103 lines
5.6 KiB
Markdown
103 lines
5.6 KiB
Markdown
---
|
|
title: "#22 Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh"
|
|
date: 2022-11-09T12:00:00+02:00
|
|
draft: false
|
|
image: "./prizNobelArMedisinerezh.jpg"
|
|
slug: "22-priz-nobel-ar-medisinerezh"
|
|
---
|
|
|
|
{{< block_color blue >}}
|
|
Transcription de l'épisode [**Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh).
|
|
{{< /block_color >}}
|
|
|
|
|
|
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/svante-paabo-priz-nobel-ar-medisinerezh/embed/light" >}}
|
|
|
|
---
|
|
|
|
Hiziv 'kinnigan deoc'h beajiñ en amzer dremenet.
|
|
Ha pell zo memes.
|
|
Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh pe orin mab-den.
|
|
Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo.
|
|
|
|
"Graet eo e soñj gant bodadeg Nobel hag ensavadur Karolinska
|
|
da reiñ priz Nobel 2022 ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh da Svante Pääbo,
|
|
evit ar pezh en deus lakaet war wel diwar-benn jenomoù hominined marvet
|
|
hag emdroadur an denelezh"
|
|
Ar pezh emaomp o paouez klevet 'oa kemenn bodadeg ar priz Nobel, a-benn ma oa bet roet ar priz e 2022.
|
|
|
|
Ar paotr-se, Svante Pääbo en deus krouet un dachenn skiantel nevez : ar paleojenomik.
|
|
Da lâret eo, studiañ ADN ar spesadoù marv. Ha marv abaoe pell zo, 'giz 'm eus lâret.
|
|
Intereset eo Svante Pääbo gant istor an denelezh.
|
|
Savet en deus teknikoù, doareoù da studiañ ADN ar spesadoù zo tost ouzomp
|
|
Kement-se evit keñveriañ ar jenomoù ha klask kompren petra zo c'hoarvezet,
|
|
ha darempredoù zo bet etrezo, ha me oar me.
|
|
|
|
Tri zra dibar en deus graet Svante Pääbo.
|
|
Sekañset en deus jenom an Neandertaled.
|
|
Piv 'oa ar re-se ? Ur spesad tost deus an denelezh a-vremañ, Homo sapiens, met marvet 30 000 bloaz zo.
|
|
Bevet o deus asambles gant Homo sapiens e-pad ur prantad memes tra.
|
|
Met betek-henn ne ouiemp ket kalz traoù diwar-benn an darempredoù zo bet etre an Neandertaled ha re hor spesad deomp-ni.
|
|
Gras d'ar jenom sekañset omp bet gouest da c'hoût kalz muioc'h, met komzet vo eus an dra-se un tamm diwezhatoc'h.
|
|
|
|
Lakaet en deus war wel ivez hominined dianavezet a-raok, kendirvi eus an denelezh en ur mod : an Denisova.
|
|
Ur spesad a-bezh lakaet war wel gras d'un askorn bihan, un askorn eus ur biz, kavet en ur groc'h e Siberia.
|
|
Dav eo bezañ barrek evit ober seurt traoù !
|
|
|
|
Ha 'benn ar fin en deus kavet liammoù etre ar re-se hag an denelezh a-vremañ.
|
|
'Giz 'm eus lâret o deus bevet an Denisovaed, an Neandertaled hag Homo sapiens asambles 'pad ur frapad amzer.
|
|
N'ouzon ket ha karantez 'oa d'ar mare-se, met bugale zo bet bepred.
|
|
Hiziv an deiz 'zo etre 1% ha 4% eus hor jenom, hervez an dud, a teu deus an Neandertaled.
|
|
Gallet hon eus kompren an dra-se gras d'ar jenom sekañset gant Svante Pääbo just a-walc'h.
|
|
Lodennoù eus hon ADN a zo heñvel-mik eus hini an Neandertaled.
|
|
Hag ar memes tra zo c'hoarvezet gant an Denisovaed.
|
|
E Azia ar gevred e kaver tud a zo en o ADN betek 6% a orin deus an Denisovaed.
|
|
|
|
'Giz ma ouzoc'h ranker ober pe kavout traoù dibar, dreistordinal memes, evit kaout ur priz Nobel.
|
|
Ha meritet en deus Svante Pääbo e briz, me 'lâr deoc'h.
|
|
Diaes-kenañ, diaes-spontus eo bet ar pezh en deus graet.
|
|
Soñjit 'ta : evit lenn ADN ur spesad n'eus ket anezhañ ken, e ranker :
|
|
Kavet ul lodenn eus ur c'horf, un askorn da skouer.
|
|
Al lodenn-mañ a rank bezañ miret mat a-walc'h (en un endro yen da skouer).
|
|
Kollet 'vez tammoù ADN gant an amzer o tremen, ha pa vefe miret mat an askorn.
|
|
Goude miliadoù ha miliadoù a vloavezhioù ne chom nemet tammoù bihan,
|
|
ha neket ur volekulenn vras aes da lenn, aes da sekañsiñ.
|
|
Seul vihanoc'h an tammoù, seul diaesoc'h eo evit lakaat anezho asambles en ur jenom klok.
|
|
Hag ouzhpenn, sur-mat zo boudoù bev all zo tremenet e-kichen an tamm askorn : baktiri pe organismoù all.
|
|
Kontaminet eo an ADN neuze, ezhomm zo d'ober an diforc'h etre ADN ar spesad marv hag an traoù all.
|
|
|
|
Ha setu 'giz-se en deus Svante Pääbo, asambles gant tud all tro-dro dezhañ evel-just,
|
|
en deus diskoulmet tamm-ha-tamm an diaezamantoù.
|
|
Evit kinnig e 2010, evit ar wech kentañ, jenom an Neandertaled, da lâret eo o ADN klok.
|
|
|
|
Perak eo ken interesant evidomp-ni ?
|
|
Just a-walc'h, gras d'ar jenomoù sekañset, gras da ADNoù ar spesadoù tost deus Homo sapiens,
|
|
omp gouest bremañ da geñveriañ an traoù.
|
|
|
|
Ha da gompren un tamm muioc'h hor fisioloji, da lâret eo penaos e ya en-dro hor c'horf.
|
|
Da skouer 'zo bet kavet ur jen, a zo un tamm disheñvel gant tud zo, tud o vevañ e Tibet.
|
|
Ar re-se o deus ur stumm ispisial eus ar jen-mañ, disheñvel deus hon hini.
|
|
Ha gras dezhañ eo gouest an dud-se da vevañ gwelloc'h er menezioù uhel-tre.
|
|
Petra eo al liamm gant ar paleojenomik ?
|
|
Dont a ra ar stumm-mañ eus an Denisovaed.
|
|
Un heritaj eo en ur mod.
|
|
|
|
Ur skouer all, ur skouer a-vremañ, gant ar C'hovid 19.
|
|
Goût a rit, ar virus-se a c'hell degas simptomoù kreñv pe greñvoc'h hervez an dud.
|
|
Diskouezet 'zo bet gant Svante Pääbo hag ur c'henlabourer dezhañ, Hugo Zeberg,
|
|
e vez kreñvoc'h ar simptomoù pa gaver en hon ADN ur jen a teu deus an Neandertaled.
|
|
|
|
O c'hoût dre vras pelec'h er bed e kaver tud gant ar muiañ a jenoù a teu deus an Neandertaled
|
|
e c'heller goût pelec'h e vo kavet muioc'h a dud kizidik.
|
|
Talvoudus e c'hell bezañ !
|
|
|
|
|
|
Safaret hon eus deus un den hiziv, Svante Pääbo, en deus bet priz Nobel ar medisinerezh
|
|
evit ul labour kaset gantañ e-pad e vuhez a-bezh.
|
|
Lakaet zo bet war wel spesadoù a zo talvoudus ober anaoudegezh ganto, ha pa vefent marv aboe pell zo.
|
|
Hor c'hendirvi int a-benn ar fin, ha degas a reont gouiziegezhioù diwar hor penn deomp-ni, er bed a-vremañ.
|
|
N'haller ket goût da belec'h ez eomp resis, met gouest omp, gras d'ar skiantour-mañ,
|
|
da c'hoût deus pelec'h e teuomp.
|
|
|
|
|
|
{{< cc "by nc" >}} |