blog/content/podcasts/brav-ha-bev/8-an-tardigrad/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

4.3 KiB

title date draft image slug
#8 An tardigrad 2021-12-08T12:00:00+02:00 false ./anTardigrad.jpg 8-an-tardigrad

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode An tardigrad. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-tardigrad/embed/light" >}}


Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant ul loen, un organism kreñv, ur superloen a c'hellfemp lavarout zoken : an tardigrad.

Petra eo al loen-se ? Arzhig dour 'vez graet anezhañ a-wechoù, rak sechañ a ra d'un arzhig. Met kalz bihanoc'h eo evit un arzh : bihanoc'h eget ur milimetr eo. E latin e vez anvet Tardigrada, hag evit lavaret ar wirionez, n'eo ket ul loen met kentoc'h ur familhad a loened. Ur phylum, evit ar re sot gant rummañ ar spesadoù. Liesseurt int aze : tro-dro 1000 spesad a zo bet deskrivet betek poent.

A-raok lâret deoc'h perak eo ul loen ispisial, dav eo deomp klask gouzout petra eo an tardigrad da gentañ, pe kentoc'h pelec'h emañ an tartigraded war gwezenn ar vuhez. Ma 'peus disoñjet petra eo ar wezenn-mañ e c'hellit selaou pe adselaou an eil rann eus ar gronikenn Brav ha bev. Ul loen eo, setu eo renket e-touezh an Eukaryota. Heñvel a-walc'h eo ouzh an Arthropoda, da lâret eo, an amprevaned, asambles gant ar c'hresteneged/c'hrustaceed. Lakaet eo bet e-giz-se ablamour d'e neuz. Met a-benn vez sellet deus e jenom, deus e ADN ma karit, 'vez gwelet eo heñvel a-walc'h deus an nematoded. An nematod zo ur seurt preñv. Met an dra-se n'eo ket sur, ha setu emañ ar skiantourien ha skiantourezed o klask kompren an dra-se c'hoazh.

Perak em eus bet c'hoant da gomz diwar o fenn neuze ? Un tamm ispisial int. Da gentañ penn e vezont kavet un tammig e pep lec'h war an Douar. Plijout a ra kalz dezho bezañ er c'hoadoù pe en toundra, e lec'hioù ma vez kavet enno kinvi pe man. Kinvi a vez debret ganto, ha liken ivez. Hag a-wechoù e tebront tardigraded all.

Kavet e vezont ivez e lec'hioù uhel-spontus, evel war menezioù Himalaya. Mat eo ar jeu ganto du-hont. Met lod vez kavet e-barzh ar mor ivez, don-don. Hag 'barzh an traezh ivez. Un tammig e pep lec'h, a lavaran deoc'h.

E bourzh ar savlec'h egor etrebroadel (station spatiale internationale e galleg), zoken, peogwir int studiet kalz eno. Gouest int da vont da gousket, feiz, ur c'housk ispisial, a vez anvet 'kriptobiose'. Eus "crypto", a dalv kuzhet ha "biose", ar vuhez. An organismoù a zo gouest d'ober kemend-all a c'hell paouez da vevañ, pe dost. O metabolism, da lâret eo an holl reaktadennoù kimiek a c'hoarvezh en o c'helligoù, a teu da vezañ ral. Kreñv-bominabl int pa vezont e-giz-se.

Ne z'int ket war gozhaat da skouer : gal a reont bevañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù pa vezont e kriptobios. Chom a reont bev memes gant temperadurioù a bep-seurt : ugent deres dindan zero da skouer, met a-wechoù 150 deres ivez.

Dav eo lavarout n'eo ket an holl spesadoù a dardigraded gouest d'ober pep tra, met bamus int memestra. Un nebeud spesadoù a c'hell añduriñ goullo an egor. Pe ar c'hontrol, ur gwask spontus evel mil gwech gwask an aer. Gallout a reont chom bev en egor. N'eo ket plijus bevañ du-se abalamour d'ar skinadoù. Ni 'vefe hanter varv gant ar skinoù, met gal a ra tardigraded so gouzañviñ anezho. Diskouezet ez eus bet eo gouest ur spesad bennak da zerc'hel ouzh ar skinoù ultraviolet pe ultravouk en ur dreiñ anezho da goulou glas. E lec'h lonkañ an energiezh, a rafe drouk d'an organeg, eo-hi adheñchet en ur mod. Un doare all, implijet gant ur spesad all, a zo mont da sec'hiñ. Bezañ sec'h-mat a lak an organegoù-se da c'houzañviñ ar skinoù X.

Memes-mod, e c'hellont ivez bevañ en un en-dro hag a zo sec'h-mat, evel dezerzhioù, pa vefent sec'h ha tomm pe sec'h ha yen-ki.

Hag evit echuiñ, memestra, int gouest d'ober traoù all c'hoazh. Gouzañviñ endroioù gant nebeut-tre a oksijen, pe bezañ en dour gant kalz a holen.

Graet hon eus anaoudegezh gant ur familhad a organegoù : an tardigraded. Liesseurt int, ha gouest int d'ober traoù dreistordinal. Lod a lavar, memes, eo tost dibosupl d'an douar bezañ difrouezh pe steril penn-da-benn, abalamour d'an tardigraded just a-walc'h. Int a c'hello gouzañviñ n'eus forzh peseurt gwallreuzioù. Met ni a vo aet kuit abaoe pell dija, moarvat.

{{< cc "by nc" >}}