blog/content/podcasts/brav-ha-bev/13-an-heureuchined-mor-2/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.5 KiB

title date draft image slug
#13 An heureuchined-mor (2/2) 2022-02-16T12:00:00+02:00 false ./anHeureuchinedMor2.jpg 13-an-heureuchined-mor-2

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode An heureuchined-mor (2/2). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-2-2/embed/light" >}}


Kendalc'het 'vo hiziv gant an heureuchined-mor. Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezoù ekologel. Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d'ar bed skiantel. Met krogomp diouzhtu gant o seksualegezh.

Evit gouennañ, pe strujañ, pe sevel o diskennadur 'vez implijet meur a strategiezh ganto. Diouzh ar spesad e vez, 'giz boaz. Ar pezh a zo boutin memestra : pared hag parezed zo. Ar pared a brodu ar sper, pe ar spermatozoid m'ho peus c'hoant. Hag ar parezed a brodu ar vielloù, pe an ovules mar karit.

Da gustum, gant an organismoù all, e vez produet kalz sper evit nebeut a vielloù. Amañ, gant an heureuchined-mor eo ar c'hontrol ! Produiñ a reont kalz sper met ivez kalz vielloù. Ar pared hag ar parezed a brodu sper ha vielloù memes amzer, evit lakaat ar c'helligoù-se d'en em gavout asambles. Pep tra en em gav er mor, e lec'h ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation mar karit. Ar speriañ zo e-maez ar barez neuze, ar pezh a lak ar glad jenetek da vezañ mesket. Evit gouzout muioc'h war ar glad jenetek, pe patrimoine génétique, e c'hellit selaou pe adselaou ar gronikenn diwar-benn an ADN.

An dra-se zo gwir neuze evit al lodenn vrasañ eus ar spesadoù. Met lavaret em eus deoc'h eo liesseurt an heureuchined-mor. Ha gwir eo, vez kavet doaeroù all. Evel gant ur spesad, a vez kavet kentoc'h er morioù yen. Parezed ar spesad-mañ ne broduont ket kalz a vielloù. Ha ne vezont ket skignet pe strewet er mor. Ar c'hontrol eo zoken : chom a ra ar vielloù e-barzh o c'horf, e chakodoù, ha desachet e vez ar sper gant ar parezed. Gant ar strategiezh-se, ne vez ket produet miliadoù a heureuchined bihan, ken un nebeud kantadoù. Ne vez ket mesket kement-se ar glad jenetek, met, dre ma 'z eus eus ar spesad-se c'hoazh, e talvez n'eo ket re sot ober war-dro e vugale mod-se, e-barzh an en-dro-se.

Studiet vez an heureuchined-mor gant ar skiantourezed hag ar skiantourien abaoe pell. Abaoe amzer Aristote, d'an nebeutañ, evel 'meus lâret deoc'h er rann ziwezhañ. Hiziv an deiz, evit meur a abeg 'chom ar re-se interesant evito.

Abalamour d'o flas e gwezenn ar vuhez da gentañ. Er memes rummad hag ar stered-mor emaint, asambles gant an andouilh-mor, "concombres de mer" e galleg. Ar rummad-se zo anvet "ekinodermed". Unan eus ar perzhioù boutin zo etrezo, eo simetriezh ar 5 lodenn.

Hag an ekinodermed zo interesant-tre peogwir emaint just e-kichen ur rummad all : hini ar c'hordeged, pe "chordés" e galleg. Ni a zo 'barzh ! Klask a ra ar skiantourien hag ar skiantourezed kaout loened e-maez eus hor rummadoù deomp-ni evit keñveriañ an traoù, ha bezañ gouest da c'houzout muioc'h a draoù diwar-benn emdroadur ar spesadoù.

Da-heul, vez studiet an heureuchined peogwir int aes da sevel. Dre ma c'hoarvez ar speriañ, pe la fecondation, en dour, eo un dra aes da welet ha da studiañ. E kreizenn viologel Rosko da skouer ez eus bet enklaskoù gant heureuchined evit kompren gwelloc'h penaos e ya en-dro kelc'hiad ar gellig (le cycle cellulaire). Bras a-walc'h eo ar vielloù ur wech speriet, akomod eo evit sellet outo gant ur mikroskop. Ha be'z eus ivez enklaskoù war ar mod vez tremenet eus an ARN d'ar proteinoù. Ar pezh hon eus gwelet dija en ur gronikenn bennak !

Hag evit echuiñ e c'hell an heureuchined-mor awenañ ar skiantourien hag ar skiantourezed dre m'o deus perzhioù dedennus. O beg, "letern Aristote" zo efedus-tre, koulz hag ar peg a vez produet gant o fikoù. Bezañ awenet gant boudoù bev e giz-se a vez anvet ar "bevheñvelaat", pe "biomimétisme" e galleg. Un danvez a c'hellfe bezañ kinniget en ur gronikenn bennak marteze…

Un tamm pourmenadenn war ar mor hon eus graet gant an div gronikenn, evit ober anaoudegezh gant loened a seblant bezañ simpl. Met pa vez sellet pizhoc'h e vez kavet traoù interesant-bras. Kalz spesadoù zo, hag a vez kavet tro dro d'ar bed. Reiñ a reont tro da gomz diwar-benn gouennadur, kempouezoù ekologel ha me oar me. Kement-se a lak an heureuchined-mor da vezañ studiet gant ar skiantourien ha skiantourezed.

Reiñ a ra deomp da gompren ivez eo a-bouez an holl organismoù, ha pa vefe o neuz ken simpl hag ur voulenn.

{{< cc "by nc" >}}