blog/content/blog/sevenadur/5-bezhin-glas/index.br.md
Ewen 988137c19f
Some checks are pending
ci/woodpecker/push/woodpecker Pipeline is pending
embannet eo gwelloc'h
2023-08-02 11:58:41 +02:00

1.8 KiB

title date date_format description tags draft image
Lennet em eus : "Bezhin glas - an istor difennet" 2023-08-02T08:00:00+02:00 2 a viz January 2006
levr
ali
bezhin glas
kazetenniñ
false ./bezhin_glas.jpg

Sot on gant ar podkastoù. Abaoe 2014 a gav din e selaouan podkastoù pe abadennoù radio gant ma fellgomzer (dre AntennaPod abaoe meur a vloaz). Hag abaoe pell zo e selaouan Les pieds sur terre, un abadenn liesseurt war France Culture.

Inès Léraud zo kazetennerez, ha savet he deus meur a reportaj evit Les pieds sur terre. Un heuliadenn he deus kinniget memes : ar Journal breton. Ennañ ez eus kaoz eus industriezh an agroboued e Breizh, ha traoù louz a vez kavet. Div rann zo gouestlet d'ar bezhin glas, da heul un enklask don a-wac'h he deus kaset da benn.

Al levr a ginnigan hiziv eo disoc'h an enklask ivez.

Brav-tre em eus kavet an tresadennoù, savet gant Pierre van Hove. Hag evel-just, a-bouez an istor hag enklaskoù Inès Léraud. Spontus eo gwelet emzalc'h ar pennadurezhioù (ar prefetioù, reoù ar yec'hed, ha kement zo). Fromet on bet gant istorioù an dud : ar fed n'he deus ket paouezet Inès Léraud da glask pelloc'h. Diaezamantoù ar familhoù o deus gouzañvet an agroboued, o deus ranket en em gannañ evit gellet lâret ar pezh a felle dezho lâret.

Ar vandenn-dreset a c'heller prenañ e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg.

Ur film zo bet savet diwarni ivez : Les algues vertes Heuliañ a ra istor al levr, hag un nebeud anvioù zo bet cheñchet. Un doare mat-tre eo evit ober anaoudegezh gant labour dibar Inès Léraud.