--- title: "Kazetenn ar c'henfinañ #6" date: 2020-12-12T09:58:08+02:00 description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ niverenn c'hwec'h !" tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"] draft: false --- Skrivet em eus pennadoù nevez ha neuze digoret em eus rummadoù nevez ivez ! Bremañ e vez kavet ar rummadoù [lennegezh](/br/sevenadur/lennegezh) ha [c'hoarioù-video](/br/sevenadur/choari-video). Ur pennad zo e pep rummad. Gallout a rit lenn ur pennad diwar-benn ar [c'hoari-video Pez](/br/sevenadur/choariou-video/1-fez/) hag unan all diwar-benn ul levr em eus lennet (a vouezh uhel !) : [Pa ra glav](/br/sevenadur/lennegezh/1-pa-ra-glav/). E-pad ar c'hentelioù brezhoneg em eus desket pe adwelet un nebeud verboù ha penaos/pegoulz implijout anezho : karout, kaout mat, plijout ha fellout. Komzet e vo ganin diwar-benn an dra-se e pennad [ma fodskign](https://zik.goe.land/channels/japprends_le_breton/) a zeu. Petra c'hoazh… Ah, sellet em boa ouzh an abadenn Bali Breizh ivez. [An hini gant Nicole Vourc'h ha Goulc'han Kervella](https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/emissions/france-3-breizh/bali-breizh-sul-11-viz-here-nicole-ar-vourc-h-ha-goulc-han-kervella.html). Laouen e oan o klevout an taol-mouezh bro Leon ! Selaouet em boa un [abadenn radio diwar-benn Amazon](https://www.radiokerne.bzh/br/ober-hep-amazon/) met n'em boa ket komprenet tout an traoù. Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c'hentañ, dibenn-sizhun mat !