blog/content/br/imor/kazetenn-2/index.md
Ewen 79ba6399f1
All checks were successful
continuous-integration/drone/push Build is passing
Initial commit
2022-02-04 16:05:48 +01:00

1.4 KiB

title date description tags draft
Kazetenn ar c'henfinañ #2 2020-11-15T13:08:08+02:00 Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ nivel daou !
o-teskiñ
kenfinañ
false

Ar sizhun-mañ

Sizhun 9 ar stummadur hir e brezhoneg eo. Distiñget eo atav ! C'hoant em eus da redek muioc'h met poan-troad am eus. Abaoe ar c'henfinañ, ne vez ket posubl ober marc'h-houarn pell ivez. Setu perak on un tamm trist. Met eo posubl d'ober traoù all dre chañs !

Lennet em eus…

  • Ar sizhun-mañ em eus skrivet un nebeut pennadoù e galleg diwar-benn levrioù am boa lennet : La cause végane skrivet gant Frédéric Denhez hag Hollywood Plomodiern skrivet gant Stéphane Grangier. Plijadur am boa bet en ur skrivañ ar pennadoù-se ! Hepdale e vo graet ganin ar memes tra met e brezhoneg, spi am eus.
  • Koumanantet em eus ouzh un nebeut blogoù brezhoneg : Soubenn ar geek hag A lenn e brezhoneg da skouer.
  • Emaon o lenn #brezhoneg ha tamm ha tamm eo komprenet ar pennadoù ganin !

Keginet em eus…

  • Aozet em eus kombucha a zo un evaj graet gant te du, sukr hag amzer : ret eo d'ober mont e go.
  • Fardet hon eus lasagnez ha krampouezh. #MenamMenam

Setu evit ar sizhun-mañ, ken a c'hentañ !