2.1 KiB
title | date | description | tags | draft | ||
---|---|---|---|---|---|---|
Kazetenn ar c'henfinañ #1 | 2020-11-07T14:15:08+02:00 | Skrivet 'moa ur gazetenn e galleg, bremañ o skrivañ an hini e brezhoneg emaon! |
|
false |
Emaon o teskiñ brezhoneg e Skol an emsav e Roazhon abaoe daou miz. Evit implijout ar yezh-se 'meus c'hoan da skrivañ traoù amañ. Ur kelenner deus ar strollad kelennerezh en deus lavaret deomp kinnig ur "gazetenn ar c'henfinañ". Setu ma gazetenn ar c'henfinañ ! ☺
Graet am eus…
Graet am eus ur stumm brezhonek evit ma blog! Troet am eus un nebeud traoù (Rummadoù, Tikedennoù…) e brezhoneg met un tamm labour zo c'hoazh.
Lennet am eus…
Lennet am eus tri levr.
Jakez Vras
{{< figure src="./jakez_vras.jpg" title="Ul levr "Jakez Vraz"." class="center img-30" alt="Ul levr "Jakez Vraz".">}}
"Jakez Vras o kempenn e di" zo ul levr evit ar vugale. Embannet eo gant TES. Aez a-walc'h eo an istor. Jakez zo ur ramz mouk. E pep pajen emañ Jakez oc'h ober un dra bennak : lenn, naetaat ar gegin… Lennet am eus ul levr-se gant plijadur, rak komprenet am eus tost an holl gerioù.
Trifin Strap-he-latenn
{{< figure src="./trifin.jpg" title="Ul levr "Trifin"." class="center img-40" alt="Ul levr "Trifin".">}}
Al levr-se oa skrivet gant Yves Cotten ha troet e brezhoneg gant Cédric Sinou. Diaesoc'h eo lenn anezhañ eget Jakez Vras. Muioc'h gerioù diaes zo. Brav eo an istor ivez, met anezho e vo lennet adare ganin a-benn berr mizioù.
An tri forban
{{< figure src="./an_tri_forban.jpg" title="Ul levr "An tri forban"." class="center img-30" alt="Ul levr "An tri forban".">}}
Brav-kenañ eo al levr-se, a oa skrivet gant Tomi Ungerer ha troet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella. Lennet am eus anezho gant kalz plijadur. Ar brezhoneg implijet en "An tri forban" zo brav, barzhek ha aes a-walc'h. Koant eo an dresadennoù ivez. Se zo al levr gwellañ em eus lennet betek-henn.
Selaouet am eus…
Selaouet am eus ur podskign diwar-benn Kala-Goañv : Abadenn Halloween. Dispar eo!
Ken a c'hentañ !