blog/content/podcasts/brav-ha-bev/24-an-antibioresistans-2/index.br.md

77 lines
3.9 KiB
Markdown
Raw Normal View History

2023-12-22 16:12:25 +00:00
---
title: "#24 An antibioresistañs (2/2)"
date: 2022-12-07T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./antibioresistans2.jpg"
slug: "24-an-antibioresistans-2"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An antibioresistañs (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-antibioresistans-2-2/embed/light" >}}
---
Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù.
Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz.
Hiziv e kinnigan deoc'h kenderc'hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs.
Bec'h dezhi !
Perak 'vez muioc'h-mui eus an antibioresistañs ?
Gwelet hor boa er rann ziwezhañ e vez implijet an antibiotikoù betek re a wechoù.
E broioù zo e vez roet al louzoù-se d'al loened hep gwir abeg,
ha diwar-se e teu un nebeud baktiri da vezañ padus, résistantes ma karit.
Dañjerus eo ar ar re-se, n'haller ket lazhañ anezho ken.
Ha setu giz-se zo muioc'h-mui a gleñvejoù a c'hell an nen pakout en ospital.
Ar pezh a vez anvet les maladies nosocomiales m'ar karit.
Pezh zo, ma vez paket ur c'hleñved 'giz-se gant un den bresk,
hep antibiotik da sikour anezhañ, riskl zo dezhañ da vervel.
'giz etre 5 000 ha 10 000 den all bep bloaz e Frañs. N'eo ket dister.
Ur gerig evit kompren penaos e teu ar baktiri da vezañ padus,
da vezañ gouest da zalc'hen penn deus an antibio.
2023-12-23 15:29:26 +00:00
M'ho peus selaouet ar gronikenn diwar-benn martezeadenn ar Rouanez Ruz : an dra-se 'ni eo a c'hoarvez.
2023-12-22 16:12:25 +00:00
Soñj ho peus ? An holl organismoù zo oc'h emdreiñ,
o cheñch un tammig bihan etre pep rummad.
2023-12-23 15:29:26 +00:00
Gouest eo ar baktiri da emdreiñ, da evoluiñ buan a-walc'h, gras da daou dra :
2023-12-22 16:12:25 +00:00
Niverus int, pep kellig bihan zo un organism.
Hag ur rummad zo berr-tre.
E-korf un devezh hepken zo meur a rummad, ha gant pep rummad 'teu cheñchamantoù bihan.
Gras d'an daou dra-se neuze emañ ar baktiri oc'h en em adaptiñ buan a-walc'h deus o endro.
Un endro, a zo ennañ muioc'h-mui a antibiotikoù.
Pa vez lonket un antibiotik, tout ar baktiri a varv kazimant, met a-wechoù e c'hell un pe zaou tremen hebiou.
Hag a re-se, asambles gant o lignez, o diskennidi, a oar penaos bevañ gant an antibiotik.
Kemer a reont plas ar re gizidik tamm-ha-tamm, ha 'benn ar fin ne chom mui nemet ar re greñv.
Ouzhpenn da-se eo gouest ar baktiri da eskemm tammoù ADN,
hag a-wechoù vez skrivet war un tamm ADN an doare da dremen hebiou un antibiotik bennak.
'Blam da se e c'hell an antibioresistañs en em astenn buan a-walc'h.
N'haller ket ober hep an antibioresistañs e gwirionez.
An antibiotikoù zo 'barzh endro ar baktiri, hag evel ar Rouanez Ruz emañ a re-se o redek, oc'h en em adaptiñ.
Ar pezh a c'hellomp ober memes tra eo lakaat anezho da redek goustadikoc'h.
2023-12-23 15:29:26 +00:00
Meur a zoare zo d'ober :
2023-12-22 16:12:25 +00:00
Pa vez roet deoc'h antibiotikoù, dav eo deoc'h kemer al louzoù betek fin ar prantad divizet gant ar medisin.
Perak ? Goude daou pe dri devezh e c'hellit en em santout gwelloc'h,
met chom a ra baktiri ar c'hleñved en ennoc'h memes tra.
Hag ar re-se zo kreñvoc'h 'vit ar re all, dre m'o deus treuzvevet betek-henn.
Chañs zo ne dreuzvevfent ket ur prantad hiroc'h gant antibiotikoù avat.
Un doare all eo nompas kemer pe reiñ antibiotikoù pa n'eus ket ezhomm.
Kalz kleñvejoù n'int ket liammet deus ar baktiri, met kentoc'h deus virusoù pe traoù all.
An antibiotikoù ne servijfent da netra, war-bouez reiñ d'ar baktiri un digarez d'en em adaptiñ.
Gwelet hon eus penaos e c'hell ar baktiri en em adaptiñ deus an antibiotikoù.
Ur gwir redadeg zo gant al louzoù a c'hellomp produiñ hag ar baktiri oc'h emdreiñ neuze.
Dav eo deomp bezañ fur rak ar re-se oa en em gavet war an Douar kalz a-raok ac'hanomp,
ha gouest int d'en em azasaat kalz buanoc'h evidomp.
2023-12-23 15:29:26 +00:00
Ul labour a-stroll zo d'ober : ret mirout mat an antibiotikoù
2023-12-22 16:12:25 +00:00
'vit ma vefent efedus pa vo ezhomm deuzouto.
{{< cc "by nc" >}}