blog/content/podcasts/brav-ha-bev/29-plant-ha-trouz/index.br.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

5.5 KiB

title date draft image slug
#29 Ar plant hag an trouz 2023-04-19T12:00:00+02:00 false ./plantHaTrouz.jpg 29-plant-ha-trouz

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar plant hag an trouz. {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-plant-hag-an-trouz/embed/light" >}}


Trouz a-bep seurt zo en natur. Un efed a ra an trouz d'ar boudoù bev, d'an organismoù. Al lapoused a selaou lapoused all. Ar bronneged, les mammifères, a implij kalz a sonioù ivez. An amprevaned ivez.

Hiziv ne vo ket kontet eus ar re-se. Kontet vo deus ar plant hag an efed 'neus an trouz warno.

Ar sujed-se n'eo ket anavezet kement-all, met kalzik a studiadennoù a zo bet kaset da-benn memestra. Ne gomzan ket amañ eus efed ar sonerezh, met kentoc'h eus efed ar sonioù, an trouz. Traoù un tammig iskis a c'heller kavout diwar-benn efed ar sonerezh war ar plant, met din-me n'int ket gwall skiantel. Da lâret eo, an traoù-se n'int ket bet kadarnaet gant kalz skipailhoù.

Komañsomp gant trouz simpl neuze, evel hemañ. Plijus, 'gav ket deoc'h ? Lakaet zo bet plantennoù 'giz tomatez da glevet ar son-mañ e-pad 3 eur, bep eil devezh. Ar skipailh 'n deus bet ar mennozh-se 'n deus muzuliet ur c'hresk a 13% en eostad. Ha gwelloc'h c'hoazh 'oa evit ar c'hoñkombrez. Diaes 'vefe lakaat an dra-se e pleustr er parkeier 'vat, ken trouzus evel ma 'vefe !

Taolioù esae all a zo bet. Da skouer, kavet zo bet e tiwan gwelloc'h ar maiz gant sonioù "gwenn", giz-se. pe gant ur son izel-tre, 'giz hemañ. Gant ar sonioù-se neuze zo muioc'h a c'hreun a ziwan, e-tro 10% muioc'h memes tra, n'eo ket dister.

Penaos e ya en-dro ? Gwir eo n'eus ket bet kavet skouarnioù gant ar plant. Luziet-kenañ eo ar mont en-dro, n'eo ket sklaer evit poent. Hervez ar skipailhoù zo o labourat war an dra-se, pep tra a teu deus moger ar c'helligoù da gentañ, la paroi cellulaire. Gant an trouz, ar voger a fiñv un tammig bihan. Kannaded a zo en holl gelligoù. Kannaded zo a lâr eo tomm, reoù all a lâr zo gwask war ar c'hellig… Ha moarvat zo kannaded a zo gouest da lâret en deus fiñvet ar voger. Ar re-se a galv kannaded all, hag a-benn ar fin 'vez cheñchet kementad protein-mañ-protein. Ha hervez live ar proteinoù e cheñch emzalc'h ar c'hellig, ha neuze emzalc'h ar plant. 'Giz m'ho peus komprenet, luziet-kenañ eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù !

Perak 'ta e c'hell ar plant klevet o endro ? Sonioù zo, trouz zo, a zo mat dezho da glevet. Pa n'haller ket fiñval, mat eo bezañ gouest da c'hoût penaos emañ an traoù tro-war-dro. Goût pegoulz zo dour gant trouz ar glav, pe c'hoazh klevet trouz al loened da skouer.

Just a-walc'h, diskouezet zo bet eo gouest ur spesad, Arabidopsis taliana, da anavezout trouz ur viskoulenn o tebriñ e zelioù. An dra-se zo un tammig e-giz ASMR evidomp, trouz plijus. Met evit ar plant eo un alarm a lâr dezho eo ret en em zifenn ! Ha setu giz-se pa glev ar plant-se un trouz e-giz-se e produont molekulennoù a zo fall evit ar biskoul.

Ur studiadenn all 'n deus diskouezet un dra all. Emaoc'h o paouez klevet un wenanenn o nijal. Emañ o klask nektar ur fleurenn. Just a-walc'h, unan zo aze, ur fleurenn eus familh an Oenothera. Pal ar fleurenn eo desachañ ar wenanenn evit kaout pollen fleurioù all, ha strujañ war-lerc'h. Kinnig a ra d'ar wenanenn nektar neuze. An dra-se zo en natur. E arnodva ur skipailh skiantel, n'eo ket tre ar memes tra. N'eus gwenanenn ebet met un uhelgomzer kentoc'h. Ha gant ar son-se dre an uhelgomzer. Ar skipailh 'n deus kavet e oa muioc'h a sukr 'barzh an nektar, diouzhtu war-lerc'h ar son. Klasket o deus gant ar son-mañ ivez. Memes tra, kalz sukr en nektar. Ha gant ar son-se : nebeud a sukr. Ar fleur a zo gouest da respont d'ar gwenan neuze !

Hag evit echuiñ vo lakaet ar gaoz war ur studiadenn embannet e fin miz Meurzh 2023. Ar studiadenn-se a ziskouez e vefe gouest ar plant, ouzhpenn klevet trouz, met ivez produiñ trouz !

Ar skipailh en deus lakaet butun ha tomatez (ar plant) dindan mikroioù. Mikroioù ultrason, evit enrollañ un trouz n'omp ket gouest da glevet, ken uhel eo. Enrollet o deus plant yac'h, ha plant lakaet bec'h warno : plant gant delioù troc'het, pe hep dour da skouer.

Ha klevet vez an difoc'h ! 'maomp o paouez klevet enrolladenn ur blantenn bec'h warni. Cheñchet eo bet an enrolladenn evit d'an den bezañ gouest da glevet an traoù : izelaet eo bet ar son, ha buanaet ivez. Dre vras ar plant bec'h warno o deus produet betek 50 klik bep eurvezh, ha kalz nebeutoc'h a oa gant ar plant yac'h. Ar pezh a c'hoarvez moarvat eo klogorennoù aer 'barzh ar plant, a darzh. Ha muioc'h a zo pa vez lakaet ur blantenn diaes. N'eo ket sur tamm ebet e c'hell div blantenn kichen-ha-kichen komz e-giz-se, met organismoù all a vefe gouest da glevet 'vat. Amprevaned zo a c'hellfe klevet seurt trouz da skouer ha kompren n'eo ket yac'h ur blantenn, pe n'eo ket yac'h a-walc'h evit dozviñ vioù atav.

Ha ganeomp-ni e c'hellfe bezañ klevet ivez, pe kentoc'h gant labourerien douar ekipet mat, a fellfe dezho dourañ o flant pa vez ezhomm hepken evit espern dour.

Hiziv hon eus klevet bed ar plant. Peogwir ne weler ket o divskouarn n'eo ket bet studiet kalz efed ar sonioù, an trouz, warno. Cheñch a ra an traoù bremañ, ar sell deus ar plant 'neus cheñchet abaoe un nebeud bloavezhioù. Birvilh 'zo er bed skiantel memes evit kompren muioc'h an organismoù-se, a zo kempleshoc'h a-feur ma teskomp traoù diwar o fenn.

{{< cc "by nc" >}}