3.8 KiB
title | date | draft | image | slug |
---|---|---|---|---|
#18 An demodeksed | 2022-08-31T12:00:00+02:00 | false | ./anDemodeksed.jpg | 18-an-demodeksed |
{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn An demodeksed. {{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed/embed/light" >}}
Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc'h eus boudoù bev a bep seurt. Alies-mat em eus kinniget deoc'h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija, evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved. Pe ar merien c'hoazh, a zo mil anavezet abaoe pell.
Hiziv e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ur spesad iskis, ur wech ouzhpenn. O, n'eo ket nevez-flamm, diskrivet eo bet al loened-se evit ar wech kentañ e kreiz an 19vet kantvet. Met n'eus ket pell zo, e miz Even 2022, ez eus bet lakaet war wel traoù nevez, traoù hag a cheñch hor sell ouzh al loened-se…
Goût a rit moarvat, n'omp ket hon unan en hor c'horf. Bakteri zo e pep lec'h war hor c'hroc'hen, e-barzh hor bouzelloù, evel em eus kontet deoc'h e kronikenn 5 Brav ha Bev. Estreget ar bakteri a zo avat, preñved a zo ivez, hag evit bezañ resisoc'h, preñved ar gal, akarianed. Unan eus a re-se a zo anvet "Demodex folliculorum", ul loen mann skej tri milimetr anezhañ. Hag iskis eo, me lâr deoc'h.
Bevañ a ra an akarianed-se war hor c'hroc'hen. Dreist-holl war hon dremm, 'kichen hor fri hag hon divabrant. Evit bezañ resisoc'h e vevont tost deus hor blevennoù, barzh 'pezh 'vez anvet le follicule pileux, ha debriñ a reont hor sebum, ar gwiskad druz a zo war hor c'hroc'hen. N'int ket dañjerus tamm ebet. Ne zegasont kleñved ebet, nemet m'eo gwan-kenañ sistem immunizel un den.
M'ho peus c'hoant da skrabañ ho tremm bremañ, un dra normal eo. Abalamour emaoc'h o soñjal 'barzh al loened-se o fiñval war ho tremm. Met a-benn ar fin n'omp ket direnket ganto gwech ebet e-pad an deiz. Kuzhet int 'barzh toulligoù c'hwez ar c'hroc'hen, pe les pores de la peau e galleg. Ne fiñvont nemet d'an noz, ha nemet evit strujañ. Plijus, 'gav ket deoc'h?
Kement-se a oa anavezet dija. Ha setu embannet ur studiadenn nevez er gazetenn Molecular Biology and Evolution, e miz Even 2022 gant ur skipailh skiantourien·ezed. Kavet o deus meur a dra :
- Un toull-revr o deus. Kredet 'veze n'o doa toull-revr ebet, hag e veze berniet ar c'haoc'h en o c'horf a-hed o buhez bihan a-walc'h (tro 5 devezh). Met kemeret o deus ar skipailh fotoioù a ziskouez o deus un toull-revr. N'eo ket dister !
- Kavet o deus ivez e vez treuzkaset an demodeksed d'ar vugale gant o zud, pezh a zo dic'hortoz evit ar parazitoù pe c'hwibez. Ha gwir eo 'vez kavet demodeksed tro-dro d'ar beg-bronn ivez. Treuzkaset 'vez an demodeksed d'ur bugel gant e vamm neuze.
- Hag evit echuiñ, o deus ar skiantourienezed sekañset jenom al loened-se, da lâret eo o deus lennet o ADN penn-da-benn. Ha bamet int bet o welet pegen bihan eo : nemet 50 milion a daouadoù-bazennoù, 50 milion a lizherennoù m'ho peus c'hant. Un den en deus 3 miliard, 60 gwech muioc'h. Ral eo al loened gant un ADN ken bihan.
Hervez ar skipailh emañ jenom an demodeksed o tigreskiñ. Lakaat a reont muioc'h-mui a fiziañs en o ostizien, da lâret eo : ni. Da skouer o deus paouezet d'en em wareziñ diouzh an heol hag an UV : kroc'hen an den a ra. Memes mod, ezhomm ebet da gaout ur sistem sirkadian klok 'giz hon hini evit ober an difoc'h etre an deiz hag an noz : implijout a reont hor melanine deomp-ni. Kement a gefridioù hag a c'hell bezañ skarzhet diwar ar jenom neuze.
Koulskoude eo dañjerus evit ar spesad : marteze e vez lakaet re a fiziañs en denelezh ? Azasaet mat eo 'barzh an endro a-vremañ, met an dra-se a c'hell cheñch, ha buan a-walc'h, ha ne vo ket azasaet an demodeksed ken. Gwelet e vo (pe get, pegen bihan int) !
{{< cc "by nc" >}}