113 lines
5.8 KiB
Markdown
113 lines
5.8 KiB
Markdown
---
|
|
title: "#27 Ar virusoù (3/3)"
|
|
date: 2023-03-15T12:00:00+02:00
|
|
draft: false
|
|
image: "./virus3.jpg"
|
|
slug: "27-ar-virusou-3"
|
|
---
|
|
|
|
{{< block_color blue >}}
|
|
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar virusoù (3/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3).
|
|
{{< /block_color >}}
|
|
|
|
|
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3/embed/light" >}}
|
|
|
|
---
|
|
|
|
Gant an div gronikenn ziwezhañ 'oamp komañset da gontañ eus ar virusoù.
|
|
Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn.
|
|
Ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo.
|
|
Tamm ha tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all.
|
|
Hiziv 'vo safaret eus an dra-se just a-walc'h.
|
|
Safaret 'vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù.
|
|
|
|
Ar virusoù er mor n'int ket bet studiet kalz e-pad pell.
|
|
Gras d'an teknikoù nevez e vezont studiet muioc'h en deiz-hiziv, 'tro tregont vloaz 'so, pas muioc'h.
|
|
Desket hon eus un nebeud traoù dija memestra.
|
|
Er mor da skouer, ar re-se zo 10 gwech stankoc'h evit ar baktiri.
|
|
Ar pezh a ra 10 milion a virusoù dre mililitr, soñjit 'ta.
|
|
|
|
Ha lakaet zo bet war wel traoù all, traoù interesant diwar-benn efed ar virusoù war o endro.
|
|
|
|
Da gentañ-penn o deus ur roll liammet deus al liesseurted jenetik, la diversité génétique.
|
|
Gras d'an teknikoù nevez, evel ar metajenomik, omp deuet a-benn da briziañ tamm ha tamm
|
|
liesseurted jenetik ar virusoù.
|
|
Ha kavet zo bet eo liesseurt-kenañ ADN pe ARN ar virusoù neuze.
|
|
'Blam d'un dra bennak hor boa gwelet ar wech paseet : ADN pe ARN ar virusoù a cheñch etre pep rummad.
|
|
Ouzhpenn da se int gouest da dapout tammoù ADN digant o ostizoù, an organismoù eñfektet.
|
|
Ha treuzkaset 'vez an tammoù-se d'o diskennidi memes !
|
|
Hag ar c'hontroll a c'hell c'hoarvezout war-lerc'h.
|
|
Treuzkaset 'vez ul lodenn eus ADN ur virus 'barzh ADN un ostiz.
|
|
Gant an holl eskemmoù-se e vez mesket-mat ADN an organismoù er mor,
|
|
ha mont a ra al liesseurted jenetik war greskiñ.
|
|
|
|
Ur roll all o deus, liammet deus ar mikrobiotoù.
|
|
Komzet hor boa eus ar mikrobiot dija. Eus mikrobiot ar bouzelloù kentoc'h, hor mikrobiot deomp-ni.
|
|
E gwirionez 'zo mikrobiotoù un tamm pep lec'h, gant an holl organismoù lieskelligek, pe multicellulaires.
|
|
Ha, 'giz ho po komprenet, kavet 'vez virusoù e-barzh ar mikrobiotoù-se.
|
|
Kemeromp ur skouer. Ar c'houral lakaomp, le corail.
|
|
An dra-se zo ur simbioz e gwirionez.
|
|
Ar c'horal, a zo ul loen, a ro bod da vikroorganismoù zo anvet "Zooxanthelle".
|
|
Ar re-se an hini eo a ra ar fotosintezenn.
|
|
Hag ezhomm o deus an eil re eus ar re all.
|
|
Er mare-mañ vez safaret kalzik eus gwennañ ar c'houral, pe le "blanchissement des coraux".
|
|
'Blam da betra teuont gwenn ?
|
|
'Blam d'an dour a zo tommoc'h-tommañ, n'eo ket ar c'houral en e vleud ken, ha skarzhañ a ra ar zooxanthelle.
|
|
Ha setu 'giz-se, ar c'houral a teu gwenn. Mervel a ra.
|
|
Hag ar virusoù neuze ? Amañ emaint, e mikrobiot ar c'houral.
|
|
Lod anezho zo gouest d'o eñfektiñ.
|
|
Siwazh, ur wech eñfektet 'teu ar c'houral kizidikoc'h deus tommder an dour.
|
|
Ha neuze gant virusoù zo, ar c'houral a varv buanoc'h.
|
|
|
|
Met deus an tu all, ar virusoù a c'hall sikour ar c'houral.
|
|
En o mukus, er mukus a zo en-dro d'ar c'houral, zo kalz baktiri, ha kalz virusoù ivez evel-just.
|
|
Ne reont ket drouk ebet d'ar c'houral, ar c'hontroll 'ni eo memes.
|
|
Ar skipailhoù skiantel a soñj dezho eo un doare simbioz ur wech ouzhpenn.
|
|
Ar c'houral a ro bod en e vukus ur wech all c'hoazh.
|
|
Plas a zo evit d'ar baktiri hag ar virusoù chom aze.
|
|
Hag ar re-se a zo gouest da zifenn ar c'houral, da virout deus ar virusoù
|
|
pe ar baktiri drouk a teu eus an diavez,
|
|
da eñfektiñ ar c'houral.
|
|
|
|
Hag un trede roll zo, liammet deus ar c'helc'hiadoù "biojeokimiek", les cycles biogéochimiques.
|
|
Petra eo an traoù-se ?
|
|
Kaoz zo eus an oksijen da skouer.
|
|
Pelec'h 'vez produet, pelec'h 'vez koñsomet, dre belec'h e ya…
|
|
Ha klasket 'vez goût an dra-se da live an Douar a-bezh !
|
|
Studiet 'vez ivez kelc'hiad ar c'harbon, ha kement zo.
|
|
Ret eo goût, da skouer, vez produet an hanter eus an oksijen a zo analet ganeomp,
|
|
gant mikroorganismoù er mor.
|
|
Hag en ur broduiñ oksijen e vez lonket ganto ar c'harbon a zo en aergelc'h,
|
|
en atmosfer ma karit, ar pezh n'eo ket fall tamm ebet hiziv an deiz.
|
|
|
|
Betek-henn e veze soñjet oa un efed fall gant ar virusoù war kementad ar c'harbon a vez lonket.
|
|
N'eo ket sot : seul-vuiañ zo virusoù, seul vuiañ vez lazhet mikroorganismoù.
|
|
Ha ma zo nebeutoc'h a organismoù a zo gouest da lonkañ ar c'harbon,
|
|
zo muioc'h a garbon en aergelc'h, anat deoc'h.
|
|
|
|
Martezeadennoù all, soñjoù all a vez ijinet tamm ha tamm, 'vat.
|
|
Da skouer, a-raok lazhañ ar mikrooorganismoù, e c'hell a virusoù cheñch metabolism ar c'helligoù.
|
|
Ha dre se e c'hellfe an organismoù-se lonkañ muioc'h a garbon a-raok mervel.
|
|
Pe ur soñj all zo deuet d'ar skiantourien.
|
|
Pa vez lazhet un organism gant ur virus e c'hellfe mont a-dammoù,
|
|
tammoù a gouezhfe buan a-walc'h war strad ar mor.
|
|
An danvez-se a vefe karbon ennañ, ha setu giz-se 'vefe lonket karbon memes mod.
|
|
|
|
Evel m'ho peus komprenet, luziet eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù !
|
|
|
|
Hiziv hon eus gwelet ar virusoù en o endro, liammet deus organismoù all.
|
|
Kavet em eus an titouroù-se war ul levr interesant-kenañ a oa deuet er maez e miz Genver 2023.
|
|
"Les virus marins, simples parasites ou acteurs majeurs des écosystèmes aquatiques ?",
|
|
embannet gant an ti embann Quae.
|
|
Ar re zo intereset a c'hell pellgargañ ar stumm pdf evit netra war o lec'hienn memes.
|
|
|
|
Gant al levr-mañ hon eus lakaet war wel un nebeud liammoù zo etre ar virusoù hag an ekosistemoù.
|
|
Gwelet hon eus eo luziet an traoù.
|
|
Gwechoù zo vez taget an organismoù gant ar virusoù, ha gwechoù all e vezont sikouret.
|
|
|
|
N'eo ket echu an enklaskoù, met 'pezh 'zo sur 'vat,
|
|
ezhomm zo deus ar virusoù evit ma vefe stabil ha kreñv an ekosistemoù.
|
|
|
|
|
|
{{< cc "by nc" >}} |