blog/content/podcasts/brav-ha-bev/14-an-ornitorinked/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5.7 KiB

title date draft image slug
#14 An ornitorinked 2022-03-02T12:00:00+02:00 false ./anOrnitorinked.jpg 14-an-ornitorinked

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ornitorinked. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ornitorinked/embed/light" >}}


Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell.

Hiziv vo komzet eus unan eus loened drollañ, iskisañ zo er bed : an ornitorinked

Ar wech-mañ vo graet anaoudegezh ganto evel an Europeaned o doa graet.

E fin an XVIIIvet kantvet emaomp. An Europeaned a glask ober tro ar bed.

John Hunter, eus bro Saoz, 'oa deuet da Aostralia da chom, e lec'h ma oa gouarnour. Da lâret, penn kolonienn "Sukembre-Nevez", pe "Nouvelle-Galles du Sud", e Aostralia. Goude bezañ klasket renkañ an traoù eno, kement-all a reuz evel ma oa bet gant ar gouarnour all araozañ, e oa aet Hunter da bourmen dre ar vro. Hag eñ, pe e skipailh, d'en em gavout gant ul loen iskis. Lazhet al loen ganto evel-just, diouzh ar c'hiz e oa, ha kaset e vlev da vro Saoz, asambles gant tresadennoù.

Ha ne oa ket an dud e bro Saoz evit krediñ ar pezh 'oa c'hoarvezet. Ur farsadenn 'oa, a soñje dezho, lost al leue, pe ur c'hanular ! Evit ar skiantourien e oa ur meskaj gant meur a loen. Dre vras, beg un houad asambles gant feur un avank, ur c'hastor ma karit.

A-benn ar fin, ne oa ket, ha komañset e oa ar skiantourien da glask kompren petra 'oa al loened-se.

An ornintorinked zo loened 50 cm anezho, ha diouzh an noz e vevont kentoc'h. Gwir eo ez eus tres an avanked warno. Ur feur brun o deus, ha plat a-walc'h eo o c'horf hag o lost. Netra ispisial betek-henn. Met selaouit 'ta pezh zo da heul. O favioù a zo e-giz re un houad : ar re-mañ zo palm pe palmezet. Talvoudus eo an dra-se en o en-dro. E-kichen ar stêrioù e vevont, gwelloc'h eo kaout pavioù ledan evit neuial pe bale war-c'horre al lec'hid, la vase e galleg, m'ho peus c'hoant.

Met n'eo ket tout ! Ouzhpenn pavioù palmezet o deus. O beg zo memes-mod evel hini un houad ivez, 'peus ket 'met soñjal. E gwirionez, an dra-se zo ur javed hag a denn deus beg un houad kentoc'h, met aes eo kompren perak n'o doa ket kredet ar skiantourien saoz arpezh o doa gwelet, ken heñvel eo ar beg deus beg ar c'haniged.

Ha n'eo ket tout c'hoazh ! Ar parezed a brodu laezh. Bronneged int neuze, n'eo ket dav kavout droll. Pezh zoê… n'o deus tamm bronn ebet koulskoude. Al laezh a teu dre ar c'hroc'hen ha redek a ra war-c'horre ar blev. Ar re vihan n'o deus ken 'met lipañ ar blev neuze. Bronneged hep bronn. Se zo dibar e-touez ar bronneged.

Hag gant ar pared vez produet un dra dibar ivez. Ar re-mañ eo ar bronneged nemeto hag a zo gouest da broduiñ binim, ampoezon, dre ur flemm hag a zo war o favioù. N'ouzer ket re da betra servij an dra-se. N'eus nemet ar pared a c'hell produiñ binim, marteze 'vez implijet da vont d'ar pared all da vare ar strujañ.

Kement-se a laka al loened-se da vezañ un tammig droll, 'soñj ket deoc'h ? Met, ur wech ouzhpenn, n'eo ket echu ! Dozviñ vioù a ra an ornitorinked… daoust-hag int bronneged !

Biskoazh kemend-all ! Bronneged ne zozvont ket vioù, sañset! Ha padal, int a ra. Heñvel ouzh vioù al laboused eo re an ornitorinked, ha goret e vezont gant ar vamm, 'pad un 10 devezh bennak.

Drol eo al loened-se neuze. Ar re-se eo ar bronneged nemeto hag a zozvont, hag ar re nemeto hag o deus binim.

Hag un draig ispisial o deus, c'hoazh : ur skiantenn pe ur sañs ma karit zo ganto. An elektrolec'hiañ, pe l'électrolocalisation mar karit. Ar skiantenn-se zo d'an ornitorinked ha d'o c'hendirvi ivez, da lâret eo, gant rummad ar Monotremed. Gras dezhi e c'hellont chaseal en dour. Pa splujont e chom serr o daoulagad, ha ne c'hellont ket implijout ar c'hwezh ken nebeut, evel ma ra ar rinkined lakaomp. Met gall a reont santout ar red tredan e-barzh kigennoù al loened all. O beg zo elektroreseverioù war e c'horre. Gouest eo an ornitorinked da santout pelec'h emañ ur preizh o fiñval neuze. Hag efedus eo!

Echu eo bremañ gant o ferzhioù dibar. Bez' ez eus un dra all c'hoazh hag a zo heñvel deus pezh a c'hoarvez gant ur bern loened all, siwazh. En arvar pe en dañjer emaint. Pe : bet int bet en dañjer kentoc'h, cheñchet eo an traoù bremañ. Soñj 'peus deus ar pezh a oa bet graet gant an europeaned digentañ a-benn o doa gwelet an ornitorink kentañ ? Lazhañ al loen o doa graet diouzhtu. Aes eo kompren petra c'hoarvez ganto bremañ ! Chaseet int bet kalz evit ar feur, betek penn-kentañ an XXvet kantved. Goude-se int bet gwarezet dre chañs, e lec'h ma vevont, e Aostralia. Met n'ouzer ket resis penaos emañ an traoù en o en-dro, hag en deus cheñchet kalzig. Stankelloù zo, hentoù bras, chas ha kizhier ivez… Ouzhpenn da se e vezont chaseet e-maez al lezenn, hag un nebeud loened zo bet kavet mouget gant lastez plastik.

Gant an dra-se vo klozet ar gronikenn, diwar-benn d'an ornitorinked. C'hwi ho peus klevet pegen ispisial int, gant o neuz, o doareoù da vevañ, da chaseal… Hag ur wech ouzhpenn hon eus lakaet war wel pegen bresk e c'hell bezañ ur spesad. Gwir eo, n'eus ket par d'an ornitorinked evit beviñ o en-dro. Superloened int en ur mod, 'vel an tardigraded, hag hon eus safaret deuzouto dija. Met pa vez distrujet an en-dro gant savadurioù, stankelloù pe hentoù bras, pa vez saotret gant plastik, kement-se a c'hell cheñch penn d'ar vazh. Ur gwir deñzor eo ar vevliesseurted, la biodiversité. Ha talvezout a ra ar boan gwareziñ anezhi, evit ober anaoudegezh ganti, ne gav ket deoc'h?

{{< cc "by nc" >}}