blog/content/about/index.br.md
2023-08-09 21:33:28 +02:00

39 lines
2 KiB
Markdown

---
title: "Piv on?"
slug: piv-on
weight: 1
image: ./ewen.jpg
draft: false
translationKey: about
type: about
date: 2020-01-01
---
Demat deoc'h ha degemer mat er c'horn-se eus internet, savet **gant an dorn** ha gant **meziantoù frank**. Kavout a rit amañ titouroù zo diwar ma fenn ha diwar-benn ma raktresoù.
Gweladenn vat deoc'h! 🎉
<!--more-->
### Piv on-me?
Ewen on hag ober a ran a bep seurt traoù.
Labourat a ran e [Ofis publik ar brezhoneg](https://brezhoneg.bzh), e lec'h ma ran war-dro an urzhiataerioù hag ar binvioù niverel diabarzh ha diavaez.
### Ar pezh a ran peogwir e plij din (a-youl vat)
- kas podkastoù da benn ([gouzout muioc'h](/br/podkastou))
- ober war-dro servijoù niverel ([gouzout muioc'h](/br/servijou))
- treiñ meziantoù frank e brezhoneg. Dreist-holl meziantoù tro-dro d'ar podkastoù (pebezh souezhadenn): [AntennaPod](https://antennapod.org) ha [Castopod](https://castopod.org). Bihan eo ma labour e-keñver hini an [Drouizig](https://drouizig.org) avat.
- kemer perzh e meziantoù zo. Ne godan ket kalz, met estreget ar c'hod hag an droidigezh zo, evel amprouiñ an traouiñ ha klemm pa 'z eus un dra ha ne 'z a ket en-dro 😬
- seniñ taboulinoù en ur fañfar eus Breizh : **Hej da ru** 🥁
### Diwar-benn al lec'hienn-mañ
Pal a lec'hienn eo kinnig ac'hanon ha kinnig ar pezh a ran. Ul lec'hienn statek eo, savet gant [Hugo](https://gohugo.io). N'eus tamm Javascript ebet, ar pezh zo gwelloc'h evit haezadusted.
Klask a ran versionnaat [kod al lec'hiennad](https://git.fedi.bzh/ewen/blog) ha [kod an tem](https://git.fedi.bzh/ewen/theme-blog-ewen) e fiziadoù e-barzh ma govel niverel.
Evit pezh a sell ouzh ar graferezh, dre ma n'on ket grafour, em eus klask awen e-barzh tem [Liva](https://demo.gethugothemes.com/liva/) a zo dindan aotre MIT ([repo](https://github.com/gethugothemes/liva-hugo)).
Emañ al lec'hienn-mañ herberc'hiet ganin, pe em saloñs, pe e unan eus an ardivingkoù galloudel (VM) a feurman e ti [Hetzner](https://hetzner.com). Ar a ro din da bleustriñ gant binvioù pleustrek evel Docker, Proxmox ha pfSense.