--- title: "Kazetenn ar c'henfinañ #2" date: 2020-11-15T13:08:08+02:00 description: "Setu ma c'hazetenn ar c'henfinañ nivel daou !" tags: ["o-teskiñ", "kenfinañ"] draft: false --- ## Ar sizhun-mañ Sizhun 9 ar stummadur hir e brezhoneg eo. Distiñget eo atav ! C'hoant em eus da redek muioc'h met poan-troad am eus. Abaoe ar c'henfinañ, ne vez ket posubl ober marc'h-houarn pell ivez. Setu perak on un tamm trist. Met eo posubl d'ober traoù all dre chañs ! ## Lennet em eus… - Ar sizhun-mañ em eus skrivet un nebeut pennadoù e galleg diwar-benn levrioù am boa lennet : [La cause végane](/culture/lectures/1-la-cause-vegane/) skrivet gant Frédéric Denhez hag [Hollywood Plomodiern](/culture/lectures/2-hollywood-plomodiern/) skrivet gant Stéphane Grangier. Plijadur am boa bet en ur skrivañ ar pennadoù-se ! Hepdale e vo graet ganin ar memes tra met e brezhoneg, spi am eus. - Koumanantet em eus ouzh un nebeut blogoù brezhoneg : [Soubenn ar geek](https://soubennargeek.wordpress.com/) hag [A lenn e brezhoneg](https://alennebrezhoneg.wordpress.com/) da skouer. - Emaon o lenn *#brezhoneg* ha tamm ha tamm eo komprenet ar pennadoù ganin ! ## Keginet em eus… - Aozet em eus *kombucha* a zo un evaj graet gant te du, sukr hag amzer : ret eo d'ober mont e go. - Fardet hon eus lasagnez ha krampouezh. *#MenamMenam* Setu evit ar sizhun-mañ, ken a c'hentañ !