1.4 KiB
title | date | description | tags | draft | ||
---|---|---|---|---|---|---|
Kazetenn ar c'henfinañ #6 | 2020-12-12T09:58:08+02:00 | Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn c'hwec'h ! |
|
false |
Skrivet em eus pennadoù nevez ha neuze digoret em eus rummadoù nevez ivez ! Bremañ e vez kavet ar rummadoù lennegezh ha c'hoarioù-video. Ur pennad zo e pep rummad. Gallout a rit lenn ur pennad diwar-benn ar c'hoari-video Pez hag unan all diwar-benn ul levr em eus lennet (a vouezh uhel !) : Pa ra glav.
E-pad ar c'hentelioù brezhoneg em eus desket pe adwelet un nebeud verboù ha penaos/pegoulz implijout anezho : karout, kaout mat, plijout ha fellout. Komzet e vo ganin diwar-benn an dra-se e pennad ma fodskign a zeu.
Petra c'hoazh… Ah, sellet em boa ouzh an abadenn Bali Breizh ivez. An hini gant Nicole Vourc'h ha Goulc'han Kervella. Laouen e oan o klevout an taol-mouezh bro Leon !
Selaouet em boa un abadenn radio diwar-benn Amazon met n'em boa ket komprenet tout an traoù.
Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c'hentañ, dibenn-sizhun mat !