blog/content/podcasts/brav-ha-bev/28-an-ezen/index.br.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

122 lines
5.9 KiB
Markdown
Raw Blame History

This file contains invisible Unicode characters

This file contains invisible Unicode characters that are indistinguishable to humans but may be processed differently by a computer. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#28 An ezen"
date: 2023-03-29T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anEzen.jpg"
slug: "28-an-ezen"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An ezen**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-ezen/embed/light" >}}
---
Kontet 'vo eus loened a zo mil anavezet hiziv.
N'int ket bihan-bihan, n'int ket dreistloened kennebeut.
Ha padal o deus "kolonizet" ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c'hantvedoù.
Safaret 'vo eus an ezen !
N'eus ket ezhomm da zeskrivañ betek re an ezen moarvat, c'hwi oar mat petra int.
Met setu un nebeud traoù diwar o fenn memes tra.
Ar re-se zo loened mil anavezet neuze, ha kavet vezont un tammig partout er bed.
Er memes jenad (le même genre e galleg) 'giz ar c'hezeg emaint,
er memes familh m'ho peus c'hoant.
E gwirionez zo meur a spesad :
Equus asinus (an ezen doñv) da skouer
Equus africanus (an ezen afrika)
Ha me oar me.
Hiziv 'vo safaret eus Equus asinus, an hini zo anavezet ar muiañ ganeomp.
Gwelet ho peus un azen dija moarvat :
Ur penn o deus, ur penn hag a c'hell lâret kalz traoù, gras d'an divskouarn hir dreist-holl,
ha gras d'an daoulagad ivez.
Pevar fav o deus, gant karnioù.
Hag ar c'harnioù-se zo kevatal deus hon ivinoù e gwirionez.
Ar pevar fav zo evel hor brec'hioù ha daouarn pe hon divc'har hag hon treid.
Pezh zo, gant an emdroadur, emdroadur ar spesadoù, al loened eus familh an ezen hag ar c'hezeg o deus kollet ar bizied all.
Hir-hir eo deuet da vezañ ar biz zo chomet, ha kreñv an ivin.
Ha setu 'giz-se vez kerzhet gant an ezen war ur biz,
pe kentoc'h war ivin ar biz-mañ !
Ha blev o deus evel-just.
Liv ar vlevenn a zepand eus ar c'houenn, rak kalz gouennoù zo !
Ar gouennoù zo bet savet ganeomp-ni, evit al labour douar dreist-holl.
E Bro C'hall lakaomp, zo ezen ar Pireneoù, hag a c'hell ober labourioù a bep seurt.
Gall' reont dougañ ur bern traoù war o c'hein, met ivez bezañ sternet ha stlennañ sammoù.
Bremañ 'vez implijet laezh an azenezed memes.
An ezen normant a zo ivez.
Implijet e veze 'vit kas al laezh d'an dud, 'vit al labour er parkeier ha me oar me.
Gouennoù 'zo vez implijet evit mont pelloc'h c'hoazh,
'vit klask lakaat ezen ha loened all da strujañ.
Diwar ar c'hroazamantoù-se e teu loened a vez anvet loened "hiron" pe "hibrid".
Ar muled da skouer, a teu eus un azen hag ur gazeg.
Hervez ar gouennoù, vez kreñv pe kreñvoc'h ar muled.
N'int ket gouest da strujañ 'vat, met kontet int kreñvoc'h, nerzhekok ha finoc'h.
Abaoe pell-pell zo vez kroazet ezen ha kezeg evit kaout muled, abaoe an Henamzer memes,
hag implijet int bet evit ober labourioù a bep seurt a-hed ar c'hantvedoù.
Taolioù-esae all a zo bet graet ivez.
Klasket zo bet kroazañ ezen ha zebred ha… setu ganet ar zebrezen, pe zebrânes e galleg.
Ur gwir veskaj eo !
Liv un azen, war ar c'horf a-bezh, 'met war ar pavioù, lec'h ma zo roudennadurioù ar zebr !
E gwirionez 'vez ket implijet kalz an hibrid-mañ, kavet vezont kentoc'h 'barzh ar zoo.
Cheñchomp kaoz un tammig rak c'hoant 'moa da gontañ eus an ezen
'blam d'ur pennad em eus lennet n'eus ket pell zo, embannet e miz Gwengolo 2022.
Ar pennad skiantel-mañ a lak ar gaoz war al liammoù a zo etre an ezen hag an denelezh.
Penaos o deus ar re-se skoazellet ac'hanomp d'en em staliañ un tammig partout war an Douar.
N'eus ket kalz ezen fosilizet.
Ar re goshañ hon eus kavet o doa bevet tost 5 mil bloaz a-raok JK, e Afrika.
Goût a reomp e oant doñvaet d'ar mare-se dija, gras d'an tresadennoù 'zo bet kavet da skouer.
Ha doñvaet int bet d'ar poent-se ?
Pe a-raok, en ul lec'h all ?
An dra-se ne oa ket sklaer tamm ebet a-raok ar studiadenn-se.
Evit klask goût muioc'h zo bet graet ur pezh labour.
Bodet 'zo bet kalz jenomoù, da lâret eo ADN meur a c'houenn.
Muioc'h 'vit 150 a oa bet sekañset dija, a oa bet lennet.
Bodet eo bet ar re-se asambles gant reoù nevez, un 50 bennak,
a teu eus lec'hioù er bed a vanke en dastumad.
Goude se zo bet keñveriet eo bet an holl jenomoù-se
evit goût peseurt re zo tost an eil re deus ar re all,
ha peseurt re zo pelloc'h.
Kavet 'zo bet oa heñveloc'h jenomoù an ezen a oa tostoc'h, a orin eus ar memes lec'h.
Ar pezh n'eo ket diboell.
Gant un tamm labour ouzhpenn war ar jenomoù,
ar skipailh zo deuet a-benn da ginnig eo bet doñvaet an ezen ur wech hepken, e Afrika.
Ha goude-se zo bet ledanaet tachenn an ezen doñvaet (e Arabia, Eurazia, ha kement zo).
Met n'eo ket echu !
Ar skipailh skiantel-se 'zo anavezet peogwir eo barrek-tre gant an ADN kozh, ADN ar fosiloù.
Klasket o deus sekañsiñ, pe lenn m'ho peus c'hoant, lenn ADN eus fosiloù zo ken kozh 'giz 4000 bloaz.
Ar pezh zo ur marzh, bezañ gouest da lenn molekulennoù ken bihan ha ken kozh-se, soñjit 'ta !
Gras d'an titouroù nevez-mañ eo bet gouest ar skipailh da lâret
'oa bet doñvaet an ezen e-tro 5000 bloaz a-raok JK, e Afrika neuze.
Da lâret eo, kalz a-raok ar c'hezeg, a zo bet doñvaet 2 wech e gwirionez,
etre 3500 ha 2000 bloaz a-raok JK.
Ha tammoù all eus an istor a zo bet lakaet war wel ivez :
An ezen zo en em gavet e Eurazia evit ar wech kentañ 'tro 2500 bloaz a-raok JK.
Hag adalek ar poent-se int deuet da vezañ un tammig disheñvel, tamm-ha-tamm, deus ar spesad orin.
N'eo ket klok an istor c'hoazh met kalz muioc'h a draoù 'zo anavezet bremañ memes tra.
Gras d'an ADN kozh hon eus graet ur veaj en amzer dremenet,
evit goût pelec'h ha pegoulz oa kroget an darempredoù etre an denelezh hag an ezen.
Labour a chom d'ober, evit goût, da skouer, dre belec'h int tremenet evit mont er maez eus Afrika.
War an douar hepken, pe war vag ?
Pe c'hoazh, e-touez an ezen zo er bed, peseurt jenoù pe peseurt gouennoù
a vefe da c'houzañviñ gwelloc'h cheñchamant an hin.
Pezh zo sur 'vat, ne vije ket bet ar bed evel m'emañ hep an ezen.
Ar re-se zo bet ar re gentañ o trañsportañ, o tougañ hon traoù,
traoù hon tadoù ha mammoù kozh, ha n'eo ket dister !
{{< cc "by nc" >}}