blog/content/podcasts/brav-ha-bev/1-ar-plankton/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

71 lines
4.1 KiB
Markdown
Raw Blame History

This file contains ambiguous Unicode characters

This file contains Unicode characters that might be confused with other characters. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#1 Ar plankton"
date: 2021-09-01T12:00:00+02:00
description: "Petra eo ar plankton? Deuit war va lech evit dizoleiñ ar bed-mañ."
draft: false
image: "./plankton.jpg"
slug: "1-ar-plankton"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**Ar plankton**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plankton/embed/light" >}}
---
Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton.
Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija.
An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev,
ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.
Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit.
Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton.
Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout.
Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan !
Setu, penaos c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ?
Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt men, bras ha bihan.
Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri.
Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire.
Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ… c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp.
E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg.
Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur,
un ti 25 estaj dezhañ. Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ,
ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed. Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh.
En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest. Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn.
Setu traoù a-bep seurt a gaver e bed ar plankton, evit pezh a sell ouzh ment al loened-se.
Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton : e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle"
'giz vez lavaret gant an ekologourien.
Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù.
Kemeromp ar sianobacteri. Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg.
Ha setu neuze e c'hellont implijout ar goulou hag ar CO2 (aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant)
evit produiñ dañvez organik (hag a zo sukr mui pe vui) asambles gant oksigen.
Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel just.
An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton.
Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit.
Meur a organeg a c'hell produiñ goulou, evel un dinoflagellé all anvet Noctiluca scintillans.
Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo.
Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ.
Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer,
o lugerniñ gant luskad ar mor. Pegen brav eo an dra-se !
Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù. Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksigen
ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ.
Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO2.
Ezhomm o deus deus ar CO2 evit sevel o c'hrogenn da skouer. Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor
leun o c'hrogenn gant karbon. Pegen jentil !
Koulskoude eo youst ar bed-se. Youst eo an organegoù, ha youst eo ar c'hempouez ekologel.
Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den.
Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité.
Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù.
Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ.
Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel.
Chañs vat dezho memestra ! :-)
{{< cc "by nc" >}}