blog/content/podcasts/brav-ha-bev/18-an-demodeksed/index.br.md
2023-12-22 17:12:25 +01:00

69 lines
3.8 KiB
Markdown
Raw Permalink Blame History

This file contains invisible Unicode characters

This file contains invisible Unicode characters that are indistinguishable to humans but may be processed differently by a computer. If you think that this is intentional, you can safely ignore this warning. Use the Escape button to reveal them.

---
title: "#18 An demodeksed"
date: 2022-08-31T12:00:00+02:00
draft: false
image: "./anDemodeksed.jpg"
slug: "18-an-demodeksed"
---
{{< block_color blue >}}
Setu treuzskrivadur ar gronikenn [**An demodeksed**](https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed).
{{< /block_color >}}
{{< castopod playerUrl="https://podkast.fedi.bzh/@brav_ha_bev/episodes/an-demodeksed/embed/light" >}}
---
Er gronikenn Brav ha bev ez eus bet safaret deoc'h eus boudoù bev a bep seurt.
Alies-mat em eus kinniget deoc'h traoù anavezet gant ar skiantourienezed abaoe pell dija,
evel an ornitorinked a zo bet lakaet war wel e fin an 18vet kantved.
Pe ar merien c'hoazh, a zo mil anavezet abaoe pell.
Hiziv e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ur spesad iskis, ur wech ouzhpenn.
O, n'eo ket nevez-flamm, diskrivet eo bet al loened-se evit ar wech kentañ e kreiz an 19vet kantvet.
Met n'eus ket pell zo, e miz Even 2022, ez eus bet lakaet war wel traoù nevez,
traoù hag a cheñch hor sell ouzh al loened-se…
Goût a rit moarvat, n'omp ket hon unan en hor c'horf.
Bakteri zo e pep lec'h war hor c'hroc'hen, e-barzh hor bouzelloù,
evel em eus kontet deoc'h e kronikenn 5 Brav ha Bev.
Estreget ar bakteri a zo avat, preñved a zo ivez, hag evit bezañ resisoc'h, preñved ar gal, akarianed.
Unan eus a re-se a zo anvet "Demodex folliculorum", ul loen mann skej tri milimetr anezhañ.
Hag iskis eo, me lâr deoc'h.
Bevañ a ra an akarianed-se war hor c'hroc'hen.
Dreist-holl war hon dremm, 'kichen hor fri hag hon divabrant.
Evit bezañ resisoc'h e vevont tost deus hor blevennoù, barzh 'pezh 'vez anvet le follicule pileux,
ha debriñ a reont hor sebum, ar gwiskad druz a zo war hor c'hroc'hen.
N'int ket dañjerus tamm ebet.
Ne zegasont kleñved ebet, nemet m'eo gwan-kenañ sistem immunizel un den.
M'ho peus c'hoant da skrabañ ho tremm bremañ, un dra normal eo.
Abalamour emaoc'h o soñjal 'barzh al loened-se o fiñval war ho tremm.
Met a-benn ar fin n'omp ket direnket ganto gwech ebet e-pad an deiz.
Kuzhet int 'barzh toulligoù c'hwez ar c'hroc'hen, pe les pores de la peau e galleg.
Ne fiñvont nemet d'an noz, ha nemet evit strujañ. Plijus, 'gav ket deoc'h?
Kement-se a oa anavezet dija.
Ha setu embannet ur studiadenn nevez er gazetenn Molecular Biology and Evolution,
e miz Even 2022 gant ur skipailh skiantourien·ezed.
Kavet o deus meur a dra :
- Un toull-revr o deus. Kredet 'veze n'o doa toull-revr ebet, hag e veze berniet ar c'haoc'h en o c'horf a-hed o buhez bihan a-walc'h (tro 5 devezh). Met kemeret o deus ar skipailh fotoioù a ziskouez o deus un toull-revr. N'eo ket dister !
- Kavet o deus ivez e vez treuzkaset an demodeksed d'ar vugale gant o zud, pezh a zo dic'hortoz evit ar parazitoù pe c'hwibez. Ha gwir eo 'vez kavet demodeksed tro-dro d'ar beg-bronn ivez. Treuzkaset 'vez an demodeksed d'ur bugel gant e vamm neuze.
- Hag evit echuiñ, o deus ar skiantourienezed sekañset jenom al loened-se, da lâret eo o deus lennet o ADN penn-da-benn. Ha bamet int bet o welet pegen bihan eo : nemet 50 milion a daouadoù-bazennoù, 50 milion a lizherennoù m'ho peus c'hant. Un den en deus 3 miliard, 60 gwech muioc'h. Ral eo al loened gant un ADN ken bihan.
Hervez ar skipailh emañ jenom an demodeksed o tigreskiñ.
Lakaat a reont muioc'h-mui a fiziañs en o ostizien, da lâret eo : ni.
Da skouer o deus paouezet d'en em wareziñ diouzh an heol hag an UV : kroc'hen an den a ra.
Memes mod, ezhomm ebet da gaout ur sistem sirkadian klok 'giz hon hini
evit ober an difoc'h etre an deiz hag an noz : implijout a reont hor melanine deomp-ni.
Kement a gefridioù hag a c'hell bezañ skarzhet diwar ar jenom neuze.
Koulskoude eo dañjerus evit ar spesad : marteze e vez lakaet re a fiziañs en denelezh ?
Azasaet mat eo 'barzh an endro a-vremañ, met an dra-se a c'hell cheñch, ha buan a-walc'h,
ha ne vo ket azasaet an demodeksed ken.
Gwelet e vo (pe get, pegen bihan int) !
{{< cc "by nc" >}}