5.3 KiB
title | date | draft | image | slug |
---|---|---|---|---|
#2 Gwezenn ar vuhez | 2021-09-15T12:00:00+02:00 | false | ./gwezennArVuhez.jpg | 2-gwezenn-ar-vuhez |
{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Gwezenn ar vuhez. {{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/gwezenn-ar-vuhez/embed/light" >}}
Hiziv e vo krapet gant ur wezenn ispisial : gwezenn ar vuhez.
Met da gentañ eo dav gouzout pelec'h vez kavet ar wezenn-mañ. Implijet e vez gant bevoniourien, pe biologourien ma karit. Da lavaret eo, ar skiantourien zo o studiañ ar vuhez dre vras, ar boudoù bev. Ul lodenn eus ar re-se a glask renkañ ar boudoù bev. Ha c'hwi welo, ur sapre labour eo an dra-se ! Filogeniezh vez graet eus al labour se, pe phylogénie e galleg. Dont a ra eus "phylo" a dalv meuriad, familh; ha "genesis" a dalv krouidigezh.
Gallout a rit kompren gwezenn ar vuhez evel gwezenn lign ho familh, ur wezenn jenealojik m'ho peus c'hoant. Kalz traoù zo heñvel ! Etre daou zen pe daou organeg bev ez eus liammoù. Seul verroc'h eo al liamm, seul dostoc'h int an eil ouzh egile. C'hwi zo tostoc'h ouzh ho tud eget ho tud-you da skouer. Pe eo tostoc'h ur c'hazh ouzh ul leon eget ur c'hazh ouzh ul lapous, memes-mod. Met ne za ket pelloc'h eget an dra-se, n'eus ket muioc'h a heñvelded evit gwir. An anvioù a vez kavet er wezenn-mañ n'int ket Tintin Naig pe Tad-kozh Alan. Kentoc'h "Homo sapiens" evit mab-den, pe "Canis lupus" evit ar c'hi, pe c'hoazh "Escherichia coli" evit komz eus ur vakterienn vrudet. Da lavaret eo, anvioù latin int evit menegiñ pe anviñ, kement spesad zo.
Mat. Just awalc'h, pet spesad a zo hiziv, gav deoc'h ? Feiz, miser o deus ar skiantourien gouzout an dra-se dre just. Milionoù ha milionoù d'an nebeutañ. 'Peus ket nemet teurel ur sell en-dro deoc'h da glask renkañ, urzhiañ ar spesadoù. Marteze 'welit loened ha plantennoù. Togoù-touseg marteze ivez. Ar rummadoù-se a zo gwir rummadoù ha gallout a rit gwelet pegen bras eo o liesseurted. Evit lavarout ar wirionez deoc'h avat eo kalz kalz brasoc'h c'hoazh liesseurted ar vuhez en he fezh. Ar vevliesseurted hollek, la biodiversité générale, en ur mod. Evit kompren, meizañ ar braster-se, deuit war ma lerc'h da veajiñ e gwezenn ar vuhez… Deomp dezhi !
Emaomp e penn ur brank en un tu bennak eus ar wezenn. Sellomp ouzh anv ar spesad : "Homo sapiens". Mat, ni an hini eo. Taolomp ur sell e penn ar brankoù all a zo en hor c'hichen. Hon amezeien eo ar re-mañ, hor c'hendirvi int ! Ar spesadoù, an organegoù a zo tostoc'h ouzhomp a zo anvet "Pan paniscus" : ar bonobo ha "Pan troglodytes" : ar chimpanze. Bremañ e kinnigan deoc'h diskenn un tamm evit en em gavout e-lec'h ma teu brank an den gant ha brankoù ar bonobo hag ar chimpanze. Skrivet eo : "Hominidae" a dalv "marmouzed meur". Emaomp en ur c'hroazhent neuze, ar pezh a dalvez n'eo ket "Hominidae" ur spesad met ur rummad spesadoù.
Diskennomp un tamm c'hoazh, un tamm mat zoken, evit kavout spesadoù all ha n'int ket marmouzed. Gallout a rit lenn "Placentalia", da lavaret eo ar re vronnek o deus ur plakenta, ar poch-dour e vez kavet ennañ ar grouell, pe an embrion ma karit. Er rummad "Placentalia" e vez renket kalzig a organegoù evel-just : ar c'hrignerien evel al logod, an heureusined, al logod dall, ar chas, ar bleizi, ar c'hizhier, al leoned, ar saout, ha kement zo. Ur sapre liesseurted eo an dra-se dija. Met n'eo ket echu avat !
Hon arsav kentañ eo "Metazoa" : an holl loened a zo lieskelligek o c'horf (multicellulaire). Ar rummad-se a zo kalz kalz brasoc'h. Soñjit 'ta : bez vez kavet an holl vronneged e-barzh. Ouzhpennet e vez c'hoazh ar rummad "Amphibia" gant ar raned. Rummadoù all a zo ar pesked enno. Ha dreist-holl e vez ouzhpennet ar rummad "Insecta". An amprevaned, gant o liesseurted bras spontus.
En ur ziskenn e vodomp ar Fungi, an togoù-touseg. Ha goude, an holl blantennoù gant an derv, an ognon, al linad, ha me oar me.
Hag a-benn ar fin e vez bodet an holl "Eukaryota". Da lavaret eo an organegoù a zo ur gwir kraoñell gant o c'hellig. Gallout a reont bezañ lieskelligek evel an organegoù am eus komzet diwar o fenn bremaik pe unkelligek, unicellulaire. Evel ul lod eus… ar plankton da skouer, m'ho peus soñj eus ar gronikenn ziwezhañ.
Ul lodenn eus gwezenn ar vuhez a zo an Eukaryota neuze. Unan eus an tri brank dre just. Bez' eus ivez ur brank anvet "Archaea". Ar reoù-se a zo liesseurt-kenañ ivez met n'int ket ken studiet hag ar brankoù all. Ar brank diwezhañ eo ar bakteri just a-walc'h, evel "Escherichia coli" : an hini vrudetañ moarvat. Gallout a reont degas kleñvedoù deomp e-giz an tetanoz ar c'holera… A-bouez bras int memestra ! Met an dra-se vo gwelet en ur gronikenn all.
Ur vrav a veaj hon eus graet o krapat gant gwezenn ar vuhez. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz organegoù ha dreist-holl hon eus gwelet peseurt mod int renket. Emichañs ho peus komprenet pegen liesseurt, pegen disheñvel eo ar vuhez. Ha pegen bihan omp-ni en he c'heñver ivez. Daoust ma vez kavet diforc'hioù etre ar boudoù bev e vez atav kavet heñvelidigezhioù, traoù boutin. An dra-se zo gwir gant forzh peseurt brank e-barzh ar wezenn. Setu e lec'h klask diforc'hioù, gwelloc'h vefe marteze klask traoù boutin, ne gav ket deoc'h ?
{{< cc "by nc" >}}