blog/content/podcasts/brav-ha-bev/17-al-laboused-mor/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5 KiB

title date draft image slug
#17 Al laboused mor 2022-04-13T12:00:00+02:00 false ./alLabousedMor.jpg 17-al-laboused-mor

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Al laboused mor. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/al-laboused-mor/embed/light" >}}


Deomp war vord ar mor ! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se 'vel-just. Prest oc'h, ho kevellunedennoù, ho "jumelloù" 'peus kaset ganeoc'h ? Bec'h dezhi!

Al laboused emaomp o paouez klevout a zo gouelini gris. Ar re stankañ e Breizh. Ha gwelet ho peus anezho dija emichañs : bras a-walc'h int ha gris-sklaer eo o c'hein hag o divaskell. Peurrest o c'horf zo gwenn, war-bouez o beg, a zo melen ha ruz ha penn o divaskell ivez, a zo du.

A-wechoù 'vez gwelet gouelini rouz, tarchoù war o c'horre, teñvaloc'h o fluñv. A re-se eo ar re yaouank. Hag e rankont gortoz 4 bloaz 'vit dont en oad. E-kerzh ar 4 bloaz-se 'vez kollet o fluñv ganto meur a wech, 'pad ar goañv kentoc'h. Ar re yaouank ne huchont ket evel ar re vras, skiltroc'h eo. Pa vez klevet ar galv-se, an dra-se lâr deoc'h emañ tad ha mamm ar gouelan yaouank o tont, diwallit !

Ar re vras, just a-walc'h, a zo gouest da gaozeal etrezo ivez. Pegen trouzus eo ar gouelini gris ! Pa vezont o nijal 'vez klevet an trouz-mañ ganto. War an douar pe war-c'horre an toennoù e huchont er mod-se. Ha marteze an trouz anavezet ar muiañ, a ro da c'hoût omp degouezhet war an aod : ar galv hir.

Kalz gouelini all a zo ! Gwelet ho peus dija gouelini bras moarvat : les goélands marins. Evel 'vez komprenet diwar o anv, eo ar re-mañ brasoc'h evit ar gouelini gris. Ha brasoc'h evit ar gouelini all zoken. Disheñvel int ivez peogwir eo du o c'hein hag o divaskell. A-wechoù em eus bet klevet e teu ar gouelini gris da vezañ du pa teuont kozh. Cheñch a reont liv pa vezont yaouank, marteze e cheñchfent liv pa vefent kozh ivez. Met n'eo ket gwir, ur spesad all eo. Ha klevet 'vez an diferañs ivez ! Izeloc'h, donoc'h eo o c'hriadenn. Gallout a reer keñveriañ an daoù aze. Kreñvoc'h e c'hell bezañ c'hoazh.

Er memes familh, familh al Laridae, 'vez kavet laboused all, ar re 'vez anvet "des mouettes" e galleg. Met luzietoc'h eo an traoù, bez' eus "des mouettes" a zo tostoc'h ouzh gouelini hag ar c'hontrol. Ne vez ket graet kement-se an diferañs e brezhoneg.

Ha setu 'giz-se 'vez graet "ar gouelanig maskl du" eus ar "mouette rieuse". Gwelet 'vez anezho kalz, ha klevet 'vezont ivez. Bihanoc'h int evit ar gouelini gris. Ar memes liv zo war o divaskell met du eo o fenn, evel ho peus divinet gant o anv marteze. E gwirionez eo du o fenn e-pad an hañv, met kollet 'vez al liv-se 'pad ar goañv. Ne chom nemet daou darch ken, daou bik du. Sevel a reont o neizhoù e koloniennoù, hag a c'hell bodañ muioc'h evit 1000 kouplad. Trouzus a-walc'h e c'hell bezañ…

Mat, cheñchomp familh bremañ. 'Barzh familh ar Sulidae em eus c'hoant da gaout… ar morskouled ! Goût a rit, al laboused bras, pluñv gwenn dezho, gant ur choug melen. Bevañ a reont kentoc'h e-kreiz ar mor met neizhiañ a reont tost a-walc'h eus an douar. E Breizh ne vezont ket kavet 'met en ul lec'h : ar Jentilez (pe "les 7 îles" e galleg), 'ba Aodoù an Arvor. Dre ma ne blij ket dezho nijal a-us d'an douar, ne vezont ket gwelet kalz, nemet war aod hanternoz Breizh neuze. O doare da besketa zo bamus. Splujañ a reont a-big d'an traoñ, a-wechoù 30 metrad a-us d'ar mor. Mont a reont buan-tre er mod-se, kement hag o deus awenet ijinourien·ezed ar c'harr-nij "le Concorde". Soñjit 'ta !

Bevañ a reont e koupladoù, o buhez pad, hag e-barzh koloniennoù ivez, ken trouzus all.

Hag ur spesad all evit echuiñ, eus ur familh all c'hoazh, familh an Alcidea : ar poc'haned boutin, le macareux moine. Moaien zo da welet anezho er Jentilez ivez, hag e lec'h all evel enez Eusa. Bihan int, ken bras hag ur pichon, un tamm bravoc'h 'vito a gavan avat. Ar pezh zo dibar ganto eo o beg bras ha livet-kaer, a servij dezho evit pesketa. A-bep seurt pesked vez debret ganto, goude bezañ pesketaet a-stroll 'barzh ar mor. Hag ar re-se a oar neuial mat-tre ! N'eo ket ken liesseurt ha se o c'hanioù, e-kichen al laboused all, ne reont nemet galvoù, un tamm trist, klemmus.

E-touez an holl spesadoù am eus safaret deuzouto n'eus nemet ar poc'haned a zo en arvar, en dañjer. Re alies 'vezont tapet gant rouedoù ar besketerien, hag ouzhpenn da se ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a voued 'barzh ar mor evito. Deuet int da vezañ un arouez, ur simbol eus gwareziñ al laboused ha gwareziñ an natur dre vras. Ha just a-walc'h, ur poc'han zo war banniel al LPO, la ligue pour la protection des oiseaux.

Gant an dra-se vo klozet hor pourmennadenn war an aod. Emichañs, pa vioc'h war vord ar mor, ho po tro da welet ha da glevet gouelini, goulaniged, morskouled, poc'haned ha kement zo, o nijal, neuial, pe c'hoazh huchal.

{{< cc "by nc" >}}