123 lines
5.5 KiB
Markdown
123 lines
5.5 KiB
Markdown
---
|
||
title: "#15 Ar morgizhier"
|
||
date: 2022-03-16T12:00:00+02:00
|
||
draft: false
|
||
image: "./arMorgizhier.jpg"
|
||
slug: "15-ar-morgizhier"
|
||
---
|
||
|
||
{{< block_color blue >}}
|
||
Transcription de l'épisode [**Ar morgizhier**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier).
|
||
{{< /block_color >}}
|
||
|
||
|
||
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-morgizhier/embed/light" >}}
|
||
|
||
---
|
||
Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn.
|
||
Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh,
|
||
rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet.
|
||
Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h.
|
||
Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi!
|
||
|
||
Da c'hortoz ec'h en em gafvemp war strad ar mor, ez an da gomz diwar-benn o flas e gwezenn ar vuhez.
|
||
C'hwi oar, ar wezenn a vez lakaet warni an holl spesadoù, a zo ranket e rummadoù.
|
||
War peseurt brank eus ar wezenn emañ ar morgizhier neuze ?
|
||
E-touez rummad ar blotviled emaint, pe les molluscs e galleg.
|
||
Evel an daougleureged pe les bivalves gant ar meskl pe an istr da skouer.
|
||
Hag ivez evel ar gasteropoded, gant ar maligorned pe ar brennig zoken.
|
||
Ar pezh boutin zo etre an holl anezho eo : int blot.
|
||
Ha gallout a reer lâret eo blot ar morgizhier !
|
||
Ur grogenn, bihan bihan, zo 'barzh o c'horf.
|
||
Al lodenn nemeti eo hag a zo kalet.
|
||
Ar preurrest eus o c'horf a zo blot, ha gouest eo da gaout n'eus forzh peseurt stumm neuze.
|
||
Ur sapre difi eo evit ar skiantourien·ezed,
|
||
rak gall' a ra al loened-se tremen 'barzh korzenn an akwariomoù zoken !
|
||
|
||
En em gavet omp er foñs, mat eo.
|
||
Hag evel just, roud ebet eus ur morgazh…
|
||
Ret eo lâret int speredek kenañ.
|
||
Int eo al loened hag o deus an empenn brasañ, e-touez an divellkreineged, pe les invertébrés.
|
||
Ar skiantourien·ezed o deus c'hoariet ganto dija, evit gouzout petra int gouest d'ober.
|
||
Kavout a reont o hent e milendalloù.
|
||
Gallout a reont anavezout an dud.
|
||
Gouest int da zeskiñ penaos digeriñ ur pod-gwer deus an diabarzh.
|
||
Gouest int da lenn en amzer da zont ivez, evel Paul ar souae !
|
||
Marteze ho peus soñj eus Paul le poulpe, hag en doa rakwelet disoc'hoù krogadoù mell-droad
|
||
'pad kib mell-droad ar bed 2010.
|
||
Pe dre ziouer e oa marteze. Piv 'oar?
|
||
|
||
A, gwelet em eus al loen !
|
||
Fiñval a ra e vrec'hioù, 8 anezho en deus en holl.
|
||
Hag ur c'hroc'henn dibar en deus ivez :
|
||
kelligoù arbennik zo warnañ, gant livoù disheñvel.
|
||
Ar c'helligoù-se a c'hell bezañ strizh pe ledan, ar pezh a cheñch an tres hollek war ar c'hroc'hen.
|
||
Kontrollet eo gant an empenn war-eeun, ha buan tre,
|
||
hag implijet vez dreist-holl evit kuzhat.
|
||
An dra-se zo kaoz 'oa diaes da gavout !
|
||
|
||
|
||
War e zivrec'h, feiz, e eizhbrec'h kentoc'h, ez eus kalz a spegoù (des ventouses).
|
||
Gras dezho eo gouest da santout ar pezh a zo tro-dro dezhañ :
|
||
stumm ha tekstur an traoù, kalz gwelloc'h evidomp.
|
||
Hag ouzhpenn int kap da dañva ar pezh a douchont ivez.
|
||
Evel ma vefe tañvet ganeoc'h ar frouezh er marc'had, o touchañ anezho.
|
||
|
||
|
||
O, emañ o sellet ouzhin bremañ.
|
||
Un tamm direnkus e kavan e sell.
|
||
Re heñvel eo ouzh hon hini.
|
||
An dra-se a zispleg un tammig perak int boemus deomp.
|
||
Gwelout a reont tamm pe damm ar memes tra evidomp ivez, nemet eo e gwenn ha du.
|
||
Met arabad soñjal hon eus emdroet asambles ganto memes tra.
|
||
Un dra all zo boutin etrezomp c'hoazh.
|
||
Analiñ a reont un tamm er memes mod evidomp : gant un analadenn hag un dic'hwezadenn.
|
||
Pezh zo dibar a-walc'h er mor.
|
||
Er pesked e red an dour nemet en un tu eus ar beg betek ar brenkoù (les branchies).
|
||
|
||
|
||
Implijout a reont un dic'hwezadenn greñv evit tec'hel kuit pa 'z eus ezhomm.
|
||
An dalc'h eo ez eont kuit war-gil.
|
||
Ne welont ket da belec'h ez eont, hag ur gudenn eo evit ar skiantourien·ezed.
|
||
Alies e spontont ar morgizhier, ha n'eo ket a-ratozh,
|
||
met ar re-se a glask tec'hel kuit hag a-wechoù e vez gloazet o c'hein.
|
||
|
||
|
||
Pa vez ezhomm e c'hell ar morgizhier implijout un ostilh all : al liv pe an ankr.
|
||
Fardañ a reont ankr, ankr du, hag a c'hell bezañ strinket evit diheñchañ ar preizher.
|
||
Evit poent 'meus ket spontet anezhañ, gwell a se !
|
||
|
||
|
||
Evit renabliñ barrek-tre int en o en-dro.
|
||
Gallout a reont kaout n'eus forzh peseurt stumm, ha neuze bezañ kuzhet etre ar c'herreg.
|
||
An dra-se zo efedus-kenañ dija.
|
||
Met ouzhpenn da se, pa vez ul lodenn eus o c'horf hag a chom er-maez,
|
||
pe pa vezont o cheñch lec'h da skouer, e c'hellont bezañ kazi treuzwelus.
|
||
O c'hroc'hen a zo memes livoù ha strad ar mor.
|
||
Gwelet a reont mat a-walc'h, met ma 'z int souezhet gant ur preizher
|
||
e c'hellont teurel ur goumoulenn ankr du dezhañ, ha tec'hel kuit buan.
|
||
N'eo ket fall !
|
||
|
||
Ur fun-fact bennak evit echuiñ, un dra fentus ha mat da c'hoût evit pourmen ho kalite.
|
||
Gallout a reoc'h komz eus seksualegezh ar morgizhier.
|
||
Evit speriañ e laka ar par e had, pe e sper, war unan eus e vrec'hioù.
|
||
Ha laka a ra ar vrec'h el lec'h mat er barez.
|
||
Un doare dic'hortoz d'ober dija.
|
||
Met droloc'h zo c'hoazh.
|
||
Ur spesad a zo un tamm disheñvel.
|
||
Er spesad-mañ eo brasoc'h ar parezed.
|
||
Hag un tamm drouk int ivez: klask a reont debriñ ar pared.
|
||
Neuze ar pared o deus cheñchet o doare d'ober.
|
||
Kregiñ a ra evel er spesadoù all :
|
||
ar par a laka e had war ur vrec'h.
|
||
Met war-lerc'h e troc'h ar vrec'h-mañ, a neu hec'h-unan betek ar barez.
|
||
Hag adkresket ur vrec'h all da c'houde ouzhpenn.
|
||
Int o deus ket ijinet ar gwir seksto e gwirionez !
|
||
|
||
|
||
Poent eo kimiadiñ diouzh hor mignon speredek hag iskis war ar memes tro bremañ.
|
||
Safaret hon eus eus kalzig a berzhioù dibar a zo gantañ, met,
|
||
a dra sur, ez eus c'hoazh ur bern traoù da gompren !
|
||
|
||
|
||
{{< cc "by nc" >}} |