112 lines
5 KiB
Markdown
112 lines
5 KiB
Markdown
---
|
|
title: "#11 An ADN (3/3)"
|
|
date: 2022-01-19T12:00:00+02:00
|
|
draft: false
|
|
image: "./anAdn3.jpg"
|
|
slug: "11-an-adn-3"
|
|
---
|
|
|
|
{{< block_color blue >}}
|
|
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ADN (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou).
|
|
{{< /block_color >}}
|
|
|
|
|
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou/embed/light" >}}
|
|
|
|
---
|
|
|
|
Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN.
|
|
Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh.
|
|
Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc'h, traoù a c'haller gwelet gant an daoulagad.
|
|
Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad.
|
|
|
|
Petra a c'hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ.
|
|
Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel.
|
|
|
|
Heñ, petra 'peus lâret?
|
|
Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel, pe "théorie fondamentale de la biologie moléculaire" e galleg flour.
|
|
Ar vevoniezh volekulel, biologie moléculaire mar karit,
|
|
eo ar skiant a studi molekul ar c'helligoù.
|
|
An ADN en o zouez, neuze.
|
|
|
|
An deorienn-mañ a zo un doare kredo, ur gouizidigezh kreñv.
|
|
Gwelet hon eus, dre vras, petra eo an ADN.
|
|
Molekul all a vez kavet er c'helligoù.
|
|
Da skouer : an ARN (a zo anavezet ganeoc'h moarvat, gant ar vaksinoù a-enep ar C'hovid).
|
|
Ha molekul all c'hoazh : ar proteinoù.
|
|
Petra eo al liamm etre an teir familh a volekul, al liamm etre an ADN, an ARN hag ar proteinoù?
|
|
An deorienn justamant.
|
|
|
|
Met lakaomp ar gaoz war an ADN da gentañ.
|
|
Kemeromp ar skeudenn 'moa kinniget deoc'h a-raok : al levr.
|
|
An ADN 'vefe evel ul levr, ar c'hromozomoù evel chabistroù,
|
|
hag ar jenoù evel ar gerioù gant al lizherennoù A, T, C ha G.
|
|
E gwirionez eo ar gerioù hir a-walc'h : e-tro 50000 lizherenn evit jenoù an denelezh.
|
|
Ur geidenn eo evel-just, b'ez eus jenoù gant nebeutoc'h evit 1000 lizherenn en enno,
|
|
ha reoù all gant muioc'h evit 2 vilion a hini.
|
|
Kalzik a jenoù zo ennomp: 30000 en holl.
|
|
Asambles gant lodennoù all eus an ADN e reont ar pezh a vez anvet "ar jenom".
|
|
An holl ADN a-benn ar fin.
|
|
|
|
Hag ar jenoù-se a zo enno an ditour jenetikel evit sevel proteinoù.
|
|
|
|
Petra eo ar proteinoù bremañ ?
|
|
Ar re-mañ eo ar molekul a ra an traoù er gellig.
|
|
Ar ger-se, protein, a laka ac'hanoc'h da soñjal er c'higennoù, er muskloù, moarvat.
|
|
Ha n'eo ket sot, rak proteinoù zo e kelligoù ar c'higennoù.
|
|
Ur rouedad a broteinoù zoken, anvet "actine" ha "myosine".
|
|
Int a laka ar gigenn da strishaat (d'en em gontraktiñ ma karit).
|
|
Met proteinoù all zo c'hoazh :
|
|
an hemoglobin, a zezoug an oksijen e-barzh ar gwad
|
|
an antikorfoù, a zo a-bouez-ruz evit hor reizhiad immunekaat
|
|
an hormonoù, hormonoù zo, a zezoug un ditour da gas en ul lec'h bennak d'ar c'horf
|
|
|
|
Ha me oar me. N'eus fin ebet, ober a reont kaji pep tra er c'horf.
|
|
|
|
Ha peseurt mod 'vez tremenet eus an ADN hag ar jenoù, d'ar proteinoù ?
|
|
Gant ur volekulenn all am eus da ginnig deoc'h : an ARN.
|
|
|
|
An ARN a zo ur volekulenn heñvel a-walc'h ouzh an ADN.
|
|
Ar pezh a cheñch a zo :
|
|
ul lizherenn e-barzh ar c'hod: n'eo ket ACGT met kentoc'h ACGU
|
|
n'emañ ket an ARN e-barzh an nukleus met kentoc'h e-barzh ar gellig a-bezh.
|
|
|
|
Evit lavaret ar wirionez deoc'h , an ARN a zo beb-sort mod.
|
|
Ha ni zo o komz eus an ARN mesajer, pe ARNm.
|
|
Mesajer eo e anv 'blam d'e roll : ur mesajer eo etre an ADN hag ar proteinoù.
|
|
|
|
Hag an dra-se an hini eo : teorienn diazez ar vevoniezh volekulel.
|
|
Eus an ADN e vez lakaet ar jenoù en ARN mesajer.
|
|
Ha da c'houde e vez troet an ARN mesajer en ur protein.
|
|
|
|
An dra-se a ziskouez peseurt mod vez treuzkaset ar froud titouroù, le flux d'informations.
|
|
ADN, ARN, proteinoù.
|
|
Alies-a-walc'h, ur jen a zegouezh gant ur protein neuze.
|
|
Met alies-kaer e vez nemedennoù, rak luziet eo ar vevoniezh.
|
|
|
|
Un draig evit echuiñ.
|
|
Komprenet ho peus peseurt mod e ya en-dro ar froud titouroù.
|
|
Gras d'an deorienn-mañ e c'hellit kompren un dra all c'hoazh.
|
|
|
|
Lavaret em eus deoc'h, tout an dud o deus beb a jenom :
|
|
Gant jenoù un tammig disheñvel hervez an dud, cheñch a ra deus un eil den d'egile.
|
|
Se zo kaoz n'omp ket heñvel-mik an eil re deus ar re all.
|
|
Koulskoude eo ar jenom memes hini evel holl gelligoù hor c'horf.
|
|
Ha pa vefe kellig hon empenn, kelligur gigenn, kellig an avu, un neuronenn, ha me oar me.
|
|
Penaos ober kelligoù ken disheñvel gant ar memes jenom ?
|
|
|
|
E gwirionez ne vez ket ezteuret, ne vez ket lennet
|
|
an holl jenoù eus hor jenom gant an holl gelligoù.
|
|
Kellig ur gigenn ne lenn nemet ul lodenn.
|
|
Un neuronenn a lenn ul lodenn all, ha kement 'zo.
|
|
Expression génétique, pe "ezteurel ar jenoù" vez graet eus an dra-se.
|
|
Dre se n'hon eus nemed ur jenom, met kalz kelligoù a-bep seurt.
|
|
|
|
E-giz-se e vo echuet ar rann-mañ.
|
|
Mesket hon eus an ADN gant an ARN hag ar proteinoù.
|
|
Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel a vez graet deus an doare skiantel da anviñ ar meskaj-se.
|
|
Met evit lâret ar wirionez deoc'h,
|
|
tra-walc'h eo kompren dija peseurt liamm zo etre an teir familh a volekul !
|
|
|
|
|
|
{{< cc "by nc" >}} |