blog/content/podcasts/brav-ha-bev/12-an-heureuchined-mor-1/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.8 KiB

title date draft image slug
#12 An heureuchined-mor (1/2) 2022-02-02T12:00:00+02:00 false ./anHeureuchinedMor1.jpg 12-an-heureuchined-mor-1

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode An heureuchined-mor (1/2). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-heureuchined-mor-1-2/embed/light" >}}


Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c'hroc'hen. Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor. Graet e vo heureuchined-mor deuzouto er gronikenn-mañ. Deomp dezhi!

Petra eo an heureuchined-mor neuze? C'hwi oar mat petra emaon o vont da lâret bremañ : ar re-mañ zo liesseurt. Tost 1000 spesad 'vez kontet en holl, e kement mor zo tout. Dre vras, memes stumm o deus tout : ur voulenn, 5 pe 10 cm hed, drein war he gorre.

Sellomp pizhoc'h ouzh o drein. Gouest int da fiñval un tamm. Ar re-se a servij dezho da vale, da gentañ. Feiz, n'eo ket fouetañ bro. Bale a reont war strad ar mor, met nemet un nebeud metradoù, pas muioc'h. Ha mod-all, implijet vez an drein-se ganto d'en em wareziñ. Lakait ho troad war-c'horre un heureuchin-mor 'ta, c'hwi welo ! Poanius eo, ha diaes eo tennañ an tammoù en em gavet dindan ar c'hroc'hen.

Sellomp ouzh un heureuchin-mor en e bezh bremañ. 5 lodenn a zo, 5 gwech ar memes-tra. Un doare simetriezh eo. Ha ma vefe sellet en ennañ e vefe kavet 5 gwech ar memes tra ivez.

Ha pelec'h emañ an tu a-raok hag an tu a-dreñv? N'eus ket! 'fin, n'eus ket a gof ha n'eus ket a gein. Tu ar beg a zo da zigentañ, a zo troet da sellet deus an douar, hag an tu all emañ tu ar revr a-benn ar fin.

Interesant eo beg an heureuchined. Lesanvet eo "letern Aristote", pe "la lanterne d'Aristote" e galleg, abalamour oa bet studiet gant Aristote "himself", e-unan, dija, 300 bloaz a-raok JK. E-kreiz 5 lodenn ar c'horf emañ ar beg, ha setu zo 5 lodenn ennañ ivez. 5 dant lemm a ya d'ober ur beg kreñv. Aristote en doa deskrivet anezhañ er mod-se: 5 dant o deus an heureuchined, a zo toull. E-touez an dent-se ez eus ur c'horf bouedek a zo dres evel an teod. War-lerc'h e teu ar gourlañchenn (pe an oesophage), ha goude ar gourlañchenn, ar stomog, a zo rannet e 5 lodenn, hag a zo leun a gaoc'h Stag eo an daou benn eus ar beg, met n'eo ket didroc'h e c'horre. Tennañ a ra kentoc'h eus ul letern a vankfe dezhañ ar c'hroc'hen, sañset da c'holoiñ e framm.

N'eo ket aes treiñ an dra-se e brezhoneg. Me 'meus troet diwar ar galleg, met evit lâret ar wirionez deoc'h eo bet troet diwar ar gresianeg kozh evel-just. Hag abaoe un toullad bloavezhioù eo ar savet ar jeu etre an troerien. Troerien zo a soñj dezho eo bet anvet "letern Aristote" gantañ, korf an heureuchined a-bezh, ha lod all a soñj dezho n'eo nemet o beg. Hiziv an deiz, n'eo ket gwall sklaer 'at !

Petra a reont gant o 5 dant lemm ? Debriñ ! Peuriñ a reont e gwirionez. Debriñ a reont bezhin dreist-holl, kalz bezhin. Debret e vezont ivez, unan eus o freizherien eo an dourgon-mor pe ar chas-dour-mor, pe e galleg, les loutres des mer. Hag an dra-se zo ur skouer vat eus un dra a vez lâret kempouez ekologel. E meurvor Habask, war aod Norzhamerika, e Kalifornia da skouer, e veze kavet heureuchined-mor ha dourgon-mor. D'ur mare bennak eo bet chaseet kalz, betek re, an dourgon-mor. Aet eo al loened-se da netra, pe dost, e deroù an XXvet kantved. Kalz nebeutoc'h a wask a oa war an heureuchined neuze. Deuet int da vezañ stankoc'h-stankañ. Ha setu d'o zro o deus chaseet, pe kentoc'h debret o meuz : ar bezhin. Met siwazh ! Ar bezhin a vez kavet eno a zo evel ur gwir ekosistem, evel ur c'hoad. Ha justamant 'vez anvet er mod-se : koad bezhin, pe "forêt de kelp" e galleg. Rak bezhin bras ha liesseurt a zo. Hag un tammig evel en ur c'hoad gant gwez, e vez kavet ur bern loaned o chom ennañ. Ha setu, pa 'z eo aet da netra an dourgon-mor eo bet debret betek re gant an heureuchined. Setu ur skouer vat eus ar c'hempouez ekologel. Ha diskouez a ra deomp splann penaos e c'hell mab-den cheñch ekosistemoù a-bezh o chaseal spesad-mañ-spesad.

Graet ho peus anaoudegezh gant loened simpl a-hervez. Kalz traoù zo da lâret diwar o fenn koulskoude. Hiziv hon eus deskrivet o neuz, ha lâret int studiet abaoe pell. Ha profitet hon eus deus an dra-se evit kontañ eus kempouezoù ekologel, ha lâret pegen bresk e c'hellont bezañ.

Daou dra a chom da welet c'hoazh, ha graet e vo er rann a zeu : ar strujañ (pe ar gouennañ) da gentañ ha da eil, penaos e reont evit sikour ar skiantourien hag ar skiantourezed. Fin, petra a zigasont er bed skiantel. Ac'hann di, diwallit da gerzhout war drein an heureuchined-mor!

{{< cc "by nc" >}}