tammig tommoc'h. +Met just a-walc'h, ar boudoù bev all zo tro-dro a zo oc'h emdreiñ ivez. +Hag e gwirionez emañ an endro o cheñch atav ! +An temperadur, ar c'hementad a oksijen en dour, ar c'hementad a heol zo en ul lec'h bennak, ha me oar me. +Evel ma vefe ar bed a-bezh o redek a-benn ar fin ! +Setu 'giz-se e ranker redek evit chom da vezañ diouzh ar pezh zo tro-dro. + +Ur skouer bremañ evit diskouez zo eus ar redadeg-se. +E 2019 ez eus bet embannet ur studiadenn gant daou zoare mikroorganismoù. +ur vaktirienn, Escherichia coli, hag ur vaktirienn all, Myxococcus xanthus. +Debret 'vez Escherichia coli gant Myxococcus, ur brezel zo etre an daou neuze. +Pa vezont lakaet asambles e vez gwelet emdroadurioù eus an daou du. +Pep rummad zo gwelloc'h 'vit ar rummad a-raok, met ar memes tra a c'hoarvezh gant an enebour ! +N'eus fin ebet neuze, nemet pa ya ur spesad da goll. + +Gwelet 'vez ar memes tra gant loened brasoc'h. +Ar c'honifled a zo gouest da redek buanoc'h evit al lern, ar re-se n'int ket debret. +Met goude-se, al lern n'int ket gouest da redek fonnus a-walc'h a ya da goll, +ha ne chom nemet al lern buanañ ! +Un doare "course à l'armement" eo, bezañ an hini kentañ gant an armoù gwellañ. + +Gras d'ul levr, ul levr evit ar vugale ouzhpenn, hon eus gwelet un dra a-bouez en natur. +Evit pezh a sell ouzh ar boudoù bev, n'eus netra stabil ! +Pep tra a cheñch, ha dre se eo ret en em brebariñ atav evit en em gannañ gant ar boudoù bev all. +Evit kenlabourat eo ar memes tra 'vat. +Gwell eo chom heñvel a-walc'h deus e vignoned. +Ha prest oc'h c'hwi da redek ? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/martezeadennArRouanezRuz.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/martezeadennArRouanezRuz.jpg new file mode 100644 index 0000000..c81f898 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/21-martezeadenn-ar-rouanez-ruz/martezeadennArRouanezRuz.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..112049a --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.br.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" +date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" +slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. +Ha pell zo memes. +Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. +Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. + +"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska +da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, +evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet +hag emdroadur an denelezh" +Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. + +Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. +Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. +Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. +Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp +Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, +ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. + +Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. +Sekañset en deus jenom an Neandertaled. +Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. +Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. +Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. +Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. + +Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. +Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. +Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! + +Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. +'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. +N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. +Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. +Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. +Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. +Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. +E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. + +'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. +Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. +Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. +Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : +Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. +Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). +Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. +Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, +ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. +Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. +Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. +Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. + +Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, +en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. +Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. + +Perak eo ken interesant evidomp-ni ? +Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, +omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. + +Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. +Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. +Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. +Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. +Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? +Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. +Un heritaj eo en ur mod. + +Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. +Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. +Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, +e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. + +O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled +e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. +Talvoudus e c'hell bezañ ! + + +Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh +evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. +Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. +Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. +N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, +da c'hoût deus pelec'h e teuomp. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..eeb4c04 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" +date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" +slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. +Ha pell zo memes. +Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. +Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. + +"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska +da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, +evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet +hag emdroadur an denelezh" +Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. + +Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. +Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. +Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. +Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp +Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, +ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. + +Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. +Sekañset en deus jenom an Neandertaled. +Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. +Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. +Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. +Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. + +Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. +Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. +Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! + +Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. +'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. +N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. +Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. +Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. +Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. +Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. +E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. + +'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. +Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. +Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. +Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : +Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. +Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). +Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. +Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, +ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. +Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. +Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. +Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. + +Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, +en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. +Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. + +Perak eo ken interesant evidomp-ni ? +Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, +omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. + +Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. +Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. +Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. +Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. +Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? +Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. +Un heritaj eo en ur mod. + +Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. +Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. +Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, +e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. + +O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled +e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. +Talvoudus e c'hell bezañ ! + + +Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh +evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. +Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. +Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. +N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, +da c'hoût deus pelec'h e teuomp. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/prizNobelArMedisinerezh.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/prizNobelArMedisinerezh.jpg new file mode 100644 index 0000000..c608b2f Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/22-priz-nobel-ar-medisinerezh/prizNobelArMedisinerezh.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/antibioresistans1.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/antibioresistans1.jpg new file mode 100644 index 0000000..8c961e3 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/antibioresistans1.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..21d1437 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md @@ -0,0 +1,92 @@ +--- +title: "#23 An antibioresistañs (1/2)" +date: 2022-11-23T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./antibioresistans1.jpg" +slug: "23-an-antibioresistans-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An antibioresistañs (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou/embed/light" >}} + +--- +Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. +Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. +Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, +un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù. +Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ. +Ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928. + + +Alies e komañser da gontañ istor an antibiotikoù gant un den e vakañsoù. +N'eo ket n'eus forzh peseurt den. +Alexander Fleming 'ni eo, un den eus bro Saoz. +O vakañsiñ emañ neuze, pe kentoc'h, o tistreiñ eus e vakañsoù emañ. +O paouez distreiñ d'e laboratouer emañ. +Hennezh zo medisin, ha… boulc'hurun ! +Louet eo e labour ! Loued eo an traoù, louedadur zo un tamm pep lec'h ! +'Meus ket lâret deoc'h petra a ra Fleming. +Klask a ra fardañ louzoù gouest da lazhañ ar baktiri. +D'ar mare-se veze klasket antiseptikoù, pe louzoù a lazh pep tra (baktiri, virusoù, ha kement zo). +Ha setu zo boestoù Petri en e labo. +Goût a rit, ar boestoù rond lec'h ma vez lakaet traoù e-barzh evit gwelet petra a gresko enno. +Sañset ne oa nemet baktiri, met an deiz-se 'oa un tarch louedadur ouzhpenn. +Ha merzhout a ra n'eus ket baktirienn ebet e lec'h ma 'z eus loued. +Soñjet en deus un tamm a-barzh kinnig ar vartezeadenn-se. +Produet 'vefe un dra bennak gant al louedadur hag a virfe ouzh ar baktiri da vevañ. +Reiñ a ra d'ar produ-se un anv : ar penisilin. + +Ranket en deus gortoz 10 vloaz a-raok gwelet an traoù o vont war-raok. +'Pad an 10 vloaz-se, den n'en doa kavet an tu da buraat ar penisilin, +da gaout nemet ar volekulenn-mañ, hep molekulenn all ebet. +E 1939 'vat eo bet kavet an tu d'ober gant ur skipailh e skolveur Oxford. +Amprouet eo bet ar penisilin gant tud c'hloazet, gant berzh. +Roet zo bet ur priz Nobel da Fleming ha d'ar skipailh e Oxford, +ha goude-se eo bet ar penisilin, asambles gant antibiotikoù all, implijet muioc'h-mui. + +Ur bern antibiotikoù zo bremañ, muioc'h 'vit 10 000 molekulenn. +An darn vrasañ deuzouto zo produet gant an natur. +Gant organismoù heñvel deus al louedadur 'oa e labo Alexander Fleming da skouer. +Pe c'hoazh gant baktiri all, pe plant, ha me oar me. + +Ar molekulennoù-se o deus un efed war ar baktini, ha nemet ar baktiri neuze. +'Vit dont a-benn da atakiñ ar baktiri nemetken e ranker atakiñ un dra o deus ar baktiri +ha n'o deus ket an organismoù all. +Baktiri zo, da skouer, o deus un doare moger tro-dro dezho. +La paroi bactérienne 'vez graet eus an dra-se. +N'eus nemet ar baktiri-se o deus ar voger-se. +Ha setu giz-se zo antibiotikoù, ar penisilin en o zouez, a vir ouzh ar baktiri da sevel o moger. +N'hallont ket mui brasaat, ha mervel a ront da c'houde. + +Kalz doaeroù all zo. +Kalz mekanismoù er c'hellig, kalz mécanismes cellulaires m'ho peus c'hoant, a c'hell bezañ taget. +Ha komzet 'vo eus an dra-se er rann a zeu. + +Ha penaos 'vez implijet an antibiotikoù hiziv-an-deiz ? +Implijet 'vezont e meur a zegouezh. +Gant ar re glañv, evel-just. +Met ivez evit ar chatal hag al loened all. +Muioc'h 'vit an hanter eus an antibiotikoù a zo a vez roet d'al loened. +Ha gwir eo vez roet d'al loened betek re, a soñj da dud zo. +Da skouer e c'heller reiñ antibiotikoù a-raok ma chomfe klañv un tropell, kenkaz 'vefe ezhomm. +Ha betek 2006 e veze roet koñje da ouzhpennañ antibiotikoù e boued al loened, +evel "faktor kresk", pe facteur de croissance ma karit. +E Kanada hag er Stadoù Unanet e c'heller ober seurt traoù c'hoazh, evit produiñ kig buanoc'h. + +An dra-se zo dañjerus 'vat, 'blam d'an antibioresistañs. +Met safaret 'vo deus an dra-se a-benn ar rann a zeu. + +Safaret hon eus eus baktiri, ur wech ouzhpenn. +Lakaet hor boa ar gaoz warno dija gant ar c'hronikennoù Brav ha bev. +Er gronikenn diwar-benn mikrobiot ar bouzelloù, hag ivez en unan all diwar-benn ar boued lakaet e go. +Ar wech-mañ hon eus gwelet ar baktiri 'giz organismoù drouk. +Dre chañs zo antibiotikoù evit en em zifenn. +Met ur redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hell bezañ produet ganeomp. +'Pezh 'vo gwelet er rann a zeu. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..eeb4c04 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" +date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" +slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. +Ha pell zo memes. +Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. +Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. + +"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska +da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, +evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet +hag emdroadur an denelezh" +Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. + +Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. +Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. +Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. +Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp +Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, +ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. + +Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. +Sekañset en deus jenom an Neandertaled. +Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. +Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. +Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. +Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. + +Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. +Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. +Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! + +Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. +'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. +N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. +Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. +Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. +Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. +Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. +E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. + +'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. +Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. +Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. +Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : +Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. +Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). +Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. +Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, +ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. +Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. +Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. +Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. + +Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, +en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. +Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. + +Perak eo ken interesant evidomp-ni ? +Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, +omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. + +Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. +Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. +Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. +Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. +Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? +Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. +Un heritaj eo en ur mod. + +Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. +Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. +Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, +e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. + +O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled +e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. +Talvoudus e c'hell bezañ ! + + +Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh +evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. +Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. +Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. +N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, +da c'hoût deus pelec'h e teuomp. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/antibioresistans2.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/antibioresistans2.jpg new file mode 100644 index 0000000..f0afe18 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/antibioresistans2.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..c5603f7 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md @@ -0,0 +1,77 @@ +--- +title: "#24 An antibioresistañs (2/2)" +date: 2022-12-07T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./antibioresistans2.jpg" +slug: "24-an-antibioresistans-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An antibioresistañs (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2/embed/light" >}} + +--- + +Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. +Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. +Hiziv e kinnigan deoc'h kenderc'hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs. +Bec'h dezhi ! + +Perak 'vez muioc'h-mui eus an antibioresistañs ? +Gwelet hor boa er rann ziwezhañ e vez implijet an antibiotikoù betek re a wechoù. +E broioù zo e vez roet al louzoù-se d'al loened hep gwir abeg, +ha diwar-se e teu un nebeud baktiri da vezañ padus, résistantes ma karit. + +Dañjerus eo ar ar re-se, n'haller ket lazhañ anezho ken. +Ha setu giz-se zo muioc'h-mui a gleñvejoù a c'hell an nen pakout en ospital. +Ar pezh a vez anvet les maladies nosocomiales m'ar karit. +Pezh zo, ma vez paket ur c'hleñved 'giz-se gant un den bresk, +hep antibiotik da sikour anezhañ, riskl zo dezhañ da vervel. +'giz etre 5 000 ha 10 000 den all bep bloaz e Frañs. N'eo ket dister. + +Ur gerig evit kompren penaos e teu ar baktiri da vezañ padus, +da vezañ gouest da zalc'hen penn deus an antibio. +M'ho peus selaouet ar gronikenn diwar-benn martezeadenn ar Rouanez Ruz : an dra-se 'ni eo a c'hoarvez. +Soñj ho peus ? An holl organismoù zo oc'h emdreiñ, +o cheñch un tammig bihan etre pep rummad. +Gouest eo ar baktiri da emdreiñ, da evoluiñ buan a-walc'h, gras da daou dra : +Niverus int, pep kellig bihan zo un organism. +Hag ur rummad zo berr-tre. +E-korf un devezh hepken zo meur a rummad, ha gant pep rummad 'teu cheñchamantoù bihan. +Gras d'an daou dra-se neuze emañ ar baktiri oc'h en em adaptiñ buan a-walc'h deus o endro. +Un endro, a zo ennañ muioc'h-mui a antibiotikoù. + +Pa vez lonket un antibiotik, tout ar baktiri a varv kazimant, met a-wechoù e c'hell un pe zaou tremen hebiou. +Hag a re-se, asambles gant o lignez, o diskennidi, a oar penaos bevañ gant an antibiotik. +Kemer a reont plas ar re gizidik tamm-ha-tamm, ha 'benn ar fin ne chom mui nemet ar re greñv. + +Ouzhpenn da-se eo gouest ar baktiri da eskemm tammoù ADN, +hag a-wechoù vez skrivet war un tamm ADN an doare da dremen hebiou un antibiotik bennak. +'Blam da se e c'hell an antibioresistañs en em astenn buan a-walc'h. + +N'haller ket ober hep an antibioresistañs e gwirionez. +An antibiotikoù zo 'barzh endro ar baktiri, hag evel ar Rouanez Ruz emañ a re-se o redek, oc'h en em adaptiñ. +Ar pezh a c'hellomp ober memes tra eo lakaat anezho da redek goustadikoc'h. + +Meur a zoare zo d'ober : +Pa vez roet deoc'h antibiotikoù, dav eo deoc'h kemer al louzoù betek fin ar prantad divizet gant ar medisin. +Perak ? Goude daou pe dri devezh e c'hellit en em santout gwelloc'h, +met chom a ra baktiri ar c'hleñved en ennoc'h memes tra. +Hag ar re-se zo kreñvoc'h 'vit ar re all, dre m'o deus treuzvevet betek-henn. +Chañs zo ne dreuzvevfent ket ur prantad hiroc'h gant antibiotikoù avat. +Un doare all eo nompas kemer pe reiñ antibiotikoù pa n'eus ket ezhomm. +Kalz kleñvejoù n'int ket liammet deus ar baktiri, met kentoc'h deus virusoù pe traoù all. +An antibiotikoù ne servijfent da netra, war-bouez reiñ d'ar baktiri un digarez d'en em adaptiñ. + +Gwelet hon eus penaos e c'hell ar baktiri en em adaptiñ deus an antibiotikoù. +Ur gwir redadeg zo gant al louzoù a c'hellomp produiñ hag ar baktiri oc'h emdreiñ neuze. +Dav eo deomp bezañ fur rak ar re-se oa en em gavet war an Douar kalz a-raok ac'hanomp, +ha gouest int d'en em azasaat kalz buanoc'h evidomp. +Ul labour a-stroll zo d'ober : ret mirout mat an antibiotikoù +'vit ma vefent efedus pa vo ezhomm deuzouto. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..eeb4c04 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.fr.md @@ -0,0 +1,103 @@ +--- +title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh" +date: 2022-11-09T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg" +slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet. +Ha pell zo memes. +Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den. +Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. + +"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska +da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo, +evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet +hag emdroadur an denelezh" +Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022. + +Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik. +Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret. +Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh. +Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp +Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet, +ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me. + +Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo. +Sekañset en deus jenom an Neandertaled. +Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo. +Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra. +Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni. +Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h. + +Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova. +Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia. +Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù ! + +Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ. +'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer. +N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred. +Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled. +Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h. +Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled. +Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed. +E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed. + +'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel. +Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h. +Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet. +Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker : +Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer. +Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer). +Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn. +Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan, +ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ. +Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok. +Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all. +Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all. + +Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just, +en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù. +Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok. + +Perak eo ken interesant evidomp-ni ? +Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens, +omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù. + +Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf. +Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet. +Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini. +Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre. +Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ? +Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed. +Un heritaj eo en ur mod. + +Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19. +Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud. +Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg, +e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled. + +O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled +e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik. +Talvoudus e c'hell bezañ ! + + +Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh +evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh. +Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo. +Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ. +N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ, +da c'hoût deus pelec'h e teuomp. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/beajArBeagle.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/beajArBeagle.jpg new file mode 100644 index 0000000..c9697ef Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/beajArBeagle.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..86eed4d --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.br.md @@ -0,0 +1,106 @@ +--- +title: "#3 Beaj ar Beagle" +date: 2021-09-29T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./beajArBeagle.jpg" +slug: "3-beaj-ar-beagle" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Beaj ar Beagle**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/embed/light" >}} + +--- +Hiziv emaomp 'vont da veajiñ gant ar vag, +he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur : ar Beagle. +War vourzh ar Beagle e oa bet degemeret un den, ur skiantour a-feson : Charles Darwin. +Prest oc'h da lestriñ ? + +Ar Beagle, pe kentoc'h HMS Beagle, His Majesty Ship the Beagle, +a oa bet savet e 1820 e Bro-Saoz. +Pal kentañ ar vag-se a oa skiantel, evit studiañ da gentañ tout an hidrografiezh hag an dopografiezh. +Da lavaret eo, kaset 'oa bet evit muzuliañ ha bezañ gouest da dresañ kartennoù resis-resis eus ar morioù hag an aodoù. +Teir beaj he deus graet ar Beagle, hag an hini vrudetañ eo an eil, gant Darwin war e vourzh. + +Pal an eil beaj a oa an dopografiezh ivez : +sevel kartennoù aodoù Suamerika. +Se zo kaoz e oa kaset kalz binvioù skiantel evit muzuliañ, da skouer, +al ledred, pe al latitude m'ho peus c'hoant. + +Kabiten ar vag evit ar veaj-se a oa Robert FitzRoy. +Ha soñjit ta : ne oa nemet 27 vloaz. +FitzRoy en doa lakaet en e soñj degemer e-barzh ar vag un den desket ha kapabl, +evit bezañ gouest da gomz gantañ. +Hag an den-se a oa ur paotr 22 vloaz anezhañ hag a oa anvet Darwin, Charles Darwin. +O paouez echuiñ gant e studioù war an naturaliezh e oa. +Hag un tamm dre zegouezh, neuze, e oa en em gavet e bourzh ar Beagle. + +E berzh warni, a oa studiañ an douarouriezh (pe ar jeoloji) hag an natur dre vras. +Kement se a oa bet graet gantañ en ur skrivañ pep tra en un deizlevr. +Embannet eo bet ar pezh en doa skrivet en ul levr anvet "Journal and remarks", +"Deizlevr hag evezhiadennoù", e brezhoneg. +Ken pouezus e oa al levr-se ken oa bet adembannet meur a wech. +Hag an titl anavezet ar muiañ eo +"The voyage of the Beagle", Beaj ar Beagle. + +Da fin ar bloavez 1831 an hini eo pa 'za kuit al lestr eus Plymouth e Bro-Saoz. +Sañset e oa d'ar veaj padout 2 vloaz, met 'benn ar fin oa padet tost 5 bloaz. +Ar vag oa tremenet dre inizi ar Meurvor Atlantel da zigentañ +(an inizi Kanariez da skouer). +Ha goude-se neuze oa aet etrezek Suamerika (Brazil, Arc'hantina…). +Etrezek ar reter da gentañ ha d'ar c'hornôg war-lerc'h. +Da heul oa bet ar Beagle betek Aostralia ha Zeland-Nevez a-raok distreiñ d'ar gêr, dre Ar C'hab (e Suafrika). + +> D'ar bemzek a viz Gwengolo 1835. +> En enezeg Galapagos ez eus dek enezenn bennañ. +> En o zouez ez eus pemp deuzouto hag a zo brasoc'h eget ar re all. +> Dindan Gouriz ar bed emaint hag etre pemp ha c'hwec'h kant miles +> etrezek ar c'hornôg pa ez eer kuit deus aodoù Amerika. + +> D'an eizh a viz Here 1835. Degouezhet omp e Enez James. +> An enezenn-mañ, evel Enez Charles, a oa bet anvet er mod-se deus hor rouaned eus al lignez Stuart. +> Aotroù Bynoe, me hag hor mevelien a oa bet leusket amañ +> e-pad ur sizhunvezh gant boued ha gant un deltenn, +> e-pad ma oa ar Beagle o vont da gavout dour. + +A-drugarez d'an notennoù skrivet gant Darwin e c'hellomp kompren un tamm +penaos e oa an avantur dibar-se. +Ha reiñ a reont da gompren ivez petra oa e soñjoù evit pezh a sell ouzh ar spesadoù a cheñch. +Rak ne oa ket bet furmekaetan deorienn-mañ c'hoazh, teorienn emdroadur ar spesadoù. + +Istor naturel an inizi-se a zo kurius a-walc'h hag ezhomm zo da sellet ouzh an dra-se a-dost. +An darn vrasañ eus ar broduerezh organek a zo brosezat, endemek, ha ne vez ket kavet lec'h all. +Cheñch a ra al loened eus an eil enezenn d'eben zoken. +Met bez ez euz gant an holl anezho ul liamm kreñv gant al loened all eus Amerika, +ha pa vefent dispartiet eus an douar bras gant un tachad meurvor hag a zo 500 pe 600 miles ledander. +An enezeg a zo ur bed bihan e-unan, pe kentoc'h ul loarenn staget ouzh Amerika. +Un nebeut koloned zo aet kuit eus an douar bras ha paket o deus neuze merkoù hollek produerezh endemek an inizi-se. + +Reiñ a ra Darwin deomp da c'houzout un tamm muioc'h, +penaos oa stad an traoù diwar-benn soñjoù an dud, en Europ. +Setu da skouer un arroudenn a ziskouez deomp e oa an traoù o vont da cheñch un tammig a-zivout ar sklavelerezh. + +> D'an 19 a viz Eost hon eus kuitaet aodoù Brazil. +> Bennozh Doue ! Biken ne 'z in d'ur vro sklaverezh en-dro adarre. +> Bremañ c'hoazh, ma klevan un huchadenn a-bell e tegas soñj din gant ar from am boa +> pa 'm boa klevet leñvadennoù druezus en ur dremen dirak un ti e-kichen Pernambuco. +> Me ouie mat e oa ur paour-kaezh sklav o vezañ jahinet, +> met gouzout a raen e oan ken dic'halloud hag ur bugel goudrouzet. + +Gant ar veaj-se hon eus gwelet eo gouest an traoù da cheñch. +Cheñchet eo bet e vuhez da Darwin penn-da-benn gant an avantur-se hag e vod da welet an natur ivez. +Da c'houde en deus cheñchet Darwin sell ar gevredigezh ouzh an natur, +ha dreist-holl pa 'z eo bet embannet e levr brudetañ "Diwar-benn orin ar spesadoù", +De l'origine des espèces e galleg. +Ha gwelet hon eus ivez, gant e c'herioù, +pegen disheñvel eo hor c'hevredigezh diouzh hini tost 200 bloaz zo. + +Cheñch a ra an traoù neuze, dre chañs. +Emdroadur an natur, emdroadur ar boudoù bev +hag emdroadur hor c'hevredigezh ivez. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..01bcfa4 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/3-beaj-ar-beable/index.fr.md @@ -0,0 +1,107 @@ +--- +title: "#3 Beaj ar Beagle" +date: 2021-09-29T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./beajArBeagle.jpg" +slug: "3-beaj-ar-beagle" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Beaj ar Beagle**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv emaomp 'vont da veajiñ gant ar vag, +he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur : ar Beagle. +War vourzh ar Beagle e oa bet degemeret un den, ur skiantour a-feson : Charles Darwin. +Prest oc'h da lestriñ ? + +Ar Beagle, pe kentoc'h HMS Beagle, His Majesty Ship the Beagle, +a oa bet savet e 1820 e Bro-Saoz. +Pal kentañ ar vag-se a oa skiantel, evit studiañ da gentañ tout an hidrografiezh hag an dopografiezh. +Da lavaret eo, kaset 'oa bet evit muzuliañ ha bezañ gouest da dresañ kartennoù resis-resis eus ar morioù hag an aodoù. +Teir beaj he deus graet ar Beagle, hag an hini vrudetañ eo an eil, gant Darwin war e vourzh. + +Pal an eil beaj a oa an dopografiezh ivez : +sevel kartennoù aodoù Suamerika. +Se zo kaoz e oa kaset kalz binvioù skiantel evit muzuliañ, da skouer, +al ledred, pe al latitude m'ho peus c'hoant. + +Kabiten ar vag evit ar veaj-se a oa Robert FitzRoy. +Ha soñjit ta : ne oa nemet 27 vloaz. +FitzRoy en doa lakaet en e soñj degemer e-barzh ar vag un den desket ha kapabl, +evit bezañ gouest da gomz gantañ. +Hag an den-se a oa ur paotr 22 vloaz anezhañ hag a oa anvet Darwin, Charles Darwin. +O paouez echuiñ gant e studioù war an naturaliezh e oa. +Hag un tamm dre zegouezh, neuze, e oa en em gavet e bourzh ar Beagle. + +E berzh warni, a oa studiañ an douarouriezh (pe ar jeoloji) hag an natur dre vras. +Kement se a oa bet graet gantañ en ur skrivañ pep tra en un deizlevr. +Embannet eo bet ar pezh en doa skrivet en ul levr anvet "Journal and remarks", +"Deizlevr hag evezhiadennoù", e brezhoneg. +Ken pouezus e oa al levr-se ken oa bet adembannet meur a wech. +Hag an titl anavezet ar muiañ eo +"The voyage of the Beagle", Beaj ar Beagle. + +Da fin ar bloavez 1831 an hini eo pa 'za kuit al lestr eus Plymouth e Bro-Saoz. +Sañset e oa d'ar veaj padout 2 vloaz, met 'benn ar fin oa padet tost 5 bloaz. +Ar vag oa tremenet dre inizi ar Meurvor Atlantel da zigentañ +(an inizi Kanariez da skouer). +Ha goude-se neuze oa aet etrezek Suamerika (Brazil, Arc'hantina…). +Etrezek ar reter da gentañ ha d'ar c'hornôg war-lerc'h. +Da heul oa bet ar Beagle betek Aostralia ha Zeland-Nevez a-raok distreiñ d'ar gêr, dre Ar C'hab (e Suafrika). + +> D'ar bemzek a viz Gwengolo 1835. +> En enezeg Galapagos ez eus dek enezenn bennañ. +> En o zouez ez eus pemp deuzouto hag a zo brasoc'h eget ar re all. +> Dindan Gouriz ar bed emaint hag etre pemp ha c'hwec'h kant miles +> etrezek ar c'hornôg pa ez eer kuit deus aodoù Amerika. + +> D'an eizh a viz Here 1835. Degouezhet omp e Enez James. +> An enezenn-mañ, evel Enez Charles, a oa bet anvet er mod-se deus hor rouaned eus al lignez Stuart. +> Aotroù Bynoe, me hag hor mevelien a oa bet leusket amañ +> e-pad ur sizhunvezh gant boued ha gant un deltenn, +> e-pad ma oa ar Beagle o vont da gavout dour. + +A-drugarez d'an notennoù skrivet gant Darwin e c'hellomp kompren un tamm +penaos e oa an avantur dibar-se. +Ha reiñ a reont da gompren ivez petra oa e soñjoù evit pezh a sell ouzh ar spesadoù a cheñch. +Rak ne oa ket bet furmekaetan deorienn-mañ c'hoazh, teorienn emdroadur ar spesadoù. + +Istor naturel an inizi-se a zo kurius a-walc'h hag ezhomm zo da sellet ouzh an dra-se a-dost. +An darn vrasañ eus ar broduerezh organek a zo brosezat, endemek, ha ne vez ket kavet lec'h all. +Cheñch a ra al loened eus an eil enezenn d'eben zoken. +Met bez ez euz gant an holl anezho ul liamm kreñv gant al loened all eus Amerika, +ha pa vefent dispartiet eus an douar bras gant un tachad meurvor hag a zo 500 pe 600 miles ledander. +An enezeg a zo ur bed bihan e-unan, pe kentoc'h ul loarenn staget ouzh Amerika. +Un nebeut koloned zo aet kuit eus an douar bras ha paket o deus neuze merkoù hollek produerezh endemek an inizi-se. + +Reiñ a ra Darwin deomp da c'houzout un tamm muioc'h, +penaos oa stad an traoù diwar-benn soñjoù an dud, en Europ. +Setu da skouer un arroudenn a ziskouez deomp e oa an traoù o vont da cheñch un tammig a-zivout ar sklavelerezh. + +> D'an 19 a viz Eost hon eus kuitaet aodoù Brazil. +> Bennozh Doue ! Biken ne 'z in d'ur vro sklaverezh en-dro adarre. +> Bremañ c'hoazh, ma klevan un huchadenn a-bell e tegas soñj din gant ar from am boa +> pa 'm boa klevet leñvadennoù druezus en ur dremen dirak un ti e-kichen Pernambuco. +> Me ouie mat e oa ur paour-kaezh sklav o vezañ jahinet, +> met gouzout a raen e oan ken dic'halloud hag ur bugel goudrouzet. + +Gant ar veaj-se hon eus gwelet eo gouest an traoù da cheñch. +Cheñchet eo bet e vuhez da Darwin penn-da-benn gant an avantur-se hag e vod da welet an natur ivez. +Da c'houde en deus cheñchet Darwin sell ar gevredigezh ouzh an natur, +ha dreist-holl pa 'z eo bet embannet e levr brudetañ "Diwar-benn orin ar spesadoù", +De l'origine des espèces e galleg. +Ha gwelet hon eus ivez, gant e c'herioù, +pegen disheñvel eo hor c'hevredigezh diouzh hini tost 200 bloaz zo. + +Cheñch a ra an traoù neuze, dre chañs. +Emdroadur an natur, emdroadur ar boudoù bev +hag emdroadur hor c'hevredigezh ivez. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..e1447fd --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.br.md @@ -0,0 +1,113 @@ +--- +title: "#4 Ar razh-goz noazh" +date: 2021-10-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./razhGozNoazh.jpg" +slug: "4-razh-goz-noazh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar razh-goz noazh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-razh-goz-noazh/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-razh-goz-noazh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo graet anaoudegezh gant ul loen iskis ha dibar : ar razh-goz noazh. + +Ar pezh emaoc'h o paouez klevout a zo un enrolladenn eus ar razh-goz noazh. +Setu un drol a loen. +Heterocephalus glaber vez graet anezhañ e latin. +Razh-goz noazh eo e anv "boutin". +Perak eo anvet "razh-goz noazh" neuze ? +Da gentañ tout vez lâret razh, peogwir eo ur c'hrigner, bras e zent. +Memes rummad hag ar razhed hag al logod eo. +Ha da c'houde neuze, perak vez lavaret "goz" ? +Rak ober a ra garidennoù, dindan an douar, evel ar gozed. +Ar re-mañ ne vezont ket kavet partout er bed +met dreist-holl e Afrika ar Reter (Kenia, Etiopia, Somalia). +Hag erfin, perak "noazh" ? Peogwir eo noazh ! +Noazh evel ur ran ! N'eus ket kalz a vlev war-c'horre e gorf. +Ha gwelet e vez neuze e groc'hen ridet, hag a zo fin-fin, kazimant treuzluc'hus, treuzwelus. +N'omp ket boas da sellet ouzh organegoù mod-se. +Tost a-walc'h int ouzhomp dre ma 'z int bronneged, mammifères ma karit. +Met gwelet a reoc'h, ar re-se zo iskis ! + +Kendalc'homp gant an tamm poltred. +Al loened-se a ra war-dro 10 sentimetrad, evel ar razhed all. +Ar re-mañ zo bras o dent hag an dra-se servij dezho da gleuzañ garidennoù. +'Giz ar gozed ne welont ket mat. +Du-pod eo ar bed evito ha setu ne dalv ket ar boan kaout daoulagad dreistordinal. +Bihan eo o daoulagad ha bihan eo o favioù ivez. +Met gouest int da fiñval buan memestra. + +Lavaret em eus deoc'h eo drol ar razh-goz noazh. +Da gentañ-penn e c'hell bevañ e-pad pell. Pell-pell zoken. +Keñveriomp gant ul logodenn hag a vefe lakaet en un arnodva pe ul laboratouer m'ho peus c'hoant. +Mat ar jeu, n'ez eus preizher ebet, hag ur vuhez hir eo gouest da gaout. +Afin, ur vuhez hir : evit ul logodenn 'ra 4 bloaz da neubeutañ. +N'eo ket fall. Ar razh-goz noazh bremañ. +Er memes endro e c'hellfe bevañ betek 30 vloaz ! +Hir spontus eo an dra-se evit ul loen ken bihan. +Ha setu emañ ar skiantourien o klask penaos vez graet gantañ c'hoazh. +An dra-se c'hellfe sikour ac'hanomp marteze evit kleñvedoù zo. +Un dra interesant zo evit ar skiantourien da skouer : +daoust ma c'hellont bevañ e-pad pell, ne dapont ket ar c'hrign-bev, +ar c'hankr pe ar c'hañser m'ho peus c'hoant. +Ha n'int ket ken kizidik eveldomp ouzh ar yoc'hennoù, tumeurs ma karit. + +Hag ur souezhadenn all zo c'hoazh evit achuiñ gant yec'hed ar razh-goz noazh : +morse kazimant n'o dez ket poan. +Ha padal eo bet kriz ar skiantourien ganto. +Klasket o deus deviñ o c'hroc'hen gant trenkennoù bennak pe gant tan zoken, +met al loened n'int ket tec'het kuit. +Savet ez eus bet ur vartezeadenn, un hipotez ma peus c'hoant. +Ar razhed-goz noazh o deus kollet ar boan marteze +rak alies-mat ne vez ket kalz a oksijen e lec'h ma vevont. +Ha neuze diwar an dra-se e vez tapet ganto akidoz, pe acidose e galleg : +dont a ra trenk o gwad ha poanius eo evel-just. +Tamm-ha-tamm, dre an emdroadur o defe bet kollet ar boan. + +Met n'eo ket echu ! Dibar eo ar razhed-goz noazh evit un dra all ouzhpenn. +Un dra ha ne vez ket kavet nemet gant ur spesad all e-touez ar vronneged. +Bevañ a reont e koloniennoù. +Evel ar gwenan pe ar merien. +Dibar eo an dra-se evit ur bronneg evel-just ! +Lod anezho a c'hell bezañ ken bras ha 300 a loened, +met al lodenn vrasañ a zo tro 75 enni. +Aozet eo pep kolonienn en un doare resis. +Bez' eus ur rouanez. +Brasoc'h eo eget ar re all. +Pa varv ar rouanez e vez kemeret he flas gant ur barez. +Korf ar rouanez nevez a gresk neuze, evit bezañ gouest da zougen ar re vihan, +war-dro 11 anezho bep tro. + +Ha mod-all, bez ez eus tri rummad all e-touez ar golonienn. +Al labourerien, da skouer, a ra war-dro ar boued hag ar garidennoù. +Kalz labour zo 'vat ! +Kavet e vez soudarded ivez, evit diwall ar golonienn diouzh ar preizherien. +Hag ur rummad all a zo bet kavet c'hoazh. +O vezañ ma vevont an holl razhed-goz noazh eus ur golonienn tout asambles, +o liesseurted zo izel a-walc'h. +Da lavaret eo, ar re-mañ zo tout breudeur ha c'hoarezed. +Ha setu evit tremen e-biou d'ar genwadelezh, pe consanguinité, +kuit dezho da weskañ re ar gwad ma karit, +ez eus c'hoazh ur rummad all, anvet an distrewerien, disperseurs e galleg. +Ne labouront ket, ar c'hontrol eo : +klask a reont tec'hel kuit. +Fellout a ra dezho en em goublañ er maez eus ar golonienn en doare ma vez +mesket glad genetek ar spesad. Un tamm souezhus eo, met pegen efedus ! + +Graet hon eus anaoudegezh gant ul loen iskis ha divalav a-walc'h ivez. +Bevañ a ra evel ar gwenan pe ar merien, +n'en deus na poan na krign-bev, ha gallout a ra bevañ e-pad pell. +Setu ur skouer all da ziskouez deomp ez eus ouzhpenn an neuz a gont. +Pe ur skouer all a ziskouez deomp pegen +pinvidik eo an natur war an tamm douar-mañ. + + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..4bf8bdf --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/index.fr.md @@ -0,0 +1,113 @@ +--- +title: "#4 Ar razh-goz noazh" +date: 2021-10-13T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./razhGozNoazh.jpg" +slug: "4-razh-goz-noazh" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar razh-goz noazh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-razh-goz-noazh/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-razh-goz-noazh/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo graet anaoudegezh gant ul loen iskis ha dibar : ar razh-goz noazh. + +Ar pezh emaoc'h o paouez klevout a zo un enrolladenn eus ar razh-goz noazh. +Setu un drol a loen. +Heterocephalus glaber vez graet anezhañ e latin. +Razh-goz noazh eo e anv "boutin". +Perak eo anvet "razh-goz noazh" neuze ? +Da gentañ tout vez lâret razh, peogwir eo ur c'hrigner, bras e zent. +Memes rummad hag ar razhed hag al logod eo. +Ha da c'houde neuze, perak vez lavaret "goz" ? +Rak ober a ra garidennoù, dindan an douar, evel ar gozed. +Ar re-mañ ne vezont ket kavet partout er bed +met dreist-holl e Afrika ar Reter (Kenia, Etiopia, Somalia). +Hag erfin, perak "noazh" ? Peogwir eo noazh ! +Noazh evel ur ran ! N'eus ket kalz a vlev war-c'horre e gorf. +Ha gwelet e vez neuze e groc'hen ridet, hag a zo fin-fin, kazimant treuzluc'hus, treuzwelus. +N'omp ket boas da sellet ouzh organegoù mod-se. +Tost a-walc'h int ouzhomp dre ma 'z int bronneged, mammifères ma karit. +Met gwelet a reoc'h, ar re-se zo iskis ! + +Kendalc'homp gant an tamm poltred. +Al loened-se a ra war-dro 10 sentimetrad, evel ar razhed all. +Ar re-mañ zo bras o dent hag an dra-se servij dezho da gleuzañ garidennoù. +'Giz ar gozed ne welont ket mat. +Du-pod eo ar bed evito ha setu ne dalv ket ar boan kaout daoulagad dreistordinal. +Bihan eo o daoulagad ha bihan eo o favioù ivez. +Met gouest int da fiñval buan memestra. + +Lavaret em eus deoc'h eo drol ar razh-goz noazh. +Da gentañ-penn e c'hell bevañ e-pad pell. Pell-pell zoken. +Keñveriomp gant ul logodenn hag a vefe lakaet en un arnodva pe ul laboratouer m'ho peus c'hoant. +Mat ar jeu, n'ez eus preizher ebet, hag ur vuhez hir eo gouest da gaout. +Afin, ur vuhez hir : evit ul logodenn 'ra 4 bloaz da neubeutañ. +N'eo ket fall. Ar razh-goz noazh bremañ. +Er memes endro e c'hellfe bevañ betek 30 vloaz ! +Hir spontus eo an dra-se evit ul loen ken bihan. +Ha setu emañ ar skiantourien o klask penaos vez graet gantañ c'hoazh. +An dra-se c'hellfe sikour ac'hanomp marteze evit kleñvedoù zo. +Un dra interesant zo evit ar skiantourien da skouer : +daoust ma c'hellont bevañ e-pad pell, ne dapont ket ar c'hrign-bev, +ar c'hankr pe ar c'hañser m'ho peus c'hoant. +Ha n'int ket ken kizidik eveldomp ouzh ar yoc'hennoù, tumeurs ma karit. + +Hag ur souezhadenn all zo c'hoazh evit achuiñ gant yec'hed ar razh-goz noazh : +morse kazimant n'o dez ket poan. +Ha padal eo bet kriz ar skiantourien ganto. +Klasket o deus deviñ o c'hroc'hen gant trenkennoù bennak pe gant tan zoken, +met al loened n'int ket tec'het kuit. +Savet ez eus bet ur vartezeadenn, un hipotez ma peus c'hoant. +Ar razhed-goz noazh o deus kollet ar boan marteze +rak alies-mat ne vez ket kalz a oksijen e lec'h ma vevont. +Ha neuze diwar an dra-se e vez tapet ganto akidoz, pe acidose e galleg : +dont a ra trenk o gwad ha poanius eo evel-just. +Tamm-ha-tamm, dre an emdroadur o defe bet kollet ar boan. + +Met n'eo ket echu ! Dibar eo ar razhed-goz noazh evit un dra all ouzhpenn. +Un dra ha ne vez ket kavet nemet gant ur spesad all e-touez ar vronneged. +Bevañ a reont e koloniennoù. +Evel ar gwenan pe ar merien. +Dibar eo an dra-se evit ur bronneg evel-just ! +Lod anezho a c'hell bezañ ken bras ha 300 a loened, +met al lodenn vrasañ a zo tro 75 enni. +Aozet eo pep kolonienn en un doare resis. +Bez' eus ur rouanez. +Brasoc'h eo eget ar re all. +Pa varv ar rouanez e vez kemeret he flas gant ur barez. +Korf ar rouanez nevez a gresk neuze, evit bezañ gouest da zougen ar re vihan, +war-dro 11 anezho bep tro. + +Ha mod-all, bez ez eus tri rummad all e-touez ar golonienn. +Al labourerien, da skouer, a ra war-dro ar boued hag ar garidennoù. +Kalz labour zo 'vat ! +Kavet e vez soudarded ivez, evit diwall ar golonienn diouzh ar preizherien. +Hag ur rummad all a zo bet kavet c'hoazh. +O vezañ ma vevont an holl razhed-goz noazh eus ur golonienn tout asambles, +o liesseurted zo izel a-walc'h. +Da lavaret eo, ar re-mañ zo tout breudeur ha c'hoarezed. +Ha setu evit tremen e-biou d'ar genwadelezh, pe consanguinité, +kuit dezho da weskañ re ar gwad ma karit, +ez eus c'hoazh ur rummad all, anvet an distrewerien, disperseurs e galleg. +Ne labouront ket, ar c'hontrol eo : +klask a reont tec'hel kuit. +Fellout a ra dezho en em goublañ er maez eus ar golonienn en doare ma vez +mesket glad genetek ar spesad. Un tamm souezhus eo, met pegen efedus ! + +Graet hon eus anaoudegezh gant ul loen iskis ha divalav a-walc'h ivez. +Bevañ a ra evel ar gwenan pe ar merien, +n'en deus na poan na krign-bev, ha gallout a ra bevañ e-pad pell. +Setu ur skouer all da ziskouez deomp ez eus ouzhpenn an neuz a gont. +Pe ur skouer all a ziskouez deomp pegen +pinvidik eo an natur war an tamm douar-mañ. + + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/razhGozNoazh.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/razhGozNoazh.jpg new file mode 100644 index 0000000..95a0367 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/4-razh-goz-noazh/razhGozNoazh.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..7fb72b4 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.br.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#5 Mikrobot ar bouzelloù" +date: 2021-10-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./mikrobiotArBouzellou.jpg" +slug: "5-mikrobiot-ar-bouzellou" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Mikrobiot ar bouzelloù**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo komzet eus boudoù bev bihan-bihan met a-bouez ruz evidomp-ni : +bakteri mikrobiot ar bouzelloù. + +Krogomp neuze gant ar bakteri. +M'ho peus selaouet ma c'hronikenn diwar-benn gwezenn ar vuhez +ho peus dalc'het soñj outo marteze. +Buan ha buan, ur vakterienn zo ur organeg ha n'eo ket ul loen nag ur plant. +Bihan-spontus eo, tro ur mikrometr. +Kemerit ur milimetrad. N'eo ket bras dija. +Rannit anezhañ etre mil, setu ment ur vakterienn. +Neuze n'int ket bras met stank ha kapapl int ! +Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar hag en ennomp ivez, en hor c'horf. +Tro-dro 40 000 a viliardoù a vakteri a zo war pe en hor c'horf. +An niver-se a zo tamm pe damm ar memes hini evel an niver a gelligoù denel, +pe niver a seluloù m'ho peus c'hoant. +Spontus eo! + +Setu bremañ e ouzomp petra eo ar bakteri. +Ha petra eo ar mikrobiot neuze? +Ur mikrobiot, rak meur a hini a zo un tammig e pep lec'h, +a zo an holl vikro-organegoù a zo o vevañ en ul lec'h bennak. +Lakaomp, en hor c'horf ! +Evit lavarout ar wirionez, estreget ar bakteri a zo en ur mikrobiot. +Kavet e vez mikro-organegoù all evel ar goell (a zo ur seurt tog-touseg), +ha mikro-organegoù all c'hoazh. + +Mat-tre. Hag ar bouzelloù neuze ? +D'am soñj e ouzoc'h mui pe vui da betra e servij ar re-mañ. +E-barzh ar stomog pe ar sac'h-boued e vez lonket pedijeret ar boued a zo bet troc'het a-dammigoù. +Met ne vefe ket ken efedus ha se e-unan, +peogwir ne c'hell ket ar c'horf dijeriñ tout kement seurt boued a zo. + +Dre ma 'z eo bihan-spontus an organegoù ez eus kalz anezho en hor bouzelloù. +Hag a-bep-seurt zo ouzhpenn ! Petra a dalv an dra-se ? +Feiz… Liesseurt eo stumm ar mikro-organegoù met dreist-holl eo liesseurt o fonksion, pe o c'hefridi. +Ne c'hell ket pep organeg ober pep tra evel-just, +met pa vezont lakaet asambles e c'hellont ober kalz muioc'h, pep hini gant e roll. +Ha setu-int neuze da reiñ an dorn deomp e meur a zoare. + +Da gentañ penn : an dijeriñ. +Pa vez lakaet a-stroll an organegoù-se, int gouest da esmoriñ pe da lakaat e bruzhun +al lodennoù eus hor boued na vezent ket lonket ganeomp hon-unan, +evel ar gwiennoù boued, pe fibres alimentaires ma karit. +Ar pezh a vez roet deomp gant ar mikro-organegoù a zo tammoù boued aesoc'h da lonkañ, +hag ivez gaz, a teu da vezañ brammoù ha loufoù. + +N'eo ket echu, rak kefridioù all a zo gant ar mikrobiot ! +Reiñ a reont sikour deomp evit kreñvaat hor reizhiad immunekaat, +pe système immunitaire m'ho peus c'hoant. +Gourdonet e vez hor sistem gant ar mikro-organegoù en ur mod. +Dre-se int stag ouzh hor yec'hed. + +Ha setu ken important eo hor mikrobiot m'eo liammet gant kleñvedoù pe kudennoù yec'hed. + +Gallout a rer gwelout ar mikrobiot evel ur c'hempouez ekologel. +Da lavaret eo, eo pouezus kementad organeg-mañ-organeg. +Ma vez re stank un organeg bennak e cheñch emzalc'h ar mikrobiot a-bezh. +An efed kentañ a zo… kaout poan o tijeriñ. +Ar red-kof, ar foerell, alies. + +Met gwashoc'h a zo c'hoazh. +Liammet kreñv eo hor bouzelloù gant hon empenn. +Dre un nervenn anvet le nerf vague e galleg da skouer, +met ivez dre ar gwad gant an hormonoù. +Ha diskouezet ez eus bet gant skiantourien ha skiantourezed +e vank un dornad mikro-organegoù e-barzh +mikrobiot an dud a zo tapet gant an diwaskadenn, +pe an dud tapet gant an "dépression". + +Liammoù all a zo bet kavet etre stad mikrobiot ar bouzelloù +hag an aotegezh, l'autisme e galleg. +N'eo ket aes gouzout hag eñ eo al liamm ur gaoz pe un dilerc'h koulskoude, +met diskouez a ra eo ar c'hôf e-kreiz hor yec'hed. + + +Marteze ho peus c'hoant bremañ da c'houzout +penaos ober war-dro ho mikrobiot deoc'h-c'hwi ! +Un nebeud traoù zo ezhomm da ziwall outo. +Kentañ tra, tremenit e-biou an antibiotikoù. +Re efedus int evit lazhañ ar bakteri, ar re jentil en o zouez. +Gwelloc'h eo o implijout ma n'eus diskoulm all ebet. +Da eil, klaskit debriñ predoù kempouez gant gwiennoù boued, fibres alimentaires, +a vez kavet da skouer e frouezh hag e legumaj. +Dre se e vo roet boued d'ho mikrobiot. +Hag evit echuiñ, moiaen zo da zebriñ mikroorganegoù krenn-ha-krak. +Kavet e vezont pe e pilulennoù e ti an apotiker, pe e meuzioù zo. +Meuzioù lakaet e go da skouer, evel ar c'haol-go pe ar choukroutenn, +ar yaourt, ha traoù all (kefir, kombucha, miso hag all hag all). + +E berr gomzoù hon eus gwelet hiziv ez eus mikro-organegoù en ennomp, en hor bouzelloù : ar mikrobiot. +Important kenañ int evit dijeriñ hag evit hor yec'hed dre vras. +Lavaret em eus deoc'h int stank-mat. +Bez ez eus tost kement a vikro-organegoù evel ma'z eus kelligoù denel. +Ha neuze, dre se vefe diaes-diaes deomp, dibosubl zoken, +bevañ nemet gant kelligoù denel… +Piv omp-ni, a-benn ar fin? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..7563d60 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.fr.md @@ -0,0 +1,116 @@ +--- +title: "#5 Mikrobot ar bouzelloù" +date: 2021-10-27T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./mikrobiotArBouzellou.jpg" +slug: "5-mikrobiot-ar-bouzellou" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Mikrobiot ar bouzelloù**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo komzet eus boudoù bev bihan-bihan met a-bouez ruz evidomp-ni : +bakteri mikrobiot ar bouzelloù. + +Krogomp neuze gant ar bakteri. +M'ho peus selaouet ma c'hronikenn diwar-benn gwezenn ar vuhez +ho peus dalc'het soñj outo marteze. +Buan ha buan, ur vakterienn zo ur organeg ha n'eo ket ul loen nag ur plant. +Bihan-spontus eo, tro ur mikrometr. +Kemerit ur milimetrad. N'eo ket bras dija. +Rannit anezhañ etre mil, setu ment ur vakterienn. +Neuze n'int ket bras met stank ha kapapl int ! +Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar hag en ennomp ivez, en hor c'horf. +Tro-dro 40 000 a viliardoù a vakteri a zo war pe en hor c'horf. +An niver-se a zo tamm pe damm ar memes hini evel an niver a gelligoù denel, +pe niver a seluloù m'ho peus c'hoant. +Spontus eo! + +Setu bremañ e ouzomp petra eo ar bakteri. +Ha petra eo ar mikrobiot neuze? +Ur mikrobiot, rak meur a hini a zo un tammig e pep lec'h, +a zo an holl vikro-organegoù a zo o vevañ en ul lec'h bennak. +Lakaomp, en hor c'horf ! +Evit lavarout ar wirionez, estreget ar bakteri a zo en ur mikrobiot. +Kavet e vez mikro-organegoù all evel ar goell (a zo ur seurt tog-touseg), +ha mikro-organegoù all c'hoazh. + +Mat-tre. Hag ar bouzelloù neuze ? +D'am soñj e ouzoc'h mui pe vui da betra e servij ar re-mañ. +E-barzh ar stomog pe ar sac'h-boued e vez lonket pedijeret ar boued a zo bet troc'het a-dammigoù. +Met ne vefe ket ken efedus ha se e-unan, +peogwir ne c'hell ket ar c'horf dijeriñ tout kement seurt boued a zo. + +Dre ma 'z eo bihan-spontus an organegoù ez eus kalz anezho en hor bouzelloù. +Hag a-bep-seurt zo ouzhpenn ! Petra a dalv an dra-se ? +Feiz… Liesseurt eo stumm ar mikro-organegoù met dreist-holl eo liesseurt o fonksion, pe o c'hefridi. +Ne c'hell ket pep organeg ober pep tra evel-just, +met pa vezont lakaet asambles e c'hellont ober kalz muioc'h, pep hini gant e roll. +Ha setu-int neuze da reiñ an dorn deomp e meur a zoare. + +Da gentañ penn : an dijeriñ. +Pa vez lakaet a-stroll an organegoù-se, int gouest da esmoriñ pe da lakaat e bruzhun +al lodennoù eus hor boued na vezent ket lonket ganeomp hon-unan, +evel ar gwiennoù boued, pe fibres alimentaires ma karit. +Ar pezh a vez roet deomp gant ar mikro-organegoù a zo tammoù boued aesoc'h da lonkañ, +hag ivez gaz, a teu da vezañ brammoù ha loufoù. + +N'eo ket echu, rak kefridioù all a zo gant ar mikrobiot ! +Reiñ a reont sikour deomp evit kreñvaat hor reizhiad immunekaat, +pe système immunitaire m'ho peus c'hoant. +Gourdonet e vez hor sistem gant ar mikro-organegoù en ur mod. +Dre-se int stag ouzh hor yec'hed. + +Ha setu ken important eo hor mikrobiot m'eo liammet gant kleñvedoù pe kudennoù yec'hed. + +Gallout a rer gwelout ar mikrobiot evel ur c'hempouez ekologel. +Da lavaret eo, eo pouezus kementad organeg-mañ-organeg. +Ma vez re stank un organeg bennak e cheñch emzalc'h ar mikrobiot a-bezh. +An efed kentañ a zo… kaout poan o tijeriñ. +Ar red-kof, ar foerell, alies. + +Met gwashoc'h a zo c'hoazh. +Liammet kreñv eo hor bouzelloù gant hon empenn. +Dre un nervenn anvet le nerf vague e galleg da skouer, +met ivez dre ar gwad gant an hormonoù. +Ha diskouezet ez eus bet gant skiantourien ha skiantourezed +e vank un dornad mikro-organegoù e-barzh +mikrobiot an dud a zo tapet gant an diwaskadenn, +pe an dud tapet gant an "dépression". + +Liammoù all a zo bet kavet etre stad mikrobiot ar bouzelloù +hag an aotegezh, l'autisme e galleg. +N'eo ket aes gouzout hag eñ eo al liamm ur gaoz pe un dilerc'h koulskoude, +met diskouez a ra eo ar c'hôf e-kreiz hor yec'hed. + + +Marteze ho peus c'hoant bremañ da c'houzout +penaos ober war-dro ho mikrobiot deoc'h-c'hwi ! +Un nebeud traoù zo ezhomm da ziwall outo. +Kentañ tra, tremenit e-biou an antibiotikoù. +Re efedus int evit lazhañ ar bakteri, ar re jentil en o zouez. +Gwelloc'h eo o implijout ma n'eus diskoulm all ebet. +Da eil, klaskit debriñ predoù kempouez gant gwiennoù boued, fibres alimentaires, +a vez kavet da skouer e frouezh hag e legumaj. +Dre se e vo roet boued d'ho mikrobiot. +Hag evit echuiñ, moiaen zo da zebriñ mikroorganegoù krenn-ha-krak. +Kavet e vezont pe e pilulennoù e ti an apotiker, pe e meuzioù zo. +Meuzioù lakaet e go da skouer, evel ar c'haol-go pe ar choukroutenn, +ar yaourt, ha traoù all (kefir, kombucha, miso hag all hag all). + +E berr gomzoù hon eus gwelet hiziv ez eus mikro-organegoù en ennomp, en hor bouzelloù : ar mikrobiot. +Important kenañ int evit dijeriñ hag evit hor yec'hed dre vras. +Lavaret em eus deoc'h int stank-mat. +Bez ez eus tost kement a vikro-organegoù evel ma'z eus kelligoù denel. +Ha neuze, dre se vefe diaes-diaes deomp, dibosubl zoken, +bevañ nemet gant kelligoù denel… +Piv omp-ni, a-benn ar fin? + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/mikrobiotArBouzellou.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/mikrobiotArBouzellou.jpg new file mode 100644 index 0000000..75fbb6c Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/mikrobiotArBouzellou.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/arGo1.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/arGo1.jpg new file mode 100644 index 0000000..efe63e0 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/arGo1.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..38ea8ce --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.br.md @@ -0,0 +1,83 @@ +--- +title: "#6 Ar go (1/2)" +date: 2021-11-10T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arGo1.jpg" +slug: "6-ar-go-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar go (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-1/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-1/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo komzet eus boued ! +Ur seurt boued resis a-walc'h : ar boued lakaet e go. +Menam menam. +Un digarez brav da gomz eus ar bakteri ur wech c'hoazh, hag o mignoned, ar goell ! + +Krogomp eta gant termenadur ar go, "la fermentation" e galleg. +Ar pal evit an organismoù a implij ar go eo tennañ energiezh eus o boued. +Treiñ a reont an tammoù boued e tammoù all, da lavaret eo, ur reaktadenn gimiek eo. +Alies-mat e teu ar glusid (ar sukr mar karit) da vezañ alkol pe ur gaz bennak. + +Evit lavarout ar wirionez ez eus meur a zoare go. +'Pezh a cheñch ganto eo disoc'h ar reaktadenn, ar pezh a zo produet ganti. +Daou seurt go pennañ a zo neuze : an hini alkolek a brodu alkol, +hag an hini laezhek a brodu… trenkenn laezhek (acide lactique e galleg). +Eus an 2 seurt go e vo kaoz hiziv. + +Ha piv a ra ar go neuze ? +Ar go a zo ur reaktadenn normal a-walc'h gant ar boudoù bev. +Ober a reomp-ni hon-unan ar reaktadenn-se ivez. +En hor c'hig e c'hoarvezh an dra-se, pa vez implijet kalz anezho. +Pa vezomp o redek buan-buan da skouer. +Met deomp en-dro d'ar go evit ar boued. + +Ar pezh a zo interesant evidomp neuze eo ar go graet gant ar mikro-organismoù : +ar bakteri hag ar goell (la levure m'ho peus c'hoant). + +Da gentañ, greomp un tamm tro war-zu an istor. + +Boñ da gentañ tout n'eo ket an denelezh en deus ijinet ar go dija. +Evel em eus lavaret n'ez eus ezhomm eus un den evit lakaat ar boued e go : +ar mikro-organismoù an hini eo a zo a-bouez. +A setu neuze ar boued kentañ a zo bet bet lakaet e go a zo, moarvat… ar frouezh. +Gall' a reont, en ur mod, "en em lakaat e go". + +Met gwir eo, ar go zo bet implijet kalz gant an dud, hag abaoe pell-pell zo. +Marteze a-walc'h abaoe ar paleolitik, 3 milion a vloavezhioù zo. +Hag an evajoù kentañ lakaet e go a zo bet graet da vare an neolitik, tro 9 mil bloaz zo. + +Implijet eo bet ar goell, hag implijet e vez hiziv an deizh c'hoazh memes-mod, +evit kaout muioc'h a voued mat da zebriñ. +O tennañ an tammoù toksek eus ar plant da skouer, +met lakaet e vo ar gaoz war ar sujed-mañ diwezhatoc'h. + +Tamm ha tamm eo bet implijet ar go, dre ar milvedoù hag ar c'hantvedoù. +Implijet eo bet evit ober bara gant ar bleud, evit ober fourmaj laezh gant al laezh ha me oar me. + +Ur bloavezh a-bouez eo hini 1856. +Ur paotr brudet a-walc'h, aotrou Louis Pasteur, a oa krog da studiañ +en un doare skiantel ar go, goude bezañ kavet ar goell muiañ anavezet : "Saccharomyces cerevisiae", +da lavaret eo, ar goell-bier. + +A-drugarez d'an holl draoù desket ez omp gouest hiziv da lakaat e go kalz traoù en un doare kontrollet. +Rak ret eo dibab un temperadur resis, peseurt mikro-organismoù zo da lakaat, +pegement a sukr e vez ezhomm da lakaat ha kement zo. + +Setu implijet e vez ar go e pep lec'h er bed, abaoe milionoù a vloavezhioù. +Ur glad bras-divent eo, gant an holl doareoù d'ober liesseurt-kenañ. +Ha koulskoude eo ar go ur reaktadenn a vez anavezet gant tou' an dud, +kavet pe implijet gant an holl bobloù dre ar bed. + +Peseurt boued, dre ar bed, a vez fardet gant ar go ? +War an dra-se vo lakaet ar gaoz gant ar rann a zeu. +Ha gwelet e vo ivez perak eo talvoudus-bras d'an holl. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..0f00d8e --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/6-ar-go-1/index.fr.md @@ -0,0 +1,83 @@ +--- +title: "#6 Ar go (1/2)" +date: 2021-11-10T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arGo1.jpg" +slug: "6-ar-go-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar go (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-1/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-1/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo komzet eus boued ! +Ur seurt boued resis a-walc'h : ar boued lakaet e go. +Menam menam. +Un digarez brav da gomz eus ar bakteri ur wech c'hoazh, hag o mignoned, ar goell ! + +Krogomp eta gant termenadur ar go, "la fermentation" e galleg. +Ar pal evit an organismoù a implij ar go eo tennañ energiezh eus o boued. +Treiñ a reont an tammoù boued e tammoù all, da lavaret eo, ur reaktadenn gimiek eo. +Alies-mat e teu ar glusid (ar sukr mar karit) da vezañ alkol pe ur gaz bennak. + +Evit lavarout ar wirionez ez eus meur a zoare go. +'Pezh a cheñch ganto eo disoc'h ar reaktadenn, ar pezh a zo produet ganti. +Daou seurt go pennañ a zo neuze : an hini alkolek a brodu alkol, +hag an hini laezhek a brodu… trenkenn laezhek (acide lactique e galleg). +Eus an 2 seurt go e vo kaoz hiziv. + +Ha piv a ra ar go neuze ? +Ar go a zo ur reaktadenn normal a-walc'h gant ar boudoù bev. +Ober a reomp-ni hon-unan ar reaktadenn-se ivez. +En hor c'hig e c'hoarvezh an dra-se, pa vez implijet kalz anezho. +Pa vezomp o redek buan-buan da skouer. +Met deomp en-dro d'ar go evit ar boued. + +Ar pezh a zo interesant evidomp neuze eo ar go graet gant ar mikro-organismoù : +ar bakteri hag ar goell (la levure m'ho peus c'hoant). + +Da gentañ, greomp un tamm tro war-zu an istor. + +Boñ da gentañ tout n'eo ket an denelezh en deus ijinet ar go dija. +Evel em eus lavaret n'ez eus ezhomm eus un den evit lakaat ar boued e go : +ar mikro-organismoù an hini eo a zo a-bouez. +A setu neuze ar boued kentañ a zo bet bet lakaet e go a zo, moarvat… ar frouezh. +Gall' a reont, en ur mod, "en em lakaat e go". + +Met gwir eo, ar go zo bet implijet kalz gant an dud, hag abaoe pell-pell zo. +Marteze a-walc'h abaoe ar paleolitik, 3 milion a vloavezhioù zo. +Hag an evajoù kentañ lakaet e go a zo bet graet da vare an neolitik, tro 9 mil bloaz zo. + +Implijet eo bet ar goell, hag implijet e vez hiziv an deizh c'hoazh memes-mod, +evit kaout muioc'h a voued mat da zebriñ. +O tennañ an tammoù toksek eus ar plant da skouer, +met lakaet e vo ar gaoz war ar sujed-mañ diwezhatoc'h. + +Tamm ha tamm eo bet implijet ar go, dre ar milvedoù hag ar c'hantvedoù. +Implijet eo bet evit ober bara gant ar bleud, evit ober fourmaj laezh gant al laezh ha me oar me. + +Ur bloavezh a-bouez eo hini 1856. +Ur paotr brudet a-walc'h, aotrou Louis Pasteur, a oa krog da studiañ +en un doare skiantel ar go, goude bezañ kavet ar goell muiañ anavezet : "Saccharomyces cerevisiae", +da lavaret eo, ar goell-bier. + +A-drugarez d'an holl draoù desket ez omp gouest hiziv da lakaat e go kalz traoù en un doare kontrollet. +Rak ret eo dibab un temperadur resis, peseurt mikro-organismoù zo da lakaat, +pegement a sukr e vez ezhomm da lakaat ha kement zo. + +Setu implijet e vez ar go e pep lec'h er bed, abaoe milionoù a vloavezhioù. +Ur glad bras-divent eo, gant an holl doareoù d'ober liesseurt-kenañ. +Ha koulskoude eo ar go ur reaktadenn a vez anavezet gant tou' an dud, +kavet pe implijet gant an holl bobloù dre ar bed. + +Peseurt boued, dre ar bed, a vez fardet gant ar go ? +War an dra-se vo lakaet ar gaoz gant ar rann a zeu. +Ha gwelet e vo ivez perak eo talvoudus-bras d'an holl. + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/arGo2.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/arGo2.jpg new file mode 100644 index 0000000..3778e72 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/arGo2.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..0f70c4c --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.br.md @@ -0,0 +1,99 @@ +--- +title: "#7 Ar go (2/2)" +date: 2021-11-24T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arGo2.jpg" +slug: "7-ar-go-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar go (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo kendalc'het gant ar pezh 'oamp krog da gaozeal er gronikenn ziwezhañ. +Eus ar go e vo komzet adarre. +Klasket vo ober tro ar bed evit kompren peseurt boued a zo graet gant ar go. +Met komprenet 'vo ivez da betra e c'hell servijout. +Deomp dezhi ! + +E-giz hon eus gwelet er gronikenn ziwezhañ, kozh-Noe eo ar boued lakaet e go. +Kavet e vez e pep korn ar bed a bep seurt boued fardet gant ar go. + +Perak 'ta eo ken talvoudus? Perak 'ta eo ken brudet, ken implijet ? +Feiz, kaset e vez kalz tuoù traoù mat gant ar go. + +An implij kentañ hervezon eo mirout ar boued. +Gras d'ar go e c'heller kaout boued mat da zebriñ, +pa n'eus ket moaien d'ober an eost lakaomp. +Ar fourmaj laezh a zo ur skouer vat evit an dra-se. +Gallout a reer mirout un tamm fourmaj-laezh kalz pelloc'h eget laezh fresk. + +Penaos ez a en-dro neuze ? +Ar boued a zeu da vezañ un tammig trenk pa vez lakaet da c'hoiñ, +gras d'ar mikro-organismoù. +Ha setu an organismoù all, an organismoù a lakje ar boued da vezañ brein, +setu-int divarrek da vevañ ha da broduiñ elfennoù toksek. + +Memes mod, ur efed all zo c'hoazh gant ar go : +distrujañ a ra an traoù pistrius a zo er boued, +an traoù toksek ma karit. +'Fin, lakaat a ra ar boued toksek da vezañ mat da zebriñ. Pe mat da evañ. +An dour, lakaomp. Alies-mat ne vez ket mat da evañ en natur. +Met pa vez lakaet an dour e go, +an dra-se zo un doare da burifïañ anezhañ, mod pe vod. + +Penaos en ober ? Feiz : kemeret vez frouezh da skouer, rak kalz dour zo e-barzh. +Ar sukr a zo enno a vez implijet gant ar mikro-organismoù ur wech ouzhpenn. +Alkol vez produet ha dre-se 'vez lazhet an organismoù toksek all. +Ha setu penaos e c'hell bezañ ar chistr kalz yac'hoc'h eget dour ur puñs. +Boñ, arabat evañ re memestra. +An dour a zo mat-tre en deiz-hiziv ! + +Evit echuiñ gant tuoù mat ar go, lakaomp ar gaoz war ar blaz hag ar c'hwezh, +rak ouzhpenn ar mirout 'vez degaset gant ar go. +Kemeromp ur skouer all eus ur boued lakaet e go : ar bara. +Diouzh ar bleud e cheñch ar blaz, met ivez diouzh ar go, +ha diouzh an doare e vez lakaet da labourat. +Toaz-bara a vez lakaet da c'hoiñ gant ur sac'hadig goedenn +(un sachet de levure boulangère, e galleg), +n'eo ket toutafait memes tra ha toaz-bara gant goell (le levain e galleg). +N'ez eus nemet ur spesad a vikro-organismoù er sac'hadig, pa 'z eus ur bochad er goell. +Ar blaz a c'hell cheñch eus un eil goell d'egile zoken, +pa vez disheñvel kementad spesad-mañ-spesad. + +Goude bezañ komprenet perak eo talvoudus-mat ar goiñ, +greomp un tamm tro dre ar bed evit renabliñ un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go. +Krogomp gant ar pezh a vez kavet e Breizh. + +Bier a zo, evel-just. +Un evaj a zo ennañ heiz (pe orge e galleg) +a c'hell bezañ leusket da c'hoiñ ivez. +Hag ar chistr, gant sukr an avaloù a zo trawalc'h evit ar mikro-organismoù d'ober o labour. + +Kavet 'vez ivez e Breizh al laezh-ribod, a zo un tammig trenkoc'h eget al laezh fresk. +Gwechal e veze evet asambles gant patatez, pe gant krampouezh gwinizh-du. + +E peurest ar bed e vez debret pe evet traoù laosket da c'hoiñ ivez. +Evel ar c'hombucha da skouer, a zo un evaj eus bro Sina fardet gant te, sukr, ha lakaet da c'hoiñ. +Dont a ra da vezañ un tamm pikant ha trenkik. +Cheñch a ra ar blaz hervez an te, +pe ar mikro-organismoù a zo e-barzh hag an amzer a gemer evit goiñ. +Un evaj all zo c'hoazh, hag a zo brudet a-walc'h ivez : ar c'hefir. +Eus ar C'haokaz e teu. E plas an te e vez lakaet chug frouezh. + +Gant an daou evaj-mañ e c'heller dastum ar goell, hag eo ar pezh solud a chom. +Implijet e vez evit fardañ bouteilhadoù kefir all pe c'hoaz e c'heller profañ anezhañ da vignoned ! + +Gant se e vo klozet an div gronikenn diwar-benn ar go. +Gwelet hon eus buan ha buan istor ar go, penaos ez a en-dro, +da betra servij, ha renablet hon eus un nebeud skouerioù. +Hiziv e c'hellit sellout en-dro deoc'h ha kavout a rit sur a-walc'h +boued all lakaet e go, pep-lec'h, sur eo ha n'eo ket marteze! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..b01e021 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/7-ar-go-2/index.fr.md @@ -0,0 +1,99 @@ +--- +title: "#7 Ar go (2/2)" +date: 2021-11-24T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./arGo2.jpg" +slug: "7-ar-go-2" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**Ar go (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv e vo kendalc'het gant ar pezh 'oamp krog da gaozeal er gronikenn ziwezhañ. +Eus ar go e vo komzet adarre. +Klasket vo ober tro ar bed evit kompren peseurt boued a zo graet gant ar go. +Met komprenet 'vo ivez da betra e c'hell servijout. +Deomp dezhi ! + +E-giz hon eus gwelet er gronikenn ziwezhañ, kozh-Noe eo ar boued lakaet e go. +Kavet e vez e pep korn ar bed a bep seurt boued fardet gant ar go. + +Perak 'ta eo ken talvoudus? Perak 'ta eo ken brudet, ken implijet ? +Feiz, kaset e vez kalz tuoù traoù mat gant ar go. + +An implij kentañ hervezon eo mirout ar boued. +Gras d'ar go e c'heller kaout boued mat da zebriñ, +pa n'eus ket moaien d'ober an eost lakaomp. +Ar fourmaj laezh a zo ur skouer vat evit an dra-se. +Gallout a reer mirout un tamm fourmaj-laezh kalz pelloc'h eget laezh fresk. + +Penaos ez a en-dro neuze ? +Ar boued a zeu da vezañ un tammig trenk pa vez lakaet da c'hoiñ, +gras d'ar mikro-organismoù. +Ha setu an organismoù all, an organismoù a lakje ar boued da vezañ brein, +setu-int divarrek da vevañ ha da broduiñ elfennoù toksek. + +Memes mod, ur efed all zo c'hoazh gant ar go : +distrujañ a ra an traoù pistrius a zo er boued, +an traoù toksek ma karit. +'Fin, lakaat a ra ar boued toksek da vezañ mat da zebriñ. Pe mat da evañ. +An dour, lakaomp. Alies-mat ne vez ket mat da evañ en natur. +Met pa vez lakaet an dour e go, +an dra-se zo un doare da burifïañ anezhañ, mod pe vod. + +Penaos en ober ? Feiz : kemeret vez frouezh da skouer, rak kalz dour zo e-barzh. +Ar sukr a zo enno a vez implijet gant ar mikro-organismoù ur wech ouzhpenn. +Alkol vez produet ha dre-se 'vez lazhet an organismoù toksek all. +Ha setu penaos e c'hell bezañ ar chistr kalz yac'hoc'h eget dour ur puñs. +Boñ, arabat evañ re memestra. +An dour a zo mat-tre en deiz-hiziv ! + +Evit echuiñ gant tuoù mat ar go, lakaomp ar gaoz war ar blaz hag ar c'hwezh, +rak ouzhpenn ar mirout 'vez degaset gant ar go. +Kemeromp ur skouer all eus ur boued lakaet e go : ar bara. +Diouzh ar bleud e cheñch ar blaz, met ivez diouzh ar go, +ha diouzh an doare e vez lakaet da labourat. +Toaz-bara a vez lakaet da c'hoiñ gant ur sac'hadig goedenn +(un sachet de levure boulangère, e galleg), +n'eo ket toutafait memes tra ha toaz-bara gant goell (le levain e galleg). +N'ez eus nemet ur spesad a vikro-organismoù er sac'hadig, pa 'z eus ur bochad er goell. +Ar blaz a c'hell cheñch eus un eil goell d'egile zoken, +pa vez disheñvel kementad spesad-mañ-spesad. + +Goude bezañ komprenet perak eo talvoudus-mat ar goiñ, +greomp un tamm tro dre ar bed evit renabliñ un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go. +Krogomp gant ar pezh a vez kavet e Breizh. + +Bier a zo, evel-just. +Un evaj a zo ennañ heiz (pe orge e galleg) +a c'hell bezañ leusket da c'hoiñ ivez. +Hag ar chistr, gant sukr an avaloù a zo trawalc'h evit ar mikro-organismoù d'ober o labour. + +Kavet 'vez ivez e Breizh al laezh-ribod, a zo un tammig trenkoc'h eget al laezh fresk. +Gwechal e veze evet asambles gant patatez, pe gant krampouezh gwinizh-du. + +E peurest ar bed e vez debret pe evet traoù laosket da c'hoiñ ivez. +Evel ar c'hombucha da skouer, a zo un evaj eus bro Sina fardet gant te, sukr, ha lakaet da c'hoiñ. +Dont a ra da vezañ un tamm pikant ha trenkik. +Cheñch a ra ar blaz hervez an te, +pe ar mikro-organismoù a zo e-barzh hag an amzer a gemer evit goiñ. +Un evaj all zo c'hoazh, hag a zo brudet a-walc'h ivez : ar c'hefir. +Eus ar C'haokaz e teu. E plas an te e vez lakaet chug frouezh. + +Gant an daou evaj-mañ e c'heller dastum ar goell, hag eo ar pezh solud a chom. +Implijet e vez evit fardañ bouteilhadoù kefir all pe c'hoaz e c'heller profañ anezhañ da vignoned ! + +Gant se e vo klozet an div gronikenn diwar-benn ar go. +Gwelet hon eus buan ha buan istor ar go, penaos ez a en-dro, +da betra servij, ha renablet hon eus un nebeud skouerioù. +Hiziv e c'hellit sellout en-dro deoc'h ha kavout a rit sur a-walc'h +boued all lakaet e go, pep-lec'h, sur eo ha n'eo ket marteze! + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/anTardigrad.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/anTardigrad.jpg new file mode 100644 index 0000000..dd55559 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/anTardigrad.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..c053786 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.br.md @@ -0,0 +1,100 @@ +--- +title: "#8 An tardigrad" +date: 2021-12-08T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anTardigrad.jpg" +slug: "8-an-tardigrad" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An tardigrad**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-tardigrad/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-tardigrad/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant ul loen, un organism kreñv, +ur superloen a c'hellfemp lavarout zoken : an tardigrad. + +Petra eo al loen-se ? +Arzhig dour 'vez graet anezhañ a-wechoù, rak sechañ a ra d'un arzhig. +Met kalz bihanoc'h eo evit un arzh : bihanoc'h eget ur milimetr eo. +E latin e vez anvet Tardigrada, hag evit lavaret ar wirionez, +n'eo ket ul loen met kentoc'h ur familhad a loened. +Ur phylum, evit ar re sot gant rummañ ar spesadoù. +Liesseurt int aze : tro-dro 1000 spesad a zo bet deskrivet betek poent. + +A-raok lâret deoc'h perak eo ul loen ispisial, +dav eo deomp klask gouzout petra eo an tardigrad da gentañ, +pe kentoc'h pelec'h emañ an tartigraded war gwezenn ar vuhez. +Ma 'peus disoñjet petra eo ar wezenn-mañ e c'hellit selaou pe adselaou +an eil rann eus ar gronikenn Brav ha bev. +Ul loen eo, setu eo renket e-touezh an Eukaryota. +Heñvel a-walc'h eo ouzh an Arthropoda, +da lâret eo, an amprevaned, asambles gant ar c'hresteneged/c'hrustaceed. +Lakaet eo bet e-giz-se ablamour d'e neuz. +Met a-benn vez sellet deus e jenom, deus e ADN ma karit, +'vez gwelet eo heñvel a-walc'h deus an nematoded. +An nematod zo ur seurt preñv. +Met an dra-se n'eo ket sur, ha setu emañ ar skiantourien ha skiantourezed +o klask kompren an dra-se c'hoazh. + +Perak em eus bet c'hoant da gomz diwar o fenn neuze ? +Un tamm ispisial int. +Da gentañ penn e vezont kavet un tammig e pep lec'h war an Douar. +Plijout a ra kalz dezho bezañ er c'hoadoù pe en toundra, e lec'hioù ma vez kavet enno kinvi pe man. +Kinvi a vez debret ganto, ha liken ivez. +Hag a-wechoù e tebront tardigraded all. + +Kavet e vezont ivez e lec'hioù uhel-spontus, evel war menezioù Himalaya. +Mat eo ar jeu ganto du-hont. +Met lod vez kavet e-barzh ar mor ivez, don-don. +Hag 'barzh an traezh ivez. +Un tammig e pep lec'h, a lavaran deoc'h. + +E bourzh ar savlec'h egor etrebroadel (station spatiale internationale e galleg), zoken, +peogwir int studiet kalz eno. +Gouest int da vont da gousket, feiz, ur c'housk ispisial, a vez anvet 'kriptobiose'. +Eus "crypto", a dalv kuzhet ha "biose", ar vuhez. +An organismoù a zo gouest d'ober kemend-all a c'hell paouez da vevañ, pe dost. +O metabolism, da lâret eo an holl reaktadennoù kimiek a c'hoarvezh en o c'helligoù, +a teu da vezañ ral. +Kreñv-bominabl int pa vezont e-giz-se. + +Ne z'int ket war gozhaat da skouer : +gal a reont bevañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù pa vezont e kriptobios. +Chom a reont bev memes gant temperadurioù a bep-seurt : +ugent deres dindan zero da skouer, +met a-wechoù 150 deres ivez. + +Dav eo lavarout n'eo ket an holl spesadoù a dardigraded gouest d'ober pep tra, +met bamus int memestra. +Un nebeud spesadoù a c'hell añduriñ goullo an egor. +Pe ar c'hontrol, ur gwask spontus evel mil gwech gwask an aer. +Gallout a reont chom bev en egor. +N'eo ket plijus bevañ du-se abalamour d'ar skinadoù. +Ni 'vefe hanter varv gant ar skinoù, met gal a ra tardigraded so gouzañviñ anezho. +Diskouezet ez eus bet eo gouest ur spesad bennak da zerc'hel ouzh ar skinoù ultraviolet pe ultravouk +en ur dreiñ anezho da goulou glas. +E lec'h lonkañ an energiezh, a rafe drouk d'an organeg, eo-hi adheñchet en ur mod. +Un doare all, implijet gant ur spesad all, a zo mont da sec'hiñ. +Bezañ sec'h-mat a lak an organegoù-se da c'houzañviñ ar skinoù X. + +Memes-mod, e c'hellont ivez bevañ en un en-dro hag a zo sec'h-mat, +evel dezerzhioù, pa vefent sec'h ha tomm pe sec'h ha yen-ki. + +Hag evit echuiñ, memestra, int gouest d'ober traoù all c'hoazh. +Gouzañviñ endroioù gant nebeut-tre a oksijen, pe bezañ en dour gant kalz a holen. + +Graet hon eus anaoudegezh gant ur familhad a organegoù : an tardigraded. +Liesseurt int, ha gouest int d'ober traoù dreistordinal. +Lod a lavar, memes, eo tost dibosupl d'an douar bezañ difrouezh pe steril penn-da-benn, +abalamour d'an tardigraded just a-walc'h. +Int a c'hello gouzañviñ n'eus forzh peseurt gwallreuzioù. +Met ni a vo aet kuit abaoe pell dija, moarvat. + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..076c1a1 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.fr.md @@ -0,0 +1,100 @@ +--- +title: "#8 An tardigrad" +date: 2021-12-08T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anTardigrad.jpg" +slug: "8-an-tardigrad" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An tardigrad**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-tardigrad/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-tardigrad/embed/light" >}} + +--- + +Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant ul loen, un organism kreñv, +ur superloen a c'hellfemp lavarout zoken : an tardigrad. + +Petra eo al loen-se ? +Arzhig dour 'vez graet anezhañ a-wechoù, rak sechañ a ra d'un arzhig. +Met kalz bihanoc'h eo evit un arzh : bihanoc'h eget ur milimetr eo. +E latin e vez anvet Tardigrada, hag evit lavaret ar wirionez, +n'eo ket ul loen met kentoc'h ur familhad a loened. +Ur phylum, evit ar re sot gant rummañ ar spesadoù. +Liesseurt int aze : tro-dro 1000 spesad a zo bet deskrivet betek poent. + +A-raok lâret deoc'h perak eo ul loen ispisial, +dav eo deomp klask gouzout petra eo an tardigrad da gentañ, +pe kentoc'h pelec'h emañ an tartigraded war gwezenn ar vuhez. +Ma 'peus disoñjet petra eo ar wezenn-mañ e c'hellit selaou pe adselaou +an eil rann eus ar gronikenn Brav ha bev. +Ul loen eo, setu eo renket e-touezh an Eukaryota. +Heñvel a-walc'h eo ouzh an Arthropoda, +da lâret eo, an amprevaned, asambles gant ar c'hresteneged/c'hrustaceed. +Lakaet eo bet e-giz-se ablamour d'e neuz. +Met a-benn vez sellet deus e jenom, deus e ADN ma karit, +'vez gwelet eo heñvel a-walc'h deus an nematoded. +An nematod zo ur seurt preñv. +Met an dra-se n'eo ket sur, ha setu emañ ar skiantourien ha skiantourezed +o klask kompren an dra-se c'hoazh. + +Perak em eus bet c'hoant da gomz diwar o fenn neuze ? +Un tamm ispisial int. +Da gentañ penn e vezont kavet un tammig e pep lec'h war an Douar. +Plijout a ra kalz dezho bezañ er c'hoadoù pe en toundra, e lec'hioù ma vez kavet enno kinvi pe man. +Kinvi a vez debret ganto, ha liken ivez. +Hag a-wechoù e tebront tardigraded all. + +Kavet e vezont ivez e lec'hioù uhel-spontus, evel war menezioù Himalaya. +Mat eo ar jeu ganto du-hont. +Met lod vez kavet e-barzh ar mor ivez, don-don. +Hag 'barzh an traezh ivez. +Un tammig e pep lec'h, a lavaran deoc'h. + +E bourzh ar savlec'h egor etrebroadel (station spatiale internationale e galleg), zoken, +peogwir int studiet kalz eno. +Gouest int da vont da gousket, feiz, ur c'housk ispisial, a vez anvet 'kriptobiose'. +Eus "crypto", a dalv kuzhet ha "biose", ar vuhez. +An organismoù a zo gouest d'ober kemend-all a c'hell paouez da vevañ, pe dost. +O metabolism, da lâret eo an holl reaktadennoù kimiek a c'hoarvezh en o c'helligoù, +a teu da vezañ ral. +Kreñv-bominabl int pa vezont e-giz-se. + +Ne z'int ket war gozhaat da skouer : +gal a reont bevañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù pa vezont e kriptobios. +Chom a reont bev memes gant temperadurioù a bep-seurt : +ugent deres dindan zero da skouer, +met a-wechoù 150 deres ivez. + +Dav eo lavarout n'eo ket an holl spesadoù a dardigraded gouest d'ober pep tra, +met bamus int memestra. +Un nebeud spesadoù a c'hell añduriñ goullo an egor. +Pe ar c'hontrol, ur gwask spontus evel mil gwech gwask an aer. +Gallout a reont chom bev en egor. +N'eo ket plijus bevañ du-se abalamour d'ar skinadoù. +Ni 'vefe hanter varv gant ar skinoù, met gal a ra tardigraded so gouzañviñ anezho. +Diskouezet ez eus bet eo gouest ur spesad bennak da zerc'hel ouzh ar skinoù ultraviolet pe ultravouk +en ur dreiñ anezho da goulou glas. +E lec'h lonkañ an energiezh, a rafe drouk d'an organeg, eo-hi adheñchet en ur mod. +Un doare all, implijet gant ur spesad all, a zo mont da sec'hiñ. +Bezañ sec'h-mat a lak an organegoù-se da c'houzañviñ ar skinoù X. + +Memes-mod, e c'hellont ivez bevañ en un en-dro hag a zo sec'h-mat, +evel dezerzhioù, pa vefent sec'h ha tomm pe sec'h ha yen-ki. + +Hag evit echuiñ, memestra, int gouest d'ober traoù all c'hoazh. +Gouzañviñ endroioù gant nebeut-tre a oksijen, pe bezañ en dour gant kalz a holen. + +Graet hon eus anaoudegezh gant ur familhad a organegoù : an tardigraded. +Liesseurt int, ha gouest int d'ober traoù dreistordinal. +Lod a lavar, memes, eo tost dibosupl d'an douar bezañ difrouezh pe steril penn-da-benn, +abalamour d'an tardigraded just a-walc'h. +Int a c'hello gouzañviñ n'eus forzh peseurt gwallreuzioù. +Met ni a vo aet kuit abaoe pell dija, moarvat. + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/anAdn1.jpg b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/anAdn1.jpg new file mode 100644 index 0000000..7a96fd0 Binary files /dev/null and b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/anAdn1.jpg differ diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.br.md new file mode 100644 index 0000000..017c21d --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.br.md @@ -0,0 +1,114 @@ +--- +title: "#9 An ADN (1/3)" +date: 2021-12-22T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn1.jpg" +slug: "9-an-adn-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (1/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-1/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-1/embed/light" >}} + +--- + +Gant ar gronikenn "Brav ha bev" eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. +Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar bioloji/vevoniezh +gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle. +Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev : an ADN. +Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ, +hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù. +Hiziv vo komañset gant an diazez : ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN. +Deomp dezhi ! + +Kroget 'vo gant 'pezh a sell ouzh ar gimiezh. +N'eo ket ar pep pouezusañ, fin, evidon, +met reiñ a ra deomp un termenadur memestra. + +E brezhoneg, ADN a vez anvet TDN, evit trenkenn dezoksiribonukleek. +Kement ger e-barzh an anv-se en deus talvoudegezh. +E kimiezh, un drenkenn (pe un asid m'ho peus c'hoant), a zo un doare molekul. +Dezoksiribo-Nukleek a c'hell bezañ troc'het : +dezoksiribo da gentañ ha nukleek da heul. +E gwirionez e vez aozet ar volekulenn-mañ gant kalz a dammoù heñvel. +Brik en eur mod. +Pep brikenn a zo enni ur sukr, da lâret eo, un doare molekul. +Dezoksiribose eo anv ar sukr-mañ. +Ha stag ouzh ar sukr ez eus ur vazenn (une base e galleg). +En ADN ez eus peder anezho. +Diouzh ar vazenn-mañ e cheñch anv ar vrikenn. +Ha peder brikenn zo neuze : A, T, C ha G. +Lizherennoù an ADN an hini eo, pe ar c'hod genetek. +Gwelet e vo diwezhatoc'h da betra 'servijont. +Dre vras neuze, asid dezoksiribonukleek a dalv +kement hag ur pezh molekulenn gant lizherennoù enni A, T, C ha G. + +Evit echuiñ gant kimiezh an ADN, lakaomp ar gaoz war e stumm. +Dont a ra ur bern soñjoù deoc'h pa vez komzet eus an ADN marteze. +Stummet eo gant div neudenn (deux brins e galleg mar karit). +An div neudenn zo stag an eil ouzh eben. +Ha stumm ur viñs, pe un helis, o deus asambles. + +Tra-walc'h gant ar gimiezh bremañ, komzomp eus traoù fentusoc'h ! + +Pelec'h 'vez kavet an ADN ? +Feiz, e-barzh tout an traoù bev war an Douar! +An holl organismoù zo ADN en enno. +Evit organismoù zo, evel ar bakteri, e vez kavet an ADN un tamm pep lec'h er gellig, er "cellule" mar karit. +Hag evit organismoù all, e vez renket e-barzh an nukleus (le noyau) a zo e-barzh ar gellig. +Setu, e-barzh kelligoù hor c'hroc'hen ez eus ADN, +hag e-barzh kelligoù delioù ho plantenn muiañ karet ivez. + +Ur volekulenn eo an ADN neuze, ha bihan-bihan eo. +Penaos eo bet diskoachet neuze? + +Adalek an 19vet kantved e veze anavezet mui pe vui an herezh (l'hérédité e galleg). +Met ne oa tamm prouenn ebet evit displegañ penaos ez ae en-dro. + +E 1927, un den eus bro Rusia, Nikolai Koltsov, +en doa soñjet en ur volekulenn hag a vefe bras a-walc'h. +Deskrivet en doa an ADN dre vras, met ne oa nemet ur santadur, ur soñj. + +Ha bremañ vo safaret eus un degouezh a c'hoarvez alies e-barzh bed ar skiantoù. +Laeret eo bet labour ur vaouez. +Daou baotr o deus tapet ar gloar ha tost ankounac'het eo bet ar vaouez. +Selaouit an istor-mañ. + +E 1952 emaomp, en un arnodva (ul laboratouer m'ho peus c'hoant) e Londrez, e King's College. +O paouez kemer ur foto emañ ur studier, Raymond Gosling. +Ur foto ispisial, graet gant skinoù X. +Ha labourat a ra evit ur skiantourez a-feson, Rosalind Franklin. +Emañ-hi o studiañ framm pe strukturenn an ADN, ha labour zo war an dachenn-se er mare-mañ. +Ar foto en deus kemeret Gosling a zo bet kaset da daou baotr : +Francis Crick ha James Watson. +Emañ int o-daou oc'h ober studioù war framm an ADN ivez. +Kavet o deus kalz traoù, hag evit lavarout ar wirionez, o deus furmekaet pe formaliset framm an ADN. + +Met sikouret int bet gant ar foto, hep Rosalin Franklin da c'houzout. + +Ha n'o deus lâret netra evit trugarekaat Franklin, +ar pezh n'eo ket mad er bed skiantel evel e lec'h all ivez a-benn ar fin. +Ger ebet c'hoazh pa 'z eo bet roet ar priz Nobel dezho evit o labour. +Siwazh kalz skouerioù mod-se zo, gant maouezed hag o defe ranket bezañ enoret, ha bezañ anavezet muioc'h. + +Setu, abaoe e ouzomp eo an ADN ur volekulenn gant stumm un helis doubl. + +Hag evit echuiñ, e 1957 en deus Francis Crick skrivet ur pennad skiantel +hag en deus graet al liamm etre ar jenoù (da lâret eo an ADN) hag ar proteinoù. +Met komzet e vo eus al liamm-se diwezatoc'h. + +Evel-just ez eus bet kavet traoù all diwar-benn an ADN. +Ha kavet 'vez traoù hiziv an deiz c'hoazh. +Met trawalc'h 'peus bet e-giz-se gant ar gronikenn-mañ! :-) + +Kroget omp hiziv gant ur veaj evit ober anaoudegezh gant ur bed diwel ha bihan : bed an ADN. +Gwelet hon eus petra eo, pelec'h 'vez kavet hag un nebeud traoù diwar-benn ar mod eo bet kavet. +Kalz traoù a zo da lâret c'hoazh, peogwir e c'hellomp sellet ouzh ar volekulenn-mañ gant meur a zoare, +evel ma vo gwelet er rann a zeu! + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.fr.md new file mode 100644 index 0000000..453fed8 --- /dev/null +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/9-an-adn-1/index.fr.md @@ -0,0 +1,114 @@ +--- +title: "#9 An ADN (1/3)" +date: 2021-12-22T12:00:00+02:00 +draft: false +image: "./anAdn1.jpg" +slug: "9-an-adn-1" +--- + +{{< block_color blue >}} +Transcription de l'épisode [**An ADN (1/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-1/). +{{< /block_color >}} + + +{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-1/embed/light" >}} + +--- + +Gant ar gronikenn "Brav ha bev" eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. +Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar bioloji/vevoniezh +gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle. +Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev : an ADN. +Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ, +hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù. +Hiziv vo komañset gant an diazez : ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN. +Deomp dezhi ! + +Kroget 'vo gant 'pezh a sell ouzh ar gimiezh. +N'eo ket ar pep pouezusañ, fin, evidon, +met reiñ a ra deomp un termenadur memestra. + +E brezhoneg, ADN a vez anvet TDN, evit trenkenn dezoksiribonukleek. +Kement ger e-barzh an anv-se en deus talvoudegezh. +E kimiezh, un drenkenn (pe un asid m'ho peus c'hoant), a zo un doare molekul. +Dezoksiribo-Nukleek a c'hell bezañ troc'het : +dezoksiribo da gentañ ha nukleek da heul. +E gwirionez e vez aozet ar volekulenn-mañ gant kalz a dammoù heñvel. +Brik en eur mod. +Pep brikenn a zo enni ur sukr, da lâret eo, un doare molekul. +Dezoksiribose eo anv ar sukr-mañ. +Ha stag ouzh ar sukr ez eus ur vazenn (une base e galleg). +En ADN ez eus peder anezho. +Diouzh ar vazenn-mañ e cheñch anv ar vrikenn. +Ha peder brikenn zo neuze : A, T, C ha G. +Lizherennoù an ADN an hini eo, pe ar c'hod genetek. +Gwelet e vo diwezhatoc'h da betra 'servijont. +Dre vras neuze, asid dezoksiribonukleek a dalv +kement hag ur pezh molekulenn gant lizherennoù enni A, T, C ha G. + +Evit echuiñ gant kimiezh an ADN, lakaomp ar gaoz war e stumm. +Dont a ra ur bern soñjoù deoc'h pa vez komzet eus an ADN marteze. +Stummet eo gant div neudenn (deux brins e galleg mar karit). +An div neudenn zo stag an eil ouzh eben. +Ha stumm ur viñs, pe un helis, o deus asambles. + +Tra-walc'h gant ar gimiezh bremañ, komzomp eus traoù fentusoc'h ! + +Pelec'h 'vez kavet an ADN ? +Feiz, e-barzh tout an traoù bev war an Douar! +An holl organismoù zo ADN en enno. +Evit organismoù zo, evel ar bakteri, e vez kavet an ADN un tamm pep lec'h er gellig, er "cellule" mar karit. +Hag evit organismoù all, e vez renket e-barzh an nukleus (le noyau) a zo e-barzh ar gellig. +Setu, e-barzh kelligoù hor c'hroc'hen ez eus ADN, +hag e-barzh kelligoù delioù ho plantenn muiañ karet ivez. + +Ur volekulenn eo an ADN neuze, ha bihan-bihan eo. +Penaos eo bet diskoachet neuze? + +Adalek an 19vet kantved e veze anavezet mui pe vui an herezh (l'hérédité e galleg). +Met ne oa tamm prouenn ebet evit displegañ penaos ez ae en-dro. + +E 1927, un den eus bro Rusia, Nikolai Koltsov, +en doa soñjet en ur volekulenn hag a vefe bras a-walc'h. +Deskrivet en doa an ADN dre vras, met ne oa nemet ur santadur, ur soñj. + +Ha bremañ vo safaret eus un degouezh a c'hoarvez alies e-barzh bed ar skiantoù. +Laeret eo bet labour ur vaouez. +Daou baotr o deus tapet ar gloar ha tost ankounac'het eo bet ar vaouez. +Selaouit an istor-mañ. + +E 1952 emaomp, en un arnodva (ul laboratouer m'ho peus c'hoant) e Londrez, e King's College. +O paouez kemer ur foto emañ ur studier, Raymond Gosling. +Ur foto ispisial, graet gant skinoù X. +Ha labourat a ra evit ur skiantourez a-feson, Rosalind Franklin. +Emañ-hi o studiañ framm pe strukturenn an ADN, ha labour zo war an dachenn-se er mare-mañ. +Ar foto en deus kemeret Gosling a zo bet kaset da daou baotr : +Francis Crick ha James Watson. +Emañ int o-daou oc'h ober studioù war framm an ADN ivez. +Kavet o deus kalz traoù, hag evit lavarout ar wirionez, o deus furmekaet pe formaliset framm an ADN. + +Met sikouret int bet gant ar foto, hep Rosalin Franklin da c'houzout. + +Ha n'o deus lâret netra evit trugarekaat Franklin, +ar pezh n'eo ket mad er bed skiantel evel e lec'h all ivez a-benn ar fin. +Ger ebet c'hoazh pa 'z eo bet roet ar priz Nobel dezho evit o labour. +Siwazh kalz skouerioù mod-se zo, gant maouezed hag o defe ranket bezañ enoret, ha bezañ anavezet muioc'h. + +Setu, abaoe e ouzomp eo an ADN ur volekulenn gant stumm un helis doubl. + +Hag evit echuiñ, e 1957 en deus Francis Crick skrivet ur pennad skiantel +hag en deus graet al liamm etre ar jenoù (da lâret eo an ADN) hag ar proteinoù. +Met komzet e vo eus al liamm-se diwezatoc'h. + +Evel-just ez eus bet kavet traoù all diwar-benn an ADN. +Ha kavet 'vez traoù hiziv an deiz c'hoazh. +Met trawalc'h 'peus bet e-giz-se gant ar gronikenn-mañ! :-) + +Kroget omp hiziv gant ur veaj evit ober anaoudegezh gant ur bed diwel ha bihan : bed an ADN. +Gwelet hon eus petra eo, pelec'h 'vez kavet hag un nebeud traoù diwar-benn ar mod eo bet kavet. +Kalz traoù a zo da lâret c'hoazh, peogwir e c'hellomp sellet ouzh ar volekulenn-mañ gant meur a zoare, +evel ma vo gwelet er rann a zeu! + + + +{{< cc "by nc" >}} \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.br.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.br.md index b362c1c..813c028 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.br.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.br.md @@ -4,4 +4,5 @@ slug: brav-ha-bev image: "./bravHaBev.jpg" --- -Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. \ No newline at end of file +Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. +Da adkavout war [podkast.fedi.bzh](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes). \ No newline at end of file diff --git a/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.fr.md b/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.fr.md index b362c1c..813c028 100644 --- a/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.fr.md +++ b/content/podcasts/brav-ha-bev/_index.fr.md @@ -4,4 +4,5 @@ slug: brav-ha-bev image: "./bravHaBev.jpg" --- -Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. \ No newline at end of file +Ur gronikenn e brezhoneg, diwar-benn ar vevoniezh dre vras, ar boudoù bev, an ekosistemoù… Skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. +Da adkavout war [podkast.fedi.bzh](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes). \ No newline at end of file diff --git a/themes/theme-blog-ewen b/themes/theme-blog-ewen index a5cc9a5..2bcb3f1 160000 --- a/themes/theme-blog-ewen +++ b/themes/theme-blog-ewen @@ -1 +1 @@ -Subproject commit a5cc9a55939dde584ba01cd8272e7937c08b908f +Subproject commit 2bcb3f1dc97970489f4bcb92ed27c65137ca3c16