blog/content/podcasts/brav-ha-bev/23-an-antibioresistans-1/index.br.md

92 lines
4.5 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2023-12-22 16:12:25 +00:00
---
title: "#23 An antibioresistañs (1/2)"
date: 2022-11-23T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./antibioresistans1.jpg"
slug: "23-an-antibioresistans-1"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An antibioresistañs (1/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-1-2-an-antibiotikou/embed/light" >}}
---
Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ.
Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez.
Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs,
un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù.
Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ.
Ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928.
Alies e komañser da gontañ istor an antibiotikoù gant un den e vakañsoù.
N'eo ket n'eus forzh peseurt den.
Alexander Fleming 'ni eo, un den eus bro Saoz.
O vakañsiñ emañ neuze, pe kentoc'h, o tistreiñ eus e vakañsoù emañ.
O paouez distreiñ d'e laboratouer emañ.
Hennezh zo medisin, ha… boulc'hurun !
Louet eo e labour ! Loued eo an traoù, louedadur zo un tamm pep lec'h !
'Meus ket lâret deoc'h petra a ra Fleming.
Klask a ra fardañ louzoù gouest da lazhañ ar baktiri.
D'ar mare-se veze klasket antiseptikoù, pe louzoù a lazh pep tra (baktiri, virusoù, ha kement zo).
Ha setu zo boestoù Petri en e labo.
Goût a rit, ar boestoù rond lec'h ma vez lakaet traoù e-barzh evit gwelet petra a gresko enno.
Sañset ne oa nemet baktiri, met an deiz-se 'oa un tarch louedadur ouzhpenn.
Ha merzhout a ra n'eus ket baktirienn ebet e lec'h ma 'z eus loued.
Soñjet en deus un tamm a-barzh kinnig ar vartezeadenn-se.
Produet 'vefe un dra bennak gant al louedadur hag a virfe ouzh ar baktiri da vevañ.
Reiñ a ra d'ar produ-se un anv : ar penisilin.
Ranket en deus gortoz 10 vloaz a-raok gwelet an traoù o vont war-raok.
'Pad an 10 vloaz-se, den n'en doa kavet an tu da buraat ar penisilin,
da gaout nemet ar volekulenn-mañ, hep molekulenn all ebet.
E 1939 'vat eo bet kavet an tu d'ober gant ur skipailh e skolveur Oxford.
Amprouet eo bet ar penisilin gant tud c'hloazet, gant berzh.
Roet zo bet ur priz Nobel da Fleming ha d'ar skipailh e Oxford,
ha goude-se eo bet ar penisilin, asambles gant antibiotikoù all, implijet muioc'h-mui.
Ur bern antibiotikoù zo bremañ, muioc'h 'vit 10 000 molekulenn.
An darn vrasañ deuzouto zo produet gant an natur.
Gant organismoù heñvel deus al louedadur 'oa e labo Alexander Fleming da skouer.
Pe c'hoazh gant baktiri all, pe plant, ha me oar me.
Ar molekulennoù-se o deus un efed war ar baktini, ha nemet ar baktiri neuze.
'Vit dont a-benn da atakiñ ar baktiri nemetken e ranker atakiñ un dra o deus ar baktiri
ha n'o deus ket an organismoù all.
Baktiri zo, da skouer, o deus un doare moger tro-dro dezho.
La paroi bactérienne 'vez graet eus an dra-se.
N'eus nemet ar baktiri-se o deus ar voger-se.
Ha setu giz-se zo antibiotikoù, ar penisilin en o zouez, a vir ouzh ar baktiri da sevel o moger.
N'hallont ket mui brasaat, ha mervel a ront da c'houde.
Kalz doaeroù all zo.
Kalz mekanismoù er c'hellig, kalz mécanismes cellulaires m'ho peus c'hoant, a c'hell bezañ taget.
Ha komzet 'vo eus an dra-se er rann a zeu.
Ha penaos 'vez implijet an antibiotikoù hiziv-an-deiz ?
Implijet 'vezont e meur a zegouezh.
Gant ar re glañv, evel-just.
Met ivez evit ar chatal hag al loened all.
Muioc'h 'vit an hanter eus an antibiotikoù a zo a vez roet d'al loened.
Ha gwir eo vez roet d'al loened betek re, a soñj da dud zo.
Da skouer e c'heller reiñ antibiotikoù a-raok ma chomfe klañv un tropell, kenkaz 'vefe ezhomm.
Ha betek 2006 e veze roet koñje da ouzhpennañ antibiotikoù e boued al loened,
evel "faktor kresk", pe facteur de croissance ma karit.
E Kanada hag er Stadoù Unanet e c'heller ober seurt traoù c'hoazh, evit produiñ kig buanoc'h.
An dra-se zo dañjerus 'vat, 'blam d'an antibioresistañs.
Met safaret 'vo deus an dra-se a-benn ar rann a zeu.
Safaret hon eus eus baktiri, ur wech ouzhpenn.
Lakaet hor boa ar gaoz warno dija gant ar c'hronikennoù Brav ha bev.
Er gronikenn diwar-benn mikrobiot ar bouzelloù, hag ivez en unan all diwar-benn ar boued lakaet e go.
Ar wech-mañ hon eus gwelet ar baktiri 'giz organismoù drouk.
Dre chañs zo antibiotikoù evit en em zifenn.
Met ur redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hell bezañ produet ganeomp.
'Pezh 'vo gwelet er rann a zeu.
{{< cc "by nc" >}}