--- title: "Kazetenn ar c'henfinañ #5" date: 2020-12-05T12:45:08+02:00 description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn pemp !" tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"] draft: false --- ## Ar sizhun-mañ Sioul awalc'h e oa ar sizhun-mañ. Ne'm eus ket kavet ur staj ha ne oa ket kentel ebet. Tro am boa bet da ziskuizh an tammig ha da adlenn ma notennoù. Ar re hep staj o doa bet emwelioù hiniennel evit komz diwar-benn hor live e brezhoneg. Laouenn e oan peogwir eo mat awalc'h ma live e-keñver ar pezh emañ ar stummerien o c'hortoz. Bet hor boa un atalier raktres micherel. Koul e oa rak komzet hor boa dre strolladigoù diwar-benn hor raktresoù. Dedennus ha awenus e oa ! Dizoloet em eus al lec'hienn [Labour zo](https://labourzo.ubapar.bzh/), ur lec'hienn gant kalz kinigoù labour e brezhoneg. Ha neuze em eus kroget treiñ ma CV e brezhoneg. *(Al liamm [RSS](https://fr.wikipedia.org/wiki/RSS) evit resev ar c'hinigoù labour zo kuzhet. Met kavet em eus anezhañ ! Setu : [https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend](https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend))* Siwazh ne m'oa ket lennet e brezhoneg tamm ebet. Met gwelet em boa un nebeud videoioù war [Brewhoweb](https://www.brezhoweb.bzh/). Da skouer ur gontadenn gant Awen Plougoulm diwar-benn [Lenn Brenniliz](https://www.brezhoweb.bzh/Awen-plougoulm-lenn-brenniliz-mojennou_fiche_2745.html). Ha komprenet em eus an istor (gant an istitloù evit ar poent) ! Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c'hentañ !