blog/content/podcasts/brav-ha-bev/27-ar-virusou-3/index.br.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

5.8 KiB

title date draft image slug
#27 Ar virusoù (3/3) 2023-03-15T12:00:00+02:00 false ./virus3.jpg 27-ar-virusou-3

{{< block_color blue >}} Setu treuzskrivadur ar gronikenn Ar virusoù (3/3). {{< /block_color >}}

{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/ar-virusou-3/embed/light" >}}


Gant an div gronikenn ziwezhañ 'oamp komañset da gontañ eus ar virusoù. Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn. Ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo. Tamm ha tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all. Hiziv 'vo safaret eus an dra-se just a-walc'h. Safaret 'vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù.

Ar virusoù er mor n'int ket bet studiet kalz e-pad pell. Gras d'an teknikoù nevez e vezont studiet muioc'h en deiz-hiziv, 'tro tregont vloaz 'so, pas muioc'h. Desket hon eus un nebeud traoù dija memestra. Er mor da skouer, ar re-se zo 10 gwech stankoc'h evit ar baktiri. Ar pezh a ra 10 milion a virusoù dre mililitr, soñjit 'ta.

Ha lakaet zo bet war wel traoù all, traoù interesant diwar-benn efed ar virusoù war o endro.

Da gentañ-penn o deus ur roll liammet deus al liesseurted jenetik, la diversité génétique. Gras d'an teknikoù nevez, evel ar metajenomik, omp deuet a-benn da briziañ tamm ha tamm liesseurted jenetik ar virusoù. Ha kavet zo bet eo liesseurt-kenañ ADN pe ARN ar virusoù neuze. 'Blam d'un dra bennak hor boa gwelet ar wech paseet : ADN pe ARN ar virusoù a cheñch etre pep rummad. Ouzhpenn da se int gouest da dapout tammoù ADN digant o ostizoù, an organismoù eñfektet. Ha treuzkaset 'vez an tammoù-se d'o diskennidi memes ! Hag ar c'hontroll a c'hell c'hoarvezout war-lerc'h. Treuzkaset 'vez ul lodenn eus ADN ur virus 'barzh ADN un ostiz. Gant an holl eskemmoù-se e vez mesket-mat ADN an organismoù er mor, ha mont a ra al liesseurted jenetik war greskiñ.

Ur roll all o deus, liammet deus ar mikrobiotoù. Komzet hor boa eus ar mikrobiot dija. Eus mikrobiot ar bouzelloù kentoc'h, hor mikrobiot deomp-ni. E gwirionez 'zo mikrobiotoù un tamm pep lec'h, gant an holl organismoù lieskelligek, pe multicellulaires. Ha, 'giz ho po komprenet, kavet 'vez virusoù e-barzh ar mikrobiotoù-se. Kemeromp ur skouer. Ar c'houral lakaomp, le corail. An dra-se zo ur simbioz e gwirionez. Ar c'horal, a zo ul loen, a ro bod da vikroorganismoù zo anvet "Zooxanthelle". Ar re-se an hini eo a ra ar fotosintezenn. Hag ezhomm o deus an eil re eus ar re all. Er mare-mañ vez safaret kalzik eus gwennañ ar c'houral, pe le "blanchissement des coraux". 'Blam da betra teuont gwenn ? 'Blam d'an dour a zo tommoc'h-tommañ, n'eo ket ar c'houral en e vleud ken, ha skarzhañ a ra ar zooxanthelle. Ha setu 'giz-se, ar c'houral a teu gwenn. Mervel a ra. Hag ar virusoù neuze ? Amañ emaint, e mikrobiot ar c'houral. Lod anezho zo gouest d'o eñfektiñ. Siwazh, ur wech eñfektet 'teu ar c'houral kizidikoc'h deus tommder an dour. Ha neuze gant virusoù zo, ar c'houral a varv buanoc'h.

Met deus an tu all, ar virusoù a c'hall sikour ar c'houral. En o mukus, er mukus a zo en-dro d'ar c'houral, zo kalz baktiri, ha kalz virusoù ivez evel-just. Ne reont ket drouk ebet d'ar c'houral, ar c'hontroll 'ni eo memes. Ar skipailhoù skiantel a soñj dezho eo un doare simbioz ur wech ouzhpenn. Ar c'houral a ro bod en e vukus ur wech all c'hoazh. Plas a zo evit d'ar baktiri hag ar virusoù chom aze. Hag ar re-se a zo gouest da zifenn ar c'houral, da virout deus ar virusoù pe ar baktiri drouk a teu eus an diavez, da eñfektiñ ar c'houral.

Hag un trede roll zo, liammet deus ar c'helc'hiadoù "biojeokimiek", les cycles biogéochimiques. Petra eo an traoù-se ? Kaoz zo eus an oksijen da skouer. Pelec'h 'vez produet, pelec'h 'vez koñsomet, dre belec'h e ya… Ha klasket 'vez goût an dra-se da live an Douar a-bezh ! Studiet 'vez ivez kelc'hiad ar c'harbon, ha kement zo. Ret eo goût, da skouer, vez produet an hanter eus an oksijen a zo analet ganeomp, gant mikroorganismoù er mor. Hag en ur broduiñ oksijen e vez lonket ganto ar c'harbon a zo en aergelc'h, en atmosfer ma karit, ar pezh n'eo ket fall tamm ebet hiziv an deiz.

Betek-henn e veze soñjet oa un efed fall gant ar virusoù war kementad ar c'harbon a vez lonket. N'eo ket sot : seul-vuiañ zo virusoù, seul vuiañ vez lazhet mikroorganismoù. Ha ma zo nebeutoc'h a organismoù a zo gouest da lonkañ ar c'harbon, zo muioc'h a garbon en aergelc'h, anat deoc'h.

Martezeadennoù all, soñjoù all a vez ijinet tamm ha tamm, 'vat. Da skouer, a-raok lazhañ ar mikrooorganismoù, e c'hell a virusoù cheñch metabolism ar c'helligoù. Ha dre se e c'hellfe an organismoù-se lonkañ muioc'h a garbon a-raok mervel. Pe ur soñj all zo deuet d'ar skiantourien. Pa vez lazhet un organism gant ur virus e c'hellfe mont a-dammoù, tammoù a gouezhfe buan a-walc'h war strad ar mor. An danvez-se a vefe karbon ennañ, ha setu giz-se 'vefe lonket karbon memes mod.

Evel m'ho peus komprenet, luziet eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù !

Hiziv hon eus gwelet ar virusoù en o endro, liammet deus organismoù all. Kavet em eus an titouroù-se war ul levr interesant-kenañ a oa deuet er maez e miz Genver 2023. "Les virus marins, simples parasites ou acteurs majeurs des écosystèmes aquatiques ?", embannet gant an ti embann Quae. Ar re zo intereset a c'hell pellgargañ ar stumm pdf evit netra war o lec'hienn memes.

Gant al levr-mañ hon eus lakaet war wel un nebeud liammoù zo etre ar virusoù hag an ekosistemoù. Gwelet hon eus eo luziet an traoù. Gwechoù zo vez taget an organismoù gant ar virusoù, ha gwechoù all e vezont sikouret.

N'eo ket echu an enklaskoù, met 'pezh 'zo sur 'vat, ezhomm zo deus ar virusoù evit ma vefe stabil ha kreñv an ekosistemoù.

{{< cc "by nc" >}}