blog/content/blog/sevenadur/6-bout-du-monde-2023/index.br.md
2023-08-11 17:09:18 +02:00

14 KiB

title date date_format description tags draft image
Gouel Penn-ar-Bed, bloavezh 2023 2023-08-10T08:00:00+02:00 2 a viz January 2006
musique
boudu
false ./boudu2023.jpg

Evit an 9vet gwech (bloavezhioù 2011, 2012, 2013, 2014, 2015, 2017, 2018, 2022 ha 2023 !) on bet e gouel Penn ar Ped. E Kraozon e oa, e penn-kentañ miz Eost.

Er penna-mañ e vo kontet penaos em eus bevet ar gouel-se. Kontet e vo eus ar sonerezh hag eus an aergelc'h !

Gouel Penn-ar-Bed, ur gouel kaer evit an holl

An 23vet gwech e oa eus ar gouel-mañ neuze. An 23 gwech eo bet aloubet Landaoudeg, e Kraozon, gant tud deuet da selaou sonerezh.

Abaoe 2007 eo stabil an niver a festivalerien·ezed : 60000 en holl, da lâret eo 20000 bemdez. Ar pezh a vir al lec'h da vezañ re leun, an dud da vezañ re stank. Ha gallout a reer adkavout mignone·z·ed n'int ket bet gwelet aboe pell memes.

Ur ger diwar-benn ar sonerezh. Evel ma c'haller kompren diwar an anv, klevet e vez sonerezh a bep seurt eno. Sonerezh latin, eus Europa ar reter, eus Frañs, funk, kan gant meur a vouezh… Ha kavet e vez traoù mesket ivez. E 2017 da skouer eo en em gavet Bagad Ploudiern hag ar Gangbé Brass Band (eus Benin) evit krouiñ ar Gangbé Breizh Band, da vare ar gouel hepken.

An aozañ n'eo ket fall kenebeut ! Teir leurenn zo. Unan vras, ma vez sonadegoù 1e20. Ha div vihanoc'h (en o zouez un dogenn/chapito !). Warno e vez berroc'h ar sonadegoù, 40 mn hepken. Ar pezh zo, sonet vez div wech warno ! Gras d'an dra-se e c'hell an dud mennet gwelet an holl sonadegoù, en ur vont a bep eil d'al leurennoù.

Skuizhus a c'hell bezañ, met dre chañs ez eus peadra da gavout startijenn. Tavarnoù zo (e lec'h ma vez paeet gant ar cashless bremañ). Ostalerioù zo ivez, gant boued a bep seurt ur wech ouzhpenn : krampouezh evel-just, predoù eus bro Brazil, frouezh, boued eus Gwadeloup…

Echu gant an traoù hollek. Lakaomp ar gaoz war ar bloaz-mañ !

Ar Gwener

War an dachenn gampiñ en em gavomp gant mignonedezed, e-tro kreizteiz. Koumoulek eo an oabl met ne ra ket glav. Aon hon eus evit hor botoù. Deuet omp gant botoù kaoutchouk e ken kas, pri zo memestra.

Lakaat a reomp pailhour (bruzhun liv brav) war hon dremoù. Kalz a dud o deus graet ar memes tra e gwirionez, un den diwar 25 marteze ! Lonkadenn gentañ hor boeson muiañ karet. War an dachenn e welomp un nebeud tud anavezet ganeomp ha n'hor boa ket gwelet abaoe pell zo. Ur wech echu kontañ hor buhezioù eo poent mont da welet ar sonadegoù, digor eo an dorioù !

Treuzwisket eo kalzik a dud. Ur strollad Simsed zo (gant ar jaoj gwer pe gweroc'h a-us d'o fennoù, hag an Ankoù memes !), ur strollad houidi a blij dezho bourbouilhat er poullennoù…

Strollad kentañ : Los Wembler's de Iquitos. A-bell hon eus gwelet ar sonadeg-mañ. Ur strollad familh an hini eo, a orin eus Perou, hag a son cumbia. Reiñ a ra startijenn, gwir eo, met hir ha skuizhus e vo an devezh, ha setu 'giz-se hon eus divizet da chom sioul ha profitañ a-bell.

Fourth Moon. Ar re-se hon eus gwelet a-dost. Ur strollad eus Frañs/Aostria/Bro-Skos/Italia eo, hag a son muzik iwerzhonek/skosek. Brav-tre, ha plas a oa evit dañsal ouzhpenn. N'hon eus ket gellet mirout a zañsal ur c'helc'h sirkasian (ar stumm 2 ha 2), hag ur bourrée !

Jungle by night. Distroet omp war al leurenn vras evit ar strollad-mañ eus ar Broioù-Izel. Diaes eo termeniñ o stil. Ur meskaj gant funk, jazz, elektro ? Ar pezh zo sur eo e oa klavieroù, binvioù kouevr (an trombon en o zouez ❤️), bongoioù ha kongasoù. Lakaet omp bet da zañsal gant ar sonerezh-mañ ! Kenderc'hel a rin da selaou ar strollad-se, ha pa vefe paotred ennañ hepken. Unan eus ar rebechoù am eus d'ober ouzh ar gouel an hini eo : kalz muioc'h a baotred evit a verc'hed a zo war al leurennoù.

Da c'houde : ehan ! Fellout a rae deomp mont da welet Al Qasar, a oa mat-tre hervez ar pezh hor boa klevet a-raok mont d'ar gouel. Met war-eeun, a-bell, ne seblante ket bezañ kalz traoù ouzhpenn ar pezh a oa war ar pladennoù. Hag atav ar memes tra a oa sonet.

Goude-se oamp prest da welet sonadeg ar señorita Lila Downs ! Ur ganerez a orin eus Mec'hiko eo. Brudet-kenañ eo e Amerika Latina. He zonioù a zo ur meskaj gant cumbia, folk, a doareoù all da seniñ eus ar broioù latin. Kontañ a ra eus traoù a-bouez : ar justis sokial, gwirioù ar merc'hed, ar yezhoù minorel. N'em eus ket komprenet pep tra war-eeun, dre m'eo deuet da vezañ izel ma live kastilhanek. Ha n'on ket gouest da gompren ar zapoteg, nag ar mixteg, nag ar mayaeg. Kanañ a ra gant ur vouezh brav-spontus, asambles gant ur strollad sonerien barrek-kenañ ivez. Laouen-bras on bet o welet anezhi hag he doare da vezañ war al leurenn !

5 boul disko, petalennoù tro-dro dezho a oa staliet war an uhel. Sklêrijennet e oant. Al leur a oa leun a pikoù luc'hus. Kinklet eo bet lec'h ar gouel.

Tiken Jah Fakoly, sonadeg ziwezhañ. Ne oa ket displijus kanañ (pe huchal kentoc'h ?) « ils ont partagés le monde… plus rien ne m'étooooonne ». Ne oa ket dreistordinal kennebeut. Ha c'hoant kousket hor boa ivez.

Pe kentoc'h, c'hoant hor boa da skeiñ war poubelennoù an dachenn gampiñ. Evel ma vez graet bep bloaz, hengounel eo. Deuet oan gant binvioù skeiñ bihan, ha war a seblant e plije an dra-se d'an dud. Un nebeud re deuzouto a selle ouzhin ha lâret a raent din : « degas a rez un dra ouzhpenn ! » Roet em boa ur c'hloc'h, un taboulinig, ur c'harkabou d'an nebeud tud, ne oan ket ma-unan o skeiñ war draoù ha ne oant ket poubelennoù. Ne oa ket fall ar strollad-noz-mañ a-benn ar fin !

Ar Sadorn

Dihunet omp en dachenn gampiñ evit debriñ merenn-vihan… 'ba'r pri. Glav zo bet e-pad an noz !

15e24. Debret ez eus bet ur soubenn ognon. 🤷

Barrut, sonadeg kentañ, dindan ar chapito. Fromus eo bet : ar strollad a gan gant meur a vouezh gant binvioù skeiñ ivez. Kanañ a reont e okitaneg. War am eus komprenet n'int morse bet ken pell diouzh Okitania. Mont a raint pelloc'h d'am soñj, ha pa vefe ur strollad arbennik a-walc'h (de niche).

Roberto Fonseca. Klevet em eus ar soner piano-mañ a-bell hepken. Kuñv am eus un tamm, dispar e oa ar sonadeg hervez 'm eus klevet. An tonioù oa skrivet brav-tre ha uhel oa live ar sonerien.

Nana Benz du Togo zo bet war-lerc'h, ha dreistordinal eo bet. Teir flac'h zo dirak, ha daou baotr o skeiñ war binvioù a-dreñv. Estreget ar c'hlavier bihan zo gant unan eus ar plac'hed n'eus nemet binvioù savet gant an dorn. Podoù plastik pe houarn evit an taboulinoù, ha tuboù PVC skoet gant tongoù evit seniñ un doare linenn boud elektro.

An pezh a ra trans vodou benel, ha dreist eo. Un nebeud komzoù fromus zo bet, dreist-holl peogwir eo int a lar an traoù : « Pa lâran ya ez eo ya ! Pa lâran nann, ez eo nann ! » Ur gerig zo bet diwar-benn ar rummadoù da heul ivez. Evit an dud a zo war hon lec'h da vevañ mat, e rankfemp ni paouez gant ar pezh a reomp bremañ.

Lucky Chops zo unan eus ar strolladoù am boa c'hoant da welet dre ret. Ur fañfar eus New-York eo, ha deuet eo da vezañ brudetoc'h-brudetañ. N'omp ket bet dipitet ! Graet em boa anaoudegezh ganto dre o sonadegoù e metro New-York. Goude se em boa kavet siouloc'h o pladennoù, ne oant ket ken foll. Met dirak ar sonadeg vev on bet bamet, ur meskaj etre an traoù fur ha foll e oa. Plijet o deus din !

Barrut en-dro, peogwir e oa dispar ar sonadeg kentañ. Muioc'h a startijenn a oa c'hoazh en eil gwech !

Ur c'housk bihan am eus graet war-lerc'h, berr oa an noz a-raok…

Ha distroet on dirak al leurenn vras evit gwelet Wax Tailor, a zo sonerezh elekto hiphop dre vras.

Kempennet-mat e oa : kalzik a dud war al leurenn, punchlines d'ar mareoù mat, ur skramm bras-divent gant videoioù a glote mat-tre gant ar sonerezh. Betek re, am eus kavet. Ne oa tamm plas ebet evit c'hoari war ar prim. Gellet hor bije bezañ ur park avaloù-douar e vije bet memes mod evit an arzourien war al leurenn. Ne oa ket ur gwir darempred etrezomp.

Goude ar sonadegoù on distroet d'an dachenn gampiñ. Hep mont da welet ar poubelennoù ar wech-mañ. Tañvet em eus d'unan eus ar gwellañ fritez er bed avat. Dont a raent eus ar garavanenn a oa staliet war an dachenn, hag a oa digor betek 4e noz bemnoz !

Ar Sul

D'ar Sul vez dihunet gant ar vombard ha debret vez merenn-vihan gant ur banne laez a teu eus tezh ar saout. E-giz-se emañ, an hengoun eo.

An hengoun eo mont da welet kenstrivadeg ar re dreuzwisket ivez. Tri rummad zo : tud o unan, strolladoù, bugale. Warelene e oa aet ar maout gant unan bennak a oa tremenet war unan eus al leurennoù ar bloaz-mañ, neuze n'eo ket dister ar genstrivadeg-mañ !

Diouzhtu goude m'eo bet digoret dorioù ar gouel omp bet o welet Tuuletar. Ur strollad a gan gant meur a vouezh eo en-dro, met kanañ a reont-int e finneg. Ha brav eo bet ! Pep tra zo graet gant o mouezh, hag unan anezho zo gouest d'ober gant ar beat-box. Ur benveg hengounel bihan o doa degaset ivez, un doare lirenn gant kordennoù rimiet. Ar strollad, zo merc'hed ennañ hepken, en deus kanet ur polka anavezet ganeoc'h marteze.

Ha bremañ lakaet e vo ar gaoz war ar sonadeg he deus bamet d'am c'halon : Antti Paalenen gant sonerien skol sonerezh Brest. Ur paotr finnek azezet war ur gador eo Antti Paalanen. Sonañ a ra akordeoñs ha kanañ a ra vogalennoù gant ur vouezh don-don.

Kinniget e-mod-se ne seblant ket bezañ dibar. Ha padal. Padal tres un den tre zo warnañ. Padal eo fromus ar pezh a lâr, gant an holl fleurioù un tamm pep-lec'h war al leurenn. Hag ur gwir liamm en deus savet gant ar publik. Lañset en deus unan eus e heuliadennoù vogalennoù war un ton da skouer (da glevet amañ evit kompren). Goude an ton-mañ eo en em gavet an tabouliner. Antti en deus kinniget anezhañ, hag a-raok m'en doa echuet e oa krog ar publik da ganañ ar vogalennoù en-dro. Hag eñ da lañsañ un taol-lagad d'an tabouliner, gant ur mousc'hoarzh bras-divent, ha dao ! gant an ton kent. On fire eo ar publik.


Et ce qui est encore mieux avec lui, c'est qu'il a voulu faire un des mélanges magiques du Bout du Monde, après un passage en solo en 2022. Il a fait plusieurs résidences à Brest cette année pour préparer un truc avec les élèves du conservatoire de Brest. Rien que la démarche est cool. Mais le résultat, c'était, pour moi en tout cas, remarquablement émouvant. Les chanteureuses et accordéonistes du conservatoire ont lancé, avec lui, la gwerz des goémoniers, gwerz ar vezhinerien. Poa poa poa, juste le refrain avec l'accordéon hypnotique était émouvant. Et le reste du morceau, magnifique. C'est touchant de voir des personnes étrangères à notre culture s'intéresser à elle, et s'en approprier avec une telle réussite. Il se l'est tellement bien appropriée que le morceau suivant était une gavotte, et je peux vous dire que je n'en ai pas vu beaucoup, des gavottes, à Landaoudec. Merci Antti Paalanen <3

Longue pause pour se remettre des émotions, dégustation de fruits à l'ombre, puis… Makoto San. Un autre groupe à ne pas rater, qui a l'air de monter, monter également. C'est de l'électro aux ambiances japonaises (même si le groupe est français). Quatre personnes masquées, à la Squid game, qui tapent sur des bambous, et de la jolie électro derrière. Là encore, petit reproche : ça manquait de connexion avec le public. C'est sans doute un parti pris : on met des masque pour avoir la classe et être mystérieux, mais du coup on vous parle pas. J'avais même l'impression que leur morceau, à part les bambous, c'était juste une piste audio qu'ils ont lancé et qui tournait quoiqu'ils fassent. Mais les compos sont remarquables, alors c'est pardonné.

Total Hip Replacement & Anyankofo, ça ne m'a pas marqué plus que ça (c'est le 3e jour de festival après tout), et puis je ne suis pas fan de soul/reggae. Le nom est bien rigolo cela dit ! (paye ta critique artistique — Je m'en fiche, c'est mon blog, je dis que ce que je veux !)

Louise Attaque, ça a été notre joker. Pendant que 80% du festival se ruait vers eux… eh bien on avait tout pour nous. Des toilettes et des stands de restauration sans queue, des places assises… Le pied.

Meute, encore un groupe qu'on voulait voir absolument. Ils étaient déjà passés il y a quelques années, et c'est quelque chose qui marche toujours très bien : une fanfare qui, sur scène, a plutôt des airs de musique électro. Les basses sont poussées à fond, les marimbas posent des petites mélodies supportées par les autres percussions et les cuivres. Ça a aidé à rester réveillé !

Petit tour par Makoto San, parce que c'est quand même de la chouette musique.

… avant de finir par le concert de clôture : Smokey Joe and the Kid. Du hip-hop / électro, un show bilingue français anglais, bien sympa. Ils ont bien joué leur rôle de concert de clôture en donnant tout ce qu'ils pouvaient depuis la scène vers le public. Et ça passait par des questionnements importants, tels que : « Ça manque de piñata de Gérald Darmanin ici, non ? »

YOLO

Retour au camping, je fais un tour aux toilettes et suis halepagué par des gens qui me demandent si je parle breton. Iels voudraient accueillir les gens de manière bilingue (« bonjour », « bon courage », « bonne nuit »…).

Après ça, petit crochet par les poubelles participer aux dernier vrai concert, et au lit avant les premières vraies lueurs du soleil.

Pour terminer

Je crois bien que ça a été une de mes meilleures éditions du Bout du Monde. Ou plutôt Boue du Monde, surtout le samedi. Les groupes étaient complémentaires, il y en avait pour tous les goûts. J'ai pu faire des découvertes vraiment sympa, il y a des groupes que je vais suivre, c'est sûr. Et puis il y a eu des moments qui n'existent qu'en live, et qui n'ont existé qu'au Boudu 2023.

Mais il y en aura d'autres en 2024 😍