blog/content/podcasts/brav-ha-bev/35-beg-heskenn-oceanopolis/index.fr.md
2023-12-23 16:29:26 +01:00

92 lines
4.8 KiB
Markdown
Raw Permalink Blame History

This file contains invisible Unicode characters

This file contains invisible Unicode characters that are indistinguishable to humans but may be processed differently by a computer. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#35 Beg-heskenn Oceanopolis"
date: 2023-12-27T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./begouHeskenn.jpg"
slug: "35-beg-heskenn-oceanopolis"
---
{{< block_color blue >}}
Transcription de l'épisode [**Beg-heskenn Oceanopolis**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/beg-heskenn-oceanopolis/embed/light" >}}
---
Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023.
Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint.
N'eus ket kalz deuzouto neuze.
N'eus ket muioc'h 'vit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh, soñjit ta.
Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked-heskenn : les poissons-scies.
Petra int ?
Pesked int, e isklas ar rinkined hag ar raeed.
Un doare rae eo e gwirionez, unan bras a-walc'h, e-tro 3 metr pe brasoc'h c'hoazh.
Plat int, o beg zo eus tu ar c'hof, hag an daoulagad eus an tu all, tu ar c'hein.
Met dreist-holl e vezont anavezet diouzhtu gant o fri hir, a zo anvet ur "rostre".
Stumm un heskenn zo dezhañ.
Ha setu eus pelec'h e teu an anv "beg heskenn" neuze.
War an heskenn vez kavet seurt dent.
Ne servijont ket da zebriñ e gwirionez, re bell int deus ar beg.
Met gras dezho eo gouest ar pesked-se da glask preizhoù.
Gouest int da vevañ en dourioù leidek, dourioù "turbides",
dourioù louz, un tamm, m'ho peus c'hoant.
Dourioù lec'h ma vez ket gwelet kalz traoù, ha setu giz-se zo ezhomm
da santout ar preizhoù gant un doare all, un doare ha n'eo ket an daoulagad.
Ar begoù-heskenn a ra 'giz an ornitorinked, m'ho peus soñj eus ar gronikenn diwar o fenn.
Implijout a reont an elektrolec'hiañ pe l'électrolocalisation ma karit.
Rak tredan zo en dour pa fiñv ul loen bennak.
N'eus ket kalz evel-just, met pa fiñv kigenn ul loen bennak
vez krouet ur maez tredan, un champ électrique.
'Pezh a c'hell santout, detektiñ, ar begoù heskenn, gras d'o fri dreist-holl.
Un dra dibar all zo dezho : gall' reont bevañ e dourioù sall ha dourioù dous.
Dre-se e c'hellont chom er mor pe er sterioù, en aberioù, ha kement zo.
An dra-se zo dibar a-walc'h, rak bevañ er mor n'eo ket tamm ebet ar memestra 'giz bevañ en dour dous.
Er mor zo kalz muioc'h a hollen eget e gwad ar pesked.
Blam ma evont dour sall atav e rankont ezverañ, kas an hollen er maez eus o c'horf atav.
En tu all, an dour dous n'eo ket ken sall hag o gwad.
Er c'hontroll neuze, vez ezveret kalz troazh, kalz staot, kalz dour e gwirionez.
Klask a ra al loened kaout un troazh gant nebeut-tre a hollen evit mirout anezhañ 'ba o c'horf.
Neuze zo 2 zoare disheñvel-mik d'ober war-dro pegen sall eo an dour tro-dro d'al loened mor,
ha n'eo ket ken aes-se bezañ gouest d'ober an daou !
Kavet e vez ar begoù-heskenn un tamm pep lec'h er morioù tro-dro da c'houriz ar bed,
tro-dro d'an ekwateur ma karit.
Met, 'giz meus laret bremaik, en arvar emaint, ha ne vezont ket kavet kement-se ken.
Pad pell oa bet gwerzhet ar "rostre", fri ar pesked-se,
pe c'hoazh an angelloù, les nageoires.
Ha disoc'h bloavezhioù ha bloavezhioù giz-se zo : nebeutoc'h-nebeutañ a vegoù-heskenn.
Ha, 'giz 'meus laret bremaik ivez, unan zo, ur barez zo, e Brest.
Pe kentoc'h, unan 'oa e Brest betek an diskar amzer 2023.
Ar skipailhoù skiantel zo o klask ober un dra bennak ganti.
Kaset eo bet, ken sioul ha ma c'haller evel-just, da Vontpelhier,
pell a-walc'h eus Breizh neuze, evit ober anaoudegezh gant ur par.
Ar pal eo klask lakaat an 2 loen-se da strujañ.
Gant un tamm chañs e c'hallfent en em glevet mat ha kaout peskigoù-heskenn.
Ouzhpenn da se e rofe d'ar skiantourezed ha d'ar skiantourien da c'hoût muioc'h diwar-benn ar spesad.
Goût a reer eo ar re-se vibevc'haner, ovovivipare e galleg.
Da lâret e savont vioù, met ar vioù-se a chom e korf ar vamm, ha diflukañ a reont enni.
Ar peurrest, 'at, n'ouzer ket.
'Pad pegeit e chom leuniet ar barezed, pet peskig vez ganet war un dro,
e peseurt mare e c'hellont strujañ… Kalz pikoù goulenn zo !
An taol-ease gant an 2 loen a servij d'un dra all c'hoazh.
Oceanopolis ha Planet Ocean, akwariom Montpelhier, o eus ur c'hefridi a-bouez
Reiñ d'an dud, d'ar publik, da gompren pegen bresk eo an endro.
Ne vo ket saveteet ar spesad en un akwariom evel-just.
Ar pezh a gont eo kentoc'h, cheñch an doare da besketa,
'blam ma vez tapet begoù-heskenn dre fazi e rouejoù ar besketourien.
Re aes eo dezho bezañ rouestlet, luziet 'ba'r rouedoù gant o fri hir mod-se.
Hag un dra all zo a lak diaes ar re-se eo cheñchamant al lec'hioù ma c'hallont bevañ.
An aberioù da skouer, pe ar mangrovioù, zo o cheñch, pe distrujet vezont memes.
Kalon vat d'ar barez zo bet kaset da Vontpellier, kalon vat d'ar spesad a-bezh.
Ha dalc'homp da zeskiñ diwar-benn ar begoù-heskenn neuze, hag e-pad pell c'hoazh, michañs.
{{< cc "by nc" >}}