122 lines
5.9 KiB
Markdown
122 lines
5.9 KiB
Markdown
---
|
||
title: "#28 An ezen"
|
||
date: 2023-03-29T12:00:00+02:00
|
||
draft: false
|
||
image: "./anEzen.jpg"
|
||
slug: "28-an-ezen"
|
||
---
|
||
|
||
{{< block_color blue >}}
|
||
Transcription de l'épisode [**An ezen**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen).
|
||
{{< /block_color >}}
|
||
|
||
|
||
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen/embed/light" >}}
|
||
|
||
---
|
||
|
||
Kontet 'vo eus loened a zo mil anavezet hiziv.
|
||
N'int ket bihan-bihan, n'int ket dreistloened kennebeut.
|
||
Ha padal o deus "kolonizet" ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c'hantvedoù.
|
||
Safaret 'vo eus an ezen !
|
||
|
||
|
||
N'eus ket ezhomm da zeskrivañ betek re an ezen moarvat, c'hwi oar mat petra int.
|
||
Met setu un nebeud traoù diwar o fenn memes tra.
|
||
Ar re-se zo loened mil anavezet neuze, ha kavet vezont un tammig partout er bed.
|
||
Er memes jenad (le même genre e galleg) 'giz ar c'hezeg emaint,
|
||
er memes familh m'ho peus c'hoant.
|
||
E gwirionez zo meur a spesad :
|
||
Equus asinus (an ezen doñv) da skouer
|
||
Equus africanus (an ezen afrika)
|
||
Ha me oar me.
|
||
Hiziv 'vo safaret eus Equus asinus, an hini zo anavezet ar muiañ ganeomp.
|
||
|
||
Gwelet ho peus un azen dija moarvat :
|
||
Ur penn o deus, ur penn hag a c'hell lâret kalz traoù, gras d'an divskouarn hir dreist-holl,
|
||
ha gras d'an daoulagad ivez.
|
||
Pevar fav o deus, gant karnioù.
|
||
Hag ar c'harnioù-se zo kevatal deus hon ivinoù e gwirionez.
|
||
Ar pevar fav zo evel hor brec'hioù ha daouarn pe hon divc'har hag hon treid.
|
||
Pezh zo, gant an emdroadur, emdroadur ar spesadoù, al loened eus familh an ezen hag ar c'hezeg o deus kollet ar bizied all.
|
||
Hir-hir eo deuet da vezañ ar biz zo chomet, ha kreñv an ivin.
|
||
Ha setu 'giz-se vez kerzhet gant an ezen war ur biz,
|
||
pe kentoc'h war ivin ar biz-mañ !
|
||
Ha blev o deus evel-just.
|
||
Liv ar vlevenn a zepand eus ar c'houenn, rak kalz gouennoù zo !
|
||
|
||
Ar gouennoù zo bet savet ganeomp-ni, evit al labour douar dreist-holl.
|
||
E Bro C'hall lakaomp, zo ezen ar Pireneoù, hag a c'hell ober labourioù a bep seurt.
|
||
Gall' reont dougañ ur bern traoù war o c'hein, met ivez bezañ sternet ha stlennañ sammoù.
|
||
Bremañ 'vez implijet laezh an azenezed memes.
|
||
An ezen normant a zo ivez.
|
||
Implijet e veze 'vit kas al laezh d'an dud, 'vit al labour er parkeier ha me oar me.
|
||
|
||
Gouennoù 'zo vez implijet evit mont pelloc'h c'hoazh,
|
||
'vit klask lakaat ezen ha loened all da strujañ.
|
||
Diwar ar c'hroazamantoù-se e teu loened a vez anvet loened "hiron" pe "hibrid".
|
||
Ar muled da skouer, a teu eus un azen hag ur gazeg.
|
||
Hervez ar gouennoù, vez kreñv pe kreñvoc'h ar muled.
|
||
N'int ket gouest da strujañ 'vat, met kontet int kreñvoc'h, nerzhekok ha finoc'h.
|
||
Abaoe pell-pell zo vez kroazet ezen ha kezeg evit kaout muled, abaoe an Henamzer memes,
|
||
hag implijet int bet evit ober labourioù a bep seurt a-hed ar c'hantvedoù.
|
||
|
||
Taolioù-esae all a zo bet graet ivez.
|
||
Klasket zo bet kroazañ ezen ha zebred ha… setu ganet ar zebrezen, pe zebrânes e galleg.
|
||
Ur gwir veskaj eo !
|
||
Liv un azen, war ar c'horf a-bezh, 'met war ar pavioù, lec'h ma zo roudennadurioù ar zebr !
|
||
E gwirionez 'vez ket implijet kalz an hibrid-mañ, kavet vezont kentoc'h 'barzh ar zoo.
|
||
|
||
Cheñchomp kaoz un tammig rak c'hoant 'moa da gontañ eus an ezen
|
||
'blam d'ur pennad em eus lennet n'eus ket pell zo, embannet e miz Gwengolo 2022.
|
||
Ar pennad skiantel-mañ a lak ar gaoz war al liammoù a zo etre an ezen hag an denelezh.
|
||
Penaos o deus ar re-se skoazellet ac'hanomp d'en em staliañ un tammig partout war an Douar.
|
||
|
||
N'eus ket kalz ezen fosilizet.
|
||
Ar re goshañ hon eus kavet o doa bevet tost 5 mil bloaz a-raok JK, e Afrika.
|
||
Goût a reomp e oant doñvaet d'ar mare-se dija, gras d'an tresadennoù 'zo bet kavet da skouer.
|
||
Ha doñvaet int bet d'ar poent-se ?
|
||
Pe a-raok, en ul lec'h all ?
|
||
An dra-se ne oa ket sklaer tamm ebet a-raok ar studiadenn-se.
|
||
|
||
Evit klask goût muioc'h zo bet graet ur pezh labour.
|
||
Bodet 'zo bet kalz jenomoù, da lâret eo ADN meur a c'houenn.
|
||
Muioc'h 'vit 150 a oa bet sekañset dija, a oa bet lennet.
|
||
Bodet eo bet ar re-se asambles gant reoù nevez, un 50 bennak,
|
||
a teu eus lec'hioù er bed a vanke en dastumad.
|
||
|
||
Goude se zo bet keñveriet eo bet an holl jenomoù-se
|
||
evit goût peseurt re zo tost an eil re deus ar re all,
|
||
ha peseurt re zo pelloc'h.
|
||
Kavet 'zo bet oa heñveloc'h jenomoù an ezen a oa tostoc'h, a orin eus ar memes lec'h.
|
||
Ar pezh n'eo ket diboell.
|
||
Gant un tamm labour ouzhpenn war ar jenomoù,
|
||
ar skipailh zo deuet a-benn da ginnig eo bet doñvaet an ezen ur wech hepken, e Afrika.
|
||
Ha goude-se zo bet ledanaet tachenn an ezen doñvaet (e Arabia, Eurazia, ha kement zo).
|
||
|
||
Met n'eo ket echu !
|
||
Ar skipailh skiantel-se 'zo anavezet peogwir eo barrek-tre gant an ADN kozh, ADN ar fosiloù.
|
||
Klasket o deus sekañsiñ, pe lenn m'ho peus c'hoant, lenn ADN eus fosiloù zo ken kozh 'giz 4000 bloaz.
|
||
Ar pezh zo ur marzh, bezañ gouest da lenn molekulennoù ken bihan ha ken kozh-se, soñjit 'ta !
|
||
Gras d'an titouroù nevez-mañ eo bet gouest ar skipailh da lâret
|
||
'oa bet doñvaet an ezen e-tro 5000 bloaz a-raok JK, e Afrika neuze.
|
||
Da lâret eo, kalz a-raok ar c'hezeg, a zo bet doñvaet 2 wech e gwirionez,
|
||
etre 3500 ha 2000 bloaz a-raok JK.
|
||
Ha tammoù all eus an istor a zo bet lakaet war wel ivez :
|
||
An ezen zo en em gavet e Eurazia evit ar wech kentañ 'tro 2500 bloaz a-raok JK.
|
||
Hag adalek ar poent-se int deuet da vezañ un tammig disheñvel, tamm-ha-tamm, deus ar spesad orin.
|
||
N'eo ket klok an istor c'hoazh met kalz muioc'h a draoù 'zo anavezet bremañ memes tra.
|
||
|
||
Gras d'an ADN kozh hon eus graet ur veaj en amzer dremenet,
|
||
evit goût pelec'h ha pegoulz oa kroget an darempredoù etre an denelezh hag an ezen.
|
||
Labour a chom d'ober, evit goût, da skouer, dre belec'h int tremenet evit mont er maez eus Afrika.
|
||
War an douar hepken, pe war vag ?
|
||
Pe c'hoazh, e-touez an ezen zo er bed, peseurt jenoù pe peseurt gouennoù
|
||
a vefe da c'houzañviñ gwelloc'h cheñchamant an hin.
|
||
|
||
Pezh zo sur 'vat, ne vije ket bet ar bed evel m'emañ hep an ezen.
|
||
Ar re-se zo bet ar re gentañ o trañsportañ, o tougañ hon traoù,
|
||
traoù hon tadoù ha mammoù kozh, ha n'eo ket dister !
|
||
|
||
|
||
{{< cc "by nc" >}} |