106 lines
5 KiB
Markdown
106 lines
5 KiB
Markdown
---
|
||
title: "#17 Al laboused mor"
|
||
date: 2022-04-13T12:00:00+02:00
|
||
draft: false
|
||
image: "./alLabousedMor.jpg"
|
||
slug: "17-al-laboused-mor"
|
||
---
|
||
|
||
{{< block_color blue >}}
|
||
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Al laboused mor**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-laboused-mor).
|
||
{{< /block_color >}}
|
||
|
||
|
||
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/al-laboused-mor/embed/light" >}}
|
||
|
||
---
|
||
|
||
Deomp war vord ar mor !
|
||
Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor.
|
||
Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se 'vel-just.
|
||
Prest oc'h, ho kevellunedennoù, ho "jumelloù" 'peus kaset ganeoc'h ?
|
||
Bec'h dezhi!
|
||
|
||
Al laboused emaomp o paouez klevout a zo gouelini gris.
|
||
Ar re stankañ e Breizh.
|
||
Ha gwelet ho peus anezho dija emichañs : bras a-walc'h int
|
||
ha gris-sklaer eo o c'hein hag o divaskell.
|
||
Peurrest o c'horf zo gwenn, war-bouez o beg, a zo melen ha ruz ha penn o divaskell ivez, a zo du.
|
||
|
||
A-wechoù 'vez gwelet gouelini rouz, tarchoù war o c'horre, teñvaloc'h o fluñv.
|
||
A re-se eo ar re yaouank.
|
||
Hag e rankont gortoz 4 bloaz 'vit dont en oad.
|
||
E-kerzh ar 4 bloaz-se 'vez kollet o fluñv ganto meur a wech, 'pad ar goañv kentoc'h.
|
||
Ar re yaouank ne huchont ket evel ar re vras, skiltroc'h eo.
|
||
Pa vez klevet ar galv-se, an dra-se lâr deoc'h emañ tad ha mamm ar gouelan yaouank o tont, diwallit !
|
||
|
||
Ar re vras, just a-walc'h, a zo gouest da gaozeal etrezo ivez.
|
||
Pegen trouzus eo ar gouelini gris !
|
||
Pa vezont o nijal 'vez klevet an trouz-mañ ganto.
|
||
War an douar pe war-c'horre an toennoù e huchont er mod-se.
|
||
Ha marteze an trouz anavezet ar muiañ, a ro da c'hoût omp degouezhet war an aod : ar galv hir.
|
||
|
||
Kalz gouelini all a zo !
|
||
Gwelet ho peus dija gouelini bras moarvat : les goélands marins.
|
||
Evel 'vez komprenet diwar o anv, eo ar re-mañ brasoc'h evit ar gouelini gris.
|
||
Ha brasoc'h evit ar gouelini all zoken.
|
||
Disheñvel int ivez peogwir eo du o c'hein hag o divaskell.
|
||
A-wechoù em eus bet klevet e teu ar gouelini gris da vezañ du pa teuont kozh.
|
||
Cheñch a reont liv pa vezont yaouank, marteze e cheñchfent liv pa vefent kozh ivez.
|
||
Met n'eo ket gwir, ur spesad all eo.
|
||
Ha klevet 'vez an diferañs ivez !
|
||
Izeloc'h, donoc'h eo o c'hriadenn.
|
||
Gallout a reer keñveriañ an daoù aze.
|
||
Kreñvoc'h e c'hell bezañ c'hoazh.
|
||
|
||
|
||
Er memes familh, familh al Laridae, 'vez kavet laboused all, ar re 'vez anvet "des mouettes" e galleg.
|
||
Met luzietoc'h eo an traoù, bez' eus "des mouettes" a zo tostoc'h ouzh gouelini hag ar c'hontrol.
|
||
Ne vez ket graet kement-se an diferañs e brezhoneg.
|
||
|
||
Ha setu 'giz-se 'vez graet "ar gouelanig maskl du" eus ar "mouette rieuse".
|
||
Gwelet 'vez anezho kalz, ha klevet 'vezont ivez.
|
||
Bihanoc'h int evit ar gouelini gris.
|
||
Ar memes liv zo war o divaskell met du eo o fenn, evel ho peus divinet gant o anv marteze.
|
||
E gwirionez eo du o fenn e-pad an hañv, met kollet 'vez al liv-se 'pad ar goañv.
|
||
Ne chom nemet daou darch ken, daou bik du.
|
||
Sevel a reont o neizhoù e koloniennoù, hag a c'hell bodañ muioc'h evit 1000 kouplad.
|
||
Trouzus a-walc'h e c'hell bezañ…
|
||
|
||
|
||
Mat, cheñchomp familh bremañ.
|
||
'Barzh familh ar Sulidae em eus c'hoant da gaout… ar morskouled !
|
||
Goût a rit, al laboused bras, pluñv gwenn dezho, gant ur choug melen.
|
||
Bevañ a reont kentoc'h e-kreiz ar mor met neizhiañ a reont tost a-walc'h eus an douar.
|
||
E Breizh ne vezont ket kavet 'met en ul lec'h : ar Jentilez (pe "les 7 îles" e galleg), 'ba Aodoù an Arvor.
|
||
Dre ma ne blij ket dezho nijal a-us d'an douar, ne vezont ket gwelet kalz,
|
||
nemet war aod hanternoz Breizh neuze.
|
||
O doare da besketa zo bamus.
|
||
Splujañ a reont a-big d'an traoñ, a-wechoù 30 metrad a-us d'ar mor.
|
||
Mont a reont buan-tre er mod-se, kement hag o deus awenet ijinourien·ezed ar c'harr-nij "le Concorde".
|
||
Soñjit 'ta !
|
||
|
||
Bevañ a reont e koupladoù, o buhez pad, hag e-barzh koloniennoù ivez, ken trouzus all.
|
||
|
||
|
||
Hag ur spesad all evit echuiñ, eus ur familh all c'hoazh, familh an Alcidea :
|
||
ar poc'haned boutin, le macareux moine.
|
||
Moaien zo da welet anezho er Jentilez ivez, hag e lec'h all evel enez Eusa.
|
||
Bihan int, ken bras hag ur pichon, un tamm bravoc'h 'vito a gavan avat.
|
||
Ar pezh zo dibar ganto eo o beg bras ha livet-kaer, a servij dezho evit pesketa.
|
||
A-bep seurt pesked vez debret ganto, goude bezañ pesketaet a-stroll 'barzh ar mor.
|
||
Hag ar re-se a oar neuial mat-tre !
|
||
N'eo ket ken liesseurt ha se o c'hanioù, e-kichen al laboused all, ne reont nemet galvoù, un tamm trist, klemmus.
|
||
|
||
E-touez an holl spesadoù am eus safaret deuzouto n'eus nemet ar poc'haned a zo en arvar, en dañjer.
|
||
Re alies 'vezont tapet gant rouedoù ar besketerien,
|
||
hag ouzhpenn da se ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a voued 'barzh ar mor evito.
|
||
Deuet int da vezañ un arouez, ur simbol eus gwareziñ al laboused ha gwareziñ an natur dre vras.
|
||
Ha just a-walc'h, ur poc'han zo war banniel al LPO, la ligue pour la protection des oiseaux.
|
||
|
||
Gant an dra-se vo klozet hor pourmennadenn war an aod.
|
||
Emichañs, pa vioc'h war vord ar mor, ho po tro da welet ha da glevet
|
||
gouelini, goulaniged, morskouled, poc'haned ha kement zo,
|
||
o nijal, neuial, pe c'hoazh huchal.
|
||
|
||
{{< cc "by nc" >}} |