blog/content/podcasts/brav-ha-bev/26-ar-virusou-2/index.br.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

104 lines
5.1 KiB
Markdown
Raw Blame History

This file contains invisible Unicode characters

This file contains invisible Unicode characters that are indistinguishable to humans but may be processed differently by a computer. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#26 Ar virusoù (2/3)"
date: 2023-02-15T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./virus2.jpg"
slug: "26-ar-virusou-2"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar virusoù (2/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-2/embed/light" >}}
---
Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ,
vo kontet deoc'h 2 istor diwar o fenn hiziv.
Safaret 'vo eus ar virusoù ramzel da gentañ,
ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù.
Deomp dezhi!
'Giz hon oa lâret er rann ziwezhañ, ar virusoù zo bihan-bihan sañset.
E-pad pell, e-giz-se veze graet an diforc'h etre ur virus hag ur vaktirienn memes.
Er bloavezhioù 2000 zo bet lakaet war wel traoù heñvel deus ar virusoù, met ken bras hag ar baktiri !
Roet zo bet dezho un anv :ar virusoù ramzel, pe "girus" e saozneg, evit "giant viruses".
O jenom zo hiroc'h 'vit jenom ar virusoù all ivez.
Betek 2 villion hanter a lizherennoù.
'Peus ket 'met soñjal : virus ar C'hovid 19, ar Sars-CoV-2 (ha n'eo ket ramzel tamm ebet),
'neus ket 'met 30 000 lizherenn e-barzh e jenom.
Ha gall' reomp bezañ eñfektet gant ar virusoù-se ?
'reomp ket, rak ar re-se a blij dezho muioc'h organismoù all,
'giz an "amibe" pe protozoered all.
Da laret eo, organismoù unkelligek, unicellulaires ma karit.
Met an dra-se zo evit ar virusoù ramzel anavezet betek-henn !
Gall' a rafe dont virusoù all war-wel en amzer da zont e gwirionez.
Ul lodenn eus ar virusoù bras kavet n'eus ket pell zo a teu eus ar permafrost, pe ar pergélisol.
Ar c'houchad-douar skorn zo e Siberia da skouer.
An dra-se a dalv e chom yac'h ar virusoù en douar skorn-se, 'pad bloavezhioù ha bloavezhioù.
'Giz ur yenerezh en ur mod.
Abalamour da cheñchamant an hin, d'ar changement climatique m'ho peus c'hoant,
eo chomet digor dor ar yenerezh.
Ar pezh a c'hellfe leskel ar virusoù kozh da vont, gouest da vont d'an dud.
Ret eo chom war evezh neuze !
Bremañ, un istor all 'barzh an istor.
Ar virusoù-se a c'hell bezañ eñfektet gant virusoù all !
Ar re-se zo anvet "virofajoù", pe virophages e galleg.
Diskoachañ ar virusoù ramzel a zo bet ur sapre afer dija,
met diaesoc'h c'hoazh eo bet studiañ virusoù hag a c'hell mont da virusoù all.
E 2008 int bet lakaet war wel, en ur virus bras neuze.
Hiziv an deiz zo ezhomm eus ur sapre teknologiezh evit kompren muioc'h a draoù diwar o fenn.
Gallout a reer ober gant ar metajenomik da skouer :
sekeñsiñ pe lenn an ADN a-bezh zo en un dakennig dour lakaomp.
Goude-se vez klasket urzhiañ ar pezh zo bet lennet, ar jenoù, les gènes, dre organism.
Ha mod-se e c'heller lakaat organismoù nevez war wel ! Virofajoù da skouer.
Met diaes eo kompren peseurt efed o deus war ar virusoù all.
Labour 'zo c'hoazh !
En eil istor hiziv vo cheñchet penn d'ar vaz ha kontet vo eus organismoù
hag a zo gouest da zebriñ ar virusoù.
E-pad pell zo bet soñjet n'halle ket, organism ebet, debriñ ar virusoù.
E gwirionez 'pad pell ivez zo bet labouret war ar virusoù a zegas kleñvedoù deomp.
Met ur gwir roll o deus 'barzh an ekosistemoù, pezh a vo sujed ar rann a teu just a-walc'h.
Ha tamm ha tamm neuze 'vez klasket kompren traoù all diwar o fenn.
E miz kerzu 2022 zo bet embannet ur studiadenn a lak war wel, evit ar wech kentañ,
ur spesad gouest da vevañ diwar ar virusoù, o tebriñ anezho.
Ar pennad skiantel-se a zispleg 'zo kalz a organismoù er mor hag a sil an dour evit debriñ tammoù traoù, partikulennoù.
En o zouez 'zo ur familh anvet "ciliophora".
Unkelligek int, unicellulaire m'ar karit.
Ha seurt blev o deus, blev a servij dezho da fiñval ha da zebriñ.
Soñjet 'veze ne oa ket trawalc'h a galori, trawalc'h a startijenn, barzh ar virusoù evit kreskiñ.
Ar studiadenn-mañ a ziskouez ar c'hontroll.
Ar skipailh en deus lakaet ciliophoraed en dour.
Taolioù esae zo bet graet gant virusoù en dour ivez, ha taolioù esae all hepto.
Goude daou zevezh o deus kontet an niver a gelligoù e-barzh tout ar boestoù
ha lakaet o deus keñver-ha-keñver an disoc'hoù.
Kentañ tra : gant o mikroskop o deus gellet gwelet ar virusoù o vezañ debret.
Eil tra : ar ciliophoraed lakaet en dour gant virusoù,
o deus kresket 'vel m'o defe graet organismoù all gant boued all.
Ar re a-nez virus n'o deus ket kresket tamm ebet.
Diskouez a ra an disoc'hoù-se e c'hellfe ar virusoù kaout ur roll pouezusoc'h en ekosistemoù
'giz hor boa soñjet en a-raok.
Ur wech ouzhpenn : labour zo, kalz traoù zo da gompren c'hoazh !
Safaret hon eus deus ar virusoù.
Goût a reomp bremañ int gouest da eñfektiñ al loened, ar plant, ar baktiri… hag ar virusoù all memes.
Da lâret eo, ur parazit a c'hell kaout parazitoù,
ha marteze e-touez ar re-se 'zo lod anezho gant parazitoù all, piv oar ?
En eil istor hon eus lakaet ar gaoz war ar virusoù, met gwelet 'giz boued, 'giz preizhoù ar wech-mañ.
Eñfektiñ, bezañ eñfektet, bezañ debret…
Liammet eo ar virusoù deus an organismoù all, e meur a zoare.
Diwar an holl liammoù-se e sav ekosistemoù a-bezh, ar pezh a vo gwelet er rann a teu,
ar rann ziwezhañ diwar-benn ar virusoù.
{{< cc "by nc" >}}