36 lines
1.5 KiB
Markdown
36 lines
1.5 KiB
Markdown
|
---
|
||
|
title: "Kazetenn ar c'henfinañ #5"
|
||
|
date: 2020-12-05T12:45:08+02:00
|
||
|
description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn pemp !"
|
||
|
tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"]
|
||
|
draft: false
|
||
|
---
|
||
|
|
||
|
## Ar sizhun-mañ
|
||
|
Sioul awalc'h e oa ar sizhun-mañ.
|
||
|
Ne'm eus ket kavet ur staj ha ne oa ket kentel ebet.
|
||
|
|
||
|
Tro am boa bet da ziskuizh an tammig ha da adlenn ma notennoù.
|
||
|
|
||
|
Ar re hep staj o doa bet emwelioù hiniennel evit komz diwar-benn hor live e brezhoneg.
|
||
|
Laouenn e oan peogwir eo mat awalc'h ma live e-keñver ar pezh emañ ar stummerien o c'hortoz.
|
||
|
|
||
|
Bet hor boa un atalier raktres micherel.
|
||
|
Koul e oa rak komzet hor boa dre strolladigoù diwar-benn hor raktresoù.
|
||
|
Dedennus ha awenus e oa !
|
||
|
Dizoloet em eus al lec'hienn [Labour zo](https://labourzo.ubapar.bzh/), ur lec'hienn gant kalz kinigoù labour e brezhoneg.
|
||
|
Ha neuze em eus kroget treiñ ma CV e brezhoneg.
|
||
|
|
||
|
*(Al liamm [RSS](https://fr.wikipedia.org/wiki/RSS) evit resev ar c'hinigoù labour zo kuzhet.
|
||
|
Met kavet em eus anezhañ ! Setu : [https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend](https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend))*
|
||
|
|
||
|
|
||
|
Siwazh ne m'oa ket lennet e brezhoneg tamm ebet.
|
||
|
Met gwelet em boa un nebeud videoioù war [Brewhoweb](https://www.brezhoweb.bzh/).
|
||
|
Da skouer ur gontadenn gant Awen Plougoulm diwar-benn [Lenn Brenniliz](https://www.brezhoweb.bzh/Awen-plougoulm-lenn-brenniliz-mojennou_fiche_2745.html).
|
||
|
Ha komprenet em eus an istor (gant an istitloù evit ar poent) !
|
||
|
|
||
|
|
||
|
Setu evit ar sizhun-mañ.
|
||
|
Ken a c'hentañ !
|