blog/content/br/imor/kazetenn-5/index.md
2020-12-05 12:47:47 +01:00

1.5 KiB

title date description tags draft
Kazetenn ar c'henfinañ #5 2020-12-05T12:45:08+02:00 Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn pemp !
o-teskiñ
kenfinañ
false

Ar sizhun-mañ

Sioul awalc'h e oa ar sizhun-mañ. Ne'm eus ket kavet ur staj ha ne oa ket kentel ebet.

Tro am boa bet da ziskuizh an tammig ha da adlenn ma notennoù.

Ar re hep staj o doa bet emwelioù hiniennel evit komz diwar-benn hor live e brezhoneg. Laouenn e oan peogwir eo mat awalc'h ma live e-keñver ar pezh emañ ar stummerien o c'hortoz.

Bet hor boa un atalier raktres micherel. Koul e oa rak komzet hor boa dre strolladigoù diwar-benn hor raktresoù. Dedennus ha awenus e oa ! Dizoloet em eus al lec'hienn Labour zo, ur lec'hienn gant kalz kinigoù labour e brezhoneg. Ha neuze em eus kroget treiñ ma CV e brezhoneg.

(Al liamm RSS evit resev ar c'hinigoù labour zo kuzhet. Met kavet em eus anezhañ ! Setu : https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend)

Siwazh ne m'oa ket lennet e brezhoneg tamm ebet. Met gwelet em boa un nebeud videoioù war Brewhoweb. Da skouer ur gontadenn gant Awen Plougoulm diwar-benn Lenn Brenniliz. Ha komprenet em eus an istor (gant an istitloù evit ar poent) !

Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c'hentañ !