blog/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.br.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

4.8 KiB

title date draft image slug
#35 Beg-heskenn Oceanopolis 2023-12-27T12:00:00+02:00 false ./begouHeskenn.jpg 35-beg-heskenn-oceanopolis

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Beg-heskenn Oceanopolis. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis/embed/light" >}}


Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023. Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint. N'eus ket kalz deuzouto neuze. N'eus ket muioc'h 'vit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh, soñjit ta. Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked-heskenn : les poissons-scies.

Petra int ? Pesked int, e isklas ar rinkined hag ar raeed. Un doare rae eo e gwirionez, unan bras a-walc'h, e-tro 3 metr pe brasoc'h c'hoazh. Plat int, o beg zo eus tu ar c'hof, hag an daoulagad eus an tu all, tu ar c'hein. Met dreist-holl e vezont anavezet diouzhtu gant o fri hir, a zo anvet ur "rostre". Stumm un heskenn zo dezhañ. Ha setu eus pelec'h e teu an anv "beg heskenn" neuze. War an heskenn vez kavet seurt dent. Ne servijont ket da zebriñ e gwirionez, re bell int deus ar beg. Met gras dezho eo gouest ar pesked-se da glask preizhoù.

Gouest int da vevañ en dourioù leidek, dourioù "turbides", dourioù louz, un tamm, m'ho peus c'hoant. Dourioù lec'h ma vez ket gwelet kalz traoù, ha setu giz-se zo ezhomm da santout ar preizhoù gant un doare all, un doare ha n'eo ket an daoulagad. Ar begoù-heskenn a ra 'giz an ornitorinked, m'ho peus soñj eus ar gronikenn diwar o fenn. Implijout a reont an elektrolec'hiañ pe l'électrolocalisation ma karit. Rak tredan zo en dour pa fiñv ul loen bennak. N'eus ket kalz evel-just, met pa fiñv kigenn ul loen bennak vez krouet ur maez tredan, un champ électrique. 'Pezh a c'hell santout, detektiñ, ar begoù heskenn, gras d'o fri dreist-holl.

Un dra dibar all zo dezho : gall' reont bevañ e dourioù sall ha dourioù dous. Dre-se e c'hellont chom er mor pe er sterioù, en aberioù, ha kement zo. An dra-se zo dibar a-walc'h, rak bevañ er mor n'eo ket tamm ebet ar memestra 'giz bevañ en dour dous. Er mor zo kalz muioc'h a hollen eget e gwad ar pesked. Blam ma evont dour sall atav e rankont ezverañ, kas an hollen er maez eus o c'horf atav. En tu all, an dour dous n'eo ket ken sall hag o gwad. Er c'hontroll neuze, vez ezveret kalz troazh, kalz staot, kalz dour e gwirionez. Klask a ra al loened kaout un troazh gant nebeut-tre a hollen evit mirout anezhañ 'ba o c'horf. Neuze zo 2 zoare disheñvel-mik d'ober war-dro pegen sall eo an dour tro-dro d'al loened mor, ha n'eo ket ken aes-se bezañ gouest d'ober an daou !

Kavet e vez ar begoù-heskenn un tamm pep lec'h er morioù tro-dro da c'houriz ar bed, tro-dro d'an ekwateur ma karit. Met, 'giz meus laret bremaik, en arvar emaint, ha ne vezont ket kavet kement-se ken. Pad pell oa bet gwerzhet ar "rostre", fri ar pesked-se, pe c'hoazh an angelloù, les nageoires. Ha disoc'h bloavezhioù ha bloavezhioù giz-se zo : nebeutoc'h-nebeutañ a vegoù-heskenn.

Ha, 'giz 'meus laret bremaik ivez, unan zo, ur barez zo, e Brest. Pe kentoc'h, unan 'oa e Brest betek an diskar amzer 2023. Ar skipailhoù skiantel zo o klask ober un dra bennak ganti. Kaset eo bet, ken sioul ha ma c'haller evel-just, da Vontpelhier, pell a-walc'h eus Breizh neuze, evit ober anaoudegezh gant ur par. Ar pal eo klask lakaat an 2 loen-se da strujañ. Gant un tamm chañs e c'hallfent en em glevet mat ha kaout peskigoù-heskenn. Ouzhpenn da se e rofe d'ar skiantourezed ha d'ar skiantourien da c'hoût muioc'h diwar-benn ar spesad. Goût a reer eo ar re-se vibevc'haner, ovovivipare e galleg. Da lâret e savont vioù, met ar vioù-se a chom e korf ar vamm, ha diflukañ a reont enni. Ar peurrest, 'at, n'ouzer ket. 'Pad pegeit e chom leuniet ar barezed, pet peskig vez ganet war un dro, e peseurt mare e c'hellont strujañ… Kalz pikoù goulenn zo !

An taol-ease gant an 2 loen a servij d'un dra all c'hoazh. Oceanopolis ha Planet Ocean, akwariom Montpelhier, o eus ur c'hefridi a-bouez Reiñ d'an dud, d'ar publik, da gompren pegen bresk eo an endro. Ne vo ket saveteet ar spesad en un akwariom evel-just. Ar pezh a gont eo kentoc'h, cheñch an doare da besketa, 'blam ma vez tapet begoù-heskenn dre fazi e rouejoù ar besketourien. Re aes eo dezho bezañ rouestlet, luziet 'ba'r rouedoù gant o fri hir mod-se. Hag un dra all zo a lak diaes ar re-se eo cheñchamant al lec'hioù ma c'hallont bevañ. An aberioù da skouer, pe ar mangrovioù, zo o cheñch, pe distrujet vezont memes.

Kalon vat d'ar barez zo bet kaset da Vontpellier, kalon vat d'ar spesad a-bezh. Ha dalc'homp da zeskiñ diwar-benn ar begoù-heskenn neuze, hag e-pad pell c'hoazh, michañs.

{{< cc "by nc" >}}