107 lines
5.3 KiB
Markdown
107 lines
5.3 KiB
Markdown
---
|
||
title: "#3 Beaj ar Beagle"
|
||
date: 2021-09-29T12:00:00+02:00
|
||
draft: false
|
||
image: "./beajArBeagle.jpg"
|
||
slug: "3-beaj-ar-beagle"
|
||
---
|
||
|
||
{{< block_color blue >}}
|
||
Transcription de l'épisode [**Beaj ar Beagle**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/).
|
||
{{< /block_color >}}
|
||
|
||
|
||
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beaj-ar-beagle/embed/light" >}}
|
||
|
||
---
|
||
|
||
Hiziv emaomp 'vont da veajiñ gant ar vag,
|
||
he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur : ar Beagle.
|
||
War vourzh ar Beagle e oa bet degemeret un den, ur skiantour a-feson : Charles Darwin.
|
||
Prest oc'h da lestriñ ?
|
||
|
||
Ar Beagle, pe kentoc'h HMS Beagle, His Majesty Ship the Beagle,
|
||
a oa bet savet e 1820 e Bro-Saoz.
|
||
Pal kentañ ar vag-se a oa skiantel, evit studiañ da gentañ tout an hidrografiezh hag an dopografiezh.
|
||
Da lavaret eo, kaset 'oa bet evit muzuliañ ha bezañ gouest da dresañ kartennoù resis-resis eus ar morioù hag an aodoù.
|
||
Teir beaj he deus graet ar Beagle, hag an hini vrudetañ eo an eil, gant Darwin war e vourzh.
|
||
|
||
Pal an eil beaj a oa an dopografiezh ivez :
|
||
sevel kartennoù aodoù Suamerika.
|
||
Se zo kaoz e oa kaset kalz binvioù skiantel evit muzuliañ, da skouer,
|
||
al ledred, pe al latitude m'ho peus c'hoant.
|
||
|
||
Kabiten ar vag evit ar veaj-se a oa Robert FitzRoy.
|
||
Ha soñjit ta : ne oa nemet 27 vloaz.
|
||
FitzRoy en doa lakaet en e soñj degemer e-barzh ar vag un den desket ha kapabl,
|
||
evit bezañ gouest da gomz gantañ.
|
||
Hag an den-se a oa ur paotr 22 vloaz anezhañ hag a oa anvet Darwin, Charles Darwin.
|
||
O paouez echuiñ gant e studioù war an naturaliezh e oa.
|
||
Hag un tamm dre zegouezh, neuze, e oa en em gavet e bourzh ar Beagle.
|
||
|
||
E berzh warni, a oa studiañ an douarouriezh (pe ar jeoloji) hag an natur dre vras.
|
||
Kement se a oa bet graet gantañ en ur skrivañ pep tra en un deizlevr.
|
||
Embannet eo bet ar pezh en doa skrivet en ul levr anvet "Journal and remarks",
|
||
"Deizlevr hag evezhiadennoù", e brezhoneg.
|
||
Ken pouezus e oa al levr-se ken oa bet adembannet meur a wech.
|
||
Hag an titl anavezet ar muiañ eo
|
||
"The voyage of the Beagle", Beaj ar Beagle.
|
||
|
||
Da fin ar bloavez 1831 an hini eo pa 'za kuit al lestr eus Plymouth e Bro-Saoz.
|
||
Sañset e oa d'ar veaj padout 2 vloaz, met 'benn ar fin oa padet tost 5 bloaz.
|
||
Ar vag oa tremenet dre inizi ar Meurvor Atlantel da zigentañ
|
||
(an inizi Kanariez da skouer).
|
||
Ha goude-se neuze oa aet etrezek Suamerika (Brazil, Arc'hantina…).
|
||
Etrezek ar reter da gentañ ha d'ar c'hornôg war-lerc'h.
|
||
Da heul oa bet ar Beagle betek Aostralia ha Zeland-Nevez a-raok distreiñ d'ar gêr, dre Ar C'hab (e Suafrika).
|
||
|
||
> D'ar bemzek a viz Gwengolo 1835.
|
||
> En enezeg Galapagos ez eus dek enezenn bennañ.
|
||
> En o zouez ez eus pemp deuzouto hag a zo brasoc'h eget ar re all.
|
||
> Dindan Gouriz ar bed emaint hag etre pemp ha c'hwec'h kant miles
|
||
> etrezek ar c'hornôg pa ez eer kuit deus aodoù Amerika.
|
||
|
||
> D'an eizh a viz Here 1835. Degouezhet omp e Enez James.
|
||
> An enezenn-mañ, evel Enez Charles, a oa bet anvet er mod-se deus hor rouaned eus al lignez Stuart.
|
||
> Aotroù Bynoe, me hag hor mevelien a oa bet leusket amañ
|
||
> e-pad ur sizhunvezh gant boued ha gant un deltenn,
|
||
> e-pad ma oa ar Beagle o vont da gavout dour.
|
||
|
||
A-drugarez d'an notennoù skrivet gant Darwin e c'hellomp kompren un tamm
|
||
penaos e oa an avantur dibar-se.
|
||
Ha reiñ a reont da gompren ivez petra oa e soñjoù evit pezh a sell ouzh ar spesadoù a cheñch.
|
||
Rak ne oa ket bet furmekaetan deorienn-mañ c'hoazh, teorienn emdroadur ar spesadoù.
|
||
|
||
Istor naturel an inizi-se a zo kurius a-walc'h hag ezhomm zo da sellet ouzh an dra-se a-dost.
|
||
An darn vrasañ eus ar broduerezh organek a zo brosezat, endemek, ha ne vez ket kavet lec'h all.
|
||
Cheñch a ra al loened eus an eil enezenn d'eben zoken.
|
||
Met bez ez euz gant an holl anezho ul liamm kreñv gant al loened all eus Amerika,
|
||
ha pa vefent dispartiet eus an douar bras gant un tachad meurvor hag a zo 500 pe 600 miles ledander.
|
||
An enezeg a zo ur bed bihan e-unan, pe kentoc'h ul loarenn staget ouzh Amerika.
|
||
Un nebeut koloned zo aet kuit eus an douar bras ha paket o deus neuze merkoù hollek produerezh endemek an inizi-se.
|
||
|
||
Reiñ a ra Darwin deomp da c'houzout un tamm muioc'h,
|
||
penaos oa stad an traoù diwar-benn soñjoù an dud, en Europ.
|
||
Setu da skouer un arroudenn a ziskouez deomp e oa an traoù o vont da cheñch un tammig a-zivout ar sklavelerezh.
|
||
|
||
> D'an 19 a viz Eost hon eus kuitaet aodoù Brazil.
|
||
> Bennozh Doue ! Biken ne 'z in d'ur vro sklaverezh en-dro adarre.
|
||
> Bremañ c'hoazh, ma klevan un huchadenn a-bell e tegas soñj din gant ar from am boa
|
||
> pa 'm boa klevet leñvadennoù druezus en ur dremen dirak un ti e-kichen Pernambuco.
|
||
> Me ouie mat e oa ur paour-kaezh sklav o vezañ jahinet,
|
||
> met gouzout a raen e oan ken dic'halloud hag ur bugel goudrouzet.
|
||
|
||
Gant ar veaj-se hon eus gwelet eo gouest an traoù da cheñch.
|
||
Cheñchet eo bet e vuhez da Darwin penn-da-benn gant an avantur-se hag e vod da welet an natur ivez.
|
||
Da c'houde en deus cheñchet Darwin sell ar gevredigezh ouzh an natur,
|
||
ha dreist-holl pa 'z eo bet embannet e levr brudetañ "Diwar-benn orin ar spesadoù",
|
||
De l'origine des espèces e galleg.
|
||
Ha gwelet hon eus ivez, gant e c'herioù,
|
||
pegen disheñvel eo hor c'hevredigezh diouzh hini tost 200 bloaz zo.
|
||
|
||
Cheñch a ra an traoù neuze, dre chañs.
|
||
Emdroadur an natur, emdroadur ar boudoù bev
|
||
hag emdroadur hor c'hevredigezh ivez.
|
||
|
||
|
||
{{< cc "by nc" >}} |