99 lines
4.2 KiB
Markdown
99 lines
4.2 KiB
Markdown
---
|
||
title: "#7 Ar go (2/2)"
|
||
date: 2021-11-24T12:00:00+02:00
|
||
draft: false
|
||
image: "./arGo2.jpg"
|
||
slug: "7-ar-go-2"
|
||
---
|
||
|
||
{{< block_color blue >}}
|
||
Transcription de l'épisode [**Ar go (2/2)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/).
|
||
{{< /block_color >}}
|
||
|
||
|
||
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-go-2/embed/light" >}}
|
||
|
||
---
|
||
|
||
Hiziv e vo kendalc'het gant ar pezh 'oamp krog da gaozeal er gronikenn ziwezhañ.
|
||
Eus ar go e vo komzet adarre.
|
||
Klasket vo ober tro ar bed evit kompren peseurt boued a zo graet gant ar go.
|
||
Met komprenet 'vo ivez da betra e c'hell servijout.
|
||
Deomp dezhi !
|
||
|
||
E-giz hon eus gwelet er gronikenn ziwezhañ, kozh-Noe eo ar boued lakaet e go.
|
||
Kavet e vez e pep korn ar bed a bep seurt boued fardet gant ar go.
|
||
|
||
Perak 'ta eo ken talvoudus? Perak 'ta eo ken brudet, ken implijet ?
|
||
Feiz, kaset e vez kalz tuoù traoù mat gant ar go.
|
||
|
||
An implij kentañ hervezon eo mirout ar boued.
|
||
Gras d'ar go e c'heller kaout boued mat da zebriñ,
|
||
pa n'eus ket moaien d'ober an eost lakaomp.
|
||
Ar fourmaj laezh a zo ur skouer vat evit an dra-se.
|
||
Gallout a reer mirout un tamm fourmaj-laezh kalz pelloc'h eget laezh fresk.
|
||
|
||
Penaos ez a en-dro neuze ?
|
||
Ar boued a zeu da vezañ un tammig trenk pa vez lakaet da c'hoiñ,
|
||
gras d'ar mikro-organismoù.
|
||
Ha setu an organismoù all, an organismoù a lakje ar boued da vezañ brein,
|
||
setu-int divarrek da vevañ ha da broduiñ elfennoù toksek.
|
||
|
||
Memes mod, ur efed all zo c'hoazh gant ar go :
|
||
distrujañ a ra an traoù pistrius a zo er boued,
|
||
an traoù toksek ma karit.
|
||
'Fin, lakaat a ra ar boued toksek da vezañ mat da zebriñ. Pe mat da evañ.
|
||
An dour, lakaomp. Alies-mat ne vez ket mat da evañ en natur.
|
||
Met pa vez lakaet an dour e go,
|
||
an dra-se zo un doare da burifïañ anezhañ, mod pe vod.
|
||
|
||
Penaos en ober ? Feiz : kemeret vez frouezh da skouer, rak kalz dour zo e-barzh.
|
||
Ar sukr a zo enno a vez implijet gant ar mikro-organismoù ur wech ouzhpenn.
|
||
Alkol vez produet ha dre-se 'vez lazhet an organismoù toksek all.
|
||
Ha setu penaos e c'hell bezañ ar chistr kalz yac'hoc'h eget dour ur puñs.
|
||
Boñ, arabat evañ re memestra.
|
||
An dour a zo mat-tre en deiz-hiziv !
|
||
|
||
Evit echuiñ gant tuoù mat ar go, lakaomp ar gaoz war ar blaz hag ar c'hwezh,
|
||
rak ouzhpenn ar mirout 'vez degaset gant ar go.
|
||
Kemeromp ur skouer all eus ur boued lakaet e go : ar bara.
|
||
Diouzh ar bleud e cheñch ar blaz, met ivez diouzh ar go,
|
||
ha diouzh an doare e vez lakaet da labourat.
|
||
Toaz-bara a vez lakaet da c'hoiñ gant ur sac'hadig goedenn
|
||
(un sachet de levure boulangère, e galleg),
|
||
n'eo ket toutafait memes tra ha toaz-bara gant goell (le levain e galleg).
|
||
N'ez eus nemet ur spesad a vikro-organismoù er sac'hadig, pa 'z eus ur bochad er goell.
|
||
Ar blaz a c'hell cheñch eus un eil goell d'egile zoken,
|
||
pa vez disheñvel kementad spesad-mañ-spesad.
|
||
|
||
Goude bezañ komprenet perak eo talvoudus-mat ar goiñ,
|
||
greomp un tamm tro dre ar bed evit renabliñ un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go.
|
||
Krogomp gant ar pezh a vez kavet e Breizh.
|
||
|
||
Bier a zo, evel-just.
|
||
Un evaj a zo ennañ heiz (pe orge e galleg)
|
||
a c'hell bezañ leusket da c'hoiñ ivez.
|
||
Hag ar chistr, gant sukr an avaloù a zo trawalc'h evit ar mikro-organismoù d'ober o labour.
|
||
|
||
Kavet 'vez ivez e Breizh al laezh-ribod, a zo un tammig trenkoc'h eget al laezh fresk.
|
||
Gwechal e veze evet asambles gant patatez, pe gant krampouezh gwinizh-du.
|
||
|
||
E peurest ar bed e vez debret pe evet traoù laosket da c'hoiñ ivez.
|
||
Evel ar c'hombucha da skouer, a zo un evaj eus bro Sina fardet gant te, sukr, ha lakaet da c'hoiñ.
|
||
Dont a ra da vezañ un tamm pikant ha trenkik.
|
||
Cheñch a ra ar blaz hervez an te,
|
||
pe ar mikro-organismoù a zo e-barzh hag an amzer a gemer evit goiñ.
|
||
Un evaj all zo c'hoazh, hag a zo brudet a-walc'h ivez : ar c'hefir.
|
||
Eus ar C'haokaz e teu. E plas an te e vez lakaet chug frouezh.
|
||
|
||
Gant an daou evaj-mañ e c'heller dastum ar goell, hag eo ar pezh solud a chom.
|
||
Implijet e vez evit fardañ bouteilhadoù kefir all pe c'hoaz e c'heller profañ anezhañ da vignoned !
|
||
|
||
Gant se e vo klozet an div gronikenn diwar-benn ar go.
|
||
Gwelet hon eus buan ha buan istor ar go, penaos ez a en-dro,
|
||
da betra servij, ha renablet hon eus un nebeud skouerioù.
|
||
Hiziv e c'hellit sellout en-dro deoc'h ha kavout a rit sur a-walc'h
|
||
boued all lakaet e go, pep-lec'h, sur eo ha n'eo ket marteze!
|
||
|
||
|
||
{{< cc "by nc" >}} |