blog/content/podcasts/brav-ha-bev/5-mikrobiot-ar-bouzellou/index.fr.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

5 KiB

title date draft image slug
#5 Mikrobot ar bouzelloù 2021-10-27T12:00:00+02:00 false ./mikrobiotArBouzellou.jpg 5-mikrobiot-ar-bouzellou

{{< block_color blue >}} Transcription de l'épisode Mikrobiot ar bouzelloù. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/mikrobiot-ar-bouzellou/embed/light" >}}


Hiziv e vo komzet eus boudoù bev bihan-bihan met a-bouez ruz evidomp-ni : bakteri mikrobiot ar bouzelloù.

Krogomp neuze gant ar bakteri. M'ho peus selaouet ma c'hronikenn diwar-benn gwezenn ar vuhez ho peus dalc'het soñj outo marteze. Buan ha buan, ur vakterienn zo ur organeg ha n'eo ket ul loen nag ur plant. Bihan-spontus eo, tro ur mikrometr. Kemerit ur milimetrad. N'eo ket bras dija. Rannit anezhañ etre mil, setu ment ur vakterienn. Neuze n'int ket bras met stank ha kapapl int ! Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar hag en ennomp ivez, en hor c'horf. Tro-dro 40 000 a viliardoù a vakteri a zo war pe en hor c'horf. An niver-se a zo tamm pe damm ar memes hini evel an niver a gelligoù denel, pe niver a seluloù m'ho peus c'hoant. Spontus eo!

Setu bremañ e ouzomp petra eo ar bakteri. Ha petra eo ar mikrobiot neuze? Ur mikrobiot, rak meur a hini a zo un tammig e pep lec'h, a zo an holl vikro-organegoù a zo o vevañ en ul lec'h bennak. Lakaomp, en hor c'horf ! Evit lavarout ar wirionez, estreget ar bakteri a zo en ur mikrobiot. Kavet e vez mikro-organegoù all evel ar goell (a zo ur seurt tog-touseg), ha mikro-organegoù all c'hoazh.

Mat-tre. Hag ar bouzelloù neuze ? D'am soñj e ouzoc'h mui pe vui da betra e servij ar re-mañ. E-barzh ar stomog pe ar sac'h-boued e vez lonket pedijeret ar boued a zo bet troc'het a-dammigoù. Met ne vefe ket ken efedus ha se e-unan, peogwir ne c'hell ket ar c'horf dijeriñ tout kement seurt boued a zo.

Dre ma 'z eo bihan-spontus an organegoù ez eus kalz anezho en hor bouzelloù. Hag a-bep-seurt zo ouzhpenn ! Petra a dalv an dra-se ? Feiz… Liesseurt eo stumm ar mikro-organegoù met dreist-holl eo liesseurt o fonksion, pe o c'hefridi. Ne c'hell ket pep organeg ober pep tra evel-just, met pa vezont lakaet asambles e c'hellont ober kalz muioc'h, pep hini gant e roll. Ha setu-int neuze da reiñ an dorn deomp e meur a zoare.

Da gentañ penn : an dijeriñ. Pa vez lakaet a-stroll an organegoù-se, int gouest da esmoriñ pe da lakaat e bruzhun al lodennoù eus hor boued na vezent ket lonket ganeomp hon-unan, evel ar gwiennoù boued, pe fibres alimentaires ma karit. Ar pezh a vez roet deomp gant ar mikro-organegoù a zo tammoù boued aesoc'h da lonkañ, hag ivez gaz, a teu da vezañ brammoù ha loufoù.

N'eo ket echu, rak kefridioù all a zo gant ar mikrobiot ! Reiñ a reont sikour deomp evit kreñvaat hor reizhiad immunekaat, pe système immunitaire m'ho peus c'hoant. Gourdonet e vez hor sistem gant ar mikro-organegoù en ur mod. Dre-se int stag ouzh hor yec'hed.

Ha setu ken important eo hor mikrobiot m'eo liammet gant kleñvedoù pe kudennoù yec'hed.

Gallout a rer gwelout ar mikrobiot evel ur c'hempouez ekologel. Da lavaret eo, eo pouezus kementad organeg-mañ-organeg. Ma vez re stank un organeg bennak e cheñch emzalc'h ar mikrobiot a-bezh. An efed kentañ a zo… kaout poan o tijeriñ. Ar red-kof, ar foerell, alies.

Met gwashoc'h a zo c'hoazh. Liammet kreñv eo hor bouzelloù gant hon empenn. Dre un nervenn anvet le nerf vague e galleg da skouer, met ivez dre ar gwad gant an hormonoù. Ha diskouezet ez eus bet gant skiantourien ha skiantourezed e vank un dornad mikro-organegoù e-barzh mikrobiot an dud a zo tapet gant an diwaskadenn, pe an dud tapet gant an "dépression".

Liammoù all a zo bet kavet etre stad mikrobiot ar bouzelloù hag an aotegezh, l'autisme e galleg. N'eo ket aes gouzout hag eñ eo al liamm ur gaoz pe un dilerc'h koulskoude, met diskouez a ra eo ar c'hôf e-kreiz hor yec'hed.

Marteze ho peus c'hoant bremañ da c'houzout penaos ober war-dro ho mikrobiot deoc'h-c'hwi ! Un nebeud traoù zo ezhomm da ziwall outo. Kentañ tra, tremenit e-biou an antibiotikoù. Re efedus int evit lazhañ ar bakteri, ar re jentil en o zouez. Gwelloc'h eo o implijout ma n'eus diskoulm all ebet. Da eil, klaskit debriñ predoù kempouez gant gwiennoù boued, fibres alimentaires, a vez kavet da skouer e frouezh hag e legumaj. Dre se e vo roet boued d'ho mikrobiot. Hag evit echuiñ, moiaen zo da zebriñ mikroorganegoù krenn-ha-krak. Kavet e vezont pe e pilulennoù e ti an apotiker, pe e meuzioù zo. Meuzioù lakaet e go da skouer, evel ar c'haol-go pe ar choukroutenn, ar yaourt, ha traoù all (kefir, kombucha, miso hag all hag all).

E berr gomzoù hon eus gwelet hiziv ez eus mikro-organegoù en ennomp, en hor bouzelloù : ar mikrobiot. Important kenañ int evit dijeriñ hag evit hor yec'hed dre vras. Lavaret em eus deoc'h int stank-mat. Bez ez eus tost kement a vikro-organegoù evel ma'z eus kelligoù denel. Ha neuze, dre se vefe diaes-diaes deomp, dibosubl zoken, bevañ nemet gant kelligoù denel… Piv omp-ni, a-benn ar fin?

{{< cc "by nc" >}}