blog/content/podcasts/brav-ha-bev/25-ar-virusou-1/index.fr.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

99 lines
4.5 KiB
Markdown
Raw Blame History

This file contains invisible Unicode characters

This file contains invisible Unicode characters that are indistinguishable to humans but may be processed differently by a computer. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#25 Ar virusoù (1/3)"
date: 2023-02-01T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./virus1.jpg"
slug: "25-ar-virusou-1"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**Ar virusoù (1/3)**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-1/embed/light" >}}
---
Hiziv 'vo kontet eus traoù ha n'int ket toutafed bev, met n'int ket toutafed marv kennebeut.
Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc'h, ramzel memes !
Reuz zo ganto abaoe tri bloaz 'so.
Kavet ho peus ?
Safaret 'vo eus ar virusoù !
Petra eo ar virusoù ?
N'haller lâret int organismoù pe boudoù bev ar wech-mañ, ha gwelet 'vo an dra-se diwêtoc'h.
'Pezh zo sur avat ez int bihan : tro 200 nanometr, da lâret eo zero skej zero zero zero daou vilimetr.
Kavet zo bet n'eus ket pell zo virusoù kalz brasoc'h, virusoù ramzel.
Met safaret 'vo eus an dra-se gant ur gronikenn all.
An holl virusoù a c'hell eñfektiñ pe kontammiñ boudoù bev.
E gwirionez o deus ezhomm eus un "ostiz" e-giz 'vez lâret, eus ur boud bev, evit bezañ anezho.
Da lâret eo, n'hallont ket chom oc'h unan 'pad re bell.
Daou stad o deus :
Ur stad e-barzh ar boudoù-bev, e-barzh kelligoù (les cellules mar karit) un organism.
D'ar mare-se vez implijet ganto mekanikoù ar c'helligoù evit produiñ kalz kalz virusoù all.
Hag ur stad er maez eus ar c'helligoù, e lec'h ma c'hortozont bezañ tapet gant un organism all.
Anavezout a rit ur bern kleñvedoù degaset gant virusoù, sur !
Da skouer zo ur familh a-bezh zo mil anavezet bremañ : ar c'horonavirusoù.
Ar SARS-CoV-2 en o zouez, a zegas ar C'hovid-19.
Alies-mat, ar re-se glask mont da serten lodennoù eus hor c'horf a servij deomp da dennañ hon anal,
ar skevent, ar bronchez ha kement 'so.
Ar SIDA vez degaset d'an dud dre ur virus, Ebola ivez, ar grip, ha kement zo.
Diwar ar 5000 spesad a c'hell eñfektiñ an dud zo un tamm muioc'h 'vit 100 deuzouto a c'hall degas kleñvedoù.
Kleñvedoù vez kaset d'an dud dre ar virusoù aboe pell zo evel-just.
En Henamzer, an dud a ouie oa un dra bennak munut, a c'hellje bezañ analet,
hag en doa un dra bennak da welet gant kleñvedoù zo.
Dav eo bet gortoz pell avat, a-raok ma vefe komprenet petra c'hoarveze dre just.
E fin an XIXvet kantved e oa skiantourien o labourat war kleñvedoù ur plant  : ar butun.
Siloù porselen a veze implijet ganto evit silañ ar baktiri.
Merzet 'oa e chome klañv ar plant, goude bezañ silet o sev, pe o gwad m'ho peus c'hoant.
Ar soñj kentañ oa e chome baktiri bihan-bihan er gwad.
Met oa ket, neuze, virusoù e oa.
Diskouez a ra zo virusoù evit kement spesad zo : an dud, al loen, ar plant ha me oar me.
Er memes mare zo bet lakaet war wel virusoù a c'hell eñfektiñ an dud.
Virus an derzhienn-velen 'oa an hini kentañ. La fièvre jaune mar karit.
Er bloavezhioù 1930 eo bet sellet deus ar virusoù evit ar wech kentañ, gras d'ur mikroskop isipisial :
ar mikroskop elektronek.
Gant teknikoù all o deus gellet ar skiantourien kompren zo 2 zoare a virusoù :
ar re gant ADN
hag ar re gant ARN, a zo gouest da emdreiñ kalz buanoc'h, giz virus ar grip pe hini ar c'hovid 19.
Goude se, adalek ar bloavezhioù 1960, zo bet komprenet muioc'h mui a draoù dre-ma oa an teknikoù o vont war-raok.
Ha setu 'giz-se zo bet savet tamm-ha-tamm binvioù pe diagnostikoù evit anavezout ar virusoù,
ha sevel vaksinoù ivez, 'vit en em zifenn deuzouto.
Ha neuze, bev eo ar virusoù pe pas ?
N'eo ket aes respont d'ar goulenn-mañ rak a-raok respont e ranker goût : "petra eo ar vuhez ?".
Ur respont, e touez reoù all 'zo : un organism bev a c'hell strujañ ha kaout diskennidi.
Gwir eo e c'hell ar virusoù strujañ hag emdreiñ memes, 'giz ar spesadoù all,
peogwir 'zo dezho molekulennoù ADN pe ARN.
Met ezhomm o deus eus un ostiz, atav.
'Blam da se, e vez gwelet ar re-se gant tud zo, 'giz bernioù molekulennoù hep buhez en enno, tra ken.
Ha gwir eo, eus an tu all, n'hallont ober tra ebet oc'h unan.
Pa vezont lakaet en un endro gant sukr pe traoù all hag a c'hell bezañ debret gant an organismoù bev,
ar virusoù ne reont netra.
Ha setu 'giz-se hervez ar ster 'vez roet d'ar vuhez e c'hell ar virusoù bezañ bev pe pas.
Graet hon eus un droiad e bed bras ar virusoù bihan.
Safaret hon eus eus an doare int bet lakaet war wel.
Un dakenn prederouriezh, pe filozofi hon eus bet memes gant termenadur ar vuhez.
Kendalc'het e vo er rann a teu
rak ur bern traoù all a zo da lâret diwar o fenn.
{{< cc "by nc" >}}