blog/content/podcasts/brav-ha-bev/11-an-adn-3/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5 KiB

title date draft image slug
#11 An ADN (3/3) 2022-01-19T12:00:00+02:00 false ./anAdn3.jpg 11-an-adn-3

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn An ADN (3/3). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-adn-3-an-adn-an-arn-hag-ar-proteinou/embed/light" >}}


Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc'h, traoù a c'haller gwelet gant an daoulagad. Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad.

Petra a c'hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel.

Heñ, petra 'peus lâret? Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel, pe "théorie fondamentale de la biologie moléculaire" e galleg flour. Ar vevoniezh volekulel, biologie moléculaire mar karit, eo ar skiant a studi molekul ar c'helligoù. An ADN en o zouez, neuze.

An deorienn-mañ a zo un doare kredo, ur gouizidigezh kreñv. Gwelet hon eus, dre vras, petra eo an ADN. Molekul all a vez kavet er c'helligoù. Da skouer : an ARN (a zo anavezet ganeoc'h moarvat, gant ar vaksinoù a-enep ar C'hovid). Ha molekul all c'hoazh : ar proteinoù. Petra eo al liamm etre an teir familh a volekul, al liamm etre an ADN, an ARN hag ar proteinoù? An deorienn justamant.

Met lakaomp ar gaoz war an ADN da gentañ. Kemeromp ar skeudenn 'moa kinniget deoc'h a-raok : al levr. An ADN 'vefe evel ul levr, ar c'hromozomoù evel chabistroù, hag ar jenoù evel ar gerioù gant al lizherennoù A, T, C ha G. E gwirionez eo ar gerioù hir a-walc'h : e-tro 50000 lizherenn evit jenoù an denelezh. Ur geidenn eo evel-just, b'ez eus jenoù gant nebeutoc'h evit 1000 lizherenn en enno, ha reoù all gant muioc'h evit 2 vilion a hini. Kalzik a jenoù zo ennomp: 30000 en holl. Asambles gant lodennoù all eus an ADN e reont ar pezh a vez anvet "ar jenom". An holl ADN a-benn ar fin.

Hag ar jenoù-se a zo enno an ditour jenetikel evit sevel proteinoù.

Petra eo ar proteinoù bremañ ? Ar re-mañ eo ar molekul a ra an traoù er gellig. Ar ger-se, protein, a laka ac'hanoc'h da soñjal er c'higennoù, er muskloù, moarvat. Ha n'eo ket sot, rak proteinoù zo e kelligoù ar c'higennoù. Ur rouedad a broteinoù zoken, anvet "actine" ha "myosine". Int a laka ar gigenn da strishaat (d'en em gontraktiñ ma karit). Met proteinoù all zo c'hoazh : an hemoglobin, a zezoug an oksijen e-barzh ar gwad an antikorfoù, a zo a-bouez-ruz evit hor reizhiad immunekaat an hormonoù, hormonoù zo, a zezoug un ditour da gas en ul lec'h bennak d'ar c'horf

Ha me oar me. N'eus fin ebet, ober a reont kaji pep tra er c'horf.

Ha peseurt mod 'vez tremenet eus an ADN hag ar jenoù, d'ar proteinoù ? Gant ur volekulenn all am eus da ginnig deoc'h : an ARN.

An ARN a zo ur volekulenn heñvel a-walc'h ouzh an ADN. Ar pezh a cheñch a zo : ul lizherenn e-barzh ar c'hod: n'eo ket ACGT met kentoc'h ACGU n'emañ ket an ARN e-barzh an nukleus met kentoc'h e-barzh ar gellig a-bezh.

Evit lavaret ar wirionez deoc'h , an ARN a zo beb-sort mod. Ha ni zo o komz eus an ARN mesajer, pe ARNm. Mesajer eo e anv 'blam d'e roll : ur mesajer eo etre an ADN hag ar proteinoù.

Hag an dra-se an hini eo : teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. Eus an ADN e vez lakaet ar jenoù en ARN mesajer. Ha da c'houde e vez troet an ARN mesajer en ur protein.

An dra-se a ziskouez peseurt mod vez treuzkaset ar froud titouroù, le flux d'informations. ADN, ARN, proteinoù. Alies-a-walc'h, ur jen a zegouezh gant ur protein neuze. Met alies-kaer e vez nemedennoù, rak luziet eo ar vevoniezh.

Un draig evit echuiñ. Komprenet ho peus peseurt mod e ya en-dro ar froud titouroù. Gras d'an deorienn-mañ e c'hellit kompren un dra all c'hoazh.

Lavaret em eus deoc'h, tout an dud o deus beb a jenom : Gant jenoù un tammig disheñvel hervez an dud, cheñch a ra deus un eil den d'egile. Se zo kaoz n'omp ket heñvel-mik an eil re deus ar re all. Koulskoude eo ar jenom memes hini evel holl gelligoù hor c'horf. Ha pa vefe kellig hon empenn, kelligur gigenn, kellig an avu, un neuronenn, ha me oar me. Penaos ober kelligoù ken disheñvel gant ar memes jenom ?

E gwirionez ne vez ket ezteuret, ne vez ket lennet an holl jenoù eus hor jenom gant an holl gelligoù. Kellig ur gigenn ne lenn nemet ul lodenn. Un neuronenn a lenn ul lodenn all, ha kement 'zo. Expression génétique, pe "ezteurel ar jenoù" vez graet eus an dra-se. Dre se n'hon eus nemed ur jenom, met kalz kelligoù a-bep seurt.

E-giz-se e vo echuet ar rann-mañ. Mesket hon eus an ADN gant an ARN hag ar proteinoù. Teorienn diazez ar vevoniezh volekulel a vez graet deus an doare skiantel da anviñ ar meskaj-se. Met evit lâret ar wirionez deoc'h, tra-walc'h eo kompren dija peseurt liamm zo etre an teir familh a volekul !

{{< cc "by nc" >}}